AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 8 - Douar Hon Promesaoù / La Terre de Nos Promesses / The Land of Our Promises , Breton Version / E Brezhoneg ( 3 ) .

AUBERIVE ( 8 )
Douar Hon Promesaoù ( 3 )
E koun Annemarie Schwarzenbach
" Bez laouen ! Sell ouzh al lec'h peurvat , war-du peurbadelezh an amzer-vuhez ! "
Enskrivadur war vez Nebamon , e-pad ren Jehoutimez ( Thoutmosis IV ) .
Pevarzekvet kantved a-raok Jezuz-Krist .
" ... Ar C'houmoul a garan ... Koumoul o tremen ... Du-hont ... Du-hont ... Kaerat koumoul ! "
Charles Baudelaire ( 1821 - 1867 ) , " Spleen Bariz , An Estren " .
5 - E-pad ur predig amzer , e furchas ar paotr en e envor , en aner .
A-nebeudoù , e oa troet linennoù e zremm da galedin . Glaslivet , zoken , e oa deut houman en diwezh .
Aschenbach ... Schwarzenbach ... Kammvesket e oa bet an holl anvioù-man en e benn , a santas re flak ha goullo , mezevellet ma oa gant son pep hini anezho oc'h en em stekin ennan an eil egile . Da gentan , en doa graet e vennozh kredin en traoù dibunet gant ar veajourez goant , e poent hag en amzer . Ha , mesket ganto ouzhpenn , e oa meur a skeudenn zispis en e spered , koun eus e wallvoazioù gwechall , pa yae da c'haloupat ha da lonkan evel un toull gozh , bep ar mare , da gantren diroll eus engroez un davarn , betek unan all , mogedek , ha leun a vezvierien safarus .
Ken du ha ken diaes m'en doa kavet padout gantan , a-hend-all , e oa bet gwell gantan kuzhat ar gwirvoud-se en e zallentez .
Neuze , en em lezet en doa bet da vont , dousik ha tener , en he c'hichen , gant an hunvre-se ne c'hallfe nepred bravaat e vuhez ken trist .
Daoust ha n'en doa ket livet fals seurt taolennoù diene a-vern , pastezlivadurioù disliv , na oa ket gwir oberennoù anezho , d'e sonj , met a eztaole hepken emdouelloù un arzour dipitet , e re dezhan e-unan ?
Nag a bet gwech , war lez ar stêr Hudson , e oa bet gwelet o stalian evel-se e vinvioù labour , hep kompren mat , na gildroennoù ar wazh-vor , na reuzc'hoarioù grevus a zegouezhe diwar he dro .
Ne oa , dioutan , nemet un arvest plijus , ha n'en doa ket graet ur from bennak d'e galon .
War e anzav , ne oa ket bet war selaou ar mordrouz damvouget , n'en doa ket taolet pled a-walc'h , ivez , ouzh islonkoù ar mor , ouzh e glemmoù guzh . A-gent , ne rae van ebet evit klevout kan boemus ar vorverc'hed , hedro evel an avel , o doa strewet kement a skoselloù , abaoe marv Sibylle , war hent rust ha diaes e donkadur . ( 1 )
" Pehini Roll ? " , a fellas dezhan goulenn diganti , o tieubin trumm , da gentan holl , diouzh gwask karantezus he divrec'h , en-dro d'e zivskoaz .
Ha padal , taget ma oa bet gant ar vezh , an dispi , en doa dirollet da ouelan , oc'h aspedin anezhi , didrouz e selloù , da devel mik .
" N'on ket Roll ! , a garmas warni a-benn ar fin , fuc'h ennan , o vont krenn war he ger .
Ken poanius war e envor , ec'h adsavas gorrek dibun an traoù-se , evel ma vije deuet war-wel en-dro , a-wechoù , war c'horre lor an dour , un tamm pense aet d'ar strad .
N'eo ket ret d'ar voraerien dizeorian , a-benn ma vefe digoret un hent-mor nevez evit al listri kollet ?
... " Roll Dagorn " a oa anv an den-se , a seblante dezhan ken droch ha ken reuz war un dro . Tarzhet e oa bet a-uc'h dremmwel inizi e wallchans , evel ur sterenn zu , a dra sur .
Kavout a reas e oa , marteze , ur vargodenn stultennus anezhan , bet distaolet he neuzioù fall en ur melezour , ha , tra iskis , pa selle outan e-unan , e c'helle kredin e welout ivez .
Piv'ta e oa hini-se , e gwirionez , anez un doubl amspis , seurt breur gevell dezhan , troet e furlukin , hag a ouie c'hoari gwelloc'h egetan , bezet pe vezet , gant e hoalerezh ? Ne oa nemet un hanval anezhan , gwall ludresadenn gentoc'h , a zoare gantan , met dishenvel-tre ivez . Meur a abeg evit ma vefe bet ankounac'haet buan digantan , ha skarzhet kuit memes mod , goude , eus e vuhez !
Pebezh gwall zen dister ! , 'vel diwelus , a sonjas . Berzh a rae eus pep tra , pep darvoud , war a seblante . Ur fentc'hoarier a rae goap ouzoc'h , pa raec'h kazeg dre greiz ar porzh ! Anat e oa deut dezhan , kement-se e oa !
Ur paotr " war-raok " , gwisket kran atav , sart evel pemp gwenneg , evel ma vez lavaret , kaerat pabor ha mestr war an dans ! Evit brasan plijadur ar maouezed , neketa ?
Nemet ... M'edo o paouez derc'hel sonj anezhan , pa oa deut araozan eus Breizh , evit sizhun gentan ar vakansoù ... Koun diresis ...
