an erbeder - le passeur des mondes
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 20 - Arouez an Trec'h ) .
Emgann Askalon - 1843 , kastell Versailhez / Bataille d'Ascalon - 1843 , château de Versailles - gant Jean-Victor Schnetz ( 1787 - 1870 ) , livour gall .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( IX )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Myriam -
11 - An Aotrou Brekilien ( 18 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
III - Ar C'hlask
20 - Arouez an Trec'h
" Siwazh , berrbad e voe al levenez ! Turked Siria ha Persia , ur c'henemglev bet skoulmet ganto hag an an egiptated abalamour d 'an aloubadeg kristen , en em lakaat da gerzhet war Askalon , kêr vihan tost d'an aod .
C'hoant o doa , n'eo ket hepken adc'hounit o douaroù , met ivez dresañ an dismegans hon doa taolet , a sonje dezho , dre hon stourmadennoù dirollet , war o frofed !
Evel-se eo , just a-raok ar Gorroidigezh , en em gavout a reas ur wech ouzhpenn hon holl armeoù , ennañ dek mil marc'heger ha tri mil martolod , ouzh an enebourien !
Ouzh an " Azoparded " e vimp enebet e-pad ar stourm , strollad arme etiopiat eus ar gwellan , o dremmoù livet gant livioù spontus , hag a lakae , en ur vroudañ o c'hrizoù spontus a loened gouez , ur goumoulennad a zardoù marvel da c'hlavan war hon tokennoù-houarn ! ( 34 )
Daoust da se , o vezan ne c'halle netra kregiñ da blegan kalon hor re , ne zaleas ket da vezan faezhet ar renkennadoù enep !
Met , diouzh ma oa bet desket war-lerc'h , e resevas ur bir e-kreiz e gerc'henn an Aotroù Brekilien , a glaske digeriñ un hent da zug Normandi en ur lakaat e zorn war vanniel vras an tud divadez !
Gant an intrudu kalonek-se , e c'hallas hennezh , koulskoude , kemer pennkarter o fenn , ar vizir El-Afdal . ( 35 )
Evel-se e voe roet arouez an trec'h ! An argaderien a dec'has kuit . Met evit a selle ouzh ma mestr , ne ouien ket hag-eñ e oa bev pe varv bepred 'vit ar poent ...
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 18 - Myriam , Plac'h an Traezh) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
34 - Emgann Askalon ( 12 a viz Eost 1099 ) : stourm a rae war o daoulin ar soudarded etiopiat , a veze graet " Azoparts " anezho gant kronikourien ar mare-hont , o lañsañ bernioù saezhoù war ar vrezelourien kristen , hag oc'h ober ivez gant freilhoù spontus , armet gant bouloù-houarn evit terriñ penn ar c'hezeg .
( " Histoire des Croisades " ( Istor ar C'hroaziadegoù , 7 levrenn , 1812 / 1822 , gant Jean-François Michaud ).
35 - Al-Afdal Shânshâh ( + 1121 ) , vizir fatimide Egipt , rejant (1094 -
1121 ) dindan ren Al-Musta'li , 9vet kalif .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 19 - Dor an Nenv ) .
Kemer Jeruzalem gant ar Groazied d'ar 15 a viz Gouere 1099 / Prise de Jerusalem par les Croisés le 15 juillet 1099 - Emile Signol ( 1847 ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( IX )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Myriam -
11 - An Aotrou Brekilien ( 18 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
III - Ar C'hlask
19 - Dor an Nenv
" Edomp o paouez aloubiñ Jeruzalem . Kerkoulz ha promesaet en doa din en diagent , e oa aet Huon er-maez da gentañ war-zu bez ar C'hrist . Poan em boa heuliañ anezhañ , kement ha ma c'houzañven gant ur c'hloazadenn em c'har kleiz , abalamour d 'un tenn semterenn .
A-bell e welen anezhañ o c'hoari leun a fulor gant e gleze lemm " Bresilien ",
o trein anezhan en aer heuliet gant an arme breizhat a-bezh tro-dro d 'hon dug . Sevenet e voe hor gouestl d'ar 15 a viz Gouere 1099 , deiz benniget ar c'hras Doue , nebeut war-lerc'h teir eur goude merenn .
