STUDIOU - III - Favourite Books and Other Works - Levrioù hag Oberoù all a Blij Din ar Gwellan - Livres et Travaux Préférés ( 16 ) .
Favourite Books ( 16 )
( and Other Works ... )
701 - La Mystérieuse Prophétie de Saint Malachie ou les Derniers Papes de la Fin du Monde , Jean-Luc Maxence , 1979 - 702 -Tierra del Fuego ( La Terre de Feu , short story ) , Francisco Coloane ( Tierra del Fuego , 1956 ) - 703 - J'ai Osé Dieu , Michel Delpech , 2013 - 704 - Anne de Bretagne , Epouse de Deux Rois de France , Charles VIII et Louis XII - Reines , Maîtresses et Favorites 10 - Collectif Hachette Collections / Isabelle Magnac , 2015 - 705 - Richard Strauss - Grandes Oeuvres Deutsche Grammophon 36 - Collectif RBA / Frédéric Hosteins , 2013 ( Records ) - 706 - The Essence of Gnostics , Bernard Simon , 2004 - 707 - Les Lianes du Temps ( Oeuvres Complètes ) , Maxime Le Forestier , 2014 ( Records ) - 708 - La Couronne de Feu , Symbolique de l'Histoire de France , Henry Montaigu , 1995 - 709 - Le Petit Fût , Guy de Maupassant , 1884 ( Short Story ) - 710 - La Cantatrice Chauve , Eugène Ionesco , 1950 ( Theatre ) - 711 - Ar Bed dre ar Brezhoneg - Pennadoù " Ar Bed Keltiek " / " Ar Bed Keltiek " ( The Celtic World ) - Roparz Hemon , 1956 / 1971 ( Articles ) - 712 - Magazine Littéraire 341 ( Francis Scott Fitzgerald , Eudora Welty , Allen Ginsberg ... ) , mars 1996 ( Magazine ) - 713 - Das Esoterische Aegypten , Erik Hornung , 1999 - 714 - Au Commencement ... - Biblia n° 2 - Collectif Anne Soupa / Editions du Cerf , Sept/Oct. 2001 ( Magazine ) - 715 - L'Apocalypse II , Raoul Auclair , 1985 - 716 - Villégiature , Emile Zola , 1865 ( Short Story ) - 717 - The Isle of Voices , Robert Louis Stevenson , Island's Nights Entertainments , 1893 ( Short Story ) - 718 - Napoléon 1er , Empereur des Français - Rois de France XIV - Editions Atlas Collectif 2009 - 719 - Alan Stivell , Laurent Bourdelas , 2012 - 720 - Dour ar C'halvar ( theatre ) , Roparz Hemon , 1937 - 721 - Les Gloires de Marie , Alphonse de Liguori , 1750 - 722 - Ar Peskig Ruz , Vefa de Bellaing , AL LIAMM 178 , sept/oct 1976 ( Short Story ) - 723 - Breizh , le Livre Bleu de la Bretagne , Histoire Abrégée de la Bretagne , Charte pour une Bretagne Indépendante et Souveraine , Louis Melennec , 2009 / 2013 - 724 - Envorennoù I ( AL LIAMM 174 , Jan/Feb 1976 ) - Envorennoù II ( AL LIAMM 175 , Mar/Apr 1976 ) , Yeun Ar Gow - 725 - Une Journée Particulière ( Una Giornata Particolare ) , Ettore Scola , Ruggero Macari , Gigliola Fantoni , d'après le film de 1977 ( Theatre ) - 726 - The Awakening , Kate Chopin , 1899 - 727 - L'Odyssée ou le Miracle Grec - Mythologie et Philosophie I - Luc Ferry / Le Figaro , 2015 - 728 - Alma Mahler , Et il me Faudra Toujours Mentir , Catherine Sauvat , 2009 - 729 - Joséphine de Beauharnais , le Grand Amour de Napoléon 1er - Reines , Maîtresses et Favorites 2 - Collectif Hachette Collections / Isabelle Magnac , 2014 - 730 - Les Religions Ont-elles une Conscience Ecologique ? , Lytta Basset , Les Voyages d'Ibn 'Arabi , Henri Le Saux , La Magie de l'Inde , L'Epiphanie Ethiopienne ... Ultreia n° 2 - Collectif Hozhoni Publications - Bernard Chevilliat / Florence Quentin - Jan/Mar 2015 - 731 - Les Misères de Londres III - Rocambole IX - La Cage aux Oiseaux , Pierre-Alexis , vicomte Ponson du Terrail , 1868 - 732 - On Drums and Other Hollow Objects , Paul Simon , 1965 ( Short Story ) - 733 - Stranger Music , Selected Poems and Songs , Leonard Cohen , 1993 - 734 - Le Royaume , Emmanuel Carrère , 2014 - 735 - Love Story , Erich Segal , 1970 - 736 - Pink Floyd , Hervé Guilleminot , 1999 - 737 - Le Saint Evangile de Notre-Seigneur Jésus-Christ ou les Quatre Evangiles en un Seul , Chanoine Alfred Weber , Imprimatur 1908 - 738 - Pierre Parle au Monde , Encyclique Universelle pour l'Unité Chrétienne , Grégoire XVII , Monastère du Magnificat de la Mère de Dieu ( Canada ) , 1975 - 739 - Prose du Transsibérien et de la Petite Jehanne de France , Blaise Cendrars , 1913 ( Poetry ) - 740 - The Walk , Richard Paul Evans , 2009 - 741 - The Tragical History of Hamlet , Prince of Denmark , William Shakespeare , 1598 ? ( Theatre ) - 742 - Tout Savoir sur la Bible , Entre Mythe et Histoire - Collection Enigmes du Sacré Hors-Série 1 - Collectif Philippe Ilial / Cap Elitis , Apr/Jun 2015 ( Magazine ) - 743 - Louis XVII , l'Enfant du Temple - Rois de France XV - Editions Atlas Collectif 2009 - 744 - Le Mysticisme Féminin , Epouses du Christ , Jean-Jacques Antier , 2001 - 745 - Magazine Littéraire 552 ( Le Roman Gothique ) , Feb 2015 ( Magazine ) - 746 - Le Secret des Envahisseurs I , le Code Adamski et les Maîtres du Temps , Peter Knight , 2013 - 747 - Homélies sur le Cantique des Cantiques , Origène , 239/242 ? - 748 - Nosso Lar / E Bro ar Richer C'hlas , Francisco Cândido Xavier , 1944 - Brezhoneg / Breton by Goulven Jacq / Hor Yezh , 1983 - 749 - E Gwinieg an Tad , Goulven Jacq / Hor Yezh 1981 - 750 - Pour l'Assemblée de Bretagne , Manifeste pour une Mutation Institutionnelle , Jean-Jacques Urvoas , 2013 .
( To Be Continued )
DAN AR WERN - Studioù - III - Favourite Books and Other Works ( 16 ) - All rights reserved - Pep gwir miret strizh - Tous droits réservés . "Studioù " , copyright 2007 .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - III - Arbor Mirabilis 1 / Reze - Reverie - Rêverie - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VII )

Eil Lodenn
/ Sevenidigezh /
" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .
- Gaeltacht -
" Sellit , hag e oa ken glas-se ar gwez en hoc'h hunvre ?
Ha c'hoazh dindan ar man e sourr dourioù kuzh ,
Klevit , met ne larit mann ...
Youenn Gwernig - " Stok Ouzh an Enez " *
III - Arbor Mirabilis ( 1 )
Reze
O sevel an eor da vont kuit e loc'has ar " Vari-Vorgan " d'an noz war-lerc'h .
Kregin a reas da gemer lans gant an avel , amur gouelioù ar vag en he stribourzh .
Gwech bout bet gwelet ganto gouleier diwezhan Pennsans , ne voe ket pell ar voused da zistrein en-dro d'o c'hambr .
Gourc'hemennet ' oa bet d'ar mekaniker nerzhan e ijin-tan pa sachas Tadig hep sonjal war e gorn-butun ma vandrouilhe nervus beg anezhan o sellout pizh war e api ouzh linenn an dremmwel .
O vezan taolet ha distaolet gant ar c'hoummoù e roge al lestr bommoù spoum , hag aridennad an eonenn o lakaat froud e kalon ur vorganez vorgousket a veze sklerijennet ivez gant nakr al loargann morlivet .