Hag en doa e welet , zoken ? Ya , un tremeniad ...
Dre hanterouriezh Virjinia , en doa graet anaoudegezh gantan e-doug ar fest-noz .
Ha ken hanval outan e oa ar gwaz , diouzh feson , " ma vije bet sonjet e oant breudeur " , evel m'he doa embannet , neuze , an dimezell dramor , etre farsal ha c'hoari ...
6 - " ... Me eo Yann , Yann Kervern ! , a vouskomzas dezhi , mouget e vouezh , drouklivet e zremm , o hanvalout bezan skuizh-divi goude bout bet gwelet gantan betek re liv ar gevier war gomzoù e garedig .
Derc'hel a rae sonj , c'hoazh , eus he " fromesaoù " , eus he fokoù entanet , pa oa bet ret dezhan mont en-dro e kêr hepzi , re bell " diouzh e wrez " .
" ... Ha joa m'eus ouzhit , emezan c'hoazh , hantersimudet ha mantret .
Da nebeutan , e oa deut a-benn da vont war he c'haoz , ha da anzav outi e boan-galon vras , goude keit all amzer a zidrouz .
Met n'hellas ket distagan ur ger ouzhpenn .
Tavet-mik he doa Virjinia , sabatuet-naet .
" Yann , Roll ... N'ouzon ket re vat ken , a valbouzas , diaes he spered . Dastum he sonjoù a ranke ober , ha ne oa ket hep poanian , hervez ...
" ... Marv-mik eo an holl draoù-se , e laras goude chom souezhet ha dilavar ur pennadig .
" En ur bed all eman Venezia , ho menezioù ... Ul labous trist oc'h-c'hwi ! Pegen dishenvel diouzh Roll ! Kompren a rit ? Daw eo deomp kenderc'hel da vont war-raok , mont pelloc'h eget an dremmwel ...
" Weitergehn , bis zum Horizont ! , emezi en alamaneg ( 2 ) .
" Mantret on , me ho ped d'am c'hredin ... Re ziwezhat oc'h erruet ... Mezh eo ganin , a laras c'hoazh dezhan en ur dermal un tamm .
" Ha , te 'oar , a guzulikas dezhan e pleg e skouarn , n'eus den ebet a c'hellfe , ur c'houlzig berr zoken , gounit kalon unan all evit en em unanin ganti . " ( 3 )
Nervus , he doa entanet ur sigaretenn all . Klask a rae c'hoazh rein dezhan displegadennoù gwirhenvel . Met liv an diskred , hag an desped , siwazh , a lugerne en e zaoulagad .
" ... Kaer 'zo din , biken ne garin ac'hanoc'h ! , a zispakas neuze war un ton reut evit e argas en diwezh , dismegans ha yended en he mouezh , rak n'he doa kavet diskoulm all ebet ken .
" Nann , tamm ebet , anat eo ! , a zisoc'has-hi , ' vel feuket-krenn .
Kounnaret e oa bet tamm-ha-tamm .
Hag e kredas en anzav , evel heug a oa breman en he selloù glebeit gant an daeloù , deut garv outan a-greiz-holl :
" N'on ket eveldoc'h !... Biken ne vin !... Kompren a rit ?
Biken ! ...
7 - E-pad pell e tassonas he c'homzoù diwezhan en e empenn terzhiennet .
Steuziet e oa pa zihunas an tremeniad e termenva aerborzh Kennedy .
En-dro dezhan , tud pres warno , a rede a bep tu , oc'h en em vountan an eil egile .
Ur frailh 'oa bepred en e galon , mouezh divent an Denelezh , a gleve evel hini ar mor , ha ne oa ket evit kompren .
Du-hont , dre greiz an engroez , div blac'h a zalc'he kloz an eil d'eben , kazel-ha-kazel .
Unan anezho a zivize gant he mignonez , pokat a rae dezhi , ha feuls ha tomm e voe o fokoù , e-pad ur pennadig . Daoust ha Marieke e oa ?
Kredin a reas merzout en diabell he minc'hoarzh war he dremm skedus , pe hini Sibylle . ( 4 )
Van a reas , neuze , da lakaat ar pezh en doa klevet en arvar . Ha komzet he doa diwar e benn , tuchantik , pe diwar-benn egile all , paour-kaezh marc'h lu , a sonjas ?
Diaes e vefe chom ur vuhez-pad war varteze ...
E holl vuhez a seblantas dezhan bezan breman ur gwall drell-lagad .
" Pell on bet o c'hortoz ac'hanout , a valbouzas koulskoude c'hoazh , krignet gant an dic'hoanag , brevet gant ar glac'har war e azezenn .
Ken mennet e oa da vont davet e garantez vras , ha gallout tec'hel kuit ganti ... 'trezek ar c'hribennoù !
ECHU
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 8 - Douar Hon Promesaoù ( 3 ) - Kerzu 2001 / Du 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 348 , C'hwevrer 2005 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - C/f : " Al Lizher " ( Deizlevr , Envorennoù , II )
2 - Kanaouenn ar ganerez Milva : " Weitergehn " , in CD " Artisti " , BMG / ARIOLA , emb. 2001 . Alle Rechte vorbehalten .
3 - " Tod in Persien " ( Marv e Persia ) , gant Annemarie Schwarzenbach , 1935 .
