AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VI - Ar Gortoz - 3 - Danvad Du , Danvad Gwenn - Black Sheep , White Sheep - Mouton Noir , Mouton Blanc - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VI )
Lodenn Gentan
/ Ar Gortoz /
"Petra 'vefe-hi , ar vuhez-man ? "
Anton Tchec'hov - " Ar Steppen , Istor ur Veaj "
- Breoù Brekilien -
3 - Danvad Du , Danvad Gwenn
" Gwiskan 'raimp an hobregon houarnet e roched aour ,
Bet morzholet gant an heol 'us al lanv keltiek ... "
Robert Ambelain - "'Harz ar Mein Hir " *
Yannig , 'vit e gelo , n'en doa ket aon .
N'o doa ket divizet gant e genderv Roll tremen dreist mogerioù-difenn ar maner Auberive , domani iskis tamolodet en tu all d'al lenn Diane , dindan skeud gwez ar goadeg ?
Pred 'oa dezhan mont kuit 'vit taolioù-kaer nevez moarvat , a sonje , ha fenoz e tiskoueze bezan kadarn 'vel ar varc'heien Lanselod pe Beredur , o tilestran a-daol-trumm e kêr an Aotrou Brekilien a rae digor dezhan e sal vras e gastell ma c'helled pignat dezhi gant ur menk-ti daouzek derez . ( 14 )
Fromet 'oa e galon pa groge da hunvreal e istorioù Mona .
En neizheur , he doa komzet heson gant he mouezh tomm-berv eus ar pezh-se " ma veze o chom ennan peder plac'h yaouank warn-ugent o vrodin satin en toull-prenestr ...
" Hag an hini na hanvale ket bezan ken mistr hag ar re all , emezi , 'oa mistroc'h 'get Gwennivar , pried Arzhur , pa vez gwelet en oferenn Nedeleg , kaeraet ouzhpenn he c'hoantiri ... " ( 15 )
Traoù iskis an hini 'oa , oa bet c'hoarvezet er rannvro 'baoe nemeur !
Ar vamm Rojou , war a lavare , boutaouerez o vont da geuneuta d'ober he zan , he doa gwelet skeudoù finvus " 'vel hini un den goloet gant ul linsel , ur maskl spontus war e zremm ! "
" Du-pod a-bezh anezhan ! " , edo o paouez da resisaat da c'houde , pinous evel ur c'hog diblunvet hag o strivan da ziverkan roudoù moged glaou-koad war he fri hir matourc'hig !
Da c'houlou-deiz an nav warn-ugent a viz Gouere 1899 , e derou ur mintinvezh brav eus an hanv , o kemer pep hini un drouin gant alumetez ha gouloù-koar e-barzh hag o kas ur gleuzeurig dre direoul hag ur gordenn hir ganto , ez eas don an daou baotr e skeud iskis ar c'hoadoù .
E vakansoù edont , amzer dreist 'vit ar yaouankiz , hag evel m'o doa c'hoariet atav ar vugale tro-dro d'ar park , e anaveze ivez toulligoù tenval anezhan .
Pezh a veze en tu all d'ar porrastell avat , daoust ma veze gwelet ar markiz kozh bep ar mare , a seblante dezho kevrinus c'hoazh . Kement a c'hevier 'oa bet kontet d'an holl , o hadan strafuilh enno mui pe vui , ma veze ret hast afo ! Hag euredoù Sophie , ar gastellanez yaouank , 'oa bet kemennet neuze 'pep lec'h e Brekilien .
Poent 'oa dezho breman gouzout muioc'h !
Ha tra ma veze ur rujodenn o kanan he fringolioù bravan da respont da c'hrougousadennoù ur goulm dous ha karantezus , e stagjont da gerzhout e freskter an tarzh-deiz , en o sonj kontoù diwezhan Mona :
" Mont a reas Peredur 'trezek an draonienn a veze douret gant ur stêr goadek tro-war-dro ... War unan eus he ribloù 'oa un tropell denved gwenn hag en tu all , un tropell denved du ... " ( 15 )
Koun a teuas dezho neuze eus livioù tanflamm ar c'huzh-heol diwezhan .