Daoust ha ne oa ket bet gwelet e Menez-Olived Sant-Jord o reiñ dimp tu ur gounid hon doa hunvreet ken evel ur c'harantez dibosupl e kuzh hor c'halon?
Ha bremañ 'oa bet graet an traoù , ha dieubet e oa ar bez Santel !
Gwelet a ran c'hoazh daoulagad glebiet ma c'hompagnuned o zreid noazh hag o fennoù dizoloet , hag en em ziskennas dirak Jezuz da noz end-eeun , o krediñ bezañ treuzet a-dreuz dor an Nenv en iliz an Dasoc'hidigezh !
Met daoust ha gallout a reer en em erbedin ouzh ar Salver en ur ober torfedoù ken spontus?
Devezhioù a-leizh a dremenas hep na vefe paouezet gant ar lazhadeg !
Ouzhpenn ur sizhunvezh e oa bet ret gortoz evit lakaat ar c'horfoù da vont da get er straedoù hag el lec'hioù foran !
Da vreudeur ne voe ket bet roet truez outo muioc'h eget re all , Myriam !
Tan a oa bet er sinagogenn .
Ar mennozh en em zialan a lakae ar c'hasoni da dalvezout , a oa enni ene ur bern soudarded gristen !
D'ar mare-se , ' voe naetaet kêr tamm-ha-tamm . Annezidi nevez a lojas en tiez kozh . Dilennet 'oa bet Jafrez Bouillon , a veze un den eeun gant un deoliezh don , da roue ha difenner al " Lec'hioù Santel " , met nac'h a reas anezhan dougen kurunenn ar roue , o soñjal ne oa 'met mab Doue ' oa dellezek outi amañ !
A-benn nebeut , a-hend-all , 'oa bet adkavet ar gwir Groaz , ha fellet e oa da bep hini he lakaat da vezañ diskouezhet trec’h war holl blasoù ar gêr !
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 18 - Myriam , Plac'h an Traezh) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 18 - Myriam , Plac'h an Traezh ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( IX )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Myriam -
11 - An Aotrou Brekilien ( 18 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
III - Ar C'hlask
18 - Myriam , Plac'h an Traezh
" Yann ger ,
Ma'z eus tro dit da lenn anezhan , e tle kavout ken hir al lizher-man ha ken iskis ivez va
istor !
Penaos e rein dit da gompren ?
Abaoe ken pell n'em eus ket skrivet dit , rak er " gouelec'h " edon o vevan ... Diwar wel e oas aet te ivez hep lezel tamm roud ebet met un damskleur bennak e-touez an tevennoù , hini ur soudard en Uhagarr , war am eus klevet ... ( 31 )
Met , ' vel ar pajennoù-man . em gollo un deiz hor poanioù brasan e poultr un hunvre dreistdiraez ... ( 32 )
Marv eo ar Mestr , ha 'vel Gedeon deut da zistrujan aoter Baal emaon , o prientin mont da vrezelin 'vit ur wech diwezhan ! ( 33 )
Echu eo ar fest 'benn ar fin , hag ur wech ouzhpenn hon eus lezet hor chans da dremen dre dennan re ziwezhat gant hor fuzuilhoù , o chom en argoll , ni , paourkeizh margo-
dennoù , hep gallout kompren petra resis a c'hoarvezhe dimp , jostramed hirisus horjellet dre'n avel , o tonkad loariek bet goulaouet gant ur skleurenn ken gwan hag ar pezh omp deut a-wechoù da vezan !
En em astennet on e teñvalijenn ur bed oc'h echuiñ . Sellout a ran ouzh skeudoù cheñch-dicheñch ar solier , ' zo flouret , a-dreuz ar gwerennoù louzet , gant gouloù morlivet ul letern-straed ...
Daoust ha dont a ra eus goueled ar c’hantvedoù ? Dalc'h da soñj ! Myriam e veze graet anezhi ganeomp , merc'h an traezh
e oa !