4 - " 7 a Viz Gwengolo " ( Deizlevr , Envorennoù , III )

" ... E karantez emaon , hag ar stered a ya gant o hent , a-zioc'h din ; c'hwezhan a ra an avel diouzh ar mor , ha kas a ra ar c'houmoul pelloc'h , bleud-bleunv ganti , ha koabrennoù laboused , moged bigi bras ;
bevan a ran evel an douar , hag an douar 'zo strujus ; ha mervel a ran , hag an avel 'ya en he roud , a-zioc'h din ... "
Annemarie Schwarzenbach - " Flucht Nach Oben " ( War Dec'h 'trezek ar C'hribennoù ) , 1933 .

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 8 - Douar Hon Promesaoù / La Terre de Nos Promesses / The Land of Our Promises , Breton Version / E Brezhoneg ( 2 ) .
AUBERIVE ( 8 )
Douar Hon Promesaoù ( 2 )

e koun Annemarie Schwarzenbach
" Bez laouen ! Sell ouzh al lec'h peurvat , war-du peurbadelezh an amzer-vuhez ! "
Enskrivadur war vez Nebamon , e-pad ren Jehoutimez ( Thoutmosis IV ) , pevarzekvet kantved a-raok Jezuz-Krist .
" ... Ar c'houmoul a garan ... Koumoul o tremen ... Du-hont ... Du-hont ... Kaerat koumoul ! "
Charles Baudelaire - " Spleen Bariz " , An Estren .
3 - Hiziv , ne oa ket re leun-barr ar c'harr-nij .
Ouesk ec'h azezas ar vaouez yaouank en e gichen , gant he divhar moan hag hir .
Da gentan penn , he doa goulennet outan an dreizhadez resisadurioù diwar-benn ul levrig all a oa en e gichen , gant ur merk-perc'henn boemus peget ouzh ar golo , a daolenne ur bompinell e raksal vras an " Danieli " ( 1 ) .
Ha , tra iskis , e tenne hounnezh dezhi , gant he pennad blev hir , gell-kistin , hag he fezhioù-dilhad giz 1900 , pe a-gent , e doare Burne-Jones , pe Rossetti ( 2 ) .
Ne ouie ket e oa deuet un den troet war al livouriezh , daoust ma oa re nebeut anavezet e zoare livan , re " figuratif " , e gwirionez , hag a c'hiz kozh , evel ma c'hoapae barnerien bennak a Vro-C'hall diwar e goust .
Ken prederiet ma oa gant e " Envorennoù ( dezhan e-unan ) eus Buhez ar Baradoz " ( kollet ) , ha ken fromet gant ur seurt gaerenn hoalus , na glevas nemet a-vommoù he c'homzoù diwezhan ( 3 ) .
" ... Hag henvel e vefec'h ouzh haroz " Marv e Venezia " ? ( 4 )
Gustav Von Aschenbach , gant ober un enklask start war " ar Gened Peurbad " , war hec'h eeunded splann , a gavas dezhan en dije , diwar strivan , dizoloet hentoù serzh " Ar Spered " ...
Met e souezhomp dirazi atav , " ar C'haerder-se " , ur gwir samm " , a huanadas goude un tamm ehan .
Hag e pare he selloù flour , evel re luziet un Aelez fall , war e zaoulagad .
" C'hoari a ra he mestr !... "
Petra'ta a c'helle talvezout ster ar gerioù-se , a seblante kouezhet eus an Nenvoù ?
Ha pe zen grouet a chomfe ken yen hag en , hep gwanded , daoulinet e-tal e Zoueez ken diziraez ?
Santout a reas neuze analenn domm he genou , met ne oa ket tu dezhan bezan sederaet ganti .
Raktal , e oa chomet evel seizet dirazi , kridiennoù niverus o teraouin da hejan anezhan , er c'hontrol .
" ... Pell amzer , 'm eus bevet e Venezia , hag en Alamagn , e München ... "
Evel ul loen gouez gloazet e komze breman , feulsted kuzh ennan , a-nez rein amzer dezhan da eilgerian dezhi .
" ... D'ar mare-se , e labouren evit un ti-embann sonerezh klasel ... Bepred war an hent , ur seurt beajourez-genwerzh ... Goût a-walc'h a rez , un deiz en Europa , un deiz all er Stadoù Unanet ... "
" Ken skuizh on , breman ...
" ... Hent a ran davet va bro genidik , va repu ... " ( 5 )
" Un oberenn Mahler eo , e ziwezhan , ha , d'am sonj , e hini gaeran , marteze ?... "
War a hanvale dezhan , e yae war habaskaat un tamm , evel ar mor dindan , ken nes ha ken pell war un dro , ma ne vez ket atav meizet kounnar anezhan , gwelet adalek ur c'harr-nij , pa strink an eon gwenn e kuzh d'ar veajourien ziseblant ...
Ha daoust hag-en n'he doa ket , eveltan , flouret e zorn gant he bizied hir evel re ur voemerez ?
" ... Ken brav ha m'eo da skridoù , a gendalc'has c'hoazh gant ur minc'hoarzh hegarat , o teal anezhan gant karantez .
" Lâr din-me 'ta , a c'houlennas-hi , da c'houde , aonik tamm-pe-damm :
" Pelec'h 'man " An Draonienn Evurus ,
Ya , Douar Hon Promesaoù ? " ( 6 )
4 - Penaos intent kevrin he C'hened , avat , a sonjas-en diwezhatoc'h , en e greizon , e keit ma oa o komz ?
Ha ne oa ket ur wech c'hoazh " dindan gazel-ge " gant ar plac'h-se , ur rouzardenn , chomet ken sev evitan , atav ?
Kenkoulz ha teoget , evel diagent , gant an hevelep c'hoarzadennoù diganti , gant son he mouezh ken dibar , un tammig " a-vaez bro " , ha ken dudius ivez ha ma oa gwechall ?