Notennoù hiraezhus ha pounner a vouskane sonerezh ar gwag bet pouezet muioc'h c'hoazh warno gant horell ha gwint ar vatimant stronset-distronset a c'hoarie didermen anezho 'vel ur gensonadeg vorel dre gorzennoù lies he c'houc'h etre languz ha bourzhell-izel , kef-dasson divent a veze henvel ouzh ur wir c'hwezherez-ograoù !
War-eeun da Vanav e verdefemp en doa kemennet dimp ar c'habiten ha du-hont e vefe graet un ehan e derou an endervezh e porzh Doolish .
Gourvezet war e fled e sonjas Yanig en devezh dispar edo o paouez bevan .
Seblantout a reas dezhan klevout c'hoazh lavaroù iskis ar marc'hadour .
Na petra ' ta c'helle bezan an islonk spontus Corryvreckan-se - Coire Bhreacain 'vel ma lavare ar Skosiz e Gouezeleg - ha ken arvarus ken ' oa bet lonket bigi her e-leizh gantan ha ma oa ret em ziwall dioutan 'vel un euzhvil nevez al loc'h Nis ?
Hag ar " Bann Gwer " burzhudus-se , seurt " skerb Valkirienned " m'en doa komzet anezhan dezho ? ( 23 )
Ne zaleas ket ar c'hoant kousket da zont dezhan , o touezian hervez e faltazi stultennoù e hunvre da wirvoud ken tost an eurioù diwezhan .
O c'hoari toull-kuzh gant Roll er mintin-man en doa en em gollet hon paotr e milendall ar straedigoù kernevat .
Un den iskis a zifoupas trumm eus un ti kozh dismantret hag en doa laret dezhan n'en doa ket ezhomm kaout aon rak bout bet kaset diwar an hent mat met d'ar c'hontrol e heulfe hini Ogma , kampion Iwerzhon ! ( 24 )
Gwisket gant ur jobelin a liv du , e tenne un tamm d'ar sorserez Savenneg war agripa Mona , hini he doa diskuliet e zazont da Varkiz ar Pontkaleg . ( 25 )
Ha den ebet n'en dije gouezet he oad e gwirionez , ken lufr ' oa he dremm 'vel sklasenn ar mor .
Moarvat e kavas dezhan an deskard-martolod e vije bet a-walc'h marteze d'avelioù bras an diavaez he garanin don muioc'h ha leuskel houlennoù gwenn-kann he blev da vont er-maez eus he c'habell gant ar gorventenn !
Ha gwech e oa ur verc'h he daoulagad leun a bailhour alaouret o steredennin !
- Melisenn on , a gendalc'has he mouezh heson , henvel ouzh sonerezh kalirioù ar bleunv a dride gant karantez he flourigoù warno , a sonjas don ennan an den yaouank .
Anavet 'c'h eus ac'hanon p'emaon o tarnijal 'vel ur c'hwibu-luc'h war lein ar mogerioù-krenv ?
... o vont war vale dindan al Loar ' kreiz an noz Valpurgis , maen-harz miz Beltain , pe vouchet gant ur ouel-spes 'c 'heus va gwelet o stranin dibreder ' pad miz Gwengolo ' hed ar stêr Av war bont ar Sekred ?
Graet ' vez Lisenn gant tud ' zo ac'hanon , evito an hini ' zo bet emaon hag evit all an hini ' zeuio ... Kaer eo fichet va zilhad , liv 'r gevrin warnan ...

Dre he muzelloù diwel e tinije gerioù eus bro ar skeudoù , o zon lemm ha flour o voustran war galon ar c'housker bet tec'het da benn noz ar rouantelezhioù dreistenvor ...
- A-wechoù c'hoazh ' vez graet Viviana ganin-me ... ( 26 )
Finval a rae diehan ar bugel . Pizennan a rae beradennoù c'hwezenn war e dal .
Stoket-distoket e spered gant ur stourm feuls-dispis edo o paouez damwelout bezans ur c'hrouadur dianav ha marteze diaoulek ennan ? Steuziet e oa buan koulskoude , o vont kuit diwar-nij gant e zivaskell zamc'hlas p'en em gavas gounezet gant un nerzh peoc'hleun !