Mil bloaz zo e oa ! "
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 18 - Myriam , Plac'h an Traezh) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
31 - Hoggar ( " Uhagarr " e yezh tamachekek ar Verbered ) , torosad e kornôg ar Sahara ma oa lec'hiet " L'Atlantide " ( An Atlantis , 1919 ) romant brudet Pierre Benoit . Mammvro an Douareged .
32 - Le Passeur des Mondes ( " An Erbeder " , XI , 24 : Koad ar Varc'heien ) .
33 - Istor Gedeon , Barnerien VI , 1 da 8 , 35 .
AN ERBEDER ( 1 ) - Teaser / Bio - Marie-Morgane .
AN ERBEDER ( 1 )
Teaser / Bio
Marie-Morgane
Je me rappelle encore ces lointaines vacances d'août 1984 où , par une belle nuit
d'été , rêvant du côté de Brocéliande , ce pays légendaire de mon enfance , avec une petite escale magique au Manoir du Tertre , juste au-dessus du Village des Forges , l'idée d'un conte fantastique avait germé dans mon
esprit . Passionné depuis toujours par la vieille langue bretonne et par la civilisation des Celtes , je reprenais quelques prénoms glanés ici ou là , dans " L'Herbe de la Vierge "
( Geotenn Ar Werc'hez ) , par exemple , ce chef-d'oeuvre de Jakez Riou , qui m'avait tant marqué , inventant , comme Alain-Fournier , tout un univers nourri de symboles , de
poésie , de nombres , véritable transposition mythique , ou cheminement de la réalité au rêve , tel que l'exprime avec justesse l'auteur du " Grand Meaulnes " , l'un de mes maîtres , mais aussi les héros de Shakespeare , de Walter Scott , ou de Tolkien ! C'était une nouvelle " Fête Etrange " en plein coeur de la forêt séculaire , gardienne silencieuse du secret des temps immémoriaux .
Mais voici le temps venu , cher lecteur , dans ces deux premières parties , de découvrir la version première , car on ne peut savoir vraiment , n'est-ce pas , ce qu'est la Bretagne si l'on ne connaît pas sa langue . C'est ce que j'avais découvert moi aussi , l'oeil émerveillé , m'embarquant dans cette aventure comme le feraient un jour sur la " Marie-Morgane " , rafiot du vieux loup de mer " Tadig "
Tanguern , mes deux bambins vouant à la découverte du " Gaeltacht " celtique , sinon du Graal , leur coeur battant d'un fol espoir , celui de l'éternelle jeunesse ...
Un = Trois , la boucle est bouclée ! Mon trentième livre , c'est la version originale du " Passeur des Mondes " ! Bonne lecture !
DAN AR WERN , écrivain breton , vécut sa prime enfance au coeur de la forêt de Brocéliande avant de voyager à travers le monde , se passionnant pour la littérature , la musique , la culture celte , l'ésotérisme et la
spiritualité ...
DAN AR WERN - AN ERBEDER
( 1 ) - Teaser ( 4ème Couv.) - Bio - Marie-Morgane - Pep gwir miret strizh - Tous droits réservés - All rights reserved . " AN ERBEDER ( 1 ) " - Copyright 2023 .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - Taolenn - Breton Version / E Brezhoneg .

Kelc'h Kentan :
Da Darzh-an-Deiz ...
An Erbeder / Taolenn .
I - Dedioù
II - Kentskrid
III - Lodenn Gentan : Ar Gortoz
1 - Konterez hag Ebenour
2 - Kastellig an Duchenn
3 - Danvad Du , Danvad Gwenn
4 - Lugnasad ( I - Fest Deiz , II - Pedenn )
5 - Tadig Tangern
IV - Eil Lodenn : Sevenidigezh
6 - Diskuliadenn Roll ( I ha II )
7 - Ar Plac'h Yaouank hag an Unkorneg
8 - Mari-Vorgan ( I - Bleimor , II - Dre Holl Vorioù Loargannet )
9 - Gaeltacht - I - 'Barzh Kambr-Lestr ar Sturier
II - Ninv Diarmuid
III - Arbor Mirabilis ( 1 ha 2 )
- Reze
- Un Diougan e Teuit da Gerc'hat ?
IV - Iona
V - Oberennoù Dan Ar Wern
VI - Taolenn
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - Taolenn - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - Dedioù - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan :
Da Darzh-an-Deiz ...
An Erbeder / Dedioù .
Ur gontadenn voliac'h e bro al lennegezh hag ar mojennoù keltiek ...
" Kae , Daniel , rak ar c'homzoù-se a zo kuzhet ha siellet betek amzer an diwezh . "
Daniel , 12 , 9 .
" En ur lenn Daniel ' oa bet graet ur sklerijenn vras ennon ... "
Maria Valtorta - " Barzhoneg an Den-Doue " ( Il Poema dell'Uomo-Dio , I , 16 ) .
D'ar C'habiten Nemo ...
Da Novalis ,
E ziskibl uvel emaon hepken ,
Hag evit Alan Stivell ,
A blij din kalz e sonerezh ...
Evit Yann ha Gaël , va mibien ...
Un danevell troioù-kaer , kontadenn alc'hwez pe zeskoni , antologiezh eo al levr-man war un dro . Gouestlet eo da enorin Dante , Novalis , Alain-Fournier , Jules Verne , Chateaubriand , Charles Nodier , Victor Hugo , Yann-Ber Kalloc'h , da venegin nemet ar vrasan etre skrivagnerien . Trugarez dezho ha mil bennozh d'ur c'halz all : d'o eien e tennan va awen , 'vel melezour ul lenn he dourioù adnevezet hep ehan ...
" Henvel ouzh savadurioù bresk eo hor buhezioù , harpet en nenv gant skoazelloù-bolz : ne gouezhont ket diouhtu en o boull , o vezan distaget tamm-ha-tamm ; skoran a reont c'hoazh ur c'haridenn bennak pa vankont d'an neved pe da c'havell an ti . "
Chateaubriand -" Envorennoù Trevuhez " ( Mémoires D'Outre-Tombe , 1848 ) , Levr 17 , pennad 6 .
" ... Ha n'em boa ket em ziskouezet din n'e oa va holl levr nemet un trec'hlid bras d 'ar
Werc'hez ?
Alain-Fournier - Eskemm-Lizhiri .
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - Dedioù - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - Kentskrid - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan :
Da Darzh-an-Deiz ...
An Erbeder / Kentskrid .
Dalc'het 'm eus koun eus vakansoù e Plistin ( Aodoù-an-Arvor ) e miz Eost 1984 , ken pell 'zo breman ! E sell edon da lakaat da zizolein Breizh va c'hentan fried .
Chuchuet hon doa 'trezek Brekilien , bro c'henidik vojennel va bugeliezh da gentan , gant un tamm ehan hud e Maner an Duchenn ( Manoir du Tertre ) , dres a-uc'h kêriadenn ar Govelioù ( Forges de Paimpont ) .
En doare-se e tiwanas em spered menoz ur gontadenn voemus ha moliac'hel , pe gentoc'h e hini un tasmant bennak , marteze , c'hoant ennan da zasorc'hin em hunvre 'vel un haroz Skakespeare , Walter Scott pe dTolkien a-greiz un noz hanv stergannet ha ken brav !
Sot-pitilh gant yezhoù kozh ha sevenadur ar Gelted abaoe pell , ez adkemeren war va c'hont raganvioù bennak bet dastumet aman hag ahont ha digant " Geotenn ar Werc'hez " war un dro , penn ober Jakez Riou ma vezen bet atav ken fromet gantan !
Un hollved a-bezh a ijinen , leun a arouezioù , a varzhoniezh hag a niveroù , o lakaat da vezan un hent kevrinel betek bed an hunvreoù adalek hini an danvez anezho , 'vel ma ouie ken mat o taolennin end-eeun evidomp Alain-Fournier , unan eus va
mistri , en e " Meaulnes Veur " .
