Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AMAN HAG AHONT - IX - Spered Mona ( 2 - Sul Gwenn / Pentecôte / Whit Sunday ) .

30 Juin 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Aman Hag Ahont

Kenavo er Bed All / Adieu ( 1892 ) - Alfred Guillou

Kenavo er Bed All / Adieu ( 1892 ) - Alfred Guillou

study-head-mermaid-hi.jpg 

 

Spered Mona




Pennad Nav
 ( Dilerc'h ) 
30 a viz Mezheven 2007





" Tud kaer , piv ' zalc'h anezho ? "
Rainer Maria Rilke - " Klemmganoù Duino " ( Duineser Elegien ) - Eilvet Klemmgan .




2 - Sul Gwenn


            
Tri devezh diwezhatoc'h , e oan deuet en-dro da Vrest 'vit va gelaouenn .
Dalc'hmat , ne ouien ket perak he doa sachet he skasoù ' giz-se ' dreuz an denvalijenn en ur leuskel ac'hanon va-unan 'vel ur penn-ki .
- ...
  
Henvel oc'h tout , c'hwi , paotred ! Nemet pezh a garit ho peus c'hoant d'ober !
En ivez , en deus he dilezet ! Echuin 'vel ma mamm , ne venn ket din , nann ! , he doa garmet warnon , fuloret .
            Hag e oan chomet aman abafet krenn , dinerzhet a gorf hag a ene , gant c'hwezh-vat he blev , he c'hroc'hen em fronelloù .
Steuziet ' oa bet hep lezel tamm roud nemeto hepken , gant an dristidigezh vras ivez he doa lakaet em c'halon .
            Evel ma ne c'hallis ket en em rein da gousket , en noz-se , e selaouis ur ganaouenn Cohen war va Ipod :


"
Been on the road forever ,
  I'm always passing thru ,
  But you' re my first love and my last ,
  There is no one , no one after you
... " ( 1 )

 

             Distroet ' oan da Bariz , ha da glask titouroù war varv va c'hamalad-skol aet diwar wel abaoe amzer hon bugaleaj , e c'hoarien va fri-furch ' barzh teulioù ar magazin sevenadurel ma labouren evitan hag ivez dre bellgomz e re ur gelaouenn all e Breizh a-drugarez d'ur c'henlabourer am boa roet dorn gwechall dezhan .

Disrannet ' oa bet hon hentoù anat din , ar peurrest bet graet gant chansoù dishenvel ar vuhez , evidon-me un tamm brud 'vit levrioù dister , ha peurgetket unan diwar-benn Breizh , evitan une hent kuzhoc'h , kevrinus ... Petra all war Vona e verc'h ha diwar-benn pep degouezh hon deizioù pemdeziek ?

             Pa sonjan en istor-ni breman , em eus koun a-gevret ha n'ouzon ket perak eus un dro-gaer am boa gwelet keit all eus ar stirad skinwel vrudet " Star Trek " , pa veze dleet d'an harozez vervel 'vit mirout an Denelezh da drein a-nevez e gouezeri hag o lakaat 'giz-man da ziwan ennomp goulennoù diarsav a-zivout hon Tonkadur .  

             Un dra ' vije bet komprenet fall neuze diwar e benn ganti ha ganimp bet todinaet 'vel-se gant " Porzhier an Amzerioù " ? 
Ha peseurt kevrinoù ' veze skoachet dimp c'hoazh Gantan war ar varbared-se o c'houlenn un aberzh nevez ? ( 2 )

Rak souezhus-tre ' oa bet disoc'hoù an enklask en diwezh : barrad-amzer ebet met un darzhadenn noz kentoc'h 'vel un tan-arvest ...

Neuze gwalldaol d'ober e jeu dezhan ?

