an erbeder - le passeur des mondes
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - I - ' Barzh Kambr-Lestr ar Sturier - Sous le Roof de la Timonerie - Under Weelhouse Roof - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VII )
Eil Lodenn
/ Sevenidigezh /
" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .
- Gaeltacht -
9 - Gaeltacht
( Beaj d'an Inizi )
" 'Ma un enez er pellder ,
Tro dezhi luc'h eon kezeg-mor sklaer ... "
Immram Brain Mab Febal ( Mojennoù Iwerzhon )
I - ' Barzh Kambr-Lestr ar Sturier
Peoc'h ez eas e-biou ar mintinvezh war ar mor-bras dilezet .
'Boan m'oa bet kejet gant ur binasenn pe ur sinagot bennak tost d'an aodoù Breizh diwezhan-holl .
Stoubet ' oa an oabl gant koumoul kotons arc'hlouet , re zistank evelato da arvarin danavell entanet troioù-kaer Loeiz Garneray , keneil Surkouf .
" ... Skein a raemp 'ta war-du ar stêr Ganga d'an deiz-se , 7 a viz Eost 1800 , pa oa klevet o krial gedour ar wern vizan :
- O , c'hwi , en traon ! O !
- Hola ! , a eilgerias mestr an tilher a-raok a baras diouzhtu e selloù war varrinier ar peroked bihan .
- Lestr ! , a huchas ar gedour a-nevez ... Dindan avel deom' dre vos babourzh , tost edan tro heol ! ( 14 )
Hag en un doare 'oa e hini , ken diaes da vezan displeget dimp ken e oa aet buanoc'h e zezrevell , vroudet gant suspens ha darvoudoù ar senario , o lakaat dishenvel e emzalc'h paotr-kozh dinec'h ha sioul , madelezhus e neuz , e troe Tadig e vouezh c'hros ourz imoret-fall da hini un usvoud o sklokal 'vel ur yar .
Seul vui ma veze santet an arnev o sevel tamm-ha-tamm e kildroennoù unan eus e frazennoù a seblante dister da glevout neoazh , ha seul vui 'oa anat dimp ivez e tirollfe bremaik en e benn , kizennoù blev arc'hant o strinkan diwarni en ur berniad kroz gwenn !
Kement e ruzie e zivjod gant glaou-tan neuze , ken bezan bet debret anezho gant e varv ozac'h-meur 'vel kouc'h e lestr gant gwagennoù ar mor-bras , ken ' oa kresket krenvder oberiantiz tanveziek fornigell e c'horn-butun a gase troellennoù moged arc'hlas da bevar c'horn ar gambr-levian , diarbenn gourdrouzus hanval ouzh kementad spontus ar brumennoù o pignat didrouz e penn an dremmwel , er sioulded-se ken touellus kent tarzhadeg ar gurun !
Ar pep fentusan war veno an dud ' oa an doare son anrevel iskis-se e teue a-benn da deurel , hanterer etre ragach an douryar ha blejadenn an olifant-mor !
Met ne errue nemet 'vit an degouezhioù meur an dra-se . Un enkad brienteged 'veze oc'h ober testoù ar marzh-man a-hend-all , bet sellet outo gant an tad-kozh 'vel ma vefe gwelet ul lartaer loened gouez gant unan eus an anevaled-se en dije tapet er gaoued !
Edo o paouez echuin o c'housk-kreisteiz ar vugale .
' Barzh hini an akipaj e penn-araok ar vag ' veze o c'hambr , daou wele-fled estaj enni evito .
Sal ar c'habiten ' oa dres dirazi war stribourzh .
Ment ur " souk " o doa al lec'hioù-man , stalabarn reterel pe foar al laou hervez faltazi , danvezioù diseurt diniver enno , a veze un trepas hir e zorioù toullek 'vel klouedennoù etrezo : dinamoioù bennak , binsoù-tro , taolennoù merdeerezh , irc'hier morbreizherien leun-chouk a levrioù-bourzh dibarezet , pezhioù lien ha landonioù ...
Taolet a-drak war al leur ha bet aozet gant bec'h etre un horolaj-mor gant e vekanik-senin , un tabler-sekretour o vont e-barzh e daolenn , un armel da renkan an dilhad gant he ziretennoù gombodaouek , ho pije bet tu da vezan hoalet ivez gant kalz ardigelloù all 'vel ur pomp strad hanterzro , ur benveg-dorn 'vit ober rins ( sabrenn abourzhaj ) , ur sekstant en e voest-red garanet ...
Paramantoù ' veze c'hoazh , ha kibelligoù kouevr staenet etre div varilhad rom , hag all ... Kement tra a seblante bezan un ton ennan hag o c'houzout , koulz lavaret , c'hoari e gan flour da glask lubanin ouzhoc'h : brageier serj ha vareuzennoù louet bet staget a-ispilh ouzh neudennoù stignet a-dreuz koadajoù tek ha treustoù ar pont livet e gwenn ; c'hwezh krenv ter-du o sevel diouzh strad al lestr , gouelioù ha fardaj ennan , he dije dleet heugin kalon ur gweladenner outi , ken boemet ' oa heman gant ar stalikez kaer kurius-se ha nepred skuizhet , koulskoude , da zizolein traoù all ken souezhus !
D'an ampoent , e tregerne c'hoazh e gomzoù ' barzh kambr-lestr ar sturier kozh .
- Sapre barrad avel-dro ! , a c'hrozmole en ur sellout a-bann ouzh an anemometr a verke dek metr dre eilenn .
A-feur ma tremene an amzer , e troe d'avel enep lemmoc'h-lemm war greskaat an aezhenn-vor a-du eurioù kentan ar beure . Ken stummet fall houman , e kinnige ar glav kouezhan hiviziken .
War ar pont , o doa larget ar skout ha dispaket an amur tri den ar skipailh-bourzh , o tiskenn da c'houde ar ouel-vras hag ar ouel-gorn , staget anezhi he delezioù war hini ar wern-volosk .
Rustaet ' oa deut ar mor , ha 'vel e zenvedigoù e kroge an heol da guzhat e vannoù 'drenv re an oabl a save brasoc'h-brasan dibaouez .
O seblantout derc'hel penn da bep o arsailhoù gant nerzh he c'halon , e ruilhe ar " Vari-Vorgan " he sac'had eskern houarn o wigourat war donnoù en arfleu .
Ha dalc'husted kompez ha diharzus he mekanik dre aezhenn 'veze respont nemetan anezhi , rok ha morgant un tammig da zoare diroll ha dihabask an elfennoù war he zro , dishenvel-krenn diouto , ken disuj ha direol , ha diouzh sonerezh iskis he c'houc'h .
Hep gouzout perak e sonjas Yannig d'an iwerzhonad Cù Chulainn en doa lazhet d'an oad a bemp bloaz , a lare Mona , ur mell ki blech en ur teurel outan ' kreiz e c'heol en un taol hepken e bolotenn . Hag e teraouefe da finval ha da steuzian goude er vorenn 'vel balum Sant Brendan an enez-se o tarzhan raktal dirak lunedenn an tad-kozh ? (15 )
- Inizi Sillan ! , a hopas ar c'habiten , fred ha dever ennan .
Marteze 'vel Cassard o lakaat ar Saozon da dec'hel , e krede e oa e tailh da c'hervel e voraerion d'an abourzhaj ! ( 16 )
- Hag an tenzor ? , a glaskas respont dezhan Roll hanterzihunet o tivorfilan eus ur rez bennak ma veze malzennoù aour ha pezhigoù arc'hant o lugernin ennan .
N'en doe ket amzer da gomz avat ...
Diskoachan a reas trumm penn Houarn Pogam , eilmestr , e framm dor ar gambr .
Pennfollin a reas :
- Lestr e babourzh ! , a yudas 'vel ur c'hi-bleiz , war an adrenv !
Ken ' voe Tadig simudet da gentan gant an alvaon 'oa kouezhet warnan , ken ' voe staget da ruzian e zremm 'vel hini ur bolez prest da zozvin !
Difretan a reas a bep tu , o leuskel e argad ken brudet :
- Ret eo lofin ! , a speunie o lammat war an dreuzell , ret eo lofin ! Krog er stur , Houarn , dead slow , dead slow , deus d'an avel , troc'h ar c'hefluskerioù ! En em zalc'hit , bugale !
Bepred war ar c'has-digas , tost da semplan edo ar paourkaezh den !
Eus e varv hag e greouichenn e tevere ar c'hwezenn a c'hlebie e zremm zistronket-holl ganti hag e valvennoù o vrezhilhat gant techoù ha krenadennoù .
Petra 'oa c'hoarvezet ?
Houarn 'zalc'he start d'ar baol .
Den ar mekanikoù yen ha rust e zoare ' oa , kigennek-holl , drouk e selloù , plat 'vel ur spanell ha treut 'vel ur c'hrank .
Ne lare na grik na ger ar vugale .
O fri ouzh ar werenn , e tispourbelle o daoulagad 'vel ma tigor an istr-perlez ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 9 - Gaeltacht I - ' Barzh Kambr-Lestr ar Sturier - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notennoù :
14 - " Beajoù , Troioù-Kaer hag Emgannoù , Envorennoù va Buhez dre Vorioù " ( Voyages , Aventures et Combats , Souvenirs de ma Vie Maritime ) , pennad 15 ( gant Surkouf oc'h abourzhan ar c'hKent ) - 1852 - gant Ambroise Louis Garneray ( 1783 - 1857 ) , kourser , livour ha skrivagner gall .
15 - " Sétanta " ( an Hent ) e wir anv ha deut da vezan adanvet " Cù Chulainn " haroz ar vitologiezh Iwerzhon-man goude bout bet lazhet gantan ki blech ar gov Culann .
Sant Brendan ( Breannain ) Clonfert , ganet war-dro 484 e Ciarraigh Luachra , kontelezh Ciarrai e mervent Iwerzhon , marvet war-dro 577 / 578 , manac'h ha merdeer a awenas ur vojenn vrudet bet dastumet en ur skrid dornskrivet eus ar 15vet kantved e levraoueg Nuremberg .
16 - Jakez Cassard , moraer Breizh ganet e Naoned d'ar 30 a viz Gwengolo 1679 ha bet marvet e krenvlec'h Hamm ( Somme ) d'an 21 a viz Genver 1740 goude pevar bloavezh en toull-bac'h .
Taolenn : " View of St Agnes , Scilly Isles " ( before 1880 ) , by Edward William Cooke ( 1811 - 1880 ) , british marine painter .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 8 - Mari-Vorgan - II - Dre Holl Vorioù Loargannet - Sur Toutes les Mers de Lune - Across All High Moonlit Seas - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VII )
Eil Lodenn
/ Sevenidigezh /
" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .
- Gaeltacht -
8 - Mari-Vorgan
" Ar mor-verc'h koant ken draitourez
Hanter-besk hag hanter-vaouez ... "
Prosper Proux - " Da Varzed Kemri " ( 1867 ) *
Da Roparz Hemon
II - War Holl Vorioù Loargannet ...
" Sellit'ta m'emaon gant va bag o redek hentoù mor-bras an Nenv
Hag o tigerin Dor an Nevedoù ... "
Levr Anaon an Henegiptiz , 97 .
Da c'houlou-deiz 'oa bet gwelet un enez o lugernin 'vel ur berlezenn zu dre sked lagad an heol o sevel a lakae an tan warni e mor-bras ar c'houmoul roz-melen-ruz liesfurm ...
E penn an dremmwel e teraoue du-se ar sterenn he ren veurdezus war ar mor , o seblantout ober goap eus pep bann-gouloù diwezhan tourioù-tan " Ar Wrec'h Vras " , " Teveneg " pe " Ar Maen " , gedourien zispont an noz a ziwall ganto ar bigi dievezh diouzh kerreg-tarzh diniver , skoselloù o toullan o c'houc'h , regennadoù rec'hell , Gorle Greiz , Gorle Bella ... ( 11 )
Mouget 'oa deut al loar , o steuzin tamm-ha-tamm ...
Damsklerijennet pell er reter 'oa un tachad planedenn vaenek gant he dantelezhioù reier drailhet , he zornaodoù greunvaen dorosennek marellet a c'hreunennoù maen-skant o steredennin a-viliadoù 'vel malzennoù aour e kentan bannoù an heol !
Mogerioù serzh pallennet gant bleunioù tener ha gouez , gant bannoù touskan arc'hant kozh o liv , bet krignet gorrek anezho gant tarzhadoù spoum ar gwagennoù en em strinke o bommoù kounnaret-ruz outo !
Penn-Ar-Bed , ec'honder divent an Douar !
C'hwibanat a rae ur fourradenn avel fresk he c'han vintin en oabl .
A-vaez da inizenn Sun e oamp , kavell an achantour Merzin diouzh ar vojennoù , mammvro nav drouizez a wareze ar Gaoter Sakr ma veze drezi en o galloud da lenn an dazont ha lakaat ar mor da zirollan : gwiadet 'vije bet ganto hervez Mona ar vantell bet douget gant Arzur 'doug lidoù e gurunidigezh .
Un torkad gouelini penn du a droidelle er vann .
O tont da fringal en e gichen e trese ur seurt kurunenn wenn-kann war roudenn al lestr .
Klevet ' veze ivez o krial morvrini ha poc'haned o figosoù melen ha ruz gwisket en o c'haeran , a ziskoueze bezhan holl c'hoant dezho kemer perzh e tousmac'h o fest vras en houlennoù !