En ur vont kuit da lec'hioù dianavez o doa digoret ur pennad nevez , evel m'he doa ar gonterez , enep he boaz , gorroet mat he levr hud 'barzh armel gozh an tiegezh en derc'hent da noz .
Hag emouez ouzh an tennad diforc'h-man e vezent pa sonjent en-dro en hini bet profet gant an ozhac'h-meur , kabiten e zremm c'haranet-don en doa riboulet holl vorioù ar bed a bep tu etre ar C'hornôg hag ar Reter , adalek an Hanternoz betek ar Su , ha tremenet e vuhez er vroioù pellan arall d'o mammvro ...
Pa rae ur paouez er gêriadenn , dibaot a wech siwazh , e tegase ur galonad levenez da Yann a grede lestran d'an ampoent 'trezek plasoù iskis ken galvet o anvioù gantan : an inizi Fidji , Sandwich ha Gambier , enezegi Markizez , Tahiti ha Samoa , enez Pask , Predenn-Nevez ...
Da betra 'c'helle tennan kement-se ? , a c'houlenne ar bugel dezhan e-unan , o vagan hunvreoù a-zivout ur bed-all par d'e hini , met dishenvel war un dro .
Holl an douaroù-se a builhentez o sevel diouto mil frond ha saour c'hwek , o c'hwezhan mil spis an Trovanoù , a zibune diwar dizh ha gant un toullad skoulmoù e faltazi strujus e spered ma veve anezho nemet ganti ha gant hini brasoc'h c'hoazh ar beajour meur hag e verc'h .
Int nemeto , avat , a c'helle lakaat da gellidan ur santadenn zibar a blijadur ennan , a-gevret gant hiraezh o sevel bepred 'n e galon da draezh aour aodoù divent ar morioù tomm , luskellet gant koroll didermen an houlennoù . Dreist ar c'herreg-koural e teue da vervel 're-se warno 'vit un eil gwech , a gave dezhan , e gwasked delioù ar gwez-kokoz , gwez-flimmin ha Bougainville ...
Ha mont a reas d'an emgann war Enez Achantet Cù Chulainn ? , a grede alies ar mousig o kemer perzh e buhez dihabask ar moraer dre e sonj .
Ha padal marteze , ne zeufe ket ken en-dro biken Tadig Tanguern , 'vel ma veze graet anezhan , da zanevellin e istorioù marzhus .
Den ne ouie petra 'oa c'hoarvezet gantan , rak ne oa ket bet klevet ken digantan abaoe meur a viz . Doue ra viro n'en defe roet e huanad diwezhan en un tu bennak ar bed ! , a hirvoude ar bugel .
... Nann , ne vije ket bet tu , n'en dije ket graet kement-se ! N'en defe ket ezhomm c'hoazh anezhan Manannan Mac Lir , Roue Douar an Promesaoù , war-sav war e c'harr aour teuz !
Re drist e vefe ! ( 16 )
Cherisan an hini a rae Yannig an den-se dispar a-greiz e galon , en a zouge blev hir a seblante gwennet gant eon an donvor .
Bev da viken e chomfe enni houman , gant e bersonelezh dibar , e vadelezh wirion ha donder e furnez , gant holl ar c'hoantoù beajin-se en doa lakaet da ziwanan ivez e kalon ar bugel .
Forzh penaos , n'eus ket da vat a varv , a ziskulie dezhan Mona , n'eo nemet ur c'hemm en hor buhez , a gendalc'h he red en un doare all . Ne oa ket kentel anezhi en deiz a-raok ?
" War lez ar stêr e save ur wezenn vras , he doa kontet dezhan an Achantourez . Devin a rae unan eus he hanterioù , an hini all a zouge un deil gwenn ... Bewech ma vleje un danvad du , 'oa un danvad gwenn an hini 'oa a dreuze an dour o tont da vezan du ... Met bewech ma vleje un danvad gwenn ... ( 15 )
Hogen ne vije ket tizhet gerioù ar vojenn wechall-man e zinec'hin .