             

             Sul-Gwenn e oa , d'ar mintin-man , gouel ar Pantekost .
             Divizet em boa mont war droad d'an iliz pa veze lidet gant an holl en deiz-man donedigezh ar Spered Santel war an Douar ha marteze ganin-me hini P... ma felle dezhi en em ziskouez din du-man a-benn ar fin , eveljust !
Gwall nec'het ' oan koulskoude , rak n'em boa bet keloù ebet digant an dec'hadez abaoe ma oa aet he skeud o steuzian kuit diwar wel ken buan en noz du .

             Er-maez e c'hwezhe feuls barradoù gwent war ar gêr o skuban didruez traoù a gave dirazon , skourroù gwez diskloset , sklentennoù distaget diouzh toennoù kozh , panelloù a yae diwar nij o trein 'vel gwiblennoù , o liketennoù bet roget diniver o troidellat d'o heul e pep lec'h hervez c'hoantoù an avel foll !
             Takennoù glav yen a gouezhe ivez war va zremm , o lufran ar ruioù gleb dindan ar brizh-heol .
             
Hiziv ma seblante bezan ankouaet klouarded an deizioù kent ,  seurt  " Gwenvidigezh " , e klasken va hent dre vil boan o strivan kalonek ouzh an avel lemm hag o terc'hel digoret disglavier an ostaleri !
            Tremen a ris dre ru Glasc'ho , a-drenv an Ti-Kêr .
Pell eo c'hoazh diouzh Sant-Loeiz ? , a c'houlennis d'ur paourkaezh moraer a ziskoueze bezan kollet gantan e nadoz-vor dre ma boueze ken start war e gasketenn gant e zaouarn 'vit he derc'hel da gouezhan .
Du-hont ! , a respontas din , e benn droet ouzh ar mor . 
Tost d'ar Marc'had ...


             Un nebeud stalioù a gavis end-eeun ur predig war-lerc'h a-gleiz din .
Darempredet un tamm ' vezent daoust da froudennoù an hin , bet aet tre re bennak ar valeerien en iliz  ...

             Dont a ra da sonj din en doa prezeget war anadennoù naturel en-dro deomp ar beleg , marteze ' vel sin hor buhez diroll ha dihenchet .
Lizher Jud en doa kroget da lenn :

"
Henvel ouzh gwagennoù fuloret eus ar mor eo ar re-man , o teurel dirazo eon o loustoni ..." ( 3 )

             War an trepas ' tintas va hezoug ' kreiz an oferenn .
Kredin a ris e oa-hi ' benn ar fin , hag hen anzav a rankan , en em waskas a-daol-trumm va c'horzailhen gant ur barr anken griz !
N'on ket evit dont du-se hiziv , siwazh ! , a yudas ur vouezh a-bell e pleg va skouarn .
Tourmant ' zo ... Intent a rit
                                          

             E-pad un eilenn ' teuas em spered komzoù Alonso :
"
 Mall bras ' zo warnon anavezout istor hoc'h buhez ,
  Dindan gazel-ge e vefen ,
  Gant klevout kanan ho kwerz
... " , o klask gouzout ma veze Mona , mechal ,
 " ur sorserezh c'halloudus a-walc'h evit ren war al Loar hag ober tre ha lanv . " ( 4 )
             Met ne oa nemet P ...

             War an hent distro e taolis va evezh ouzh un " davarn " , seurt ti-debrin elzasat ' tal ar " Quartz " . ( 5 )
Deuet e oa poent merenn ha koulskoude , n'em boa ket naon .
Ur vamm-gozh a gavis da gomz outi eus Mona .
Hec'h-unan-penn hi ivez , e seblantas ken trist ha nec'het ha me ...



images_jeune_fille_sur_la_plage_1.jpg
                                        
    

               Antronoz ' oa bet degaset kemenn din ' oa aet " Spered Mona " d'an traon gant skein ouzh kerreg-tarzh Enez-Werc'h dismantroù ebet war al lec'h goude pense ar bagig .
                                           images-temp--te.jpg
            

            Selaou a ran fenoz sonerezh Vaughn Williams , a gare he zad : " The Lark Ascending "  bet awenet gant Barzhoneg Meredith , " The Joys of Earth " . ( 6 )
            

            Envorin a ran ar paourgaezh plac'h :
 

" Hep he far e chom breman , ne gav netra ken war an Douar , 
  Klask a ra gouelec'h , plasoù all euzhus da lenvan ,
  Pe glemmichal ,
  Dieub , en diwezh
... " ( 7 )

Dirollan a ran da ouelan .

