Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

LES ETOILES DU MATIN - 7 - Setu Ma Teuio Un Devezh All - Voici Venir Un Autre Jour - Here Comes Another Day .

6 Janvier 2008 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #LES ETOILES DU MATIN

images-croix-celtique-orthodoxe.jpgLes Etoiles du Matin - Steredennoù Ar Mintin - The Morning Stars 7 )

Gouel ar Sterenn / Epifani
250px-Tugdual.jpg

Da Sant Tual Sant Aelwez 
( 1917 - 1968 )





Setu ma Teuio un Devezh All



" Gwelet hon eus o sevel E Steredenn ,
  Ha deuet omp da azeulin an Aotrou .
  Alleluia
! "
Aviel Sant Vaze , 2 , 2 .





Erru eo

Ho teiz nevez ,
Sterenn yaouank-flamm

An Hollved  
A zevfe eus tan

Hor c'harantez ,
Hag ho pugel 

' Vefe ar Bed ...


Tud ' vo da vervel

Hiziv ,
Daw eo d'un ene dinijal ,
Met da c'henel

' Vo reoù all ,
Setu ma teuio 

Un devezh all !


N'eus nemedoc'h

' Vo gouest da ziyevan
Diouzh ur chadenn griz 

Hon Tonkadur ,
 

Pa vez o nozin ,

Em c'hreiz e krenva
Nerzh dibar

Ho sklerijennadur !


Flourad Ho mouezh am c'halv

Dre gan an dour ,
En douar nozel

' Par goulou Loar ,
Hag Ho kouel

C'hlan 'vel an diwel ,
Skoachet a-drenv

He melezour ...


Bugale ' vo da c'henel

Hiziv ,
D'ur babig eo ret

Da geinal ,
An den a gozho , a varvo ,
Setu ma teuio un devezh all !


Voici venir un nouveau jour ,
Comme une étoile de l'univers
Qui brûlerait du feu

De notre amour ,
Son enfant serait la Terre ...


Des gens vont mourir

Aujourd'hui ,
L'âme s'envole comme l'oiseau ,
Mais d'autres vont naître aussi ,
Voici venir un jour nouveau ...


images-etoile-du-Matin.jpg


DAN AR WERN - Les Etoiles du Matin - 7 - Setu Ma Teuio un Devezh All - 15 a viz Du 1985 ( Trugarez da Santez Anna )- Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés .
" Les Etoiles Du Matin " , Copyright 2007 .


 

 

" ... C'est ton amour qui vit en moi ; c'est pour prendre ma vie de tes mains que je suis revenu ... "
René-Guy Cadou - " La Maison d'Eté "
 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article