Ur " Fête Etrange " ( Gouel Iskis ) adnevezet e oa e kreizik-kreiz ar goadeg c'hantvedel , mirourez sioul kevrin an amzerioù
a-viskoazh . Ha tamm-ha-tamm e chenche ivez liv hon deizioù pemdeziek , o trein anezho d'un dra all treuzkemmet dre vurzhud ar skritur davit ur ment nevez !
Raktreset e oa 'vel-se deroù un avantur e-pad ma kase ac'hanomp war un dro ur veaj alc'hwez war lez mor-bras un anaoudegezh kollet gant kredennoù kozh an Drouizien .
Lestran a rejomp neuze , moused vihan strobinellet , war ar " Vari-Vorgan ", kozh-bag ur bleiz-mor kozh evelti , " Tadig "
Tangern , gant e avreloded emouestlet o-daou da imbourc'hadeg ar " Gaeltacht " geltiek , pe anez hini ar Gral , o c'halonoù o talman ken krenv en o c'hreiz hag o daoulagad o paran flamm ur c'hoant ken diroll dre spi ur yaouankiz a grede peurbadel !
Rak ne c'helle ket bezan dister ivez o zroiad gaer !
" Petra ' vefe ar vuhez-man ? , a c'houlenne dezhan e-unan Iegor , haroz yaouank nec'het Tchec'hov .
Marc'heg Ofterdingen , o skeudennin evitan gweledigezh veurdezus Novalis , a anaveze ar respont endeo .
Bremaïk ez adkafe e vro orin , un tenzor prizius gantan !
Klask d'ar Maen , liammet gant hini an Amzer Gollet marse , a lak an dud da zont dishenvel evit gwir . Ha kement ha m'eo diouzh e hevelidegezh tonkadur pep boud , kement eo enboud pep ene distaolet e sklerijenn ennan !
Met n'hello ket chom dic'hloaz piv bennak o tostaat outan a glaskfe lakaat e zaouarn zic'hlan war vravig-se ken santel ar Re Gozh !
" Lia Fail " , evel ma vez graet anezhan
ganto , a vefe gouest da zistruj buhez n'eus forzh pe zen her a vennfe piaouan e gaou an unvaen-se deut eus penn pellan an oadoù tremenet evit bezan fiziet d'e virourien gant an
Doueed !
Henvel ouzh ur " berlezenn brizius-meurbet " eo Rouantelezh an Nenvoù , diouzh an avielour Mazhev ( Mazhev , 13 , 46 ) .
Met petra 'vefe priz aberzh an Dibabet a zleo a-drugarez dezhan rein en-dro dieubidigezh ha bri d'an den ?
Rak " Ez out Pêr , ha war ar roc'h-man e savin va Iliz ! " ( Mazhev 16 , 18-19 ) .
N'o deus nemet adenaouet kozhan gwegeloù hor Relijionoù a-vreman henvel ouzh delwenn-se ar Werc'hez bet savet war un daol-vaen war dreuzoù an abati " Pierre-Qui-Vire " e Morvan ( Bro-C'hall ) .
Deut eo an amzer , war a seblant , evit an Hierofant yaouank o tostaat ouzh an Aoter da brofan e galon . Deomp e-barzh an Iliz-veur gantan , ma fell deoc'h !
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - Kentskrid - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 17 - Al Lans Santel ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien
( 11 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
II - An Ergerzhadeg
17 - Al Lans Santel
" Diwar ar c'hwec'h kant mil den ' oa aet en o hent er penn kentan , ne chome breman 'met pemp-warn-ugent hepken , marc'heien an darn vrasan anezho , rak ne zreitbevas ket tud vunut ar werin o doa o heuliet , siwazh !
Azia-Vihanan 'oa o bez !
An tec'had Yagi-Sian ' oa bet lazhet gant ur c'hleze , hag e benn zegaset d 'ar vistri nevez !
Evel ma ne c'helled ket da gemer ar c'hrenvlec'h betek-henn , e teuas war e skoazell ur prins Mosoul anvet Kerbora , a lakaas seziz warnan d 'e dro . ( 29 )
Etre an dir hag an tan edomp o c'hortoz ! Ha ken dic'hoanag 'oa deut an traoù evidomp ma tegouezhas un deiz d 'hon sikour lu bizantat Aleksi Komnen , met e tleas an hini-man mont bremaïk war gil ivez a-benn ar fin !
