AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( VIII ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n e wad tanfllamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen ",
Ar Skarbouklenn .
- Brezel ar Groaz -
10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil
( Danevell an Tad-Kozh )
" Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,
Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan ,
Roet dezhan ur gurunenn ,
Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "
Diskuliadur , 6 , 3 .
VIII - Ar Goulmig C'hlaz
O tigarezin e c'hoant kousket ' oa mennet Roll da bellaat un tamm 'vit sonjal en holl draoù 'oa bet c'hoarvezet gantan abaoe koulz e zisparti .
'Vit ur paotr yaouank 'veltan goude holl , ' veze diaes kompren ur veaj kement a gevrinoù en-dro dezhi 'vel an hini-se ! Ha perak oa bet dleet dezhan prometin da Houarn Pogam , unan eus daou vartolod ar " Virgo Maria " , ne larfe tra biken da nikun a-zivout an den ken iskis aman war o bourzh ?
Heman o veajin ' kuzh dic'hizet 'vel n'eus forzh petore moraer , ' oa deut a-benn da chom dianav 'pad redadenn vont ar " Vari-Vorgan " oc'h en em guzhat ha silan ouesk-tre 'vel ur silienn 'touez bagad ar c'houc'h dre laer .
Meizan a rae breman a-hend-all ' oa bet hi pe en kargad ken prizius al lestr e gwirionez !
Padal , piv ' oa an den espar-se a seblante bezan ur vaouez , ha petra'ta ' oa aet d'ober e Iona ?
Envorin a reas ar Mestr Meur en doa kejet gantan 'kerzh un droiad e Brekilien dre zegouezh hag en doa komzet dezhan heman neuze eus hêrezh an Trec'hour , hini bet Nevezdilennet a vefe dav dezhan e warezin , hag ivez eus un ti perc'hennet gant o hendadoù war un enezig ma oa deut da vezan an Aotrou du-hont abaoe aloubidigezh Vro-Saoz gant an Normaned en unnekvet kantved ... Hag en doa e stardet kalonek en e zivrec'h goude !
Ha ' pad ma seblante dezhan bout bet trelatet gant mil sonj iskis-eveeg 'vel-se e spered , ' oa bet hejet-dihejet rust gant unan bennak ha ne oa ket gouest ken da c'hortoz ha d'ober van moarvat !
- Lar din-me , petra c'hoarvez 'ta avat ? N'on ket 'vit padout pelloc'h hep gout netra !
- Omp bet touellet gant spierien Rusia , paotr kaezh ! Hag em c'houlenn a ran ha n'oa ket bet skrapet ivez va mamm wirion !
Un afer grevus eo war a seblant ... Met n'hellan ket diskulian dit pep tra , a gemennas ouzhpenn an avrelod brabansus oc'h ober e aotrou .
An hini all , troet ouzh tonnoù ar mor e sell , a zeuas da vezan ken sonjus doare e zremm :
- Anv 'zo sur-'walc'h eus ar Gral ... N'eo ket ur vojenn hepken , ar wirionez a lare Mona !
- Ar wirionez , a eilgerias dezhan ar c'henveajer skrijet diwar anoued 'n wele , marteze eo bet skoachet er c'houfr o deus lestret ergentaou , souezhusoc'h c'hoazh 'get ma vefe tu d'he ijinan !
- Ret ' vefe dimp mont da welout-se buan ! , a ginnigas kalonek ar C'hervernig .
Sevel a rejont birvilh enno o vont a-hed redalez ar vag bet beuzet anezhi e lagad sev al loargann kent em gavout a-bann dirak daou ward oc'h ober kof-gar a-dal dor ar c'habiten .
- Ac'hanta , n'oc'h ket deut a-benn da gousket , mousiged , krak 'vel Gwilherm en deiz a-raok dilestran 'n e rouantelezh nevez ! , a gemennas heman bet staget da vousc'hoarzhin dezho goapaus un tamm . Met e ouifec'h kalz muioc'h mar selaoufemp ouzhin muioc'h ivez ... Neuze , dav eo deoc'h diskuizhan un tamm breman , hir eo an hent ... , a laras ouzhpenn dezho o flourat e vourroù .