Chichant ' oa kalon Tadig ivez daoust ma weled e ziouer a gousked .
A-fizians-kaer gant tu a skoe dezhan hent e vag , e talc'he gantan penn-eeun dirazan o sachan a gaouadoù krenv war e gorn-butun paotr disoursi a vogede a-unan gant hini a rae 'vel he mestr 'dreuz korzenn he siminal , e genwallerez kozh faro bet sartaet hag adroet dezhi startijenn gant ar verdeadenn nevez-se .
Ken plaen ' oa an dour a-hend-all ma teue da flouran gant e vordrouz bourzhelloù izel ar vatimant .
- Sklaer an amzer , izel an avel ! , eme ar c'habiten . A-du an avel eo ar red-dour , ha zoken er Raz ne vefe ket ret da gapeal 'vel ma ' oa ranket din ober lies gwech en taolioù gast-amzer !
- Petra eo " lakaat dindan e gab " ? , a c'houlennas Roll eeun e-pad ma tigore bras-tre e c'henoù 'vit bazailhat .
En e hantervorgousk en doa sonjet hep gouzout perak e troioù markiz ar Pontkalleg pe e " Bonedoù Ruz " Sebastian Ar Balp , istorioù kaer Breizh he doa kontet mamm e genderv gwechall 'pad o beilhadegoù e korn an oaled . ( 12 )
- Gwir eo , mousigoù , n'ouzoc'h ket ur ger a-zivout bageerezh , a eilgerias dezhan an tad-kozh . Met n'eus forzh da se , dont a-benn a ra pep hini dre boanian ! N'eo ket ken diaes , e c'hallit va c'hredin ! , a daolas dezho gant ardoù fall o c'hwezhan e stomok etre div droellenn voged .
- Pa vezen ken oadet ha c'hwi ... ha ne dremene ket e-bioù d'an disteran traigoù Tadig Tanguern , arabadus kozh ha kaozer brav o adkregin , hep respont morse d'ho koulenn , gant danevell e yaouankiz foll d'e selaouerien a veze ken skuizh d'o c'hlevout fardet kaeroc'h un nouspetvet gwech all !
Damglevout a rae Yannig o rambreal pezh a ouie a-zindan envor abaoe pell .
N'o doa ket bet c'hoant ar vugale mont en-dro d'o c'hambr-lestr . Mezevellet ' oant gant an arvest meurdezus profet dezho 'vit gwech kentan o buhez , kaerder dreistpar a seblante o lakaat a-wel da Zoue hollc'halloudek !
Ur gwir eurvad eo p'eo tizhet sked an deiz nevezc'hanet ober steuzian tevded an denvalijenn !
O daoulagad bet savet war-zu bolz an Nenv , ez arveste o-daou ouzh blinkadennoù diwezhan ar stered a zivalvenne an eil d'eben en oabl divent 'vel en ur park brizh a-gent gant un degad miliadoù bleunv nevez-amzer !
Marteze ' vefe gwelet " Bag an Noz " o kas pell ganti 'baoe Bae an Anaon ' trezek ar c'huzh-heol an eneoù hirvoudus ha faezh betek o skoulm , a sonje ?
Ha ne vo ket gouest ar c'hriadennoù-se a euzh dre ruioù Is d'ho parean biken diouzh kan touellus ar morganezed , gwerz unton ha strobinellus a hoal ar beajour kollet da gleuz ar c'herreg du ?
" Gouzout mat a raen e tedennfen 'c'hanout aman . Ne harz netra ouzh nerzh va zaolioù-mouezh , a gane ar velegez Veleda da Eudore he doa choazet . ( 13 )
" Ma welfen dindan biroù an iliz ha ma teufen a-benn da glevout son kleier sant Gwenole , en em c'houlenne mab Mona o trein gant e sell war an tonnoù an traoù-man war e spered , ez afen da roue me ivez ?
Met ar plac'h he blev kouevr hag he lost skant arc'hlas pounner a neunvfe pell amzer c'hoazh 'michans war holl vorioù loargannet betek deiz he daspren .
" Mari-Vorgan , Mari-Vorgan ... , a ziskane hep ehan trouz rok ha didrugar ar mekanikoù , o kinnig diwar bep lamm e respont unton da luskell al lestr : nemet e vefe bet heklev distrad an islonk o tont gwezhave d'an nec'h war-c'horre da drubuilhan hunvreoù ur pesketaer yaouank ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 8 - Mari-Vorgan II - War Holl Vorioù Loargannet - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numérical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notennoù :
11 - Tour-tan ar Wrac'h Vras bet savet ur miltir e kornog Beg ar Raz war ur garreg anvet " Gorle Bella " - " Gorle Greiz " = karreg all bet meneget gant Herri Kefeleg ( 1910 - 1992 ) , skrivagner breizhat , en e levr entanus " Troioù-Bale e Breizh " ( Promenades en Bretagne , Balland , 1969 - Tous droits réservés / Pep gwir miret strizh ) .
12 - Chrysogone-Clément de Guer , markiz Pontkaleg ( 1679 - dibennet e Naoned d'ar 26 a viz Meurzh 1720 ) a voe unan eus ar noblansoù a gemeras perzh en un irienn vreizhat da ziskar gouarnamant ar rejant Fulup II Orleans ( 1718 ) .
Deut e oa brudet goude gant kan " Maro Pontkalek " ( I , 46 ) er " Barzaz-Breiz " ( 1839 ) Kervarker ( 1815 - 1895 ) , gant romant Alexandre Dumas anvet " Une Fille du Régent " ( Ur Verc'h eus ar Rejant , 1845 ) hag ivez gant ar film gall " Que la Fête Commence " ... ( Ra Grogo ar Gouel ... , 1975 ) sevenet gant Bertrand Tavernier ha c'hoariet gant Philippe Noiret ( Ar Rejant ) , Jean-Pierre Marielle ( Pontkaleg ) ...
Sebastian ar Balp ( 1639 - 1675 ) , brogarour breizhat all , pennrener stourm gwadek " ar Bonedoù Ruz " ( 1675 ) .
13 - Mojennoù Kêr-Iz :
( Barzaz-Breiz , I , 6 : " Livaden Geris " )
" Les Martyrs " ( Ar Verzherien , levr X , 1809 ) , romant François-René de Chateaubriand ( 1768 - 1848 ) , skrivagner brezhon ganet e Sant-Maloù .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 8 - Mari-Vorgan - I - Bleimor - E Brezhoneg / Breton Version .

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VII )
Eil Lodenn
/ Sevenidigezh /
" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .
- Gaeltacht -
8 - Mari-Vorgan
" Ar mor-verc'h koant ken draitourez ,
Hanter-besk hag hanter-vaouez ... "
Prosper Proux - " Da Varzed Kemri " ( 1867 ) *
da Roparz Hemon
I - Bleimor
Nevez-flamm n'oa ket ken ar " Vari-Vorgan " , bag-pesketa dre-dan a veze graet traker anezhi diouzh ret .
Kalonek he doa kemeret penn he hent-mor 'vit mont d'ober un troioù-bed bennak oc'h avelin he fenn da gentan , uhel an avel ganti , da gaout he bravan lignezoù noblans kent en em drein e lestr-marc'hadour dre guzh da vitailhan tud er brezel .
N'oa ket dic'houzvez eus doug dister ar bananez kennebeut , ken diboell 'oa d'he menoz bezan re arbennikaet , marteze , pe enoeüs 'vel un namm , ur redi pa ne oa ket leun-barr he stradoù , pezh a dalveze " disavad " d'he c'habitan .
Garmin a rae bepred an dra-se d'an nebeutan !
Hag hervez trouzoù ha brudoù ar mor-bras , o doa tanvaet tamm-pe-damm hec'h eorioù , zoken re afourch , holl zourioù ar bed !
Savet a vaez da zouar Bro-Senegal pe Aod-an-Olifant gant harp gwindask staon pe aros da besketan an toun melen hag al listao ; ereet war vankeier an Douar-Nevez pe stradoù Bro-Skos Nevez , Island ha Labrador pa veze keal da vont da vorueta , da dapout ezened ...
Koulskoude 'oa diaes d'al lestr bezan adkavet he flom goude troiadoù kuzh ken pell o doa digresket ken ivez he c'halloudezh hag he gwele .
Gwall zibouner he fard ouzhpenn , na vije ket bet graet gant he gwernioù sellet didalvez outo met pa oa mekanikoù al lestr-vor sac'het ha freuz enno ha ne oa ket ur c'hrafer kozh en he fenn , bet broudet da lazhan tan he c'heflusker hervez e faltazi ha neuze , d'ober sevel er gwalarn hag en avel viz an ouel vras wenn-kann !
Ha diwar-benn he c'hourc'h hanterverglet , a liv du dres dindan ar sternaj hag ar c'hastellad glas , a liv roz-sant-Erwan e gorf , e oa skoet gantan sur-'walc'h taolioù-mor ouzh e welout e barr e vrud , zoken ma oa re a galandour hiviziken pa oa rust an amzer war an diaraok pe en adrenv .
Gwech fournis ar prantad feuls ha dibreder-se , ' oa strishaet d'ar pep izelan niver martoloded an akipaj , pevar pe bemp anezho hervez an amzer bet klasket e sal-a-drenv kozh-tavarnioù an aod , paet bep ar mare pa ne veze ket re verr lost an arc'hant , ha ne oa ket bemdez !
" Kevredad Tangern " , ken bevennet e atebegezh , a brene ha gwerzhe pep tra da vevan a-ziavaez bro pe en diabarzh , karget da gas madoù ar priman d'ar pevar pe d'ar seizh avel er bed ma ne vefed re amsellus ouzh termen an degasadennoù .
Ken fall ma oa stad ar c'hozh-bag-se na baoueze ket da druezin outi gant he mizer pa veze klevet he c'horn-vorenn o klemm ouzhoc'h pistigus , e veze sellet neoazh 'vel ur rederez-vor a-douez re galonekan gant ar vugale !
Ha zoken ' seblante faos dezho , binim teodoù naer , gevier ha falloni kement oa bet laret , hervez , diwar-benn he ferc'henned , berr an arc'hant ganto , o defe prenet ha gwerzhet anezhi kant ha kant gwech an eil war-lerc'h egile !
Rak n'oa den ebet e bourzh nemet he mestr en dije diskulian deoc'h he oad ha pennadoù hentad mor stronsus-distronsus he doa graet al lestr galonek gantan aboe pempbloaziadoù .
En a ouie komz dezhi nemetken , o vezan gouest en nemetan d'he c'hompren gant holl e garantez e don-donoc'h e voud eviti , o kensantout ivez ganti holl zaskren ha froumadennoù he framm kozh gwigourus bet distreset ha krignet a-grenn eveltan gant an iod !
Oc'h en em gavet en ur stuz ken iskis 'oa Yannig pa zihunas ken na ouie ken spis hag edo war ar vag pe war an douar kalet .
N'oa ket evit kousk ur berad en noz-man , ken poazh 'vit padout pelloc'h en e wele 'raok an disparti ha koulskoude ivez aonik rak an dazont kement 'oa bet spontet-tre gant pezh edo o paouez bevan dre holl hurlinkoù-se o doa roet bec'h d'e ene glan .
Hag e kêriadenn ar Govelioù en derc'hent , ne voe ket gouest frealz e dad koulz ha pokoù bet roet dezhan gant e vamm da drec'hin war enkrez dianavez an hini eo deut pred dezhan mont kuit ha dilezel bed sioulaus e oad tener .
Perak mont kuit eus e vro c'henidik 'vel-se ha klask tec'hel 'vit ar wech gentan diouzh envorennoù e damm buhez e-unan ?
Ha n'en doa ket roet e c'hêr da larout netra en toull-bac'h ?
Petra a ouie e gwirionez ? Nemeur a dra , n'en doa gwelet met mogerioù tenval ...
E doare kevrinus un irienner en doa komzet an ozhac'h-meur . Fiziet 'oa bet ur gefridi ennan , a gemenne d'ur c'henaoueien bennak : diwall ar vugale rak tud ranell o c'hoari re o fri-furch ...
Bec'h a-walc'h ma teraoue enklask an archerien en doa divizet goursezan rak-se red dezho chom aman evitan ...
Ober buan oa ret grons koulskoude !
Eus kae an Oriant , porzh annez m'en doa savet un tiig ennan war an aod , e roas lans Tadig d'e " Vari-Vorgan " a-lanv , pell 'raok livioù flamm ar gouloù-deiz , keit ma pare c'hoazh skinoù nakr al loar war lein an tarzhoù-mor ...
Edo o gorin amzer vrav an devezh 'vit ur gwel , ' vefe heol 'benn nemeur ...
Er pellder e tamweled pikoù gwenn gant lod all melen en o zro .
Skleurioù ' darzhe en noz .
Marteze 'trezek tour-tan Pen-Men , lojeiz ur pesketour Groe , balan aour ha lann 'tro dezhan , hini hor barzh brudet Yann-Ber Kalloc'h lesanvet " Bleimor " en doa tremenet e vugaleaj aman etrezo .
Diouzh m'eman ar vrud ' vije bet lazhet er Vrezel Vras , ur vouc'hal en e zorn , d'an dek a viz Ebrel 1917 , meurzh ar Sizhun Santel ... ( 10 )
Met a-benn-herr 'dreuz eon ar gwag oc'h en em strinkan outi ' oa aet kuit merc'h hael ar morioù pell avat a digore dirazi hent an donvor he c'hasfe da du all ar bed 'kreiz hunvreoù un enez gollet ...