Neuze e tibunas d'an tizh ruz skeudennoù e vuhez : ur bann heol en em sile ' dreuz toennoù ar c'hastell ... Trec'hin a rafe war un toull-bac'h tenval kent dieubin e garc'hariadez vrav ouzh tonioù skiltr un drompilh hag ouzh kroz mandoreoù o taboulinan galv an doueed vadelezhus !
Ha kuit da goll roudoù e goulm e pignfe war vord ouzh he heul da seizh avel he lestr !

Pelloc'h , perak ne glaskfe ket anezhi war un enez gollet he zornaodoù bout bet ganet eus tonnoù dirollet ar mor 'vit doare ?
Mil korriganez a zifoupfe eus ur c'hev hudel da saludin donedigezh o Rouanez , an hini a varc'hegfe an Unkorneg meurdezus ' kreiz ur poultr stered !
Ha ne vefe ket annez ar Gral , marteze , diwallet-mat gant daou leon ha bet dizoloet un deiz gant Lanselod bamet d'e vommoù sklerijenn zallus ha berrbad ?
Setu Avallac'h , enez wenn ar gwez-avaloù , rouantelezh an nav c'hoar ma 'z eo Morgan hini gaeran anezho , plac'h leun a goantiz a c'hell ivez ho parean gant he louzoù ' raok dezhi nijal en-dro a ster da ster dre nenvoù didermen da vro meuriadoù an doueez Dana !
Setu Emain Ablach , douar an promesaoù goloet a zelioù aour hag a vein-strink ma vez daoulagad ar merc'hed o lugernin luc'hus gant skedoù-noz ar safir hag an azurit ennan !
" Bez' ez eus tri gwez ruz-sklaer war dreuzoù ar C'hornôg ... Bez' ez eus ur plac'h en ti nobl 'zo dreist d'ar re all ... Rak eo gloazet kalon pep den dre nerzh karantez anezhi ... " ( 27 )
Ha mont a rafe betek an Inizi Gall da zivinout annezlec'h kann an Doueed , mammvro ar " Fir Bolg " hag ar " Fomoire " ken alies meneget gant e vamm ?
Gwelout a rafe ivez o tont er c'houmoul du leun a luc'hedoù gouez harnezioù tenval an " Tuatha Dé Danann " , distaolioù skedus o gouloù o strinkan dre gantadoù da stourm ouzh tenvalijenn enezeg an Norzh ?
- A-drenv d'o listri-tan o deus kuzhet an Heol 'pad teir noz ha tri deiz ! , eme ouzhpenn ar gonterez all , e vamm , da souezhan muioc'h c'hoazh an dud a selaoue outi . Hag e teue eus Kassiopeia 'vel ma vez lavaret ... Nemet e vefe eus ar C'harr-kamm Bras a vez anvet ivez Karr Arzhur ? ( 28 )
Skeudenn splann , ouzh petra a sellez er blaenenn ?
" Trec'het o deus Balor e skin loskus ... Nuada , o fenn-vras gant e gleze skedus , en deus kollet e vrec'h e kadoù Maighe Tuireadh ... " ( 29 )
Dassenin a reas pell ar c'homzoù-se 'vel un diougan e don-donan e emskiant .
Ha ne oa ket Manannan e wir dad , a ren war Geltia hag holl vorioù-bras ar blanedenn ? Ne oa ket en e-unan , bleinier an eneoù , a c'halve e vugel d'e gas da Dir Na nOg ?
" Anaout a raio Fiachna 'vit e vab ... " ( 30 )
- An Alc'houez a roio dit , eme Melisenn addiskouezet trumm .
Dalc'h sonj eus daou c'her a bouez pa weli an islonk . Na c'hlask ket d'am c'hompren ! Rak an dra-se a zisonji 'vit ar pred ... O terc'hel koun dispis eus ur c'housk fall nemetken ... Met ' vi bountet war bont ar vag pa vo erruet anezhi dirak ar poull don !
Hag e lari ar gerioù-man 'vel un dae : ARBOR MIRABILIS !
Mont a reas kuit goude ar sorserez .

( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Gaeltacht - Eil Lodenn - 9 - Gaeltacht III - Arbor Mirabilis 1 ( Reze ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
___
Notennoù :
23 - Gwelit an notenn gent ( 22 ) .