Edo ar gwir gantan 'vel boaz : hir ' oa an hent ... Koulskoude , ne serris lagad ebet an noz war-lerc'h an daou ganfard tra ma vale hag azchaoke marsonjoù kozh pa ne oant ket bet disrannet an eil d'egile c'hoazh gant ar vuhez , oc'h en em c'houlenn perak 'oa bet degaset troioù 'vel-se dezho !
O tastum o sonjoù e strivjont da glask ur ster bennak enno ivez .
Ha padal e kendalc'he da virout e sekred Roll , bet staget d'e vamm zianket da benn kentan istor e vuhez . Anat ' oa en doa graet un emglev ha n'en doa ket c'hoant da ziskulian tra bennak anezhan d'e genderv 'vit ar poent , a sonjas Yann .
Skleurennoù kentan ar mintin a boanias da zigoc'hennan kroc'henn ken pounner o daoulagad .
Alies ' teu c'hoant da bep unan chom kousket 'n e wele pa vez savet tro-dro an holl dud .
Met en ene morennet ar c'housker ha dianavezet dezhan betek-henn o zrouz ez adkrog da vevan goustadik roc'h ingal ha reizh ar c'heflusker gant kroz ar gwagennoù ouzh ar c'houc'h , mesket ennan ivez gant c'hwezh vat ar chokolad , kri ur vorvran pe ur gouelan penn-du a-us d'e benn , war-zu an nec'h ; hag e tasson kammedoù ivez war bonton an tilher a-raok , e tregern ar c'horn-boud , mouezhioù boas en em lak da hopal dezhan a-gevret ...
Deut eo ar c'houlz da sevel 'vit mont da saludin Tadig d'al levierezh ...
Sell , na petra 'ta ' ra an durzhunell-se war ar bont ? Eus pelec'h ' chellfe dont homan ? , em c'houlennas ar vugale .
" ... Pa darzhas an deiz d'ar seizh warn-ugent a viz Gwengolo 1066 , e teuas an heol da baran e-kreiz e sked , a c'hrozmolas ar bleiz-mor kozh o tarlipat e gafe goefet . Pevar c'hant a vigi ganto o gouelioù digoret-frank a veze en-dro d'ar " Mora " , lestr dugel a zouge e wern ur groaz bet sakret gant hon tad santel ar Pab ... Hag e loc'has ouzhpenn ur miliad a listri treuzdougerezh all o skein war-zu an donvor ouzh son an trompilhoù pa veze o tridal gant al levenez kalon nav pe zek mil den o leuskel kriadegoù !
Kerkent ha tarzh an deiz war-lerc'h en em gavas digenvezet er penn eus e lestraz-brezel an Alouber koulskoude , dic'houzvez-mik eus al lec'h m'edo o verdein .
Re a startijenn pe drid en e galon ' oa bet roet lans war ar re all gantan d'e vag en ur skein trema an donvor , moarvat ?
Ne vern pegement ha diouzh kuzulioù an Aviel e vo da ziwezhan tout pa zouaro e Porzh e Bromesa , met ' vez laret ivez e raio ur falsvarc'h o kouezhan a-hed e gorf . Gwall gelou 'vitan ? ( 14 )
Hag ez eas diwar herr hon hendad Brian Koadkaden war e skoazell 'vit ma vefe degaset en-dro bri ha lufr e renk uhel d'e Bennrener ha mignon bet gwisket gant ur sae-vailhek pounner .
Stekin a raemp ouzh porzh Pevensey er Sussex hag e veze deiz Gouel-Mikael , sant paeron Normandi : p'en em welas e-unan bet lakaet war e c'henou e tirollas da c'hoarzhin a-bouez-penn an aotrou eus Falaise !
" Aotrounez , a gemennas tro-war-dro , ' meus tapet krog em daouarn en douar-man dre c'hras ha splannder Doue ! Ha dimp eo anezhan breman , kement ha ma vo !