" So I hang upon my altar ,
And I hoist my ax again ... "
Leonard Cohen - " Last Year Man "
Copyright 1971 , Stranger Music Inc.
All rights reserved .
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 8 - Mari-Vorgan I - Bleimor - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notes :
10 - Yann-Ber Kalloc'h " Bleimor " ( 1888 - 1917 ) , skrivagner ha barzh breizhat ganet en Enez Groe , marvet war talbenn an Aisne 'pad ar Vrezel Vras .
* Prosper Proux ( 1811 - 1873 ) , skrivagner brezhonek : " Da Varzed Kemri " ( Kanaouenn , 1867 ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenedigezh - 7 - Ar Plac'h Yaouank hag an Unkorneg - La Jeune Fille et la Licorne - The Young Lady and the Unicorn - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VII )
Eil Lodenn
/ Sevenidigezh /
" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante distaolet gant ar mor war un aod estren 'vit ar wech kentan , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet a-raok a-zivout e veaj ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .

- Gaeltacht -
7 - Ar Plac'h Yaouank hag an Unkorneg
" Me ma-unan a ziskulio koulskoude an tenzor-man priziusoc'h 'get an aour d'ar re a selaou ouzhin ... "
Barzhoneg Orfeüs

" ... En e vrasan 'oa deut ennon ar c'hoant da anaout pep tra nevez , pezh a reas din alies troioù fall da c'houde hag o tennan kuit eus va zoull-kuzh e teuis a-benn da zilammat en trepas .
N'oa 'met didrouz ar pounneran ha tevan denvalijenn ' barzh ar pezh m'oa klevet ennan bommoù ur c'hendiviz kevrinus war a greden .
O krenan gant an aon e treuzis toull e zor da glask un diskleriadenn .
Sur a-walc'h e teufe hounnezh hep dale pell ! Ha ket pell ivez ne c'hallfe broudan prenester kloz ha stalafioù serret va spered lemm .
Raktal e anavezis " kambr ruz " an derc'hent , salons bihan-man sonerezh he doa c'hoariet ennan diagent ar violonserez kaer 'vit ar gaeran oan bet mezevellet ken gant he c'hened touellus !
Va lakaat a reas un trouz all da " splujan " neoazh a-drenv ur gador-vrec'h !
Edo o paouez difoupan diskeud un den e vaskl zu war e zremm , ha spontet-krenv dirazan e felle din dont da vezan ar bihanan hag an disteran ma c'hallen , o klask chom hep analan zoken !
Padal 'oa un dra digompren evidon e welout steuzian ' drek ar voger ! , a gendalc'he ... "
Dilerc'h e zanevell a gonte deomp peseurt troioù dispar 'oa en em gavet gantan !
Oc'h en em strinkan war e benn d'an oaled ' tal dezhan e klaske kompren da belec'h ' oa aet ar skeud spontus .
Neuze eo en doa taolet pled ouzh garlantezioù treset a ginkle mantell ar siminal , tri c'helc'h marellet gant div warn-ugent rozenn .
Diwezhatoc'h e tlee disklerian dezhan ur c'helenner Lakanal war an Istor ster an ardamez brudet a zouge an Impalaer Kustentin 'pad emgann trec'hus anezhan er Pont Milvius .
Met hiziv ne zegase tra nevez ebet d'e envorennoù bugaleaj an div lizherenn " X " ha " P " bet kenweet evel-se ' kreiz bleunioù koant . ( 8 )
A-benn ur predig amzer , o waskan gant e viz war-c'horre unan eus ar c'hizelladennoù-man , e teuas evelato da ziguzhan ur wikefre o tigerin hent dezhan da riboulioù-kuzh ar c'hastell , lec'h e kavfe marteze d'e sonj e vignon .
Ha diskenn a dastorn goude-se derezioù bennak un diri kozh kinviet stank 'oa c'hoari ur bugel aes ha buan a-walc'h dezhan .
Degouezhout a reas bremaik en ur seurt kav gleb-dour na weled takenn ebet e-barzh , hag o tennan e gleuzeurig dre eoul eus e sac'h , a zizoloas un trepas hir digompez , dinaou dister gantan , leun-tenn a vernioù atred ha mein disimantet .
En ur lakaat evezh war zaroù riklus al leur e valeas neuze ' korf ur c'hardeur klok . Ha tra ma wele ur skleurenn er pellder e klevas prim goude trouzhigoù blin o tassenin ...
Sabatuet e oa gant pezh a spurmantas da c'houde ' kreiz an amc'houloù !
O c'herzhout war-raok aonik un tamm e tiflukas en ur c'hev sklerijennet hepken gant kantolorioù staget ouzh ar voger garegenn gant steudennoù houarn .
Seblantout a rae bezan ur c'hev-iliz kozh a veze gwelet a-wechoù louedenn arwer war e volzioù gant e c'houlaouennoù-koar horellus .
Tostaat a reas c'hoazh , heklev mouezhioù o tont eus pelloc'h d'e sonj .
O tremen dre un trepas diabarzh all e tegouezhas e-kichen ur sal frankoc'h nevez diwallet gant tud bennak un tokarn war o fenn a veze kroaz ruz an Demplourien gant o zonegoù lin hir .
A-ziabell tro-dro d'ar vogerenn e welas ar paotr daouzek " maskl " , pep hini anezho bet azezet war ur gador-chantele gizellet-vrav .
Dirazo , war an Daol-Grenn santel sklerijennet gant gouloù splann ur grusifi aour bet lakaet war ur ouel wenn erminiget , e lide o Gourmestr e oferenn gant e goef dreset tri bann en ur c'helc'h warnan .
A-gevret en em savas hag en em stouas ar varc'heien d'e c'halv dirak ar groaz keltiek bras kaeret mat gant tresadennoù liesseurt , hoc'hed-gouez , elerc'h ha delioù derv ...
Hag en em lakaas unan anezho da larout gant lid hag evezhians komzoù c'hwezhet pedenn an Drouizied :
" E anv OIW ' zo dreist hon spered ! Ro dimp Da Sikour !
Ha gant Da Sikour , an Nerzh ;
Gant an Nerzh , Oberiantiz ;
Dre Oberiantiz , Meizherez ;
Ha gant Meizherez , Dilenn ar Reizhded ;
Dre Zilenn ar Reizhded , Karantez ar Vuhez ;
Ha dre Garantez ar Vuhez , Karantez Evidout , A , Te , 'zo dreist hon spered ! " ( 9 )
Ha goude un tamm didrouz gwech ma oa deut en-dro pep hini d'e blas , e stagas da gomz ar Penn Bras .
A-hend-all e tisklerie Roll d'e genderv e krede bezan anavezet gantan a-zoare taolioù-mouezh ispisial Boris :
" ... Kompagnuned ar Gral , breudeur ger , laouen eo ho Drouiz Meur da c'houzout eo kaset da benn ar gefridi guzh ' oa bet fiziet ennoc'h gantan !
Kavet hoc'h eus dielloù talvoudus-ret d'hor gaoz-ni a brou siwazh ivez eo deut anat yuzaderezh ur re bennak ac'hanomp !
A-drugarez-deoc'h ha d'ho nerzh-kalon eo , koulskoude , ma teuio en-dro dimp emberr hon frankizoù !
Setu perak e vimp didruez 'vit ar furederien re kirius-se bet meret gant hon enebourien d' hon trubardin hep mezh ebet !
Ra vo degaset dimp an direnker ! a c'harmas war un ton kriz .
Ha ra vevo hon strollad " GRAAL " , ra vevo Breizh ! Enor d'ar Gwenn ha Du ! ( 9 )
Ar bugel , soublet izel e benn ha staget outan liammoù , ' voe kaset dindan dalc'h pevar den dirak an emvod .
Neoazh e tintas ar pellgomz lakaet e korn an daol .
Ar Penn Bras a laras gerioù diheglev bennak en ardivink , hag o komz goude d'e genseurted :
" ... Fellout a rae din kaozeal ouzhoc'h , aotrounez , a-zivout ho tamm labour da zont , hogen e welan eman hon denved en o c'hraou , 'vel ma vez lavaret ! , a zirollas da c'hoarzhin dre sellout ouzh hon paourkaezh mignon ...
E diwezh e lizher e tanevelle penaos , goude bout bet roet da intent dezhan petra ' c'hoarvezfe daoust da se ma c'hellfe ober pezh a gare , e vefe rediet da devel .
Oc'h arvestin ouzh bolz an nenv e tegase koun da Yann eus e weledigezh fromus un hini damwelet a-boan :
" Klask a ran gwiskan c'hoazh va ene gant livioù he bezans lugernus , a anzave dezhan o soublan d'e blanedenn diflach .
Met perak e tle dont en-dro he skeudenn diehan dirazon , o strafuilhan red va buhez ?
" ... Gwerc'h yaouank ledet war dor ur grec'hienn c'hlasvez , e sav da zaoulagad war-zu an Nenv ...
'Kreiz skeudoù an Noz eo souchet da noazhder , gant skinenn c'hlan gizidik al Loar eo sklerijennet da zremm gaer ...
War da vruched ' red rodelloù puilh da bennad-vlev liv mel , tonn o strinkan er c'heotenn nevez en he bleunv ...
E piv out 'ta oc'h hunvreal , petra eo ar gevrin-man o c'hoari en-dro dit ?
Ha gounezet out gant ur gridienn c'hoantegezh pa vez paret selloù padus ur goabrenn he neuz-dremm gourel ouzhit ?
Hini ur gornandonez ' tle bezan da gorf , kement e vez fromet gant flourder e gened ha pleg unan eus e zaoulin o sevel daveti en oabl kent da zivhar diskenn goude didermen war an douar , korzennoù bresk ur blantenn aonik ha lent ...
Henvel eo ouzh ar bleunioù-man a ra heul dezhi gant o c'helc'h splann er renk kentan ?
Un doare goulaouennoù-koar bras emichans , kenunvanet gant Eienenn ar Vuhez dre zistaolioù damc'hlas o c'hamzoù gwenn ?
... Glebian a ra aodoù boull ec'honder divent an noz o c'hurunennoù treuzwelus ; sevel a ra o daredoù 'vel stignoù metal alaouret 'vit tapout krog e barzhoniezh gevrinleun an daolenn hudel-man da vevan betek bezan bamet diwarno ; gwrizioù gwevn o vont a-benn-kaer d'an diwel ...
Tonkad dreist , buhez berrbad ? , e klaskas da c'houzout mantret .
Gant feulsted e rog un unkorneg hollgaer , hoalus , e zaoulagad 'vel bravigoù strink mein-dour-mor, gouel c'hlas-voug ar steredegi ouzh e herzel da fringal evel ma kar dreist o fradeier sklerijennet gant al Loar . Ha mont a ra davet e hanter hini , o flouran gant e voue arc'hant en he liv an dilennadez yaouank ...
Gant lemmder e weled eo distaolet furnez ar bedoù , gant e spered ken digor hag e sell ken tener, ken talvoudus ha sioulaus ivez sked anezhan hag hini un tour-tan 'kreiz kerreg ur mor-bras dirollet ...
Mab un oabl entanet ha rust eo , hogen lorc'h ' zo ennan , kalon ha meurded war-an-dro ; treizhet en deus an hollved , baskarin strujus o lezel e dres a-drenv dezhan , 'vel ur steredenn-lostek he bomm aour-gwennc'horet ...
E garnioù marc'h gouez o deus mac'het tropadoù koabr neudennek amsked , koroll didermen gwagoù-mor eonenn wenn warno ...
Emgav ' zo ganto o-daou : gwagennoù diniver o fraonval , neudennoù ha gwiennoù plant , lamm-dour ar blev hag ar voue , geot flour ha bleunv ar prad ...
Hag e-kenver e gorn , seurt treuzfurmer o selaou ouzh stergoumoulennoù dre e gelc'h ziamant o kreizennan holl santadurioù ha fromoù warnan , a-drugarez dezhan eo e c'hellit damwelout hepken kevrin Speredoù o ren er c'hontreoù pellan ar Grouidigezh ... "
Met daoust hag e oa ar wir Virjinia , ken mistr en he c'hened , an hini-man bet troet ha strobinellet gant arvest an ec'honderioù steredel ?
- Va gwelet hoc'h eus o c'henel ha n'anavezit mui va anv ?
Ar goulenn bet ret dezhi bezan graet gant ar c'hrouadur moliac'hel e oa .
" Perak ? , en em c'houlenne Roll n'en doa ket c'hallet chom da vevan ganti betek breman .
Perak avantur-se ar " Vari-Vorgan " gant daou vugel o kregin ' n o vuhez ?
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 7 - Ar Plac'h Yaouank hag an Unkorneg - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notennoù :
8 - Unarouez gristen war vanniel aet an trec'h a-drugarez dezhi war enebourien an impalaer roman Kustentin 1an ( 272 - 337 ) e kann Pont Milvius ( In Hoc Signo Vinces , 312 ) .
9 - A-ziwar pedenn Goursez Gembre bet skrivet gant an drouizh Iolo Morganwg ( Edouarzh Williams , 1747 - 1826 ) , barzh , skrivagner kembreat .
GRAAL : Sellit ar skrid e Galleg evit pezh a dalvez kement hag ar ger er yezh-man ( AZED = Arme Zispac'hel Emren 'vit an Dieubin ) .

