L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 3 - Ar Sklerijenn Ziabarzh .
2 Mars 2015 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
HOLEN MOR III
An Istor hag an Hêrezh I ( L'Histoire et l'Héritage I )
Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( 3 )
3 - Ar Sklerijenn Ziabarzh
M... , studierez yaouank elzasat .
Va zimezin bet torret bremaik 'vel ma vo diskleriet .
Menoz kentoc'h droch , derc'henn ur romant a zezrevellfe eilbuhez Alain-Fournier : penaos e c'hellas an oberour tec'hel diouzh ar marv ha goude bet en em gavet en Alamagn dindan lesanv Frantz de Galais , penaos e teuas a-benn da vevan kuzhet en ur manati 'vel an aotrou Châteaubriant . ( 1 )
Klask a ran gouzout ha n'on ket ar skrivagner adenkorfet-se a-wechoù ( an hini kentan evel just ) , ken em eus sonj da gentan-penn anezhan , kester Bro an Eneoù .
Istor " Kontez an Denvalijenn " ' c'hallfe bezan ivez ' oa bet kemeret ganti plas " Madame Royale " marteze ( Marie-Thérèse Bro-Chall ) . ( 2 )
Prederiadenn hir ennon war dalvoudegezh adtermenan ur vuhez nevez ma vefe tu d'en ober pa vez skarzhet kuit ganeomp an hini kentan foeltret 'benn ar fin .
E doare Rimbaud , da skouer , hag ac'hano an diaester gouzout pezh 'oa gwelloc'h evitan : meskan al livioù pe glask lec'hioù all ?
Anv " Frantz Moln " a c'hellfe bezan implijet gant ur pal arouezel ...
Degouezhout a ra din sonjal un deiz skrivan envorennoù amzer va bugaleaj ... E stumm an Triadoù Keltiek , marteze , gant tri c'helc'h e-barzh ?
( 3 )
Pleustrin a rafe an hini diwezhan war ur veaj hir en ec'honder e-skeud un emsellerezh .
Gant o egorlistri e teufe an Atlanted , kerent a-bell , da gas kuit ganto tud bennak bet chomet bev dre vurzhud goude ar gwallreuz nukleel bras . ( 4 )
Kousket mik e welfe dibunan dirazo o envorennoù an Douar hon harozed , pezhoù heverk pe heverkoc'h bennak o buhez den .
Ha santout a rafe-i ar c'hoant-se da gemman an dorn ganto 'vit adc'henel ?
Psikologel en diabarzh 'vefe bevet o avantur dreist-holl : " The Inner Light " * ( kanaouenn George Harrison ) . An ene a chom bev ennomp o tigerin , bennozh d'ar Garantez , holl zorioù Rouantelezh Doue .
Mont kuit pell bras 'trezek an don-donan e-unan-penn . Klask en e galon sklerijennadur an Tad peurbadus . Karout .
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh I - Holen Mor III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 3 - Ar Sklerijenn Ziabarzh - Kentan a viz Ebrel 1990 ( adwelet : meurzh 2015 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù / Balade au Pays des Ombres " , copyright 2006 - "Holen Mor " , copyright 2013 .

Notennoù :
1 - Frantz de Galais , breur Yvonne er "Meaulnes Veur " ( Le Grand Meaulnes , 1913 ) gant Alain-Fournier ( 1886 - 1914 ) , lazhet war an dalbenn .
Alphonse de Châteaubriant ( 1877 - 1951 ) , romantour gall kenlabourer an Nazied , a echuas e vuhez ' barzh ur manati austriat dindan lesanv "Dr Wolf " .
" Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( Auberive 11 , 3 )
" Noz Sezambr " , II , 3 - An Arnev ( L'Orage )
2 - " Kontez an Denvalijenn " : a vefe bet marteze Madame Royale , merc'h wirion Loeiz XVI ha Marie-Antoinette Bro-C'hall , eskemmet gant unan all o treuzin an harzoù Suis goude ma voe dieubet diouzh an Templ d'an 19 a viz Kerzu 1795 . Gwisket bepred e du e vevas kuzhet e holl vuhez e Hilburghausen ( Thüringen ) betek he marv ( 1837 ) .
3 - Oc'h ober dave da Drilogiezh Dan Ar Wern .
4 - " An Trede Arc'h " ( Auberive 9 ) .
* " The Inner Light " , kanaouenn ar Beatles deut er-maez e 1968 , skrivet gant George Harrison ( 1943 - 2001 ) - All rights reserved EMI Records LTD / Parlophone 1968 .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 24 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives