PRIERES D'UN EXILE - PEDENNOU UN HARLUAD - 24 - Kerse - Dépit - Grudge .
Kerse
" Kenavo neb am c'harr em parrez tro-war-dro ... "
Barzaz-Breiz - "An Droug-Hirnez "
Ya , rannet eo bet va c'halon d'he zro
Gant da drais ha va dispi ,
'Vel m'eo bet ivez disrannet va bro
Gant ar spont hag ar c'hampi ...
Lec'h ' oa , ' lares ,
'Vit da c'herioù kerse ,
Lec'hioù all 'vit dismantr va c'halon ,
Liv du pe liv ruz ,
Takadoù gwad
' Ruilh-diruilh
War'n dachenn gad !
Ha neuze ' rankan mont kuit
En hent war dec'h
Eus da sell ken flour ha yen ,
Nag a ouel en deizioù dec'h
Pa oa ret lezel ' drenv din
Hon douar karet deut un ifern !
Mogedoù , morc'hedoù , dipit ,
Pa zeu sonj dit out deut
Direzon ,
Marse ' z eus lec'h 'vit
Va gwallhunvre ?
Da c'herioù fals digas
Hepken dirazon !
DAN AR WERN - Prières d'un Exilé / Pedennoù un Harluad - 24 - Kerse - Here 2016 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Prières d'un Exilé / Pedennoù un Harluad " , copyright 2006 .
" I saw some people starving ,
There was murder , there was rape ... "
Leonard Cohen - "Almost like the Blues "
( in "Popular Problems " album , copyright Columbia / Sony Music / ATV Music Publishing LLC. , 2014 - All rights reserved )
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( VII ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n e wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen ",
Ar Skarbouklenn .
- Brezel ar Groaz -
10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil
( Danevell an Tad-Kozh )
" Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,
Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan ,
Roet dezhan ur gurunenn ,
Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "
Diskuliadur , 6 , 3 .
VII - Ar Steredenn-Lostek hag ar Brezel
( Dre Dan pe dre Wad )
Un nebeut goude , tra ma farde kenderc'hel danevell hoalus e envorennoù hon fistilher touet , ' oa gwelet o tont brasoc'h un takad bihan-tre e penn an dremmwel .
Saflikan a reas gwagennouigoù bennak ouzh kostezioù al lestr , o kemenn e tostae unan all , seurt bagig-pesketa dre dan a rede a-brez-herr war ar mor hag a roge gant he c'houc'h hirvoan an houloù glas .
Ur banniel gwenn louc'het gant ur groaz ruz-flamm ' veze savet a-us d'ar " Virgo Maria " war he gwern .
Kent en em lakaat a rafent war evezh e teuas er-maez daou vartolod bet gwisket henvel unan hag eben eus kof al lestrad !
Neuze eo ma teuas war wel unan bennak all ur bugel gantan ivez . Mall bras dezhan adkavout e genderv , e stagas Roll , rak en e-unan e oa , da redek o kemer an dreuzellig koad a unane breman an daou vourzh .
Hag evit a selle ouzh ar boud kevrinus ur c'hougoul war e benn , a seblante par ha parez , yaouank ha kozh , leun a nerzh hag a gizidigezh war un dro , e vije bet diaes da gement hini anavezout e wir reizh ha pezh a guzhe tal enorus an den-se dindan un doare tog du kardinal kurunet ag e guchennoù-blev ken melen .
Luc'hedennoù a strinke eus e zaoulagad tenval pa sellent garv ' vel ul loen gouez ouzh ar re all a-wechoù , ha pa veze distaolet enno sked he gwalenn-anv a liv ruz-sklaer 'giz tan ar c'huzh-heol , ' veze diskouezet drezo ivez pe beli un Doueez vrezelgar ma vefe ret doujan d'he gwall spered pep unan pe hini ur penngadour nerzhus na vefe den ebet gouest da dalan e gwirionez outan .
Ha memes !
" Tangern , bez' e rankan larout deoc'h traoù mallus ! "
" Mestrez ... ! Roll ! Petra'ta eo c'hoarvezet deoc'h ? " , ez erbedas an tad-kozh o stouin e zaoulin dirazi .