Poster : " Angel of the Gods " , by Greg Hildebrandt ( 1981 ) .
All rights reserved .

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenedigezh - 6 - Diskuliadenn Roll - Confession de Roll - Roll's Confession ( 2 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VII )
Eil Lodenn
/ Sevenidigezh /
" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante distaolet gant ar mor war un aod estren 'vit ar wech kentan , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet a-raok a-zivout e veaj ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , I , 2 .
- Gaeltacht -
6 - Diskuliadenn Roll ( 2 )
( 17 a viz Gouhere 1909 )
Kenderc'hel a rae da skrivan gant un tamm c'hwervoni e lizher aspedus Roll , o tezrevellan penaos e oa aet kuit a-daol-trumm eus ar vro 'vit mont da Bariz .
" Adwelet m'eus splannder he skeudenn o sklerijennan annez tenval an ti en-dro din ...
Kredet m'eus he gwelout kentoc'h , ken peurvat e seblante he boem pa oan ledet war va gwele houarn em mansardenn sklaeriet fall ...
Daoust d'e oad yaouank 'veze sin ar boan kizellet ennan , war a gleved .
" Perak ne dizhan ket lemel ar weledigezh-se a wask warnan diwar va ene ? , a c'houlenne .
" Netra ' c'hell bezan hep gallout e faltazian , a anzave a-benn ar fin , hep koun an avantur ken brav-se o doa aet ganti daou vugel war hent ur bed all ...
" Klask a ran gwiskan va nozioù gant livioù kaer he c'hened lugernus , met nec'het on bep mintin gant kement a zilavar en-dro din ...
" Te , morlivet gand dasskedoù Diana eeun he c'halon , â , Kinthia , kant gwech ha kant all koantoc'h 'geti 'maout ...
O kejan da selloù ouzh re ar stered hag o vesk en o sinoù ... " ( 6 )
Skuizh-marv en em roas da gousket 'vel ur maen e don ur c'hranj stag ouzh ar c'harrdi ma veze enni ur stalikez marc'hoù-houarn war-nes mervel ha merglet tamm-pe-damm gant ostilhoù deut ken diamzeret ma oa bet dilezet du-man .
Tost d'al lab distro en doa anavezet ivez roudoù ur gouel iskis 'vel lurelloù seiz melenet war girri gozh pe ur verlinenn bennak bet avaet anezhi gant lampigoù ha marc'hadourezhioù dister ...
Da gan ar c'hilhog , goude bezan diblouzet ha diboultrennet ar c'holoenn 'oa bet kavet gantan dre chans , e krogas da gridiennan gant ar riv .
" Ken skuizh-lazhet 'oan deut da vezan ken 'oa diaes din envorin darvoudoù resis hon truezek a ergerzhadenn !
Padal 'oa bec'hiet buan va c'halon gant nec'hamantoù liesseurt : pe lec'h ma oa Yann o chom , petra 'larfe hon tud eus hon tro-noz ?
En un taol e tiflukas dirazan skeud an dremm zammvoull en doa gwelet a-raok en e hunvre , " hini an Achantourez " !
" N'oa ket diaes din tostaat outi c'hoazh , pe da vihanan war a greden , ar vignonez gollet , ar valeerez gaer a dremenfe hep herzel diwezhatoc'h 'hed paperioù-moger dislivet va c'hambr , o tont d'ober fae gant breoù he c'hoantiz doueel war anhun ar paourkaezh kousker ma oan ... "
Met daoust hag e oa-hi c'hoazh 'kreiz al lenn , diskeud dibad anezhi goloet a vrumennoù bet steuzet goude gant skleurioù blin an heol vintin ?
Redek a reas 'touez skeudoù all d'he heul tra ma hope ha c'hwitelle dibaouez un drask hag ur c'hefeleg-Mae o c'han hiraezhus dre valan al lann ...
" Neoazh , a gendalc'he ar studier , o vezan n'em boa debret netra abaoe derc'hent-dec'h , e oa duet va c'horf gant an naon . Neuze eo e tiverzis ur goulouig war-du kazel c'hleiz ar c'hastell pa sonjen e kegin anezhan 'vit e derrin ...
Met ur vaouez kozh koefet o labourat enni , ne oa ket deut c'hoazh ar c'houlz da vont tre , emezon , daoust ma oa digoret he dor .
Dre ar prenestr koulskoude , e raen pled ouzh an daol-arc'h warni un dorzh vras bara giz kozh a vijen bet em bleud ganti , en he c'hichen ur pod krag laezh bervet ennan !
Hag o welout tresoù bet koagennet 'vel " gwastelloù " a ginkle ar veselier , e sonje 'oa deut ruz muioc'h c'hoazh va bouzelloù 'kreiz trouzmesk a rae va stomok ! ( 7 )
A-greiz-holl goude ma voe sonet seizh taol d'an horolaj e-skourr ouzh ar voger , e tassonas trouzioù treid gourdrouzus en trepas ...
" Anavezout a ris mouezh ar markiz o tont eus a-bell gant un all dibleg , faeüs war he lerc'h :
- Ma , gortozit'ta ! Trawalc'h gant se ! Pelec'h 'man-hi ? N'on ket lezet ken em diviz !
Aet klasket goudor dindan log ar skalieroù e welas Roll un den askornek , losket e zremm gant an heol , kalz yaouankoc'h e neuz , o c'herzhout a gammedoù dillo gant ar brientin kozh .
Bet trellet gantan ' voe skoet-krenn sell ar paotr gant skleurioù lagad ur skarbouklenn war e zorn kleiz .
- Mar gouien ! , a respontas dezhan gant dismegans ar c'hastellad . Hag o lavarout c'hoazh gwidreüs : Anat deoc'h , n'eo ket evit kavout abeg e divizoù ho preur !
- N'eus forzh penaos gouezit an dra-se , c'hwi ivez , a eilgerias an den all , ne vo ket graet pelloc'h goap warnomp ! N'on ket unan 'vit bezan touellet !
- Va Doue , petra ' reot ? N'ho doa ket roet ho kêr ?
Rust 'oa darc'haouet an nor ganto . Moarvat en em serrin a reas o-daou en ur pezh all .
- Sellit'ta , aotroù ker , chomit sioul , manit difrom ! , a gemennas d'e zeunv da zont an tad-kaer en un doare skiantek . Dleet eo mont kuit eus ar gêr , ne deus ket eno peadra da foetan ur c'hazh ! C'hoari ul lamponez eo hepken , e c'hallit kredin !
" 'Vidon me , ne gomprenen netra . Met goude bout bet kavet re hir an amzer gant an naon er mintin-man , eo dav din anzav 'oan bountet me ivez da dec'hel alese d'ar pevarlamm-ruz !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 6 - Diskuliadenn Roll II - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notennoù :
6 - François-René , beskont Chateaubriand ( 1768 , Sant-Maloù - 1848 ) , skrivagner ha politikour brezhon : " Envorennoù Trevuhez " ( Mémoires d'Outre-Tombe , 1848 - Pevare lodenn , levr 39 , pennad 5 - Kinthia / Cynthie ) .
7 - Sturdresadenn ( 17 / 18vet kantved ) .
Taolennoù : " The Bridesmaid " ( 1851 ) gant John Everett Millais ( 1829 - 1896 ) .
" In the Orangery " ( 1879 ) gant Charles-Edward Perugini ( 1839 - 1918 ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 6 - Diskuliadenn Roll - Confession de Roll - Roll's Confession ( 1 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VII )
Eil Lodenn
/ Sevenidigezh /
" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante distaolet gant ar mor war un aod estren 'vit ar wech kentan , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet a-raok a-zivout e veaj ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , I , 2 .
- Gaeltacht -
6 - Diskuliadenn Roll ( 1 )
( 17 a viz Gouhere 1909 )
" If your life is a leaf that the seasons tear off and condemn ... "
Leonard Cohen - " Sisters of Mercy " *
" Krollet , krollet
O ! krollet , troieu amoed ,
Peurkeh dél , krollet !
Yann-Ber Kalloc'h " Bleimor " - " Ar en Deulin "
" Kroll en Dél Maru " *
Kalz a vloavezhioù diwezhatoc'h , pa oa peurc'hraet pep tra eus marzharvest iskis-se e vugeliezh , e oa dleet da resev Yann ul lizher fromus ma oa kuzhet dic'hoanag ur galon rannet ennan .
Breur dianket an deizioù kentan , Roll Dagorn , ma veze ken enk warnan e gambrig harluad Pariz , a gomze dezhan eus e ru Cassini gant gwez kozh an Arsellva " a lakae o delioù da nijal kuit 'trezek ur bed all , ken tost ac'hanon , a skrive dezhan , ha koulskoude ken kevrinus ... " ( 1 )
Diwar va frenestr ha diavaez va burev stromet gant pep seurt levrennoù ha teulioù , e lezan va sell d'en em goll war-zu deil ur wezenn-gistin pe sikamor , hini evlec'h a-wechoù , elv gwenn kement a vraventez ha skanvder dezho ... "
Penaos e tisplegan dit , a c'hendalc'has c'hoazh , e lakaas anezho henvel ouzh boudoù vev hir o blevad maget gant gwazhennoù ken moan o c'horzhennoù o fraonval en avel gant daskren hor poanioù ?
O luskan hunvreoù didermen emaint , testoù feal a c'hallfe nemeto va aotren , goude un devezh labour divius , da glask repu d'ul lec'h all , da zivizout gant an diwel ...
D'an abardaez , pa vez an noz o serrin war zibenn ur sulvezh hanv tomm , e nij kuit va sonjoù 'vel un toullad laboused eus ar gwez bras du-se o c'hlasaat ouzh skleurig va zamm c'hoanag ...
Ken pell eo hor bro , te 'oar , ken tost anezhi 'n em gavan koulskoude , gloaz don ennon , santual ur vignoniezh kollet ...
" N'eo ket aman va c'halon , hi 'zo e Breizh-Izel ... " a gan ar barzh . ( 2 )
Abaoe ar c'heit n'on ket deut en-dro d'hor bro !
Marse 'm befe re aon da gavout un dremenet re bounner 'vidon da c'houzanv du-hont , a larfes din ?
Me 'gred , n'eus forzh penaos , ez eo droug ennout ouzhin hag e kalz tud all ivez ... Padal emaon o c'hlask skrivan dit e skleurenn vlin va c'hleuzeur ...
Nozvezhioù digousk re niverus a oar advevan em c'houn hon istor kaer eus an hanv naontek ha pevar-ugent ... 'Vel en hini spontus ar c'hwezek a viz Gouhere ... Neuze e teu din , o tiazezan em ene , un tammig sonerezh hiraezhus a zibun ennan e notennoù tenval 'vel re zourioù un andon ziwel oc'h adnevezin anezho hep ehan ...
An hini eo a gomz din abaoe keit all , a gavan ...
Henvel eo va buhez ouzh ar fugenn voug-se a lakae un taolig gwask em c'halon pa c'hoarie anezhi ouzhomp keit amzer 'zo e ti-annez Brekilien !
Unton ha dister war he c'hlevout , boud ha ken pounner he gwrez diheverz hag hini un tan danzouar o c'hlevezin dindan al ludu hag o terc'hel gorrek da vont kent strink e flammenn-zaspren ziwezhan !
N'on ket evit he selaou breman , o kaout aon rak digerin va gouli a-nevez .
Biken mui hep tec'hel kuit ne vefen e tro da c'hlevout hiviziken pouezadoù klemmus ar violons o senin " An Oferenn Sonerezhel " pe " Emsonj Tais " ken hoalus ! ( 3 )
Rak eo c'hoarvezet ganin , ken mont da gousket ha kavout en-dro 'vel Chateaubriand " va achantourez er c'houmoul " , advevan an iskis a avantur ... ( 4 ) Ha m'em eus en em adwelet e-touesk Marc'heien an Daol Grenn o houarnwiskoù livrin pe ' vel an den yaouank-se eus Thüringen a gemeras penn un hent dreistdiraez da zizolein sekred " Bro Zizanv " hor yaouankiz ! ( 5 )
Az pezh sonj c'hoazh eus ar vrudoù fall iskis a veze o redek bro d'an ampoent ?
A-wir-galon e vezemp ni-hon-daou 'vit ar beure !
Drant ha gant ur c'hoant du da anaout pep tra e kerzhjomp dindan skinoù kentan an heol o tiougan un amzer gaer gant an oabl davit kaelioù houarn an " Domani Kevrinus " !
Hag e oa bet unan o komz anv dit eus un tremen dic'hortoz , Yann ?
Dre eno ez eo omp deuet a-benn da lemel dreist ar gloued gant harp ur gordenn hag ur c'hrog , nekwir , un tamm dihenchet goude enklaskoù aner keit m'edo freskijenn ar serr-noz o tont endeo warnomp !
Kollet 'oamp bet ...
Oc'h adlavarout dibaouez he fozig trist hag hirvoudus he doa hon henchet kanenn ar c'huzh-heol hec'h-unan : " Deuit'ta , bugale din , deuit'ta ! "
Aon 'oa ganimp heulian anezhi moarvat , ha padal , daoust d'un nec'h brasan dilavarus ennomp , daoust d'hor skuizhded , ne oa netra da ziarbenn galloud he galv ! Ne zeue ket eus ur bann sklerijenn bet taolet a-bell da serr-noz war skeud ar c'hoadoù ? Maner Auberive !