D'ar pevarzek a viz Here da heul e tremenas an emgann brudet Hastings ma oa bet lazhet ennan Harold , roue sakson Bro-Saoz , armoù en e zaouarn , war un dro gant Tangi Loheac , eontr Huon , en doa stourmet kalonek 'vel an darn vrasan eus hor c'henvroidi Vreizhiz .
A-hend-all ez anavezit marteze ar werzennig-man ken fromus bet kanet 'treze Pouldergat hag er parrez Plouare ? Kroget ' oa d'em chalan mamm Silvestrig , marc'h yaouank aet d'ar brezel . Petra ' zo c'hoarvezet gant he mab ? N'he deus kelou ebet ken digantan !
Gant dour war e zaoulagad e envoras en un taol Yannig an etev bet lakaet e tan an oaled pa veze e vamm o tezrevell dezhan he istorioù kaer dirazi ...
" Kerkent e teuas d'he spered ar mennozh-se da stagan ouzh gouzoug " ur goulmig c'hlaz e-kichennig he dor " seizenn he eured , a gendalc'has ar c'honter .
Met ur skourrig bleunioù falsc'hoanag a zegaso dezhi en-dro timat ar gannadez-man war he divaskell . Ha 'vel penn deizhioù kaer diwezhan ur vamm laouen ' vo dizeliet diouti dizale gant ar gwallamzer ... ( 15 )
Muioc'h a chans ' vo gant re all .
En deiz Nedeleg ' oa bet sakret an dug roue Bro-Saoz en abati Westminster . Gounezet en doa ma vefe sujet d'e veli an holl eskibien goude al lu enebour . Dic'haouet ' voe daou c'hant tiegezh bras bet pourvezet dezho douaroù en doa tennet digant an drec'hidi o frins nevez .
Gant e varoned diwezhatoc'h ' oa bet roet o dalc'h da viliadoù ag adwizien ha goprsoudarded ' voe diwar ar bern hag en aezoni 'vel-se hiviziken pa veve 'vel kantreidi en distervez hag en dienez en a-araok war an douar-bras ... "
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - VIII - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
___
Notennoù :
14 - Mazhev , 19 , 30 .
15 - " Barzaz Breiz " ( Kanennoù Poblek Breizh , 1839 ) , I , 17 - An Distro eus a Vro-Saoz , gant Kervarker ( 1815 - 1895 ) .
Taolenn : " Korf-marv Harold bet adkavet gant Edith goude Emgann Hastings " ( Edith retrouvant le corps d'Harold après la Bataille d'Hastings , 1828 , gant Horace Vernet ( 1789 - 1863 ) , livour gall .
LE CHEMIN PERDU - 28 - Correspondance - Letters - Eskemm-Lizheroù .
Le Chemin Perdu ( 28 )
Correspondance
Dan Ar Wern : 17 septembre 1991 ,
à Jean Thos
Monsieur le Président ,
Rappelez-vous cette amicale conversation du 25 août dernier ( qui dura bien deux heures ) , par une belle matinée d'un dimanche ensoleillé sur notre pays si attachant de Brocéliande .
Je vous fais donc parvenir mon recueil de poésies , "Le Chemin Perdu " , car j'aimerais participer au concours qui est organisé par l'association culturelle " Brekilian " .
A-greiz kalon ( du fond du coeur ) ,
DAN
Yvette Nicol , de la Sacem : 6 février 1992 .
à Dan Ar Wern
Monsieur ,
Vous avez bien voulu participer au concours littéraire de L'Association Culturelle Celtique " Brekilian " 1991 . Nous sommes heureux de vous adresser votre diplôme avec une petite récompense . Nous avons passé ensemble une belle journée avec la cérémonie du matin , le repas en commun puis la remise des prix .
Félicitations ! Nous espérons vous revoir un jour !
Bien fraternellement vôtre ,
Y. Nicol
DAN AR WERN - Le Chemin Perdu - 28 - Correspondance - Pep gwir miret strizh -All rights reserved - Tous droits réservés . " Le Chemin Perdu " , copyright 1992 .
- 48 -
LE CHEMIN PERDU - 27 - Mona ( II - Pentecôte ) - Version Française / E Galleg .