En desped da gement-se , daoust ma hanvale e amezegez bezan tener ha darev d'e servij , e klemme an den en ur chaokat dibaouez e ivinoù , hag e sonjoù du evel an noz .
" Forzh pegen lemm ma spered , forzh pegen krenv ma galloud-labour , ne dalvezint nepred da netra ! , a huanade , drastet gant ar boan .
" Morse ne vo fromet ganin ! Biken !
" Ha penaos e vefen karet ganti ? Penaos ? , a sonjas , o tifronkan , pa gavas dezhan distanan e galon , diarvar diwar-benn kement-se , da nebeutan .
" Ha me , joa am bo outi ? Da viken ?...
" O , you're in my heart , Virginia ... ( 7 ) Ennon e chomi !
Ken koant ha yaouank e seblante dezhan , c'hoazh , en oad-flamm , skedus !
Brav " dre natur " , ha gwiroc'h eget ar poltredoù anezhi bet graet gantan a-leizh , awenet gant envorennoù yaouankiz , pe luc'hskeudennoù kozh , holl destenioù , re bell a-raok , eus herradoù re verr , an eil gant egile .
... N'en doa skrivet hogozig netra , a sonjas un tammig war-lerc'h , morse .
" Netraigoù " hepken , marteze , o doa diskouezhet e oa ur paotr yaouank , neuze , birvilh ennan , hag o klask e hent ; lizheroù karantez , barzhonegoù entanet , " hep penn na lost " , evit e garedig .
" Disterachoù " , evit mont berr , a gave breman ken droch , gant e yended oad-gour . Na mui ma maez !
" Dansal a ouzoc'h ober c'hoazh ? , a c'houlennas outi , hep gortoz ur gwir respont , ha war un ton digas-tre , war a hanvale ,
diseblant ivez en he c'henver .
" Dont a ra da sonj deoc'h eus an abardaez-fest hud-se ... en Alpoù , a gredan ? , a reas van da c'houlennata outi , divergont .
" Ho teiz-ha-bloaz e oa , neketa ?
" Hama , a eilgerias dezhan , etre daou vennozh . Keid-all 'zo , 'vat !
" ... Ya , Pell mat 'zo ! , a adlavaras , evel prederiet ...
Hag he souezhadenn , 'vel un tangwall enaouet en oabl glas , a lakaas he daoulagad pers da skedin muioc'h c'hoazh war e re .
Pa baras start he selloù warnan , ne c'hellas ket herzel ouzh o c'hrenv hag o splannder , ken voemet e oa bet ganto !
" Gouzout 'walc'h 'rez , a laras neuze ar brinsez , o tivorfilan gant boked bleunioù he c'hened , yaouank e oamp d'ar poent-se .
Galloud a c'halled gwelout , neuze , e oa a baouez anavezout nerzh ur wir garantez , a-benn ar fin , ken splann hag heol an nevez-amzer !
Ha , goude ur pennad , en un taol krenn , he doa laket he jod , hep sonj , stok ouzh tal he mignon .
Derc'hel a rae start e vrec'h .
Ha neuze , oc'h haketal , from ha douster en he mouezh :
" N'em eus ankounac'haet netra eus hor pokoù entanet , p'en em vriatet e voemp , hon-daou ... Eus hor baleadenn hir , da c'houde , en noz steredennet , dre ar geriadenn vorgousket dindan an erc'h ... Hollgaerad abardaevezh !
" Darbet e oa bet din kouezhan , sonj 'peus !
Kredin a reas gantan e oa eürus gant e herrded , kement ha ma gendalc'he-hi gant he fistilh .
" ... Nag hor buhez , deomp-ni hon-daou , e Pariz ! Hon nozvezhioù diroll e Montparnasse !
Tostaet e oa , breman , muioc'h-mui . Derc'hel a rae klosoc'h dezhan .
" Ha te ? Gant da vicher skrivagner ?
E New-York emaout o chom , breman ?
Pegen iskis , kêr va mamm eo ... Gouzout a rez , Roll , em eus bet c'hoant , meur a wech , da skrivan dit .
Ne ouien ket ken da chomlec'h , avat !...
E berr amzer , e oa deut ar fulennig da vezan drant evel ul labous .
Ne vije ket bet gouest un den d'ober dezhi tevel .
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede kelc'h ) - 8 - Douar Hon Promesaoù ( 2 ) - Kerzu 2001 / Du 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 348 , e C'hwrevrer 2005 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - An " Danieli " , ostaleri vrudet Venezia .
2 - Sir Edward Burne-Jones ( 1833 - 1898 ) , ha Dante Gabriel Rossetti ( 1828 - 1882 ) , livourien aroueziel saoz , izili eus " Pre-Raphaelite Brotherhood " .
3 - " Envorennoù eus Buhez ar Baradoz " ( Souvenirs de la Vie du Paradis , 1946 ) , oberenn Georges Duhamel ( 1884 - 1966 ) , skrivagner gall , ezel eus an Akademiezh Bro-C'hall .
4 - " Marv e Venezia " ( Der Tod in Venedig ) , 1913 , danevell Thomas Mann ( 1875 - 1955 ) , skrivagner alamanek , Priz Nobel 1929 .
5 - " Ich wandle nach der Heimat , meiner Stätte " , pozioù eus " Das Lied von der Erde , der Abschied " ( Kan an Douar , Kimiad ) , 1912 , gant Gustav Mahler ( 1860 - 1911 ) , muziker aostriat .