En tu-hont d'ul lenn vihan du-tenval a-grenn he livioù ma veze daou pe dri alarc'h o neunvin warni ha war zistaol bagadoù koabr stummet fall en he dour , e treuzjomp ur bodadoù gwez bennak o delioù glas-sklaer 'vel re ar c'hrenn pe ar faou a floure ur wazh kamm-digamm ha kildro he red .
Listri maen-glan , ur pennzelwenn Apollon hag unan eus Diana chaseourez a seblantas paran o selloù kirius warnomp .
Kent erru dirak porzh diabarzh ar c'hastell en em silan a rejomp 'vel daou skeud 'touez bodoù-lann ha spern-gwenn betek ur bleunveg 'harz talbenn ar savadur , bokedoù-laezh o riblennan anezhan , roz en o metoù .
Hag en e greiz 'oa bet savet teir derezenn ur menk-ti , pastell brenvedet un nor-brenestr grommvegek war e benn .
Prim e weljomp ur plac'h yaouank e-barzh , bet distaolet he zrolinenn gant ur melezour a-us d'ur siminal marbr kinklet gant garlantez .
Un tantad herdin hag etivi 'oa enaouet en oaled , poent-orin nemetan ar gouloù e don ur pezh goloet gant stignoù ruz ...
Bez' e oa skleurioù all iskis o treuzneuzian dremm gaer an arc'hwerez koulskoude !
Berr ' oa an amzer ganimp ha n'hor boa ket a oar da chom pelloc'h 'vit tanva he doare senin siwazh : garmoù hag harzhadennoù a dregernas trumm tro-war-dro tra ma veze ur meurgi ken fall hag ar gward Werner e vestr , a strive d'e heulian well-wazh , o redek a-benn-herr davedomp en ur sachan war e stag 'vel un diaoul !
Ar poent 'oa neuze 'vit ar vugale da vezan dispartiet , a zisplege dimp an dezreveller .
Hag e-pad ma veze Yann oc'h en em strinkan er gambr , e kave gwelloc'h adheulian Roll dre anien ar roudoù treid o doa lezet a-drenv dezho war an douar .
Neoazh , ken tost 'oa bet an arvar dezhan o tec'hel kuit hep sellet dreist penn e skoaz ouzh e chaserien , na gomprenas ket 'oa bet paouezet buan ivez da vezan glasket war e lerc'h ganto .
O tont dizale da guzhat a-drenv ur sfinsez o tougen daou amourouz , unan eus delwennoù an alez , e verzas en tu kleiz d'ar savadur ur pennad-moger bras dismantret ma veze toullet e-barzh un digor hanterc'holoet gant iliav ha kinvi a skoe war ar maez ...
Pourpez hen bennak , emezan .
Mont a reas buan du-hont hep sonjal !
Uhel dreist dezho 'kreiz ur bochadig brousgwez skoulmek , pin ha derv-spoue goloet gant man ha touskan , bodennoù drez o tebrin leurioù ha mogerioù ' veze beg louet ur chapel ...
Pelloc'h 'oa ur porzh hir a dalveze da barklec'h pe da vered 'vit berlinennoù kozh , kirri doujus o oad , charabanioù o kouezhan a dammoù ...
Hag er penn pellan 'oa ur seurt lab pe skiber ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 6 - Diskuliadenn Roll I - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et Arbredor.com 2007 et 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .

___
Notennoù :
1 - Da vare Pask 1910 e teuas tiegezh Alain-Fournier ( 1886 - 1914 ) da annezan e 2 ru Cassini , pevare estaj ( 75014-Pariz ) .
2 - Yann-Ber Kalloc'h " Bleimor " , barzh breizhat ( 1888 , enez Groe - bet lazhet en talbenn , 1917 ) : " Kroll en Dél Maru " ( Koroll an Deil Marv , 1905 ) ha " Me Halon Zo e Breih-Izel " ( Ma C'halon 'Zo e Breizh-Izel , Pariz 1913 ) e-barzh " Ar en Deulin " ( War an Daoulin , Plon 1921 , Kendalc'h , 1963 ) . Gwelout aman izeloc'h * .
3 - " An Oferenn Sonerezhel " ( Musikalisches Opfer , 1747 ) gant Johann-Sebastian Bach ( 1685 - 1750 ) - " Emsonj Tais " ( Méditation de Thaïs , o tont diwar c'hoarigan " Tais " ( Thaïs , 1894 ) Jules Massenet ( 1842 - 1912 ) , sonaozour gall .
4 - " Envorennoù Trevuhez " ( Mémoires d'Outre-Tombe , 1848 ) , Lodenn Gentan , Levr 3 , Pennad 12 ( " Va Dudioù en Diskar-Amzer " ) ha 13 ( Karm-Hud ) gant François-René de Chateaubriand ( 1768 , Sant-Maloù - 1848 ) , skrivagner , politikour brezhon .
" Meaulnes Veur " ( Le Grand Meaulnes , 1913 ) gant Alain-Fournier ( 1886 - 1914 ) .
5 - " Heinrich Von Ofterdingen " ( 1802 ) gant Novalis / Friedrich Von Hardenberg ( 1772 - 1801 ) .
" Kenskriverezh etre Alain-Fournier ha Jacques Rivière " ( 1904 - 1914 ) - Adembann Gallimard , 1991 - Lizher da Henri gant Jacques ( 29 a viz Gwengolo 1908 ) .
* " Sisters of Mercy " ( C'hoarezed an Drugarez , 1968 ) gant Leonard Cohen , copyright Columbia / Project Seven Music / Sony Music Entertainment Inc. - All rights reserved :
" Ha pa vefe ho puhez 'vel un delienn bet dilamet ha berzet ... "
* " Korollit , korollit
O ! Korollit troioù amoet ,
Paour-kaezh delioù , korollit ! "
Yann-Ber Kalloc'h - " Ar en Deulin "
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VI - Ar Gortoz - 5 - Tadig Tangern - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VI )
Lodenn Gentan
/ Ar Gortoz /
" Petra 'vefe-hi , ar vuhez-man ? "
Anton Tchec'hov - " Ar Steppen , Istor ur Veaj "
- Breoù Brekilien -
5 - Tadig Tangern
" Buhé er Voraerion ... "
Yann-Ber Kalloc'h -Bleimor - " Ar en Deulin " *
" 'Pad va buhez-holl 'm eus klasket an burzhudusan tenzorioù ! , a anzave ouzhimp ergentaou Tadig gant e vouezh skiltr hoalus , pa c'hoarzhe krenv en e varvenn rodellek gwenn .
" Re hir e oan aet , moarvat ... " , a zisoc'he-en da c'houde o krizan e dal roufennet en un doare iskis , o vlinkan e zaoulagad c'hlas zislivet 'oa bet bevaet en-dro o sked a-wechoù gant hini un dremm rouzet gant an heol hag an avel , skarnilet ha garanet don anezhi gant gloazioù niverus an amzer o tremen ...
Na pebezh gwir bleiz-mor 'oa deut an den kozh oc'h en em hardishaat dre brenan e skiant tamm-ha-tamm , a ouie kuzhat ivez kizidigezh e galon a-drenv doareoù rust , ur maout a zen e gwirionez , bev-buhezek , ma ne oa ket bet gouest e vuhez ken gwall ha poanius da sparlan anezhan e frankiz eeun ha dalc'hedegezh e venozioù start !
O tirollan da zisplegan anezhi d'ar vugaligoù yaouank a selaoue outan hep e gompren mat o-unan zoken , e vame bepred anezho gant kement a ijinegezh a-zivout ur vuhez ken dispar he zroioù-kaer ha leun ag arvarioù bras evel e hini !
Ha gwech bet larget bos ha laosket pennoù-fard kent stignan al lien-gouel da ziskoachan kevrin ar bed en diwezh , ' save d'o fenn mont pell er-maez war-zu ar mor bras gant e gontennoù marzhus !
Drezo 'c'hallfe bezan deut gwir pep tra d'ar baotred !
Bez' vefe frammoù bigi dismantret o tigerin war gerreg e penn goueled ar mor Karib pe en inizi meurvor Habask , a lakafe anezho da luc'han o c'hoantegezh fall ouzh lestradoù pezhigoù moneiz aour ha bravigoù ken splann o leunian 'baoe kantvedoù irc'hier o sternioù kregin , man ha liken e didrouz an ec'honderioù danvorel ouzh o golein ...
An enezegi kaeran a vefe henvel ouzh troioù-gouzoug perlez o neunvin dindan sked lemm an heol war an dour glas-pers divent , e skrin nakr ar mor-bras ...
Robinson Krusoe ' vefent ... ( 21 )
Ha dieub c'hoazh ha lorc'h enno ' arvestfe pizh gant doujans ha kuriusted ivez outo henvroadezed e goudor struzh an trovanoù , o c'hredin e oa distroet en-dro o doueoù kozh .
Marteze en em strinkfe d'an douar dirak o mistri nevez neuze , o profan garlantez bleunv liesliv kent lidan un oferenn-aberzh dezho !
Ijin ha spered ken lemm ar vugale a lakae da vezan estlammusoc'h c'hoazh evito beajoù Surcouf , kourser roue Frans , hag ergerzhioù lusk-dilusk Jakez Karter , moraer brudet , gant o c'hementad arvarioù spontus ! ( 22 )
Un tamm dichansus ha nebeutoc'h uhel o renk , e troe da vorianetaerien mibien all Sant-Malo ha Naoned a-wechoù , o tont da vezan flibisterien pe laeron-vor da walc'han o c'hoant dastum aour hag arc'hant , hag a-benn eus o buhez aet divergont etre dent rodoù un tonkadur didruez , preizherien ha ransonerien war un dro , gwir forbanned o merdein dindan ar banniel du penn-marv !
Neuze e lakae o garoù koad , kregeier houarn ha talgenoù da grenan gant an aon marc'hadourien enorus o treuzdougen dre vor stradlogoù o listri leun-barr a vetal hag eolioù prizius , leizh-klok a zanvezioù-bevan rouez 'vel temzoù-boued pe spisoù , aour Peru ha kailhoù Arc'hantina , pallennoù ar Sav-Heol ...
Ne c'halle nemet ho bountan d'ober hunvreoù kaer holl vorlivadurioù-se , taolennoù ken plijus da welout eus lien ha fard .
Ne oa ket mat bepred skouerioù ha kentelioù roet gant ar c'honter diwar e fablennoù faltazius .
N'eus forzh pa veze komzet eus martoloded krenv 'vel ur marc'h a save hardizh gwernioù-bolosk ha mizan kent mont a-benn kalonek dindan fokoù hag obantoù en ur vag enebour all d'an emgann !
A-walc'h 'oa an holl draoù-se 'vit lakaat ur spered yaouank da vaman !
" Enez an Tenzor " zoken , ken dedennus ha ma oa pennoberenn vrudetan Stevenson , ' seblante bezan divlaz e-kenver komzoù strobinellus ar fistilher kozh , heman o vezan gouest en abeg d'e ijin mat da zasorc'hin personelezh illur Duguay-Trouin , da skouer , 'tal d'e selaouerien . ( 23 )
Ur santad iskis ho poa neuze d'advevan gantan e gemeredigezh Rio e Brazil , hep menegin ur bern taolioù kaer , an eil re entanusoc'h 'get ar re all !
An danevell a gave gwellan Tadig neoazh 'oa hini bet graet gant ar moraer bras pa dec'has diouzh Bro-Saoz war vourzh ur chaloud .
Ne c'halled nemet moustran war e anal ha skrijal hep lavarout ger o selaou anezhi , strobinellet ma oa pep hini ac'hanomp gant re ar reder-mor henvel ouzh kan ar morverc'hed ...
Kaerder dreistdiraez un amzer ha na zistroio biken 'zeu en-dro dimp en hon spered a-wechoù , hiraezh envorennoù hon bugaleaj o lakaat un dasson da drouzal ennomp 'vel hini ur c'hoant ha na vefe torret biken ivez .
Ha kredin a reomp klevout c'hoazh son e bikol mouezh , birvilh ha from enni .
E hini :
" ... Va c'hompagnuned edo o kousket 'voe dihunet bremaik ivez gant dour a-us d'o fennoù ; dont a reas brein a-bezh hor gwispid hag hor barilh bier 'voe aet ar mor enno , ha pell amzer e tizourjomp gant hon togoù ... Gwech bet diskarget ar chaloud d'an diwezh , e teuas a-raok en hent adarre 'vit peurrest eus an noz ...
An deiz war-lerc'h , war-dro eizh eur noz , e touaras hon lestr war-hed div lev diouzh Treger en aodoù Breizh ... " ( 24 )
Hag e teuemp da leuskel un huanadenn hir a-benn ar fin , o tont dibounneroc'h kalonoù an holl gant an disoc'h-se !
Daoust ha n'en doa ket gouezet mat hon broudan an tadig kaezh ha frapan gant e gomzoù brav hon evezh na c'hoarvezfe droug ebet d'hon haroz ?
Ouzh hon sellet bamet ha spontet outan war un dro , e teue un aer laouen ha sart war e zremm , un tamm godisus pa stage da sioulaat hor bec'h enkrez da gentan : neuze , oc'h ober goap , e tirolle da c'hoarzhin ouzhimp trumm ha trouzus gant e vouezh kurun !
E zoare e-unan ' oa da saludin an dro-gamm bet c'hoariet gwechall d'ar Saozon gant hor c'henvroad brudet .