Le Chemin Perdu ( 27 )
Mona
" Les êtres de Beauté , qui les retient ? "
Rainer Maria Rilke - " Elégies de Duino " , II .
2 - Pentecôte
Trois jours plus tard , j'étais de retour à Brest pour mon journal , ne sachant toujours pas pourquoi elle m'avait planté là , s'enfuyant à toutes jambes dans la nuit .
- ... Vous , vous êtes tous les mêmes , vous ne voulez faire que ce qui vous plaît ! Lui aussi , il m'a abandonné !
Je ne veux pas finir comme ma mère , non ! , s'était-elle écriée , rageuse .
Et j'étais resté là , complètement abasourdi , les narines pleines de l'odeur de son corps , de ses cheveux ...
Puis elle avait disparu en ne laissant que ces quelques traces plus une grande tristesse dans mon coeur .
Comme je ne pouvais plus dormir , je m'étais mis à écouter une chanson de Cohen sur mon Ipod :
" Been on the road forever ,
I'm always passing thru ,
But you're my first love and my last ,
There is no one , no one after you ... "
( 10 )
J'étais rentré à Paris , cherchant dans les archives du magazine culturel qui m'employait mais aussi par téléphone dans celles d'un autre journal en Bretagne grâce à un collègue de travail que j'avais jadis aidé là-bas , des renseignements sur la mort de mon camarade d'école que je n'avais par revu depuis .
Nos voies avaient divergé , bien sûr , et la vie avait fait le reste : pour moi , une petite célébrité , quelques médiocres livres , notamment sur la Bretagne ; pour lui , un parcours plus discret , mystérieux ... Que dire d'autre à-propos de Mona , sa fille , et des petits événements du quotidien ?
Maintenant , lorsque je repense à notre histoire , me vient à l'esprit cet épisode mémorable de la série " Star Trek " où l'héroïne , en suscitant d'éternelles questions sur la Destinée humaine , doit mourir pour empêcher que le monde entier ne sombre à nouveau dans l'horreur .
Alors , se pourrait-il que le " Portier du Temps " nous ait ainsi comme elle manipulé , ou qu'il y ait eu malentendu ?
Quels mystères pouvait-il nous cacher encore sur ces barbares demandant un nouveau sacrifice ? ( 11 )
Car le résultat de l'enquête avait fini par se révéler surprenant : pas de tempête comme l'avait prétendu la fille au soir de l'accident , mais un feu d'artifice , une explosion plutôt sur l'Île de la Vierge ...
Alors , règlement de compte , attentat ?
C'était la fête de la Pentecôte , ce dimanche-là .
J'avais décidé de marcher à pied vers l'église où l'on fêterait la venue de l'Esprit Saint sur la terre et peut-être pour moi , celle de P... daignant enfin , si elle le souhaitait bien sûr , m'apparaître !
Mais j'étais très inquiet car je n'avais eu aucune nouvelle de la fugitive dont l'ombre avait si vite disparu dans la nuit noire !
Impitoyables , des bourrasques tumultueuses balayaient dehors la surface des rues devant moi , branches d'arbre arrachées , tuiles détachées des vieux toits , panneaux s'envolant comme des girouettes tandis que leurs affiches tournoyaient en grand nombre partout selon les désirs du vent fou !
Des gouttes de pluie froide tombaient sur mon visage , étincelantes sous la lumière tamisée du soleil ... Aujourd'hui où semblaient oubliées les promesses des jours anciens , " béatitude " d'hier , traçant courageusement mon chemin contre les morsures du vent , j'avais mille peines à tenir ouvert le parapluie de l'hôtel !
Je passais par la rue de Glasgow derrière la mairie .
- Saint-Louis , c'est encore loin ? , demandais-je à un pauvre marin déboussolé , main vissée sur la casquette pour l'empêcher de tomber .
- Là-bas ! , me répondit-il en montrant la mer d'un signe de tête .
Auprès du marché ...
Effectivement , je découvris un peu plus tard sur ma gauche quelques stands peu fréquentés vu les caprices du temps .
Certains promeneurs pénétraient dans l'église ...