6 - " Das Glücklische Tal " ( An Draonienn Evurus ) , Mortgarten , 1940 , hag " Alle Wege sind Offen " ( Pelec'h eman Douar An Promesaoù ? ) , dezrevell ur veaj en Afganistan gant Ella Maillart , 1939 - 1940 , oberennoù Annemarie Schwarzenbach ( 1908 - 1942 ) , skrivagnerez suisat .
7 - " Virginia " , barzhoneg Dan Ar Wern ( Auberive , 6 )
Taolenn : " Ghirlandata " ( 1873 ) , gant Dante Gabriel Rossetti .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 8 - Douar Hon Promesaoù / La Terre de Nos Promesses / The Land of Our Promises , Breton Version / E Brezhoneg ( 1 ) .
AUBERIVE ( 8 )
Douar Hon Promesaoù ( 1 )
e koun Annemarie Schwarzenbach
" Bez laouen ! Sell ouzh al lec'h peurvat , war-du peurbadelezh an amzer-vuhez ! "
Enskrivadur war vez Nebamon , e-pad ren Jehoutimez ( Thoutmosis IV ) , pevarzekvet kantved a-raok Jezuz-Krist .
" ... Ar c'houmoul a garan ... Koumoul o tremen ... Du-hont ... Du-hont ...
Kaerat koumoul ! "
Charles Baudelaire - " Spleen Pariz " , An Estren .

1 - ... Dre lukanig al lestr , lanvad ar c'houmoul roz ha louet a varellas ec'honder bras-divent ar meurvor atlantel , ken tenval e-unan , gant takadoù aour an heol o tispakan tamm-ha-tamm a uc'h an dremmwel .
Krog e oa an deiz da c'houlaouin , ha ret an noz , war un dro , da rein buhez da gened un devezh dibar evel hini distro ur veajourez hirgortozet .
Ur souezh vras e oa bet , pa welas anezhi o tont davetan ...
" Iskis e kavan ... ho kwelet o lenn an danevell-se ... , emezi en ur valbouzat ken diaes .
"... Din-me ivez e plij kalz , e kendalc'has neuze , goude ur predig-amzer a zidrouz ...
Ar goantenn a seblantas diabafin , da c'houde , hag e komzas re vuan , evel ma vije bet c'hoant dezhi da guzhat he fromm .
... Carson he doa ur geneilez vat dezhi , dont a ra da sonj din , Annemarie Schwarzenbach he anv ...
- Un " amourouzez " kentoc'h , a droc'has , dinerzhet , e vouezh , lentik ha ruz e zremm gant ar vezh , " hag a veze laret diouti , war am eus klevet , edo o vale war an douar-man he fas vrav a aelez digonfort " . ( 1 ) Ur vaouez a vije bet lavaret diwar he fenn e oa ur fulenn a blac'h , ma vije bet ur paotr , hervez an Achantour , Tomaz Mann .
Ruzian a reas he divougenn ivez , pa glevas e gomzoù diwezhan .
Diaes 'oa lakaet he spered , e gwirionez , en abeg m'he doa , re vuan , a sonjas , gant komzennoù birvidik a-leizh , diskuliet he c'halon dezhan , marteze .
" ... Lennet 'm eus an dra-se , me ivez , a anzavas , nec'het , a-benn ur predig amzer .
He mouezhig sklintin , deuet gwan ha faezhet , a glaske breman c'hoarzhin .
Dasorc'hin a reas gorrek en e spered , koulskoude , dreist e c'hlac'har ,
tan o yaouankiz gwall zibreder , o lakaat ennan , war-lerc'h , skeudennoù rik hag envorennoù dech a zibune d'an daoulamm !
Anavezet en doa anezhi , a-benn ar fin !
Ar from a gemeras , en ivez , o lakaat ur gridienn da redek dre e gorf ...
2 - Sonjal a reas en amzer ma oa chomet ganti , e Kernevez , o skian asamblez war erc'h o doa graet gantan o " Menez Hud " ( 2 ) , a-us d'ar " C'haeran Koumoul " ( 3 ) , evel breman ...
Dalc'het en doa he c'homzoù sart , a zassonne c'hoazh en e envor :
" Virjinia Richmond eo va anv ... Din da c'houzout , ez omp Iwerzhoniz , pe Gembreiz a orin ... Met , diouzh va zud , e red ivez gwad gall en hor gwazhied ! "
Buan-buan , a sonjas dezhan , ken bev ha lemm e tiskouezhe bezan he spered !
Ha goude-se , evit rein brud d'he diagentiezh , e oa aet a-herr war-draon , evel un tenn , gant an diribin ...
Chomet e oa simudet gant he c'hoarzh , hini edo o paouez klevout a-nevez , ken sklintin , hag e doa graet un tammig goap outan .
" Oro , sé Do Bheatha 'Bhaile ! " ( 4 )
Gant fent , he doa kroget da vouskanan ur ganaouenn gozh ouezelek .
" Mile failte romhat ... Thuas ar an ard ! Sa speir ... ( 5 )
Hag , evel boaz , en doa gouzanvet mil boan evit heulian anezhi !
Diaes e kave mirout outan a chom difrom ha dic'hoarzh , a-wechoù , pa sonje enni hag en deizioù-se ken plijus e amzer-dremenet ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
Notennoù :
1 - Lavaroù Roger Martin Du Gard , bet meneget e-barzh levr Josyane Savigneau , " Carson McCullers , Ur Galon a Blac'h Yaouank " ( C. McCullers , Un Coeur de Jeune Fille ) , Stock , 1995 .
2 - " Ar Menez Hud " ( Der Zauberberg ) , 1924 , gant Thomas Mann , Priz Nobel 1929 .
3 - " Spleen Pariz , An Estren " ( Le Spleen de Paris , L'Etranger ) , gant Charles Baudelaire , Librairie Générale Française , 1972 , 1998 .