Neuze eo e c'hoarvezhas ur burzhud
nevez !
Kemennet en e hunvre ' oa bet deuet dezhan marteze a-berzh Doue dre e gousk , e tiouganas un den eeun , ma doullfed don ' barzh an douar , ' vefe kavet ivez al Lans Santel he doa toullet kostez hor Salver Jezuz- Krist ! ( 30 )
Startijenn a zegasas ar c'heloù-man da strolladoù soudarded hon arme , renet mat gant Jafrez , Tankred ha Bohemond !
Dre ziouer a gezeg e tleas mont war o droad ar Groazidi a kasas da netra al lu turk da c'houde , neoazh , kalz nebeutoc'h kadarnaet ma veze brudet anezhan .
Hag e rankas ar c'hrenvlec'h en em zaskorin en diwezh .
Baroned a zivizas chom betek an diskar-amzer , met e kouezhas ur c'hlenved-red warnomp .
Ademar Monteil a varvas , en a oa bet penn bras speredel hag ene Brezel-se ar Groaz , gwarant ivez un emglev-mat etre e bennoù .
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 17 - Al Lans Santel ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
29 - Kerbora , atabeg Mosoul ( 1096 - 1102 ) .
30 - D'an dek a viz Mezheven 1098 , ur manac'h-rous divrud anvet Per Bartelemi a lavaras en doa gweledigezhioù Sant Andrev o tiskulian dezhan e oa kuzhet al Lans Santel er gêr .
Per Bartelemi hag al Lans Santel Antioc'heia dindan lezenn an Aotroù Doue , gant Gustav Doré ( 1832 - 1883 ) , engravour , livour , kizellour elzasat .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 16 - Div Steredenn Wenn ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien
( 11 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
II - An Ergerzhadeg
16 - Div Steredenn Wenn
" Efedusoc'h 'get kadarnded 'oa habaksted ha gwidre , moarvat !
Bez' oa hanterouriezh kannadourien ar C 'halif Egipt da gentan , heman o chom dic'houest da bardonin d 'an Durked o doa kemeret Palestina dre nerzh dezhan !
Hag a bep seurt emgannoù 'oa bet etrezomp ha luioù muzulmat bet deuet da rein un taol sikour dezho , hep ankouaat lazhadeg-se ar stêr Orontès ma veze lakaet da vervel enebourien niverus ennan ! ( 27 )
Ne zeue netra a-benn da lakaat aesoc'h an traoù , nag ar gernez e-barzh ar
c'hrenvlec'h , nag ar voued a ziouere ivez d 'ar Groazidi da heul un dro-widre bennak bet graet dezho , marteze .
Bremaïk e tiazezas enebezhioù ha dizunvaniezh e spered hon prinsed a ziskouezhas kemer gwarizi an eil ouzh eben !
Abaoe seizh miz e pade ar seziz endeo pa oa asantet gant an holl d'un arsav-brezel a roas tro da bourvezin ar sezizidi diouzh un tu , met , diouzh un tu all , ne reas met dalean momed an daskor ken gortozet !
Edo o paouez distardan ar skoulmad , neoazh , un treitour teusk anvet Firouz , komandant an tri tour pennan ar moger-dro ha kuzulier Yagi Sian , prins Antiok , war un dro , c'hoant bras dezhan ouzhpenn , 'vel ur Judaz nevez , da gaout madoù a-leizh . ( 28 )
Ha 'pad ma voe gwelet ganeomp un deiz ozhac'h-meur ar C 'hresianed bet stlejet war ar mogerioù 'vel ur c'hi du , e reas e bilpouz o tont da glemm a-gevret ouzhomp eus heskinoù ha poanioù bet diwasket en e gêr gant hon re !