Yannig evitan , boemet gant ar boulom , a seblante lonkan kement frazenn a lavare dezhan .
O kaout sonj eus e zeizioù ehan ral d'ar gêr gant hini an istorioù marzhus a zibune dezhan evel-se , en doa e welet teurel an eor ha dilestran ar bugel da chom un tammig gant e re kent mont en-dro war vourzh da redek ar mor hag e reuz a-nevez !
Ar wech-man en doa kaset en-dro d'ar gêr an tad-kozh strak ar pellskriver gant e wigour :
- Deuit buan en-dro ! Erru eo ar vugale !
" Sell'ta , a sonjas ar c'habiten . War a hanval eo krog da seven buanoc'h 'get em boa e welet a-raok pezh oa bet laret gant ar brofeded ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VI - Ar Gortoz / Lodenn Gentan - 5 - Tadig Tangern - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
" Hag en em zalc'he pell an holl sturierien ,
Ar re holl a zo war al listri ,
Ar vartoloded hag ar re holl a genwerzh
War ar mor ... "
Diskuliadur , 18 , 17 .
Notennoù :
21 - Daniel De Foe ( 1660 - 1731 ) , skrivagner saoz , oberour " Robinson Krusoe " ( 1719 ) .
22 - Baron Roparzh ( Robert ) Surcouf ( 1773 - 1827 ) , kourser breizhat ganet e Sant-Malo . Ger-stur : " Atav en em ganner da c'hounit ar pezh n'hon eus ket . "
Jakez Karter ( 1491 - 1557 ) , moraer Sant-Malo , ergerzher Kanada .
23 - Robert Louis Balfour Stevenson ( 1850 - 1894 ) , skrivagner skosat , oberour " Enez an Tenzor " ( Treasure Island , 1883 ) .
24 - Reun ( René ) Duguay-Trouin ( 1673 - 1736 ) , kourser ha moraer breizhat ganet e Sant-Malo . " Envorennoù " ( Mémoires , Paris , Foucault emb. 1829 ) .
* " Ar en Deulin / War an Daoulin " ( A Genoux , 1913 ) gant Yann-Ber Kalloc'h-Bleimor ( 1888 - 1917 ) , skrivagner ha barzh breizhat ganet en Enez Groe ( Mor-Bihan ) ha lazhet er Brezel Bras .
DIWEZH AL LODENN GENTAN
1- Konterez hag Ebenour
2 - Kastellig an Duchenn
3 - Danvad Du , Danvad Gwenn
4 - Lugnasad ( I - Fest Deiz , II - Pedenn )
5 - Tadig Tangern
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VI - Ar Gortoz - 4 - Lugnasad ( Fête des Moissons - Harvest Festival - Peurzorn ) - II - Pedenn - Prière - Prayer - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VI )
Lodenn Gentan
/ Ar Gortoz /
" Petra 'vefe-hi , ar vuhez-man ? "
Anton Tchec'hov - " Ar Steppen , Istor ur Veaj . "
- Breoù Brekilien -
IV - Lugnasad ( Peurzorn )
" Taol da falc'h ha med ,
An amzer da vedin 'zo deuet evidout ,
Rak eost an Douar
'Zo darev . "
Diskuliadur Sant-Yann , 14 , 15 .
II - Pedenn
An aotroù Brekilien , tra divoas , n'en doa ket bleiniet ar fest er wech-man , ha rak-se , n'oa ket bet lidet an eured gantan kennebeut .
Nec'hamant bras 'oa en holl gêriadenn a-bezh .
A bep seurt brudoù fall 'rede er rannvro war un aozadur spontus ma ne ouied ket kalz a dra diwar e benn koulskoude : " Kompagnuned ar Gral " !
Evit prientin ar pardon pemzek a viz Eost , ez eas antronoz disul an dud da brosesionin betek Nant-Vari , ur saonenn c'houdor a-zoare ma veze savet enni , ur c'hant metrad bennak diouzh ar maner hepken , ur chapel gozh anvet Itron-Varia-Vleunspern ...
Bez' e kave du-hont ar pep rouezan eus bleunioù ar c'hontre , 'vel mandragonoù pe vrulu o delioù galfrezet ha blevek , o c'hurunennoù henvel ouzh bizied manegoù a seblante nijal dreist betek an oabl en o c'haeran ; a-gevret ganto hogen , pavioù-bran ar geunioù a zamguzhe 'vel naerezed 'dan ar geot hag ar c'hinvi ...
Savet 'oa bet ar chapel-se 'vit enorin ar Werc'hez da vare ar Grennamzer .
Rak ne oa den ebet , a lavarer , 'vit terrin nerzh glac'har ar gastellanez , hini a deufe da vezan Santez-Onenn diwezhatoc'h , ken mantret 'oa deut he c'halon gant marv he fried e Palestina 'pad ar Groaziadeg .
Hag un deiz , 'keit ha m'edo o vale war-droioù ar c'hastell 'kreiz ar goanv , e welas ur bod spern a zifoupe , kinklet endeo gant livioù kaer an nevez-hanv , ur gurunenn stered gwenn o bannoù ruz-sklaer warnan .
Gant he bizied moan achantourez , e tistagas neuze ur skourrig dioutan gant aked an itron nobl , o profan anezhan da skeudenn Vari a gehele a-vihanik . Ha goude , o vezan ma ne oa ket bet skoet kement biskoazh 'vel-se he c'halon gant ur joa zreistmuzul , e prometas dezhi hec'h-unan dont buan 'ta en-dro 'kichen ar bod .
Petra a reas , war a seblant .
Met 'vel ma talee muioc'h 'get boaz d'un abardaez 'vit ober war-dro ar beorien hag ar re glanv , e savas aon ganti rak an noz du o teuin a-daol-trumm a virfe marteze outi , a sonje , da dostaat d'ar vodenn ouez .
O toujan un degouezh fall e kerzhe spontet gant skeud an derv , an hiliber hag ar gwern pa welas a-bell ur skleurenn vlin a bare dous ha milzin 'vel kemenn an deroù-deiz ...
Ar Vleunienn Wenn e oa , a zistaole eus don he c'halir voull mousc'hoarzh ur bed all ...
Evel-se eo 'oa bet savet ar chapel , gant feiz ha karantez Doue , tro-war-dro ar blantenn hud-se ...
Ha ma weled gwazi , teir anezho , o vont a-raok an heul bras , e oa dre m'he doa eveshaet ouzh re bennak anezho Onenn gaer , c'hoar Roue Breiz , hen amzer he yaouankiz . ( 20 )
Evel boaz 'oa bet kanet kantikoù ar Gelted gozh dindan renadur ar person gwisket e gwenn ha du , a c'hoarie ur benveg olifant e gerdin aour .
Sevel a reas pedennoù birvidik d'an nenvoù ...
Diwar-bouez o divrec'h ' touge pevar den delwenn bounner evlec'h fetis ar santez .
Gant ar sistr pe 'r chouchenn en doa evet kalz re ' trabidelle unan anezho .
Edo ur babig o ouelan 'n e garrig . A vouez uhel ' kakete div wrac'h kozh , disglavieroù 'n o daouarn , koefoù dantelezet war o fenn .
Hervez giz ar re gozh ' c'horre gant lid 'beg e lazh un aerouant koad unan ar gurusted , 'pad ma veze unan all o terc'hel krog en ul letern gant e zaouarn : hag a-hed dorn 'vije bet an tan 'vel-se ivez , ken kaz ma teufe da vezan mouget ar gouloù 'barzh geol al loen .
Edo tud yaouank all ar gêriadenn e karg ar relegouer hag ar gloc'henn .
Koulskoude 'vit spered Mona , ne zeue tra 'benn d'e zistrein diwar Zoue .
Bet gwisket dezhi ur sae louet diginkl hag ur vantell-c'hlav zu , e kerzhe sonjus ha tavedek he dremm , ur chalig seiz skoulmet war he fenn , ur piled koar dienaou en he dorn .
Dindan o bannieloù voulouz ruz foetet gant ar glav hag an avel , kroazioù arc'hant anezho bet savet ouzh doareoù fall an amzer , e sante pep a feizidi ma tegouezhfe bremaïk un dra bennak digustum .
Dirak an aoter 'oa bet kanet ar " Veni Creator " hag ar " Me Ho Salud Mari ... "
A-boan e lakae skleurennoù horjellus ar gouleier-koar da zigreskin an denvalijenn . Un avel-red a lazhas hini Mona en un taol .
Pelloc'h 'oa bet kemeret penn an hent da vont d'ar Feunteun Sakr , eienenn gollet ma veze pedet dezhi en amzer skarnil , bout bet yac'haet gant he dour burzhudus diouzh o barrad follentez bugale gwechall ar seitkvet kantved bet dalc'het gant glizi hag oc'h harzhal 'vel chas o mouezhioù raouliet .
War-dro teir eur hanter d'enderv ez erruas ar c'heloù fall e ti an ebenour .
Ur gouezierez he doa kavet drailhoù gwisk bet lakaet war ur roc'h diouzh tu ar stêr Av .
Tog ront kozh ar markiz , fichet gant ul lurell satin gwenn , a arouezie ken , diouti , an denjentil , he doa sonjet anavezout zoken an tamm maouez-se .
Kentoc'h hini Sophie , ar gastellanezig diank , ur bluenn zu warnan , a lare tud all .
Kemennet 'oa bet an dra-se da vaer ar gumun .
Breman e seblante bezan dilezet ar bodadig tiez a-grenn .
Ken bras 'oa an enkrez ma felle da bep hini heulian ar jandarmed , foetan bro ganto pe chom , er c'hontrol , e-unan-penn simudet er gêr da c'hortoz .
Pell e talc'has koun Yannig eus an devezh kanv-se gant e vrizhheol o lakaat da lugernin muioc'h c'hoazh 'vel diamantoù daoulagad gleb e vamm 'dreuz gwerennoù prenester ar sal-debrin ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VI - Ar Gortoz / Lodenn Gentan - 4 - Lugnasad ( Peurzorn ) II , Pedenn - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et arbredor.com 2007 et 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notennoù :
20 - Santez Onenn , merc'h Judual , roue Domnonea er seizhvet kantved , c'hoar Yudikael enoret e Trec'horanteg : c/f " Istorioù ha Mojennoù Breizh Guzh " ( Histoires et Légendes de la Bretagne Mystérieuse , 1968 ) gant Gwenc'hlan ar Skouezek ( 1929 - 2008 ) , drouiz ha skrivagner breizhat .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VI - Ar Gortoz - 4 - Lugnasad ( Peurzorn ) - I - Fest-Deiz - Fête de Jour - Day Fair - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VI )
Lodenn Gentan
/ Ar Gortoz /
" Petra 'vefe-hi , ar vuhez-man ? "
Anton Tchec'hov - "Ar Steppen , Istor ur Veaj "
- Breoù Brekilien -
4 - Lugnasad ( Peurzorn )
" Taol da falc'h ha med ,
An amzer da vedin 'zo deuet evidout ,
Rak eost an douar 'zo darev . "
Diskuliadur , 14 , 15 .
I - Fest-Deiz
En tu all d'an Duchenn ' kavjod Roll , dibell diouzh Traon Santez-Varia 'zo bevennet gant ur sapreg stank a-walc'h he skourroù .
Ken batorellek ha " groggy " e seblante an tec'had o kantreal , moarvat , ma veze darbet dezhan bout semplet e damheol ar c'houloù war ur pallennad delioù pin melen gant tammouigoù koad krin strewet warno , bodoù spern ha drez en o c'hreiz .
Da c'hwec'h eur noz war o hent e tispakas an den yaouank gedourien ar c'hazarn o tont en-dro d'o zachenn-embregin .
Kemennet 'oa bet e zud , o chom c'hoazh ar re-se hep gouzout mat ma vefe ret laouennan ouzh ar bugel pe c'hourdrouz anezhan d'ar c'hontrol .
Mona eviti , o kouezhan peurvantret e divrec'h ar paotr , a zirollas da ouelan gantan leizh he c'halon .
Diaesoc'h da gompren 'oa ezvezans Yann , o vezan bet aterset-hir e vignon da c'houde ma ouie muioc'h war e zivout da vezan diank-iskis breman hep abeg .
Met ne felle ket dezhan anzav ar wirionez , o kaout aon da vont a-enep e c'her , marteze , hag o tec'hel mort da larout o dlefe bet en em gollet en ur seurt riboul kuzh o-daou . Padal , 'oa bet disrannet o henchoù .
- Netra ken ? , a vrouezas an aotrou Maer , skoazellet gant ar jandarm Ignaz-Emil Fourachoux a sache difrom e vourrennoù bras gell-kistin gant o begoù moan dilivet .
- M'en tou deoc'h n'ouzon netra ken ! , a huanadas mezhek ar c'hanfardig , ur seblant tenval war e zremm , o vezan a-walc'h dezhan displegan penaos o doa c'hallet chom bev 'michans 'vit meur a zevezh mont kuit dre gas peurvezioù bennak ganto .
Met 'oa diaes dezhan ivez resisaat gwelloc'h lec'hioù ar reuz en abeg ma veze bet ken diziraez dezho kaelioù an domani ken o doa lakaet en o fenn mont pelloc'h 'vit klask ober tro an harz . Hag a-nes da bell , goude ur c'hilometroù bennak o redek a bep tu da beuznoz , o doa gwelet e oant kollet .