" Petra eo nesan tra dimp ? Ar Marv ? Ar pezh n'eo ket c'hoazh ? " , a c'houlenn ar C'haredig .

( 8 )


ECHU .



                                 ___


DAN AR WERN - Aman Hag Ahont - 9 - Spered Mona ( 2 - Sul-Gwenn ) - 23 betek 30 a viz Mezheven 2007 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . "Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .

                                            

Notennoù      Solitaire-face-a-la-mer.jpg

1 - " No One After You " , pozioù gant Anjani Thomas ha Leonard Cohen , in " Blue Alert " , gant Anjani , Copyright Sony BMG Music / Columbia 2006 , All rights reserved .
2 - " Star Trek Klasel " , produet gant Gene Roddenberry - Tro-Kaer niv . 28 : " The City on the Edge Of Forever " ( Ar Geoded War Vord an Nor Beurbadel " ) , skrivet gant Harlan Ellison , kenwerc'het gant Joseph Pevney . DremmourienWilliam Shatner , Leonard Nimoy , Joan kCollins - CBS Studios Inc . All rights reserved / Copyright 1967 and 2007 .
3 - Lizher Jud ( 13 )
4 - Stratford-upon-Avon ( Warwickshire , Central England ) - William Shakeaspeare  ( 1564 - 1616 ) oa ganet ha beziet aman .
" The Tempest " ( Ar Gorventenn ) , war-dro 1611 .
5 - Kreizenn Sevenadurel " Ar Quartz " , 4 , Bali G. Clemenceau , e Brest .
6 - " The Lark Ascending " ( An Alc'houeder o Tinijal ) - 1914 - Oberenn Ralph Vaughan Williams ( 1872 - 1958 ) , musiker saoz .
" Poems and Lyrics of The Joys of Earth " ( 1883 ) , gant George Meredith , skrivagner ha barzh a Vro-saoz ( 1828 - 1909 ) .
7 - " Die Liebe der Magdalena " ( Karantez Madalen ) , Insel Verlag , Frankfurt , 1912 , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) .
8 - Gerioù Rilke , in " Rilke " , gant Philippe Jacottet , Emb. Le Seuil , 1970 .

Taolenn : " Study for the Head of a Mermaid " ( 1885 ) , gant Sir Edward Burne-Jones ( 1833 - 1858 ) .

                           
                      

                              " Heklev hon envor ,
                                Ur bensadenn lonket en noz ,  
                                
O sell paret war an dour ,
                                Selaouit klemm moraerien kozh ,
                                Sachet gant mouez ur vorganez ,
                                Eneoù morgousk en hiraezh ... "
      
                                
Gwennyn Louarn  - " Dream Well
" En Tu All " - Coop Breizh /2006 .
                                                                                                                                 




                                            images-lune.jpg


Liens/Liammoù/Links :
http://www.e-monsite.com/danarwern/  
( " News " )              .

Lire la suite
Publicité

AMAN HAG AHONT - IX - Spered Mona - L'Esprit de Mona - The Spirit of Mona ( 1 - Serr-Noz an Eneoù / Crépuscule des Âmes / Souls ' Twilight ) .

20 Juin 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Aman Hag Ahont

head-woman-amo101403-hi.jpgSpered Mona

                                                                                          

Pennad Nav
20 a viz Mezheven 2007





" ... Perak'ta n'en em rois ket deoc'h muioc'h c'hoazh , daoulinet dirazoc'h , gant ho plev dispak ? "
Rainer Maria Rilke - " Klemmganoù Duino " ( Duineser Elegien ) , 1912 - 1922 - Dekvet Klemmgan ( Stumm I )



 

1- Serr-Noz an Eneoù

Petra ober pa n'eus netra ken met an didrouz ?
Aet diwar wel ' seblant bezan hor poan zoken .
Hag , uhel en oabl , n'eo nemet un eonenn wenn ha louet .
A-wechoù , kri ur skrev .
Met goanag
, n'eus ket ken ...