Ne oa bet netra da c'hellout terrin e enkrez . Goude sellout pizh , ne oa ket e wir abeg d'ober furch ha klask e kement korn ar c'hastell 'vit mont war e sikour , ha , war a grede a-wechoù , ne gavfe ket ar c'hozhiad en em gordet , marteze , gant ar poan , o youc'hal jahinet e goueled un toull don ?
Deraouet 'voe ar gortoz ...
Bep unan a viz Eost , krak d'ar c'houlz ma veze lidet "Lugnasad " ( Gouel ar Peurzorn ) 'kerz deiz-ha-bloaz Yann - an daouzekvet er wech-man - , 'oa boas Tadig da zont en-dro da Vreizh .
Ha gallout a c'hellomp chom hep gouzout penaos e teuimp a-benn da vezan un den tamm-ha-tamm , gwech pellaet diouzhimp al lusenn 'zo war hon daoulagad bugel , pa yelo en-dro anezhi da goll en oabl divent ?
Ne oa ket bet gwelet a-nevez an daou reder-bro , avat .
Nec'hanset-bras 'oa an holl er gêriadennig , darev da vont d'ar brezel gant ar gward-maezioù , ar maer ha Peronig zoken a vije plijet dezhan tagan ar maner , " petra 'oa bet graet 'pad an Dispac'h-Bras ! " , a drompilhe fallakr .
Didalvez 'oa bet ar furchadennoù kentan du-hont , koulskoude .
Aon 'oa gant Mona ivez na oa c'hoarvezet un dra gwall sirius . Daoust ha n'he doa ket ar gaouenn skoet tri zaol he divaskell ouzh ar prenestr , ha perak , war an treuzoù , oa dirollet da yudal hir amzer en neizheur ar c'hi Taran ?
Etre daou benn an deiz war-lerc'h 'oa aet Yun da furchal 'pep bodenn strouezh da glask roudoù bennak .
O tistrein d'ar gêr e gwenn , e welas dispi ar steredenn-dared a rede splann 'dreuz parkadoù amsked an Nenv 'vel une ene dinijet trumm d'ar Baradoz !
" Unan bennak ac'hanen 'zo aet da c'hlann all al lenn " , a seblante adlavarout dezhan heklev e sonjoù trist .
Ha neoazh eo gouel " al Leur Nevez " un deiz laouen-tre a lid al labour douar abaoe pell .
Un digarez eo d'ar c'halanted 'vit mont da vale brec'h ouzh brec'h gant o amourouzed ha kutuilh ganto da c'houde an "Avaloù-Aour " bet goloet gant ur paper arc'hant ma vez kavet anv o muian-karet e-barzh . ( 17 )
Ha pa sked an heol , pezh a c'hoarvez alies a-walc'h e Breizh , her gouzout mat a rit , e vez engravet gantan e lizherennoù tan er frouezh !
Trist-maro ' seblante pep tra en abardaez-se .
Staget 'oa mor-bras ar c'houmoul da goenvin 'dalek strink an deiz , brizhet o houlennoù damzu a hade freuz en ebr chomet sioul ur pennadig .
Gwelet 'voe an efreiz , hag evit kalz ne oa ket seblant vat ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VI - Ar Gortoz / Lodenn Gentan - 3 - Danvad Du , Danvad Gwenn - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et Arbredor.com 2007 et 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notennoù :
14 - Lanselod / Peredur , marc'heien an Daol Grenn e Mojenn Arzhur .
15 - " Mabinogion " , kontadennoù kembraek ar Grennamzer ( Peredur Ab Evrawc ) . Meneget gant Jean Markale en e levr : " Danevellgan ar Gelted e Bro-Iwerzhon " ( L'Epopée Celtique d'Irlande , 1971 ) .
16 - Manannan Mac Lir , mab ar mor-bras , roue ar Bed All ( ar " Sidh " ) , liammet e anv ouzh Enez Manav .
17 - Gouel " al Leur Nevez " a lid(e) al labour douar e Breizh : " Son al Leur Nevez " , Barzaz-Breiz , II , 5-III ( 1845 ) .
An " Avaloù-Aour " , rakskrid Barzaz-Breiz , IV .