Bohemond Taranto , gant e c'hoant da berc'hennan holl zoaroù an aloubadeg , a reas van ivez , marteze , da gredin e morc'hedoù a groge ennan koulz hag e weledigezh en doa a alie anezhan , diouzh e glevet , da lakaat digor-frank toulloù dorioù ar wikadell ! O kaout preder da wiriekaat orbidoù ar ganaz , e iriennas a-enep ar C 'huzul , o c'hoari e jeu en ur vrudan faos keleier trechalus diwar-benn un armead a zaou kant mil soudard o tont ouzhomp d 'hon arsailhan du-man !
'Vel ur ganell ez eas pep tra gant an tun-se : ur barrad aon a gouezhas trumm warnomp ken na vefemp divizet dre " Ragevezh-Doue " da asantin d 'e raktres !
Ne oa nemet Remont Toloza Sant
-Jili , avat , na oa ket bet touellet gantan !
A-benn ar fin e teuas ar poent krenn-se ma vefe ret dimp en em sonjal da vat : e sioulded un noz liv du evel ur forn , luc'hedus a-wechoù , gant ur mouch-avel flour o c'hwezhan enni , e krogas tri-ugent emouestlad , ha ni en o zouez , da bignat en ur skeul-gordenn lêr betek tour-meur hor " mignon ", e-harzh ar menez Silpios ... Diwar neuze , ur wech bet gronnet al lec'h strategel-se , ' oa bet sanket ha divarc'het un nor bennak ganimp ... Hag e-giz-se eo ma oa bet gounezet ar c'hrenvlec'h , etre an daou hag an dri a viz Mezheven 1098 !
Met piv bennak na c'hellas ket , siwazh , laret anv an Aotroù ' oa bet lazhadeget didruez !
Ha bez' e oa tud , goude-se , a lavare o doa gwelet ur gometenn a danflamme ar C 'hornog hag e oa bet treset en oabl kurunenn ur merzher gant ur steredenn wenn zouget Dirazan gant ar re-se a brof d 'ar Salver , an holl C'hloar Dezhan , o buhez ...
Div 'oa a lugerne muioc'h c'hoazh en o metoù , war a hanvale din . Ne ouien ket
perak , met e sonjen e Florine , merc'hig ez-yaouank kaer an dug Bourgogn trelatet he c'halon gant ur prins danat .
Siwazh , ne oa ket tu d 'o c'harantez o c'henel da vleunian er bed-man !
Mervel a rejont kouezhet e rouedoù un traped-brezel , ha breman evel dec'h e plij din kalz ijinan eo an ebr a-bezh entanet gant bleunioù nenvel dispar o eured ! "
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 16 - Div Steredenn Wenn ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
27 - Emgann al lenn Antioc'heia ( 9 a viz C'hwevrer 1098 ) - Degouezhout a reas kentan seziz Antioc'heia etre an unan-warn-ugent a viz Here 1097 hag an daou a viz Mezheven 1098 - An eilvet seziz a c'hoarvezas pa glaskas ar Vuzulmiz d'adkemer ar geoded , o padout etre ar seiz hag an eizh-warn-ugent 1098 .
- War-dro daou kant mil den e kollas Arme ar Groazidi en abeg d'ar seziz ha d'ar c'hlenvedoù-red .
28 - Yagi Sian , emir Antioc'heia ( 1086 - 1098 ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 15 - Astroù an Noz ) .
Roparzh II " Berr-e-heuz " ( Robert " Courteheuse " e galleg ) , dug Normandi , gant Henri de Caisne ( 1843 ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien
( 11 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
II - An Ergerzhadeg
15 - Astroù an Noz
" Ha padal , re zievezh 'oa pep tra a raemp-ni ivez , hag alies e teue dimp mont kuit war ar maez tro-war-dro da glask ur serc'h bennak 'vit hon diduellan un tamm 'hed devezhioù hir .
Krog ennan droug ar gêr , e hiraezhe an Aotroù Brekilien d 'hor bro c 'henidik pell , en arvar ma vefe tu dezhan d 'e adwelout un
deiz .
Petra 'oa deut hor c'herent , hon tiegezh da vezan ?