4 - Kanaouenn iwerzhonek hengounel .
" Oro , sé Do Bheatha 'Bhaile ! = Salud dit , ra vezi deuet-mat ez kêr dit-te !
5 - " Mile failte romhat ... Thuas ar an ard ! Sa speir... Gerioù gouezelek = Mil degemer dit ... War an uhel !... En oabl ...
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 8 - Douar Hon Promesaoù ( 1 ) - Kerzu 2001 / Du 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 348 , e C'hwrever 2005 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
LES ETOILES DU MATIN - 7 - Setu Ma Teuio Un Devezh All - Voici Venir Un Autre Jour - Here Comes Another Day .
Les Etoiles du Matin - Steredennoù Ar Mintin - The Morning Stars ( 7 )
Gouel ar Sterenn / Epifani

Da Sant Tual Sant Aelwez
( 1917 - 1968 )
Setu ma Teuio un Devezh All
" Gwelet hon eus o sevel E Steredenn ,
Ha deuet omp da azeulin an Aotrou .
Alleluia ! "
Aviel Sant Vaze , 2 , 2 .
Erru eo
Ho teiz nevez ,
Sterenn yaouank-flamm
An Hollved
A zevfe eus tan
Hor c'harantez ,
Hag ho pugel
' Vefe ar Bed ...
Tud ' vo da vervel
Hiziv ,
Daw eo d'un ene dinijal ,
Met da c'henel
' Vo reoù all ,
Setu ma teuio
Un devezh all !
N'eus nemedoc'h
' Vo gouest da ziyevan
Diouzh ur chadenn griz
Hon Tonkadur ,
Pa vez o nozin ,
Em c'hreiz e krenva
Nerzh dibar
Ho sklerijennadur !
Flourad Ho mouezh am c'halv
Dre gan an dour ,
En douar nozel
' Par goulou Loar ,
Hag Ho kouel
C'hlan 'vel an diwel ,
Skoachet a-drenv
He melezour ...
Bugale ' vo da c'henel
Hiziv ,
D'ur babig eo ret
Da geinal ,
An den a gozho , a varvo ,
Setu ma teuio un devezh all !
Voici venir un nouveau jour ,
Comme une étoile de l'univers
Qui brûlerait du feu
De notre amour ,
Son enfant serait la Terre ...
Des gens vont mourir
Aujourd'hui ,
L'âme s'envole comme l'oiseau ,
Mais d'autres vont naître aussi ,
Voici venir un jour nouveau ...

DAN AR WERN - Les Etoiles du Matin - 7 - Setu Ma Teuio un Devezh All - 15 a viz Du 1985 ( Trugarez da Santez Anna )- Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Les Etoiles Du Matin " , Copyright 2007 .
" ... C'est ton amour qui vit en moi ; c'est pour prendre ma vie de tes mains que je suis revenu ... "
René-Guy Cadou - " La Maison d'Eté "
BALADE AU PAYS DES OMBRES - 11 - Teachers .

Balade au Pays des Ombres ( 11 )
Teachers - Kelennerien - Professeurs
" Are you the teachers of my heart ? "
Leonard Cohen - " Teachers "
Julien Gracq nous proposait , dans l'une de ses oeuvres , d'emprunter le " Grand Chemin " de sa mémoire pour y déchiffrer les méandres tortueux d'une destinée fugitive et secrète , celle d'un pauvre voyageur sur la Terre . ( 1 )
Périlleuse entreprise que celle de vouloir aller plus loin que l'apparence !
On ne sait pas pourquoi , en effet , la dramatique symphonie de " La Comédie Humaine " présente , bien souvent , l'inachèvement comme symbole , ou symptôme , d'une faiblesse architecturale incompréhensible . ( 2 )
" Tout meurt , l'âme s'enfuit et , reprenant son lieu ,
Extatique , se pâme au giron de son Dieu . " ( 3 )
Alors , que penser d'un tel parcours ?
Mon âme éperdue y dessinait un rêve , celui d'un jeune homme en quête d'explications .
Tel visage du passé s'y promenait comme une ombre , et sa trace évanescente venait y mourir aussi , sur les rives incertaines d'une adolescence d'autrefois .
J'entendais sa voix particulière , dont le timbre mélancolique résonnait au travers de l'espace , au milieu du choeur plaintif des mélopées de l'immense tribu des Hommes .
J'écoutais cette petite chanson dont les tristes paroles réveillaient , parfois , la nostalgie de mon coeur .
- LUX AETERNA ! ( 4 )
Viendrait , sans doute , le temps de refaire la route en sens inverse , me dis-je , puis de la retrouver ...
Royaume perdu de mes souvenirs trop lourds !
Je m'imprégnais , sans le savoir , de ta présence .
Et comme ce jeune apprenti-médecin de " La Chronique des Pasquier " , mon idole d'alors , je cherchais à te déchiffrer dans la sacro-sainte parabole des " Maîtres " ( 5 ) .
Mais qui étaient-ils , ceux-là ?
Sans doute ni Rohner , ni Richet... ( 5 )
Je ne ferais jamais partie de leur élite scientifique , celle des laboratoires de recherche .
Mon pays , c'était mon âme sauvage , ouverte à tous les vents de la jeunesse et de l'aventure , courageuse comme une caravelle solitaire à la découverte d'un nouveau monde , et terriblement incapable de comprendre cette petite route , au-dessus de la mer , que gravissait avec tant de peine ma bicyclette , vers le sommet de la montagne.
Mes lectures m'entraînaient dans une nostalgie de l'ailleurs .
