AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 20 - Arouez an Trec'h ) .
4 Septembre 2025 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
Emgann Askalon - 1843 , kastell Versailhez / Bataille d'Ascalon - 1843 , château de Versailles - gant Jean-Victor Schnetz ( 1787 - 1870 ) , livour gall .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( IX )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Myriam -
11 - An Aotrou Brekilien ( 18 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
III - Ar C'hlask
20 - Arouez an Trec'h
" Siwazh , berrbad e voe al levenez ! Turked Siria ha Persia , ur c'henemglev bet skoulmet ganto hag an an egiptated abalamour d 'an aloubadeg kristen , en em lakaat da gerzhet war Askalon , kêr vihan tost d'an aod .
C'hoant o doa , n'eo ket hepken adc'hounit o douaroù , met ivez dresañ an dismegans hon doa taolet , a sonje dezho , dre hon stourmadennoù dirollet , war o frofed !
Evel-se eo , just a-raok ar Gorroidigezh , en em gavout a reas ur wech ouzhpenn hon holl armeoù , ennañ dek mil marc'heger ha tri mil martolod , ouzh an enebourien !
Ouzh an " Azoparded " e vimp enebet e-pad ar stourm , strollad arme etiopiat eus ar gwellan , o dremmoù livet gant livioù spontus , hag a lakae , en ur vroudañ o c'hrizoù spontus a loened gouez , ur goumoulennad a zardoù marvel da c'hlavan war hon tokennoù-houarn ! ( 34 )
Daoust da se , o vezan ne c'halle netra kregiñ da blegan kalon hor re , ne zaleas ket da vezan faezhet ar renkennadoù enep !
Met , diouzh ma oa bet desket war-lerc'h , e resevas ur bir e-kreiz e gerc'henn an Aotroù Brekilien , a glaske digeriñ un hent da zug Normandi en ur lakaat e zorn war vanniel vras an tud divadez !
Gant an intrudu kalonek-se , e c'hallas hennezh , koulskoude , kemer pennkarter o fenn , ar vizir El-Afdal . ( 35 )
Evel-se e voe roet arouez an trec'h ! An argaderien a dec'has kuit . Met evit a selle ouzh ma mestr , ne ouien ket hag-eñ e oa bev pe varv bepred 'vit ar poent ...
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 18 - Myriam , Plac'h an Traezh) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
34 - Emgann Askalon ( 12 a viz Eost 1099 ) : stourm a rae war o daoulin ar soudarded etiopiat , a veze graet " Azoparts " anezho gant kronikourien ar mare-hont , o lañsañ bernioù saezhoù war ar vrezelourien kristen , hag oc'h ober ivez gant freilhoù spontus , armet gant bouloù-houarn evit terriñ penn ar c'hezeg .
( " Histoire des Croisades " ( Istor ar C'hroaziadegoù , 7 levrenn , 1812 / 1822 , gant Jean-François Michaud ).
35 - Al-Afdal Shânshâh ( + 1121 ) , vizir fatimide Egipt , rejant (1094 -
1121 ) dindan ren Al-Musta'li , 9vet kalif .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 22 Une Etoile Qui Tombe
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives
/image%2F1535069%2F20250904%2Fob_c08184_la-bataille-d-ascalon-1843-chatea.jpg)