- Diouzh tu ar Govelien , marteze , pe lec'h all ?
Neuze , o doa taolet pled ouzh digor un tremen kevrinus dindan an deil ...
E barr an nec'h edo breman aediled ar gêriadennig breizhat . Ha ne rae nemet kas-digas a bep tu ivez !
Jahinan a rae o speredoù 'vit klask gouzout ma vefe ret pe nann kas d'ar bloaz a zeu ar gouel bras a vefe lidet a-barzh-nemeur .
Rak e tlee en em ziskouez ennan ar gontez Brekilien , itron ar maner o tont eus ar Stadoù-Unanet .
Da zegas keloù eus he dimezin gant ur mondian " Yankee " a vefe emberr e paoueze erruout er vro , pezh en doa maget kaozioù ha kazetennoù niverus dre holl ar c'hontre .
Neoazh , ken pell amzer ha ne vefe ket bet adkavet ar gast bihan fall all , e vefe lakaet an hu ha klasket warnan ivez 'vel ul loen gouez !
Ha furchet 'vefe bet er vro a-bezh , mar beze red !
Zoken bagad ar c'horonal Nançay 'rofe e sikour . Asantin a reas a galon vat d'ar goulenn-se an ofiser .
D'an tarzh-deiz nevez , moarvat , 'oe souzhet-bras pep hini pa erruas dic'hortoz Tadig Tanguern , lid bet graet gantan gounidek !
Diwar un ti-karr e tiskennas er wech-man , dorn Yann war e vrec'h , o tegas trouz hag o lakaat an dud da ranellat e pe korn ar barrez pa laras dezho 'oa diouzh tu Plelan o doa e gavet gant ar foranidi .
- Gant c'hoant mont davet e vamm 'oa aet kuit Yann , me 'sonj ! , a youc'he hor c'hozh louarn-mor o c'houlenn trugarez Doue tra ma ouele ar mousig .
Ne oa den ebet , e gwirionez , da gompren an afer-man .
Ha padal , peogwir e teue en-dro a-daol-trumm , 'vel boaz , moraer tu gin an Douar 'vit lidan drant ha seder , war a lavare , an daouzek vloaz e vab-vihan , e tiwanfe sur 'walc'h goanag adarre er pennoù .
D'en em gavout a-nevez goude pell 'oa ur galonad levenez d'an holl dud , evelkent , o tiverkan un tammig ar peurrest hag o lakaat anezho da beurechuin staliadur ha pourchas an traoù a-benn al lid bras .
Respontoù a zeue diwezhatoc'h , marteze ?
Erru 'oa ar c'houlz da vezan laouen holl a-unan !
Breman e c'helle paran flamm ar spi gant nerzh un heol splann a dommfe outan kalonoù an amourouzeien 'pad an hanv , o sklerijennan o sell ivez ennan gant bannoù kentan o c'harantez !
" Paotred eno na vanke ket , ho !
Na merc'hed koant , kennebeut ... " ( 18 )
Gant skoazelloù prizius ar falc'h hag ar filzier 'veze medet d'ar mare-se , da nebeutan 'vit lodennoù diaesan eus ar parkeier , war ar c'hleuzioù hag en-dro da wez avaloù-sistr .
Dav'oa neuze diac'hubin al leur gant ar " mekanik " , ul loc'henn-droc'h savet war ziv rod ha bleiniet gant daou zen . Unan anezho a veze o kas e loen-kezeg , lakaat a rae louanoù ler e skourjez da stlakan ha da froumal en avel , hag egile a veze o tramman , da lavarout eo e tiskare korzennoù ed gant ur rozell brimsavet .
Pelloc'h e stage ar vederien all an dremmen ouzh liammoù koad hebleg , ha goude e stumme malanoù e feskad , holl bet strobet diouzh an traon gant un dramm en he blom 'kreiz ar savadur-man , ar c'hwec'h all a-dro-war-dro dezhi .
Ur sizhunvezh glok a bade sec'hin an ed .
Hiziv e kinnige doareoù fall an oabl un digoll evelkent .
Kaer 'vit ar gaeran e touge war o fenn plac'hed yaouank podoù leun a laezh koavennek ha bleunioù kaer-meurbet evelto .
Korollin a rae dija darn anezho un dans-tro ziaoulek !
'Tal sonerezh heglev ur vombard a responte grons ha fringus dezhan e tassone ivez porzh " Penn-al-Lenn " , atant Laou Kamm a veze bet dibabet stalian ar banvez-kêr ennan , gant chourig mannous ar binioù-kozh .
O stekin breman e werenn gant hini ar c'horonal , en doa an Aotroù maer Kaourintin habaskaet emberr ar speredoù gant e brezegenn : " Kentoc'h ruzan o botoù n'eus forzh pelec'h 'vel ma reomp , e ranke da gentan hon bugale ober war-dro o deverioù-skol hag o zud ! " , emezan .
Azezet el lec'h kentan , e roe Tadig Tanguern , traoù druz-flamm ganti , un danevell eus e verdeadenn ziwezhan d'an inizi Su .
Eus ur bed all 'seblante dont Peronig 'vit e geloù .
Drougwisket sked-disked liv e zilhad Veurlarjez , a glote brav anezhan ouzh truilhoù kozh liesliv ar veajourien foran , e kane war un ton bras ar boulom Arlikin 'touez furlukined all :
" 'Baoe 'r mintin-man ma tornomp ,
Setu 'n deskaouenn a glaskomp ,
Koantan tra , tud , 'zo deomp ... " ( 19 )
Sklerijennet gant luc'hed a stage da regin an oabl , e lugerne e zaoulagad c'houez en e benn , o tevin ho re ivez gant terzhienn ar gwin-ardant enno . Seblantout a rae birvin 'vel daou dan-noz ziaoulek , balafenned a zeue divezh ha dirankon da spinan divhar ken mistr an danserezed e damc'houloù an denvalijenn . Ouzhpenn ma veze pep unan lakaet diaes gant ar pompad-se ken lu da welout , e teue moliac'hus ha dreistkred ar fest drezan .
War a gleved , e tlee dont e vouez c'hroz eus donderioù an Ifern pe " lenn an Anken hag an Eskern " ? Gouzout . ( 18 )
Strivet e veze da chom distro dezhan .
Ar vaouez Rojou , o chutan he c'horn-vutun dre guzh , a grede e oa Satan pe " e genwaller " Taranis , " mestrig foeltr an Diaoul " , emezi c'hoazh ...
Tra iskisoc'h c'hoazh 'oa bet gwelet o pellaat ar seurt lankon bras korvet-laosk o vont trumm diwar wel e don an draonienn .
Forzh penaos , en abeg d'ar cholori ken dispar a rene aman abaoe tarzh an deiz , 'vefe chomet kuzh komzoù diaes da gompren hor mignon bet laret gantan du-hont d'ur mestr-teuzer e pleg e skouarn :
- Dinec'h ' c'hell bezan ar patrom . C'hoari ' ra mat an hini kozh ...
Neoazh , tra ma rae gouel war o zro chas niverus o fistoulat o lostoù hag o c'harzhal , 'oa bet graet bernioù malanoù melen .
Lostad ar gorollerien , evitan , a hirae 'vel un naer o widilan en-dro d'an daol vras kreiz , o wagennan 'touez heuliadoù kadorioù goullo 'vel houloù ar mor , bet leuniet anezho gwech an amzer gant mezverien gozh o c'hoari kartoù , o touin Doue bep ger " 'oa gwelloc'h an traoù ( ganto ) gwechall " kent skopan war al leur da c'houde !
Neuze e kemmeske un druilhad all eus an danserien-se gant an hini gentan , o stekin outo an eil egile hag o lakaat ur chadenn zrant nevez da ziwanan diouto evel-se ...
" Pa welis ur plac'h o tansal
Ken drant evel un durzhunell ,
He daoulagad 'vel glizhenn
Da vintin , war vleun spern-gwern ... " ( 18 )
Pezh en defe laret ar mestr-kol da C'hrida Lenn ma vefe bet evit digerin e galon dener d'ar plac'h yaouank , met gwelloc'h 'oa dezhi kuzhat he from outan a gave , o c'hoarzhin ha c'hoari diouzh he oad pa luc'he dre laer ouzh ur verc'h he c'hened ken prim ha bamus !
Adembann a ra al labour e wirioù pa vez ret , neketa ?
Daoust d'an amzer vroutac'h , touforek , en em lakae paotred start , " gopreostourien " , da bignat ar sac'hadoù gwiniz er solier gant ar skeul evit o c'houdorin .
Ken fall 'oa an amzer , e gwirionez , ma veze dav dezho hastan buan !
Kement 'oa da welout ouzh an diavaez hepken !
'Pad ma veze Yann o tizerian en e gambrig , ez hunvre diouzh e voaz Roll en hini he doa e zilezet gwechall da dalan e-unanig ouzh an avelioù enep .
Pell eus berv ha strafuilh 'touez an dud , ' kave gwelloc'h strolladoù all d'en em rein da blijadurioù siouloc'h ar bouloù hag ar paledoù Breizh .
Kermadeg kov yod , tev 'vel ma oa en e chupenn vezher du o teveran c'hwez diouti , a selle gant fae ouzhoc'h , ken rok a-ziwar laez e vetr tri-ugent 'vit ho kervel d'en em gannan . C'hoarzhin a rae leiz e c'henoù , o chutan beg e sigaretenn vutun c'hris fall-daonet !
Savet war e elloù 'vit skein gwelloc'h 'barzh , e skloke 'vel ur c'hogig e zaoulagad ront !
En endro-man kas-digas 'rede avreloded a bep tu oc'h adkrouin 'vel-se aoz ur western gwellan-tout .
Trouz loened , c'hoarzhadegoù ha dansoù o kemmeskan anezho gant hini hirvoudus akordeonsoù , rebedoù pe violonsoù , en em veuze e fraonv unton an dornerez kozh .
Tra ma veze tud yaouank o skignan anezho war ar bern plouz en-dro d'ar peul kreiz , ar perchennad , e teue maouezed gant o ferc'hier da glask kolo bepred distaolet 'drenv ar mekanik .
Poent 'vefe d'an tolpad tud varnaoniet-se da verenn , prestig goude kreisteiz , lonkan galetez ed-du ha silzig gant ur banne sistr mat ha lambig , dour regalis 'vit ar vugale da c'hlebian o c'horzailhennoù . Ar peurzorn 'vefe ...
Ha graet e vefe memes traoù adarre betek an noz . Lod tud o tansal hag o tarzhan da c'hoarzhin ken a strake dre selaou marvailhoù fentus pe fentusoc'h , lod all , bravoc'h egeto gant o divrec'h kigennet-mat , re c'hoantusan da c'hounit arc'hant , a zalc'hfe c'hoazh da labourat .
Dont a rafe pennad ar gourenoù hag ar beilhadegoù neuze .
Bernez Kamm , mab Laou , a gerzhfe er penn a-raok , o tougen ar groaz , he zog voulouz nevez gant mein-luc'h ha biskoulenn warni , ma veze o nijal-dinijal en avel seizennoù ha gourizoù gloan liesliv diganti .
Ar maout 'vefe deut gant trec'her ar c'hrogad diwezhan , kampion ar c'hourenerien , hini na vefe ket astennet e groc'hen war an douar , pilet dezhan war e gein .
Markiz Brekilien e-unan a rafe e c'hourc'hemennoù dezhan , paotr dibab !
Tud'oa oc'h ober war-dro kermes ar gêriadenn gant an Aotrou person , re all o vezan a-ispilh o c'halonoù teneroc'h evit selaou sorc'hennoù diwirhenvel un den 'trezek ar sav-heol , ken na vefe fromet pe simudet pep unan gant an aon , ha lakaet da gredin zoken e vefent-i sot-pitilh da gousket en o sav gant istor buhez ar c'honter !
'Trezek tarzh an deiz 'vefe sonet bombardoù ha biniawoù , danset plin , gavotenn hag an dro !
Abaoe peder eur neoazh , 'oa kroget da gouezhan bilh-bilh glavadennoù bras .
Pell o krozal da gentan , edo o c'horin goustad ar gurun abafet gant trouz boud e daboulinoù . Tenval 'oa an amzer , beuzet kanioù ha diskanoù ar pred bras gant ar glav puilh . N'oa ket bet gwelet ar gontez .
En atant hag e bourpez e klaskas an holl dud da vont neuze er goudor . Koubladoù yaouank bennak anezho a yeas da ebatal zoken er bernioù plouz 'pad ma greske muioc'h-mui an arnev ...
Ret 'voe gortoz ma vefe ehanet an traoù-se 'n ur bakan ur banne , 'n ur glevout kaozioù diwezhan a zrailhe strakerien ha strakelloù al lec'h : petra 'c'hoarveze 'drek mogerioù ar c'hastell ? Nec'het-bras 'seblante bezan ar Mestr-gov ... Distroet 'oa Sophie eus Amerika ? Perak n'oa ket deut gant he gwaz mondian pinvidik-mor : Boris Dagan ?
Peronig , doareoù ul lankon bras gantan , a fraonve framm divuzul e zivrec'h a bep tu , o hanvalout senin , gant e c'hloc'h e-unan , galv ar giladeg .
Aon en doa , koulskoude , gant e aer fougeüs !
Bezet pe vezet , 'oa bet graet al labour .
Gwellan tra 'vefe c'hoazh da bep hini , n'eus forzh penaos . Trec'hin war e nec'hans hag e anken da gaout hiziv frouezh e strivoù hag e zalc'husted !