" Klasket o deus e skrapan an hini eo ...
Ar marc'hadour rusian , a resisaas ar bugel zoken .
En ul lec'h distro e kambr-lestr ar c'habiten e kendivizas ent prevez ar re vras . Met n'hellas ket Yann mirout ouzh e levenez pa gavas en-dro e vignon ger a-vihanik !
" Penaos e tiskuilhfen-se dit ? , a eilgerias dezhan ar baotr a lugerne bliv gant ur wenvidigezh divent e zaoulagad . Kredin a ran 'm eus adkavet va mamm wirion ! "
Pa serras an noz veuzet el loargann distanus ha goude ma voe sioulaet pep tra gwech loc'het lestr an Demplourien , e c'hellas adkregin gant e istor Tadig ...
" ... An alouberien norman o doa lazhadeget kazi holl poblans Dol a zivizas ober o didamalloù dezhi da c'houde !
Neuze em savas a-vern ar gouerien hag ar vro ' oa bet drastet ker spontus c'hoazh betek 1014 gant ur brezel-diabarzh nevez !
Mareadoù tud diniver deut a-ziwar ar maez a zevas kêrioù , kestell ha manerioù , o lakaat d'ar marv gwragez an aotrounien hag o trouklazhan o bugale .
Daoust ma veze re yaouank c'hoazh he mab , hen lakaas Dugez Hawiz , intanvez Jafrez Berengar , da vezan anzavet warlerc'hiad heman . Gant ur maread noblansoù ez emgannas war ar maez armead Breizh o rein lamm dezho ha bout bet lezet nemet gwad ha ludu war he lerc'h !
Met adarre e savas rendael a-zivout hêrezh Breizh , besterd bennak o tigarezin o lignez uhel da vreutaat ha kavet da abegin diwar gurunenn an dug ... " ( 11 )
Kent d'en em rein da gousket tamm-ha-tamm ' benn ar fin , e c'hourvezas Roll war ur vatarasenn bet goloet gant lien-gouel daoust da grizderi an darvoudoù-man c'hoarvezet kalz a-raok . Talvezout a rae dezhan moarvat , paourkaezh paotr , bezan deut skuizh-bras gant an trubuilhoù poanius ' oa erruet gantan diagent !
Difrom-kaer ha diflach hervez lusk ingal ar mekanikoù e kendalc'has e gontadenn an ozac'h-meur evelkent .
" ... An hêr-se , a veze diouzh e skrid-bez , " kaer ha brav e gorf , leun a frankiz ha largentez , kalonek ha deol-tre e vennozhioù " , a c'hounezas un drec'hadenn vras kent mervel d'ar c'hentan a viz Here 1040 , kontammet gant e falsvignoned an Norzh !
Rak en un doare ken leal ha didroidell ' oa difachet duged Vreizh ha re Normandi ken ' oa bet fiziet e Alan gant Roparzh an Diaoul o vont kuit d'an Douar Santel e 1034 da c'houarn ha meran e stadoù koulz ha derc'hel a rafe dindan e ward ivez ul labous-garzh ganet diwar an avantur , Gwilherm , a vefe lesanvet " an Alouber " en amzer-da-zont ! ( 12 )
Koulskoude e steuzias kuit Roparzh 'pad e veaj .
Setu perak ar Brezhon , hag en doa em lakaet da benn e arme , a zivizas kadorian Gwilherm en e lec'h . O terc'hel e bromesa e roas marteze displijadur evel-se d'ar re all a c'hoantae da zont da zug ha na zoujas ket d'en talvezout dezhan o lemel e vuhez digantan !
Neuze e teuas istor doanius ar mab ' oadet a dri miz a-vec'h - ha piv 'oar evit perak ? - ' oa bet skrapet diouzhtu gant an eontr Eozen Pentevr !
A-dra-sur e tizhas dezhan koulskoude Konan II , a zeue dre reizhvali war e lerc'h , ober anzav e wirioù , met pa zeas e amezeg krenv ha galloudus en doa rastellet dioutan an Normandi dre vuntran Alan , e sonjas darn eus an dud e oa aet e benn e belbi !