C'était l'époque du " Flower-Power " ( 6 ) .
Nous avions choisi le retour du Romantisme . Tandis que ceux des Beatles , à chacun de leurs disques , devenaient plus longs , mes cheveux pousseraient donc un peu plus avec les leurs , témoignage de " notre Révolte " , manifestée par cette floraison printanière des " Sixties " ...
Je me souviens de Raoul Mille , brillant journaliste , et chroniqueur , aujourd'hui , de " Ma Riviera " , que j'avais croisé sur sa mobylette , avenue de la Victoire , avec une belle toison sur le crâne , et de grandes mèches bouclées tout autour . ( 7 )

Don't Let me Down ... ( 8 )
A la Fac de Lettres , j'essayais difficilement de mettre en pratique , auprès des filles , car j'étais timide , les théories de mon professeur , l'éminent Jean Richer , qui m'initiait aux grands mystères philosophico-religieux de Novalis et de sa Fleur Bleue , comme à la poésie hermétique de Gérard de Nerval . ( 9 )
" Suis-je Amour ou Phébus ?... , me demandais-je , Lusignan ou Biron ?
Mon front est rouge encor du baiser de la reine ;
J'ai rêvé dans la grotte où nage la syrène ...
Et j'ai deux fois vainqueur traversé l'Achéron :
Modulant tour à tour sur la lyre d'Orphée
Les soupirs de la sainte et les cris de la fée ... " ( 10 )
Je m'identifiais à d'autres garçons de mon âge , dont j'aurais souhaité gagner le coeur , imiter les gestes , m'inventant, pour exorciser cette crainte inavouée de l'autre sexe , ô combien terrifiant , des amitiés très pures qui n'existaient , sans doute , que dans mes rêves ...
Mais , en fin de compte , je finissais par me dire qu'ils seraient tous , garçons ou filles , bien plus accessibles dans les livres que j'aimais tant , mon refuge , et là , plus éloignés , fort heureusement , de cette force violente et terrible qui se dissimulait en moi , derrière l'usage d'une vie quotidienne routinière , avec cette angoisse impitoyable étreignant tout mon être .
Trop souvent , je me sentais comme un chien fou retenu par une laisse , coincé dans une réalité trop étrangère à " mon Amour " , et si lointaine d'un idéal jugé inaccessible .
Alors , c'était le beau visage mélancolique d'une jeune fille à peine entrevue , surgissant sur la Promenade ou dans les Collines , qui me faisait souffrir , parce que je ne la reverrais peut-être plus , que je ne saurais jamais quoi lui dire ...
Et , tel un nouvel Ulysse , je m'élançais comme Joyce , autre sujet d'étude , à la poursuite de ma nymphe Calypso , dans le dédale des rues de la Vieille Ville . ( 11 )
Les chants celtiques de Yeats me venaient aux oreilles , lorsque j'engageais avec flamme une discussion littéraire avec mon copain d'origine irlandaise , où lorsque je disputais les balles d'un tennis endiablé avec les frères écossais McLeod , à La Colle-Sur-Loup :
" La beauté d'une femme est comme un frêle oiseau
Blanc , comme un oiseau des mers
Seul quand le jour se lève après une nuit de tempête ... " ( 12 )
" Voilà pourquoi j'aime mon paysage , écrivait Le Clézio .
" Il ne change jamais . C'est de la terre , une ville sale et bruyante , du soleil , la mer , la brume et la chaleur ...
" Je suis chaque carré de cet espace , et ma chambre , alvéole minuscule encastré dans le domaine où je suis né , m'abrite tout le temps .
Il n'y a pas d'étranger . Il n'y a pas de monde . Il n'y a pas de patrie ... " ( 13 )
Si , toutefois , lui répondrais-je .
La " Cité Magique " dont parlait Max Jacob , faisait écho aux accents lyriques de mon professeur d'histoire-géo du Parc Impérial , le célèbre André Compan , spécialiste du " Païs Nissart " . ( 14 )
" Ma " lointaine Bretagne parlait , elle aussi , une autre langue , peut-être un peu différente de celle de Francis Gag , mais tellement belle ! ( 15 )
" Que te dirais-je ? , confiait le poète de Quimper . Que je suis un exilé breton ? Que mon coeur y est toujours , dans ce pays , que je m'ennuie de lui , et que je n'ai de ma vie jamais fusionné avec rien d'autre ? " ( 16 )
Rien d'autre ?
Sur les plages de 68 , alors que , tout autour , c'était la révolte , je regardais l'infini .
" A l'ombre des jeunes filles en fleurs " ( 17 ) , je me passionnais pour la vie de Jacques Thibault , militant pacifiste de " L'été 14 " , qui devait me ressembler un peu . ( 18 )
Donnant plus de distance , le clapotis des vaguelettes berçait ma conscience assoupie de fugitif : Saint-Laurent-Du-Var , c'était encore la campagne , et les " tubes " de Simon & Garfunkel , au milieu des champs de roseaux , des marécages , confortaient ce sentiment d'exil intérieur et de solitude ...
" I am a Rock , I am an Island ... " ( 19 )
Qui étais-je , à cette époque ?
Je ne croyais pas à l'engagement social , ou bien n'avais-je pas encore renoncé " au vertige de l'individu " qui possède son langage à lui et chemine avec sa propre folie dans une Quête du Graal toute personelle .
" Celui qui a su s'accepter comme tragique , celui qui a su être le héros de sa vie , a des chances de comprendre le monde .
Il s'est fait homme , et la société peut naître en lui " , note Le Clézio ( 13 ) .