                 ... Sonj' m'eus c'hoazh ennout , Mona , war borzh-kenwerzh .
D'al lec'h-se emgav 'oa bet divizet mont ganimp 'vit diriaou en abardaez , d'ar pevar warn-ugent a viz Mae diwezhan .
                 Gouzout a rez e voe ur souezhadenn vras 'vidon-me gwelout ur wir dekenn , ur gaer a blac'h 'n he bleunv 'veldout , oadet , marteze , d'un ugent vloaz bennak !

                 

                 Met rankout a ran anzav ouzhit ivez em boa bet e sell , en deiz-man , met abretoc'h 'pad ar mintinvezh , da gejan gant P... 'vit ar wech gentan .
Renerez ur gelaouenn sevenadurel ha skrivagnerez vrudet e Breizh war un dro eo . 
Hervez c'hoant houman , ha d'ober anaoudegezh an eil d'egile , e oa dav din he c'havout da greisteiz hanter , pe war dro , e kafedi ar stal-levrioù " Dialogues " , lec'hiet ouzh traon ru Siam . ( 1 )
                 Al labour ma rae P ... 'vit lennegezh hon bro ' oa pouezus -tre , a gave din e gwirionez . 
Koulskoude , ne voe ket tu d'en em gavout a-benn ar fin , rak e oa ret dezhi , war a lavare , mont da Roazhon gant mall , en un doare trumm ha dic'hortoz .
" Marteze disul ? " , he doa pellgomzet din gant digarezioù .
 
                Dre chans , e oa deuet Mona da savetein va zevezh !
Gant he fennad blev melen 'vel an ed darev hag he daoulagad c'hlas liv houlenn ar mor-bras , e oa henvel he dremm ouzh un damdresadur Bouguereau a blije din kalz , henvel ivez ouzh hini Burne-Jones , anvet " Penn ur Vaouez " , poltred a sellen ken alies outan war va burev . ( 2 )
" Kalz drantoc'h evito ! " , a sonjo din evelkent diwezhatoc'h .   

WilliamBouguereau-EtudedetetedeFemmeBlondedeface-1898Large.jpg
                Ha pa' m boa graet a-benn ar fin he anaoudegezh d'an abardaez-man , e oa , war va meno , ken bev-buhezek , un tamm brasoc'h egedon , moan ha prim 'vel ur gaerell , leun a startijenn ! 

Gwisket kaer-tre e oa gant ur vantell c'hloan , seurt " kabig " a-liv gant al ludu , gant ur stammenn wenn dinamm war he c'horf mistr hag ur jean diwalc'het o c'holein he divhar ken hir .

                Pa' m  welas a-daol-trumm , e paras ur mousc'hoarzh lent war he diweuz .
Etre he bizied e talc'he ur sigaretenn vihan , " Marijanig " pe  " Vutun droll " hervez doare , da dalan ouzh he from rak ur gejadenn gant un den dianavez . 

( 3 ) 
Ha dalc'het ken kloz dindan he gazel ' oa daou levr bennak e saozneg , unan anezho diwar-benn Sylvia Plath . 

An hini all bet skrivet gant Yeats : " The Celtic Twilight " . ( 4 )
 

               " Deskin a ran yezh Shakespeare ! " , a gemennas din seder gant trouz an trec'h , harpet ouzh gerlink he c'harrig-tan , ur " FIAT Uno " koshoc'h 'get ar bed ha kinklet gant pegsunoù niverus war he gwerenn a-drenv  :
Free Bobby Sands !  Ireland to Irish ! Breizh hor Bro ! "   ( 5 )
- Hini va zad , ur stourmer ! , a zisklerias din neuze gant he mouezh taer a vaouez yaouank , lorc'h enni , spered dishual ... 