Ken oadet a-barzh deut kozh evit gwir , ha kiget er c'halvar-se hor c'halonoù gant amprouennoù ha stourmadegoù a-bep seurt , ne oa mui nemet spesoù ac'hanomp war hent hini an Aotroù ! 'Vel ne oa nemet Sterenn ur feiz dinerzh a c'halle hon henchan ivez hec'h-unan e-giz ur goudor pe ur skoazell
diwezhan ! Klask a rejomp anezhi 'kreiz stered o skedin en noz d 'an abardaez Nedeleg-man . Met e oa trist ar gouel a-benn ar fin , o vezan m'e doa hon dilezet ar spi da chom bev rak ur gernez vras er goanv kriz-se , hag e sonje eveldomp an uhelan Aotrounez , marteze , holl o vezan lusket gant ur c'hoant hepken , mont kuit !
Teir gwech 'oa bet great d 'an dug Normandi kemenn 'vit ma voe kendrec'het da zont en-dro d 'ar Groaziadeg en anv Jezuz-Krist hag hor Relijion santel , o vezan m'en doa c'hoant bras kentoc'h anezhan mont kuit da gavout Laodike !
O talan ouzh ar c'hlenved hag ar marv edomp , krignet hor speredoù gant an arvar , ha lakaet da gredin e vefe da dalvezout gwelloc'h egeto a bep seurt gwalinier etre ar gwashan ne voemp ket espernet ganto : mont da ribodal ha c'hoari vaouez pe n'eus forzh pe dra bennak all diroll ha lous a veze plegoù fall bet kouezhet warnomp re alies e-leizh !
Ne gavas ket mat marc'heg Koadkaden seurt traoù-se .
Ken dishenvel e teue da vezan bemdez , oc'h ober klemm eus traoù goullo ar bed , avel ha moged an douar 'vel ma lare , o varc'hegezh war leviadoù e jav feal , Righall , o klask ur repu dizarempred war ur menez digenvez , pe ur peniti bennak ma taouline ennan 'vit pedin Doue , o c'houlenn dibaouez Dezhan ster , na du na gwenn d 'e veno , holl an drailhoù , al lazhadegoù , ar berniadoù kelannoù , ar pennoù troc'het ken euzhus-se !
Neuze eo e c'hoarvezhas ur c'hren-douar da rein dezhan ur respont , bet klevet ivez gant pep hini ar birc'hirined . Hag un tarzh-gouloù boreel a ginnigas ouzhpenn dezho un arvest hollgaer diankouaus eus droug an Aotroù Doue !
Kemennet 'oa bet Grasoù da derrin e nerzh , ha pinijenn 'oa bet graet da c'houde . "
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 15 - Astroù an Noz) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
/image%2F1535069%2F20250904%2Fob_c08184_la-bataille-d-ascalon-1843-chatea.jpg)
/image%2F1535069%2F20250903%2Fob_2eda06_prise-de-jerusalem-par-les-croises-le.jpg)
/image%2F1535069%2F20231019%2Fob_e47916_myriam-and-women-at-sea.jpg)
/image%2F1535069%2F20230906%2Fob_1687c5_an-erbeder-4-ing-19067-02064.jpg)
/image%2F1535069%2F20230915%2Fob_d4e718_an-erbeder-iss-1203-01197.jpg)
/image%2F1535069%2F20230819%2Fob_ff095d_la-vierge-adorant-l-hostie-1854-ingres.jpg)
/image%2F1535069%2F20230817%2Fob_7f8773_le-passeur-des-mondes.jpg)
/image%2F1535069%2F20230414%2Fob_96e877_corrado-mezzana-christ-en-croix-et-sa.jpg)
/image%2F1535069%2F20230414%2Fob_3712a2_gustave-dora-ordalie-de-pierre-bartha.jpg)
/image%2F1535069%2F20230403%2Fob_8342c0_the-meteor-of-1860-by-frederick-edwin.jpg)
/image%2F1535069%2F20230407%2Fob_958586_bataille-antioche.jpg)
/image%2F1535069%2F20230128%2Fob_fef665_robert-courteheuse-de-normandie-henri.jpg)