Plus tard , je découvrirais avec un tremblement de fièvre , l'illustration symphonique de cette thèse consolatrice , dans le merveilleux poème de Richard Strauss , " Une Vie de Héros " ( 20 ) .
Mais , en attendant , j'avais " vu le soleil se coucher sur le paysage ... Et la nuit s'était mise à tomber ... comme ça , petit à petit , avec ses grands et terribles glissements d'ombre terne " .
" Et le reste avait cessé d'être visible " ... ( 13 )
Puis , en suivant vers le large une silhouette fugitive de navire s'effaçant dans l'infini , je repensais à Hugo : " Être abandonné , c'est être délivré ... " ( 21 )
YANN KERVERN
DAN AR WERN - Balade Au Pays Des Ombres - 11 - Teachers - Journal de Yann Kervern ( I ) - Décembre 2007 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - " Balade Au Pays Des Ombres " , Copyright 2006 . Traduit du Breton par l'auteur .
___
" Teachers " , a song by Leonard Cohen , Copyright 1966 , Project Seven Music , in " Songs of Leonard Cohen " , Columbia , 1968 , Sony Music Entertainment Inc .
" Qui connaîtra la route ? Celle d'où l'on vient , et celle où l'on va ? "
Jean-Marie-Gustave Le Clézio - " L'Extase Matérielle "
___
Notes :
1 - " Carnets du Grand Chemin " , par Julien Gracq , José Corti , 1992 .
2 - " La Comédie Humaine " , cycle romanesque d'Honoré de Balzac , composé de 1830 à 1850 .
3 - " Les Tragiques " ( 1616 ) , Livre VII , par Agrippa D'Aubigné .
4 - " Luc Aeterna " , par György Ligeti , musique du film " 2001 , L'Odyssée de l'Espace " ( 2001 , A Space Odyssey ) , par Stanley Kubrick ( 1968 )
Original Soundtrack , Copyright 1968 , Polydor International . All rights reserved .
5 - " Chronique Des Pasquier " , cycle romanesque de Georges Duhamel ( 1933 - 1944 ) , comprenant dix volumes . Tome VI , " Les Maîtres " , Mercure de France , 1937 .
6 - Slogan hippie des années 60/70 .
7 - Raoul Mille , chroniqueur , écrivain niçois né en 1941 , auteur de " Ma Riviera " , 4 volumes , éditions Giletta-Nice-Matin ( 2002 - 2005 ) , " Les Amants du Paradis " ( Prix Interallié 1987 ) , etc ...
8 - " Don't Let Me Down " , chanson des Beatles , Copyright 1969 , Northern Songs LTD , EMI Records . All rights reserved .
9 - Jean Richer ( 1915 - 1992 ) , professeur émérite à l'Université de Nice , écrivain , auteur de " Aspects ésotériques de l'oeuvre littéraire " , Dervy , 1980 , de " Gérard de Nerval , expérience vécue et création ésotérique " , Trédaniel , 1987 .
10 - " El Desdichado " ( 1853 ) , in " Les Chimères " ( 1853 ) , par Gérard de Nerval .
11 - " Ulysse " ( Ulysses ) - 1922 - par James Joyce ( 1882 , Dublin - 1941 , Zurich ) , romancier , poète irlandais expatrié .
12 - " L'Unique Rivale d'Emer " ( The Only Jealousy of Emer ) , seconde des quatre " Pièces pour Danseurs " ( Plays for Dancers ) , jouée à Londres en 1916 , par William Butler Yeats , poète irlandais ( 1865 , Dublin - 1939 , Roquebrune-Cap-Martin ) .
13 - " L'Extase Matérielle " , Gallimard , 1967 , par Jean-Marie-Gustave Le Clézio , né à Nice en 1940 .
14 - André Compan , écrivain niçois né en 1922 , auteur de " Histoire de Nice et de son Comté " ( 2001 ) et de " Glossaire raisonné de la langue niçoise " ( 2002 ) , Serre éditeur , etc ...
15 - Francis Gag ( 1900 - 1988 ) , écrivain de langue niçoise , homme de théatre , metteur en scène , auteur de " Lou sartre Matafiéu " ( 1922 ) , " La Pignata d'Or " ( 1936 ) , etc ...
16 - " Lettre à Jean Cocteau du 8 mars 1926 " , in " Max Jacob / Jean Cocteau , correspondances 1917 - 1944 " , cité par Béatrice Mousli dans son livre intitulé " Max Jacob " , collection " Grandes Biographies " , Flammarion , 2005 .
17 - " A L'Ombre des Jeunes Filles En Fleur " (1919 ) , Gallimard , Prix Goncourt , second tome d' " A La Recherche du Temps Perdu " , roman de Marcel Proust dont l'écriture s'élabora de 1908 à 1922 .
18 - "Les Thibault " ( 1922 - 1940 ) , cycle romanesque de Roger Martin Du Gard , Tome VII , " L'Eté 1914 ".
19 - " I Am A Rock " , chanson de Paul Simon , 1965 , Pattern Music LTD , Sony Music Entertainment Inc. / COLUMBIA . All rights reserved .
20 - " Une Vie de Héros " ( Ein Heldenleben ) - 1898 - , par Richard Strauss ( 1864 - 1949 ) .
21 - " Les Travailleurs de la Mer " , Victor Hugo ( Déjà cité , C/f : " Gilliatt et la Pieuvre " ) .
Tableaux : " Jeune Fille Assise " , par Eugène Bégarat , peintre niçois .
" Douleur d'Amour " ( 1899 ) , par William Bouguereau .
" Toi , tu m'as vu , tu m'as aimé dans le pays des ombres ... "
Saint Augustin