                Edon o paouez respont dezhi e oan a-enep ar feulsted , pa' z eas diouzhtu war va c'haoz .
Marv eo breman , te ' oar ... 
                Diaes din a-walc'h e oa , goude se , eilgerian dezhi .
Marteze e verzas va zrubuilh , rak e kemeras harp he bruched ouzh va c'hein , he dorn mouest a-bezh o stardan krenn-tre em hini .
Eürus on d'az kwelout , emezi da c'houde , o klask da ziskouez din un doare sart 'vel pemp gweneg . 

300px-Bobby-sands-mural-in-belfast320.jpg
                Leun-barr ' oa an davarnig .
Met un daolenn zistro e teujemp a-benn da gavout eno er maez en diwezh . 
Ken dous ' oa an abardaez !
Un hini krenv ! , a c'houlennas diouzhtu . ( 6 ) ... Ur banne lambig az po ivez eveldon , marteze ? Southern Comfort , Amerikano , tra allDiouzh ma welan , e vez henvel ouzhit un tamm va zad , memes neuz vat , memes plom ! ( Eston ' oa an dra-se , k
omz a rae atav diwar e bouez d'an amzer-vreman ) .
... Dedennet eo gant Lennegezh Vreizh ha gant bageal war ar mor , a gendalc'has o klask un dra bennak n'he doa ket kavet c'hoazh war e benn . En digenvez hepdon , e plij dezhan merdein betek Enez ar Werc'h ...
Met un deiz fall , n'eo ket deuet en-dro  , a huanadas goude .

 

                - Ken yaouank ' oan , a-vec'h ma oan trizek vloaz hepken d'ar mare-se . Chomet eo ar c'houn , siwazh , un avel griz a c'hwezhe a-fourradoù a-dreuz lanneier Sant Mikael ...
Intent a rez ?... Un droug avel ' oa , hini ar marv !
             

                - Ken kuzh eo ene va zad , a anzavas ouzhpenn .
 " Dav-mat eo din goulenn sikour digant ar morverc'hed , a lare din a-wechoù a-raok lestran , 'vit ma vo lakaet speredoù morzet tud ac'hanenn da zihunin ganto ! "
Ha setu perak diouzh va lezvamm ez an hiziv kalz re " da besketa ar wrac'h-kozh " gantan , tro-lavar hon bro a dalvez keit hag " ober netra " , a farsas dezhan o vinc'hoarzhin .

               Tra ma gomze din , ' oa broudet diehan he spered kaer dic'hiz gant tan ar gwin-ardant a bade da lakaat birvilh ennan , o tizolein tamm-ha-tamm kevrin he c'hened ken dispar , hini he daoulagad don a bare skleurenn zivougus o liv flamm warnan .


               - Gwelloc'h ' vefe dimp mont breman da vale un tammig 'vit kemer an aer , a gemennas trumm .
Ezhomm ' m eus da gerzhout . Ket te
              Kredin a ran hen anzav deoc'h , mezv-dall 'vel sonerien-gloc'h e vezemp ni hon-daou , ha dreist-holl me , rak n'on ket boas da evan .
Mezh a zeue din koulskoude , met prest e savis ouzh he heul .

 

               - Gouzout a rez ? Komzet ' m boa ur wech gant Jane Birkin . E Landeda eman o chom bep ar mare .
Ne sonjez ket evelti ? , a c'houlennas krenn al lonkerez ker-se va chalon diganin .  
N'eus nemet " boestoù " ' barzh grignol hon buhez , lec'h arched hon envorennoù , hon tremenet ...
Darn diouto ' zo leun , darn all c'houllo ... " ( 7 )
              Stagan a reas da dennan hec'h anal gant nerzh dirak ar mor-bras ' vit avelin he fenn un nebeud , a lare .
Met ne oan ket sur d'he c'hompren mat pa vouskanas din war un ton goapaus goude pozioù ur ganaouenn gozh he bugaleaj he doa dalc'het envor anezhi :