24 - Ogme , doue ar Gelted kozh ha kampion an " Tuatha Dé Danann " , ' voe lazhet siwazh e-kerzh eil emgann " Magh Tuireadh " . Breur Dagda , an doue-drouiz , e ra ambroug da eneoù an Anaon betek ar bed-all .
25 - Chrysogone-Clément de Guer ( 1679 - 1720 ) , markiz Pontkaleg a oa gantan orin " Irienn Bontkaleg " . Dibennet e voe d'an 26 a viz Meurzh 1720 : " Marv Pontkaleg " , I , 46 , Barzaz-Breiz .
26 - Melisenn , boudig vojennel a vlein Tonkad mab-den ( gw : Jean Markale , " La Femme Celte " / Ar Vaouez Kelt , Payot 1972 ) .
27 - Emain Ablach pe Avalon , annezlec'h ma chom ennan doueed ar bed-all ( mojennoù Iwerzhon ) . "Ablach" a dalvez " Aval " , frouezh an divarvelezh . El lec'h-man 'vo dihunet un deiz ar Roue Arzhur ha n'eo ket marv met kousket hepken e gwirionez hag a zeuio en-dro en dazont da adunanin an div Vreizh o savetein evel-se ar Vretoned . ( gw. ivez : " Ar Vaouez Kelt " ) .
28 - " Tuatha Dé Danann " , Tud pe Veuriadoù an doueez Dana / Danu , poblad mojennel Iwerzhon . Trec'h int d'ar " Fir Bolg " d'ar c'hentan a viz Mae ( Beltan ) e-kerzh kentan kad " Maighe Tuiread " . Gw. : " Lebor Gabala Erenn " ( mitologiezh Bro-Iwerzhon ) , " Ar Gelted ha Sevenadur ar Gelted " ( Les Celtes et la Civilisation Celtique , Payot , 1969 ) , gant Jean Markale ) , hag " Ar Gelted / Les Celtes " , Robert Laffont , 2000 , gant Venceslas Kruta .
29 - Gwerzennoù menneget gant Jules Verne en e romant " Ar Skin Glas " ( Le Rayon Vert , 1882 ) , pennad XIV , bet awenet dioutan gant " Fingal " , kan kentan barzhonegoù gouezelek " Ossian " ( 1760 / 1763 ) dastumet gant James McPherson , bet adskrivet ar re-man goude gant Musset :
" Kannadez pell morlivet en noz foll ,
Da zremm ' splann holl ' dreuz gouelioù 'r c'huzh-heol ,
Sterenn , ouzh petra ' sellez er blaenenn ?
30 - Roue Emain Ablach , doue ar mor , eo Manannan Mac Lir , pareer hag hudour , liammet ouzh Enez Manav . E wreg Fand ( Gwennili ) ' zo deuet karantez dezhi 'vit Cu Chulainn , haroz Ulad .
- gw : Tochmarc Etaine / Lez Etain , mitologiezh Iwerzhon , " An Drouized " ( Les Druides , 1986 ) gant Françoise Le Roux / Christian J. Guyonvarc'h , Ouest-France Université hag albom Alan Stivell anvet " Mojenn " ( Légende , 1983 ) - Keltia III Music - All rights reserved - Pep gwir miret strizh .
- Arbor Mirabilis : " An Erbeder " , XII , 12 , notenn 29 .
" An Ti Achantet " , II , 3 , notenn 17 .
Posters : Nadja Mikkilä , all rights reserved .
Film : " Brocéliande " ( 2002 ) sevenet gant Douglas Headline ha c'hoariet gant Cédric Chevalme , Elsa Kikoïne , Cylia Malki , h.a ... All rights reserved .
* " Stok Ouzh an Enez " ( Youenn Gwernig ) sonet ha kanet gant Alan Stivell en e albom " Trema an Inis " , copyright Keltia III , 1976 - All rights reserved / Pep gwir miret strizh .


L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 3 - Ar Sklerijenn Ziabarzh .
HOLEN MOR III
An Istor hag an Hêrezh I ( L'Histoire et l'Héritage I )
Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( 3 )
3 - Ar Sklerijenn Ziabarzh
M... , studierez yaouank elzasat .
