AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 19 - Dor an Nenv ) .
3 Septembre 2025 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
Kemer Jeruzalem gant ar Groazied d'ar 15 a viz Gouere 1099 / Prise de Jerusalem par les Croisés le 15 juillet 1099 - Emile Signol ( 1847 ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( IX )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Myriam -
11 - An Aotrou Brekilien ( 18 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
III - Ar C'hlask
19 - Dor an Nenv
" Edomp o paouez aloubiñ Jeruzalem . Kerkoulz ha promesaet en doa din en diagent , e oa aet Huon er-maez da gentañ war-zu bez ar C'hrist . Poan em boa heuliañ anezhañ , kement ha ma c'houzañven gant ur c'hloazadenn em c'har kleiz , abalamour d 'un tenn semterenn .
A-bell e welen anezhañ o c'hoari leun a fulor gant e gleze lemm " Bresilien ",
o trein anezhan en aer heuliet gant an arme breizhat a-bezh tro-dro d 'hon dug . Sevenet e voe hor gouestl d'ar 15 a viz Gouere 1099 , deiz benniget ar c'hras Doue , nebeut war-lerc'h teir eur goude merenn .
Daoust ha ne oa ket bet gwelet e Menez-Olived Sant-Jord o reiñ dimp tu ur gounid hon doa hunvreet ken evel ur c'harantez dibosupl e kuzh hor c'halon?
Ha bremañ 'oa bet graet an traoù , ha dieubet e oa ar bez Santel !
Gwelet a ran c'hoazh daoulagad glebiet ma c'hompagnuned o zreid noazh hag o fennoù dizoloet , hag en em ziskennas dirak Jezuz da noz end-eeun , o krediñ bezañ treuzet a-dreuz dor an Nenv en iliz an Dasoc'hidigezh !
Met daoust ha gallout a reer en em erbedin ouzh ar Salver en ur ober torfedoù ken spontus?
Devezhioù a-leizh a dremenas hep na vefe paouezet gant ar lazhadeg !
Ouzhpenn ur sizhunvezh e oa bet ret gortoz evit lakaat ar c'horfoù da vont da get er straedoù hag el lec'hioù foran !
Da vreudeur ne voe ket bet roet truez outo muioc'h eget re all , Myriam !
Tan a oa bet er sinagogenn .
Ar mennozh en em zialan a lakae ar c'hasoni da dalvezout , a oa enni ene ur bern soudarded gristen !
D'ar mare-se , ' voe naetaet kêr tamm-ha-tamm . Annezidi nevez a lojas en tiez kozh . Dilennet 'oa bet Jafrez Bouillon , a veze un den eeun gant un deoliezh don , da roue ha difenner al " Lec'hioù Santel " , met nac'h a reas anezhan dougen kurunenn ar roue , o soñjal ne oa 'met mab Doue ' oa dellezek outi amañ !
A-benn nebeut , a-hend-all , 'oa bet adkavet ar gwir Groaz , ha fellet e oa da bep hini he lakaat da vezañ diskouezhet trec’h war holl blasoù ar gêr !
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 18 - Myriam , Plac'h an Traezh) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives
/image%2F1535069%2F20250903%2Fob_2eda06_prise-de-jerusalem-par-les-croises-le.jpg)