Le sermon portait , je m'en souviens , sur les phénomènes naturels qui nous entourent , signes , peut-être , de nos propres égarements . Le prêtre avait lu la lettre de Jude :
" Ils sont semblables aux vagues furieuses de la mer
Projetant devant eux leurs actions honteuses ... " ( 12 )
Sur le seuil pendant l'office , mon portable sonna .
Enfin , je crus que c'était elle et , je dois l'avouer , ma gorge fut aussitôt nouée d'un accès de vive inquiétude !
- Je ne pourrai pas venir , hélas ! hurla une voix lointaine au creux de mon oreille . La tempête ... Vous comprenez ?
Pendant une seconde , je pensais aux paroles d'Alonso :
" Je suis si impatient de connaître l'histoire de votre vie :
l'oreille en doit être charmée ... " , me demandant si Mona " était une sorcière assez puissante pour gouverner la lune et régir les marées ... " ( 13 )
Mais ce n''était que P...
Sur le chemin du retour , je jetais un coup d'oeil sur un genre de taverne alsacienne en face du " Quartz " . ( 14 )
C'était l'heure du déjeuner , mais je n'avais pas faim .
J'y trouvais une vieille femme pour parler de Mona .
Toute seule elle aussi , elle sembla partager ma peine .
Le lendemain , j'appris que " L'Esprit de Mona " ( nom du rafiot paternel rafistolé ) , heurtant les récifs du phare de la Vierge , était allé par le fond . Rien n'avait été retrouvé .
Ce soir , j'écoute la musique de Vaughn Williams appréciée par son père : " The Lark Ascending " inspiré par le poème de Mérédith , " Les Joies de la Terre " ( 15 ) .
Je me souviens de la pauvre tourterelle " qui a perdu son pair , qui ne trouve plus rien sur la terre , qui cherche les déserts pour gémir et se plaindre en liberté ... "
( 16 )
Et j'éclate en larmes :
" De quoi sommes-nous proches ? De la mort ? De ce qui n'est pas encore ? "
( 17 )
___
DAN AR WERN - Le Chemin Perdu - 27 - Mona ( II - Pentecôte ) - Juin 2007 / Avril 2017 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Le Chemin Perdu " , copyright 1992 - Version Française / E Galleg - Traduit du breton par l'auteur .
___
Notes :
10 - " No One After You " , par Anjani Thomas et Leonard Cohen ( 1934 - 2016 ) , sur l'album " Blue Alert " par Anjani , copyright Sony BMG Music / Columbia 2006 - All rights reserved :
" J'ai toujours été sur la route
Et n'ai jamais fait que passer ,
Mais tu es mon premier amour et mon dernier ,
Il n'y a personne , personne après toi ... "
11 - Episode 28 , intitulé " The City on the Edge of Forever " ( Contretemps ) , scénario de Harlan Ellison , réalisation de Joseph Pevney ( 1911 - 2008 ) de la 1ère série télévisée " Star Trek " imaginée par Gene Rodenberry ( 1921 - 1991 ) - Acteurs principaux : William Shatner , Leonard Nimoy ( 1931 - 2015 ) , Joan Collins .
Desilu Productions / Norway Corporation , 1ère diffusion : 6 avril 1967 - All rights reserved .
12 - Lettre de Jude , 13 .
13 - " La Tempête " ( The Tempest , 1610 / 1611 ) Acte V , Scène I de William Shakespeare ( 1564 - 1616 ) .
14 - " Le Quartz " , Centre culturel à Brest , square Beethoven , 60 rue du Château , au coin de l'avenue Clémenceau .
15 - " The Lark Ascending " ( 1914 ) , pour violon et orchestre de Ralph Vaughn Williams ( 1872 - 1958 ) , compositeur britannique , d'après un poème de George Meredith ( 1828 - 1909 ) dans son oeuvre : " Poems and Lyrics of the Joy of Earth " ( 1883 ) .
16 - " L'Amour de Madeleine " ( Die Liebe der Magdalena , 1911 ) par Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) .
17 - Paroles de Rilke dans " Rilke par Lui-Même " ( 1971 ) de Philippe Jacottet .
- 47 -