Va zimezin bet torret bremaik 'vel ma vo diskleriet .
Menoz kentoc'h droch , derc'henn ur romant a zezrevellfe eilbuhez Alain-Fournier : penaos e c'hellas an oberour tec'hel diouzh ar marv ha goude bet en em gavet en Alamagn dindan lesanv Frantz de Galais , penaos e teuas a-benn da vevan kuzhet en ur manati 'vel an aotrou Châteaubriant . ( 1 )
Klask a ran gouzout ha n'on ket ar skrivagner adenkorfet-se a-wechoù ( an hini kentan evel just ) , ken em eus sonj da gentan-penn anezhan , kester Bro an Eneoù .
Istor " Kontez an Denvalijenn " ' c'hallfe bezan ivez ' oa bet kemeret ganti plas " Madame Royale " marteze ( Marie-Thérèse Bro-Chall ) . ( 2 )
Prederiadenn hir ennon war dalvoudegezh adtermenan ur vuhez nevez ma vefe tu d'en ober pa vez skarzhet kuit ganeomp an hini kentan foeltret 'benn ar fin .
E doare Rimbaud , da skouer , hag ac'hano an diaester gouzout pezh 'oa gwelloc'h evitan : meskan al livioù pe glask lec'hioù all ?
Anv " Frantz Moln " a c'hellfe bezan implijet gant ur pal arouezel ...
Degouezhout a ra din sonjal un deiz skrivan envorennoù amzer va bugaleaj ... E stumm an Triadoù Keltiek , marteze , gant tri c'helc'h e-barzh ?
( 3 )
Pleustrin a rafe an hini diwezhan war ur veaj hir en ec'honder e-skeud un emsellerezh .
Gant o egorlistri e teufe an Atlanted , kerent a-bell , da gas kuit ganto tud bennak bet chomet bev dre vurzhud goude ar gwallreuz nukleel bras . ( 4 )
Kousket mik e welfe dibunan dirazo o envorennoù an Douar hon harozed , pezhoù heverk pe heverkoc'h bennak o buhez den .
Ha santout a rafe-i ar c'hoant-se da gemman an dorn ganto 'vit adc'henel ?
Psikologel en diabarzh 'vefe bevet o avantur dreist-holl : " The Inner Light " * ( kanaouenn George Harrison ) . An ene a chom bev ennomp o tigerin , bennozh d'ar Garantez , holl zorioù Rouantelezh Doue .
Mont kuit pell bras 'trezek an don-donan e-unan-penn . Klask en e galon sklerijennadur an Tad peurbadus . Karout .
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh I - Holen Mor III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 3 - Ar Sklerijenn Ziabarzh - Kentan a viz Ebrel 1990 ( adwelet : meurzh 2015 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù / Balade au Pays des Ombres " , copyright 2006 - "Holen Mor " , copyright 2013 .

Notennoù :
1 - Frantz de Galais , breur Yvonne er "Meaulnes Veur " ( Le Grand Meaulnes , 1913 ) gant Alain-Fournier ( 1886 - 1914 ) , lazhet war an dalbenn .
Alphonse de Châteaubriant ( 1877 - 1951 ) , romantour gall kenlabourer an Nazied , a echuas e vuhez ' barzh ur manati austriat dindan lesanv "Dr Wolf " .
" Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( Auberive 11 , 3 )
" Noz Sezambr " , II , 3 - An Arnev ( L'Orage )
2 - " Kontez an Denvalijenn " : a vefe bet marteze Madame Royale , merc'h wirion Loeiz XVI ha Marie-Antoinette Bro-C'hall , eskemmet gant unan all o treuzin an harzoù Suis goude ma voe dieubet diouzh an Templ d'an 19 a viz Kerzu 1795 . Gwisket bepred e du e vevas kuzhet e holl vuhez e Hilburghausen ( Thüringen ) betek he marv ( 1837 ) .
3 - Oc'h ober dave da Drilogiezh Dan Ar Wern .
4 - " An Trede Arc'h " ( Auberive 9 ) .
* " The Inner Light " , kanaouenn ar Beatles deut er-maez e 1968 , skrivet gant George Harrison ( 1943 - 2001 ) - All rights reserved EMI Records LTD / Parlophone 1968 .