"
Boestoù bihan , boestoù bihan ,
  Graet e ticky-tacky ,
  Boestoù bihan ,
 Holl henvel 'barzh an ti
... " ( 8 )

              A-us dimp , skreved ha gouelini o troiata en oabl a-vandennoù a seblante ober goap ouzhomp o safar dibaouez a griadegoù gouez .
Serr-noz , Pasion an eneoù ' oa , pa gouezh gorrek ha meurdezus an heol ruz a-dreuz dourioù tenval , o lakaat anezho da lugernin 'vel gwagennigoù gant e vannoù ziwezhan tra ma zistaol anezho a-vilvern al loar o kas en-dro dezhan dre o adsked he respont :


" Ur c'houmm nemetan , rak , lerc'h-ouzh-lerc'h , emaon  mor anezhan . "
( 9 )
              Strivan a reas ar fulennig da vont a-benn-herr a-hed ar c'hae .
Padal e tianalas buan o c'haloupat gant gaol 'vel ma rae .
Ha me , bec'h ' oa warnon ouzh he heulian !
Setu perak ma tirollas da c'hoarzhin gwalc'h he c'halon pa welas ' oan skuizh-divi ha dielc'het o c'haloupat war he lerc'h 'vel-se .

 

              - Kredin a rez en Tonkadur ? , a c'hoapaas ouzhin berr warni , met gant ur seblant prederiekoc'h . 

... Rak liv an avel eo va hini , a fougeas c'hoazh an hini a seblante redek buanoc'h egetan .
Me ' zo skuizh gant tud a-wechoù . Pilpouzed int . Aon o deus . Mouezhian a reont evit strolladoù gall ... Gast !
             C'hoant he doe d'am ambroug dre vale betek dor va ostaleri .
Neuze , en em skoazellan a rejomp an eil d'egile ' vel re gozh gant skalieroù serzh a gas da greizkêr .

             Tremen a rejomp hebiou da " Sked " hag a oa nemeto war enaou holl c'houleier Ti ar Sevenadur Breizh en abardaez-man , ken digenvez e pep lec'h straed Duguay-Trouin .
Tridal a reas Mona .
C'hoant 'm eus da veajin pell eveldout , dav eo din mont kuit , troc'han hent ... 

             Ru Branda , en em vriatet ' voemp krenv hon-daou dirak dor al leti .

Sellout a ris outi e-kreiz he daoulagad 'vit santout gwelloc'h pegen faezh betek skoulm 'oa deut hec'h ene !

Ha daoust ma vagen kement a breder guzh em c'halon 'viti moarvat , ne ouien ket penaos e rin 'vit lakaat a-nevez da ziwanan goanag en he spered .
Trist e oan , eveljust , rak ' oa erru amzer an disparti .

             Lizherennoù bras an " Amiraliezh " a lugerne en noz tener . ( 10 )
A-us dimp , hag  a-ispilh ouzh he zalbenn , ' oa dispaket banniel Breizh e-kreiz stered an Nevez-Hanv .
Karet em befe he stardan ur wech ouzhpenn ouzh poull va c'halon , zoken ma
ne greden ket e vefe dereat din , koulskoude , he fedin da bignat ganin-me em c'hambr .
             Mont a reas un ugent kammed pelloc'h , er skeud .
Du-se , e tirollas da ouelan forzh da gentan , azezet war vord ar riblenn-straed , ha goude , e tibunas hec'h istor ...

            - Erru ' oa ur barr-amzer d'an abardaez-man " , a zanevellas din Mona o tifronkan .
N'ouzon ket perak e savas ur rendael etre va zud . Krozet krenv ' oa bet d'am zad , ha goude bout bet klevet e begement , e tivizas heman tec'hel kuit daoust d'an amzer fall .
Mennout a rae mont da Iwerzhon ' 
vit adkregin gant ur vuhez nevez , war a gredan , dieuboc'h !
Ha graet em boa va sonj d'e heulian ivez da c'houde kousto pe gousto .
Ne garan ket kalz va lezvamm
... 