" Gourc'hemenn a ran dit va resteuler va Douar , pe anez on mennet d'ober brezel dre dan pe dre wad ouzhit ! " , a grias trumm warno hor reder-mor bet dalc'het gant ar c'hoari e zivreder er vann ' pad m'o doa tizhet sklokadennoù e vouezh barroù uhelan dreistdiraez adalek ur son boud betek ur son skrilh ! ( 13 )
Met evit respont da gement hini nemetken eo bet laret e c'hounezas gant e arc'hant Gwilherm chamberlank Dug Breizh a gontammas d'e dro " korn , lerennoù ha manegoù e vestr ... "
' Hed daou kantved ' oa an navet Prins bet lazhet gant an Normaned evel-se !
Neoazh , ne harzhas ket meur a varc'heg da vont kuit da aloubin Bro-Saoz e 1066 , ken sur ' veze pep hini anezho , rak m'oa bet treuzet an oabl gant ur steredenn-lostek a gemenne reveulzioù bras , ' oa bet benniget an aloubadeg-se gant Doue !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - VII - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur Des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
___
Notennoù :
11 - Hawiz Normandi ( pe Havoise ) , ganet en 977 ha marvet e Roazhon d'an 22 a viz C'hwrevrer 1034 , prinsez norman , merc'h da Richarzh Ian " Dizaon " , dug Normandi , ha d'ur brinsez viking a wad uhel , Gunnor .
Dimezin a reas Jafrez Ian Berengar , kont Roazhon ha dug Breizh ( 992 - 1008 ) war-dro 996 .
Trederannourez ha lezdugez e oa pa varvas an dug da c'hortoz ken na vije bras a-walc'h o mab Alan III da ren ar vro .
12 - Alan III ( 997 - 1 a viz Here 1040 ) , mab ha warlerc'hiad e dad Jafrez Ian Berengar . " Roue Breizh " e lavare bezan ivez .
13 - Konan II ( 997 - 1 a viz Here 1040 ) , mab ha warlerc'hiad Alan . Rankout a reas em zizober da gentan eus gwardoniezh dic'houzanvus e eontr Eozen Pentevr ( 999 - 1079 ) , enebour Gwilherm Normandi ( 1027 - 1087 ) lesanvet " Ar Bastard " ha goude " An Alouber " .
Mab bastard Roperzh an Diaoul pe " Hollgaer " hag Herleva , e teuas da vezan heman Gwilherm Ian Bro-Saoz goude emgann Hastings ( 14 a viz Here 1066 ) .
Oeuvre Poétique V - Mein Diwar va Hent - Table des Matières - Taolenn - Table of Contents .
Mein Diwar va Hent / Pierres Sur mon Chemin / Stones Upon my Way
1 - Aoife ( 1995 ) - 2 - Sabrina (1982 ) - 3 - Kristen ( 1973 ) - 4 - Fransa ( 1972 / 2007 ) - 5 - Véronique (1991 ) - 6 - Mona Hamon ( 2005 / 2007 ) - 7 - " Breizh-Touch " , Maen-Touch ? ( 2007 ) - 8 - La Tour de Pise ( 2007 ) - 9 - Christie ( 1983 / 2008 ) - 10 - Fouillouze ( 1975 / 2009 ) - 11 - Mili ( 2009 ) - 12 - Valentine 2 ( 2011 ) - 13 - Where Dreams Have Gone ... ( 2011 ) - 14 - La Pierre et le Sable ( 2012 ) - 15 - Nenn Jani ( 2013 ) - 16 - Anna Vreizh ( 2014 ) - 17 - Rue des Héros ( 2015 ) - 18 - Jubile ( 2016 ) - 19 - Quand J'Allais à l'Ecole ( 2016 ) .
DAN AR WERN - Oeuvre Poétique V - Mein Diwar va Hent - Taolenn - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "Mein Diwar va Hent " , copyright 2006 / " Oeuvre Poétique " , copyright 2016 .