En o-unan da gaout tamant da Yann 'oa chomet Yun ha Mona er gêr , ken trist hag o zi .
Deuet en-dro abred d'e c'hêr , e klaskas an tu Roll yaouank , ur wech bet diwisket e zilhad c'hlebiet , da sonjal er wastell deiz-ha-bloaz a glozfe evitan hag e re ar fest vras gant flammigoù tomm he gouloù-koar o vranskellat .
Bras 'oa e galon , koulskoude , rak e walldro o tiskulian kevrinoù spontus dezhan !
'Vel un tour-tan e teurvezas an heol strinkat ur bann a sklerijenn , goanag dall en amzer fall , 'raok mont da guzh dindanvor en dremmwel damruz .
Raksantout a rae un darvoud dreist ar C'herverned !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VI - Ar Gortoz / Lodenn Gentan - 4 - Lugnasad ( Peurzorn ) I , Fest-Deiz - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et arbredor.com 2007 et 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notennoù :
18 - Hades , Doue an Ifernioù e relijion Hellaz kozh .
- " Barzaz Breiz " ( 1839 ) gant Kervarker ( 1815 - 1895 ) : " Ar Plac'h Dimezet gant Satan " ( I , 21 ) - " Son al Leur Nevez " ( II , 3 ) .
19 - Kanaouenn-Bobl Vreizh .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VI - Ar Gortoz - 3 - Danvad Du , Danvad Gwenn - Black Sheep , White Sheep - Mouton Noir , Mouton Blanc - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VI )
Lodenn Gentan
/ Ar Gortoz /
"Petra 'vefe-hi , ar vuhez-man ? "
Anton Tchec'hov - " Ar Steppen , Istor ur Veaj "
- Breoù Brekilien -
3 - Danvad Du , Danvad Gwenn
" Gwiskan 'raimp an hobregon houarnet e roched aour ,
Bet morzholet gant an heol 'us al lanv keltiek ... "
Robert Ambelain - "'Harz ar Mein Hir " *
Yannig , 'vit e gelo , n'en doa ket aon .
N'o doa ket divizet gant e genderv Roll tremen dreist mogerioù-difenn ar maner Auberive , domani iskis tamolodet en tu all d'al lenn Diane , dindan skeud gwez ar goadeg ?
Pred 'oa dezhan mont kuit 'vit taolioù-kaer nevez moarvat , a sonje , ha fenoz e tiskoueze bezan kadarn 'vel ar varc'heien Lanselod pe Beredur , o tilestran a-daol-trumm e kêr an Aotrou Brekilien a rae digor dezhan e sal vras e gastell ma c'helled pignat dezhi gant ur menk-ti daouzek derez . ( 14 )
Fromet 'oa e galon pa groge da hunvreal e istorioù Mona .
En neizheur , he doa komzet heson gant he mouezh tomm-berv eus ar pezh-se " ma veze o chom ennan peder plac'h yaouank warn-ugent o vrodin satin en toull-prenestr ...
" Hag an hini na hanvale ket bezan ken mistr hag ar re all , emezi , 'oa mistroc'h 'get Gwennivar , pried Arzhur , pa vez gwelet en oferenn Nedeleg , kaeraet ouzhpenn he c'hoantiri ... " ( 15 )
Traoù iskis an hini 'oa , oa bet c'hoarvezet er rannvro 'baoe nemeur !
Ar vamm Rojou , war a lavare , boutaouerez o vont da geuneuta d'ober he zan , he doa gwelet skeudoù finvus " 'vel hini un den goloet gant ul linsel , ur maskl spontus war e zremm ! "
" Du-pod a-bezh anezhan ! " , edo o paouez da resisaat da c'houde , pinous evel ur c'hog diblunvet hag o strivan da ziverkan roudoù moged glaou-koad war he fri hir matourc'hig !
Da c'houlou-deiz an nav warn-ugent a viz Gouere 1899 , e derou ur mintinvezh brav eus an hanv , o kemer pep hini un drouin gant alumetez ha gouloù-koar e-barzh hag o kas ur gleuzeurig dre direoul hag ur gordenn hir ganto , ez eas don an daou baotr e skeud iskis ar c'hoadoù .
E vakansoù edont , amzer dreist 'vit ar yaouankiz , hag evel m'o doa c'hoariet atav ar vugale tro-dro d'ar park , e anaveze ivez toulligoù tenval anezhan .
Pezh a veze en tu all d'ar porrastell avat , daoust ma veze gwelet ar markiz kozh bep ar mare , a seblante dezho kevrinus c'hoazh . Kement a c'hevier 'oa bet kontet d'an holl , o hadan strafuilh enno mui pe vui , ma veze ret hast afo ! Hag euredoù Sophie , ar gastellanez yaouank , 'oa bet kemennet neuze 'pep lec'h e Brekilien .
Poent 'oa dezho breman gouzout muioc'h !
Ha tra ma veze ur rujodenn o kanan he fringolioù bravan da respont da c'hrougousadennoù ur goulm dous ha karantezus , e stagjont da gerzhout e freskter an tarzh-deiz , en o sonj kontoù diwezhan Mona :
" Mont a reas Peredur 'trezek an draonienn a veze douret gant ur stêr goadek tro-war-dro ... War unan eus he ribloù 'oa un tropell denved gwenn hag en tu all , un tropell denved du ... " ( 15 )
Koun a teuas dezho neuze eus livioù tanflamm ar c'huzh-heol diwezhan .
En ur vont kuit da lec'hioù dianavez o doa digoret ur pennad nevez , evel m'he doa ar gonterez , enep he boaz , gorroet mat he levr hud 'barzh armel gozh an tiegezh en derc'hent da noz .
Hag emouez ouzh an tennad diforc'h-man e vezent pa sonjent en-dro en hini bet profet gant an ozhac'h-meur , kabiten e zremm c'haranet-don en doa riboulet holl vorioù ar bed a bep tu etre ar C'hornôg hag ar Reter , adalek an Hanternoz betek ar Su , ha tremenet e vuhez er vroioù pellan arall d'o mammvro ...
Pa rae ur paouez er gêriadenn , dibaot a wech siwazh , e tegase ur galonad levenez da Yann a grede lestran d'an ampoent 'trezek plasoù iskis ken galvet o anvioù gantan : an inizi Fidji , Sandwich ha Gambier , enezegi Markizez , Tahiti ha Samoa , enez Pask , Predenn-Nevez ...
Da betra 'c'helle tennan kement-se ? , a c'houlenne ar bugel dezhan e-unan , o vagan hunvreoù a-zivout ur bed-all par d'e hini , met dishenvel war un dro .
Holl an douaroù-se a builhentez o sevel diouto mil frond ha saour c'hwek , o c'hwezhan mil spis an Trovanoù , a zibune diwar dizh ha gant un toullad skoulmoù e faltazi strujus e spered ma veve anezho nemet ganti ha gant hini brasoc'h c'hoazh ar beajour meur hag e verc'h .
Int nemeto , avat , a c'helle lakaat da gellidan ur santadenn zibar a blijadur ennan , a-gevret gant hiraezh o sevel bepred 'n e galon da draezh aour aodoù divent ar morioù tomm , luskellet gant koroll didermen an houlennoù . Dreist ar c'herreg-koural e teue da vervel 're-se warno 'vit un eil gwech , a gave dezhan , e gwasked delioù ar gwez-kokoz , gwez-flimmin ha Bougainville ...
Ha mont a reas d'an emgann war Enez Achantet Cù Chulainn ? , a grede alies ar mousig o kemer perzh e buhez dihabask ar moraer dre e sonj .
Ha padal marteze , ne zeufe ket ken en-dro biken Tadig Tanguern , 'vel ma veze graet anezhan , da zanevellin e istorioù marzhus .
Den ne ouie petra 'oa c'hoarvezet gantan , rak ne oa ket bet klevet ken digantan abaoe meur a viz . Doue ra viro n'en defe roet e huanad diwezhan en un tu bennak ar bed ! , a hirvoude ar bugel .
... Nann , ne vije ket bet tu , n'en dije ket graet kement-se ! N'en defe ket ezhomm c'hoazh anezhan Manannan Mac Lir , Roue Douar an Promesaoù , war-sav war e c'harr aour teuz !
Re drist e vefe ! ( 16 )
Cherisan an hini a rae Yannig an den-se dispar a-greiz e galon , en a zouge blev hir a seblante gwennet gant eon an donvor .
Bev da viken e chomfe enni houman , gant e bersonelezh dibar , e vadelezh wirion ha donder e furnez , gant holl ar c'hoantoù beajin-se en doa lakaet da ziwanan ivez e kalon ar bugel .
Forzh penaos , n'eus ket da vat a varv , a ziskulie dezhan Mona , n'eo nemet ur c'hemm en hor buhez , a gendalc'h he red en un doare all . Ne oa ket kentel anezhi en deiz a-raok ?
" War lez ar stêr e save ur wezenn vras , he doa kontet dezhan an Achantourez . Devin a rae unan eus he hanterioù , an hini all a zouge un deil gwenn ... Bewech ma vleje un danvad du , 'oa un danvad gwenn an hini 'oa a dreuze an dour o tont da vezan du ... Met bewech ma vleje un danvad gwenn ... ( 15 )
Hogen ne vije ket tizhet gerioù ar vojenn wechall-man e zinec'hin .
Ne oa bet netra da c'hellout terrin e enkrez . Goude sellout pizh , ne oa ket e wir abeg d'ober furch ha klask e kement korn ar c'hastell 'vit mont war e sikour , ha , war a grede a-wechoù , ne gavfe ket ar c'hozhiad en em gordet , marteze , gant ar poan , o youc'hal jahinet e goueled un toull don ?
Deraouet 'voe ar gortoz ...
Bep unan a viz Eost , krak d'ar c'houlz ma veze lidet "Lugnasad " ( Gouel ar Peurzorn ) 'kerz deiz-ha-bloaz Yann - an daouzekvet er wech-man - , 'oa boas Tadig da zont en-dro da Vreizh .
Ha gallout a c'hellomp chom hep gouzout penaos e teuimp a-benn da vezan un den tamm-ha-tamm , gwech pellaet diouzhimp al lusenn 'zo war hon daoulagad bugel , pa yelo en-dro anezhi da goll en oabl divent ?
Ne oa ket bet gwelet a-nevez an daou reder-bro , avat .
Nec'hanset-bras 'oa an holl er gêriadennig , darev da vont d'ar brezel gant ar gward-maezioù , ar maer ha Peronig zoken a vije plijet dezhan tagan ar maner , " petra 'oa bet graet 'pad an Dispac'h-Bras ! " , a drompilhe fallakr .
Didalvez 'oa bet ar furchadennoù kentan du-hont , koulskoude .
Aon 'oa gant Mona ivez na oa c'hoarvezet un dra gwall sirius . Daoust ha n'he doa ket ar gaouenn skoet tri zaol he divaskell ouzh ar prenestr , ha perak , war an treuzoù , oa dirollet da yudal hir amzer en neizheur ar c'hi Taran ?
Etre daou benn an deiz war-lerc'h 'oa aet Yun da furchal 'pep bodenn strouezh da glask roudoù bennak .
O tistrein d'ar gêr e gwenn , e welas dispi ar steredenn-dared a rede splann 'dreuz parkadoù amsked an Nenv 'vel une ene dinijet trumm d'ar Baradoz !
" Unan bennak ac'hanen 'zo aet da c'hlann all al lenn " , a seblante adlavarout dezhan heklev e sonjoù trist .
Ha neoazh eo gouel " al Leur Nevez " un deiz laouen-tre a lid al labour douar abaoe pell .
Un digarez eo d'ar c'halanted 'vit mont da vale brec'h ouzh brec'h gant o amourouzed ha kutuilh ganto da c'houde an "Avaloù-Aour " bet goloet gant ur paper arc'hant ma vez kavet anv o muian-karet e-barzh . ( 17 )
Ha pa sked an heol , pezh a c'hoarvez alies a-walc'h e Breizh , her gouzout mat a rit , e vez engravet gantan e lizherennoù tan er frouezh !
Trist-maro ' seblante pep tra en abardaez-se .
Staget 'oa mor-bras ar c'houmoul da goenvin 'dalek strink an deiz , brizhet o houlennoù damzu a hade freuz en ebr chomet sioul ur pennadig .
Gwelet 'voe an efreiz , hag evit kalz ne oa ket seblant vat ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VI - Ar Gortoz / Lodenn Gentan - 3 - Danvad Du , Danvad Gwenn - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et Arbredor.com 2007 et 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notennoù :
14 - Lanselod / Peredur , marc'heien an Daol Grenn e Mojenn Arzhur .
15 - " Mabinogion " , kontadennoù kembraek ar Grennamzer ( Peredur Ab Evrawc ) . Meneget gant Jean Markale en e levr : " Danevellgan ar Gelted e Bro-Iwerzhon " ( L'Epopée Celtique d'Irlande , 1971 ) .
16 - Manannan Mac Lir , mab ar mor-bras , roue ar Bed All ( ar " Sidh " ) , liammet e anv ouzh Enez Manav .
17 - Gouel " al Leur Nevez " a lid(e) al labour douar e Breizh : " Son al Leur Nevez " , Barzaz-Breiz , II , 5-III ( 1845 ) .
An " Avaloù-Aour " , rakskrid Barzaz-Breiz , IV .