            Pell e tassono ennon enkrez da aspedennoù . 
Pell ez adwelin da sell digonfort taolet warnon 'vel hini ur benseadez dispi o c'hervel sikour war ar mor didruez .
Beuzet ' oa bet he zad hep distro , ha chomet ar plac'hig en he digenvez kent ma vefe bet kaset tud , en diwezh , da gerc'hat pense al lestr .

           An holl draoù-se am boa kontet din , Mona .
Gant kalz a evezh 'm boa selaouet ouzh dezrevell boanius ar gwallzarvoud-se , fromet va c'halon , hag heuliet dibun e skeudennoù war skramm lazhet da vuhez dizamant ...
Pa vezemp hon-daou dindan al loar , diriaou da noz ...
          Doare ar bed eo , neketa , 'vit un aelez paour eveldout , dihentet he spered war an douar 'vel kollet ur vag war ar mor diroll ?...
                                  
... Met a c'hoanag , ne vefe ket ken ?


( Da Vezan Kendalc'het )


                                              
  ___



DAN AR WERN - Aman hag Ahont9Spered Mona ( 1Serr-Noz an Eneoù ) - 11 / 18 a viz Mezheven 2007 / Adwelet e miz Ebrel 2017 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Aman hag Ahont " , copyright 2006 .

                                              
  ___

 

 

                                           Notennoù 


1 - Stal-Levrioù " Dialogues " , Forum Roull - 29200 - Brest . He c 'hafedi 'zo ul lec'h-emgav brudet evit an holl dud a blij dezho al Lennegezh dre-vras . 
2 - " Studi " ( 1898 ) gant William Bouguereau ( 1825 - 1905 ) .
   - " Head of a Woman " ( 1890 ) - pencil on paper - gant Sir Edward Coley Burne-Jones ( 1833 - 1898 ) . 
3 - Hashish .
4Sylvia Plath , skrivagnerez amerikat ( 1932 - 1963 ) , he doa gouzanvet kalz rak un diwaskadenn goude marv trumm he zad . Dimezet e oa gant ar skrivagner saoz Ted Hughes ( 1930 - 1998 ) . En em lazhan a reas e Londrez , e-barzh an ti ma vevas ennan gwechall ar barzh iwerzhonat , William Butler Yeats
   - " The Celtic Twilight " , 1893 , gant W. B . Yeats ( 1865 - 1939 ) .
5 - Robert Gerard Sands , alias " Bobby " Sands ( 1954 - 1981 ) , stourmer iwerzhonat , ezel eus an I.R.A . Marvet goude un harz-debrin .  
6 - Gwin-Ardant , lambig .  
7 - " Boxes " , film emvuhez kenwerc'het e Breizh gant Jane Birkin , 2006 . 
        Dremmourien : Geraldine Chaplin , Michel Piccoli , J. Birkin  .
   
8 -
" Little Boxes " , kanaouenn vrudet Malvina Milder Reynolds ( 1900 - 1978 ) , ganet e San Francisco , kanerez amerikat ( Folk and Blues ) . Kanet e galleg gant Graeme Allwright ( " Petites Boîtes " ) .
  
9 -
" Sonedennoù da Orfe "  ( 1922 ) , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) , skrivagner aostriat .
10 - Ostaleri " An Amiraliezh " ( L'Amirauté ) , 41 , ru Branda - 29200 - Brest .
Taolenn : " Adieu " ( 1892 , gant Alfred Guillou ( 1844 - 1926 ) , livour breizhat , Mirdi Kemper .

                                               
___

Liens/Liammoù/Links :
http://www.e-monsite.com/danarwern/ ( " News " )



  
                                           images-sylvia-Plath.jpg
                                           Sylvia Plath

Lire la suite