AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 8 - Douar Hon Promesaoù / La Terre de Nos Promesses / The Land of Our Promises , Breton Version / E Brezhoneg ( 2 ) .
AUBERIVE ( 8 )
Douar Hon Promesaoù ( 2 )

e koun Annemarie Schwarzenbach
" Bez laouen ! Sell ouzh al lec'h peurvat , war-du peurbadelezh an amzer-vuhez ! "
Enskrivadur war vez Nebamon , e-pad ren Jehoutimez ( Thoutmosis IV ) , pevarzekvet kantved a-raok Jezuz-Krist .
" ... Ar c'houmoul a garan ... Koumoul o tremen ... Du-hont ... Du-hont ... Kaerat koumoul ! "
Charles Baudelaire - " Spleen Bariz " , An Estren .
3 - Hiziv , ne oa ket re leun-barr ar c'harr-nij .
Ouesk ec'h azezas ar vaouez yaouank en e gichen , gant he divhar moan hag hir .
Da gentan penn , he doa goulennet outan an dreizhadez resisadurioù diwar-benn ul levrig all a oa en e gichen , gant ur merk-perc'henn boemus peget ouzh ar golo , a daolenne ur bompinell e raksal vras an " Danieli " ( 1 ) .
Ha , tra iskis , e tenne hounnezh dezhi , gant he pennad blev hir , gell-kistin , hag he fezhioù-dilhad giz 1900 , pe a-gent , e doare Burne-Jones , pe Rossetti ( 2 ) .
Ne ouie ket e oa deuet un den troet war al livouriezh , daoust ma oa re nebeut anavezet e zoare livan , re " figuratif " , e gwirionez , hag a c'hiz kozh , evel ma c'hoapae barnerien bennak a Vro-C'hall diwar e goust .
Ken prederiet ma oa gant e " Envorennoù ( dezhan e-unan ) eus Buhez ar Baradoz " ( kollet ) , ha ken fromet gant ur seurt gaerenn hoalus , na glevas nemet a-vommoù he c'homzoù diwezhan ( 3 ) .
" ... Hag henvel e vefec'h ouzh haroz " Marv e Venezia " ? ( 4 )
Gustav Von Aschenbach , gant ober un enklask start war " ar Gened Peurbad " , war hec'h eeunded splann , a gavas dezhan en dije , diwar strivan , dizoloet hentoù serzh " Ar Spered " ...
Met e souezhomp dirazi atav , " ar C'haerder-se " , ur gwir samm " , a huanadas goude un tamm ehan .
Hag e pare he selloù flour , evel re luziet un Aelez fall , war e zaoulagad .
" C'hoari a ra he mestr !... "
Petra'ta a c'helle talvezout ster ar gerioù-se , a seblante kouezhet eus an Nenvoù ?
Ha pe zen grouet a chomfe ken yen hag en , hep gwanded , daoulinet e-tal e Zoueez ken diziraez ?
Santout a reas neuze analenn domm he genou , met ne oa ket tu dezhan bezan sederaet ganti .
Raktal , e oa chomet evel seizet dirazi , kridiennoù niverus o teraouin da hejan anezhan , er c'hontrol .
" ... Pell amzer , 'm eus bevet e Venezia , hag en Alamagn , e München ... "
Evel ul loen gouez gloazet e komze breman , feulsted kuzh ennan , a-nez rein amzer dezhan da eilgerian dezhi .
" ... D'ar mare-se , e labouren evit un ti-embann sonerezh klasel ... Bepred war an hent , ur seurt beajourez-genwerzh ... Goût a-walc'h a rez , un deiz en Europa , un deiz all er Stadoù Unanet ... "
" Ken skuizh on , breman ...
" ... Hent a ran davet va bro genidik , va repu ... " ( 5 )
" Un oberenn Mahler eo , e ziwezhan , ha , d'am sonj , e hini gaeran , marteze ?... "
War a hanvale dezhan , e yae war habaskaat un tamm , evel ar mor dindan , ken nes ha ken pell war un dro , ma ne vez ket atav meizet kounnar anezhan , gwelet adalek ur c'harr-nij , pa strink an eon gwenn e kuzh d'ar veajourien ziseblant ...
Ha daoust hag-en n'he doa ket , eveltan , flouret e zorn gant he bizied hir evel re ur voemerez ?
" ... Ken brav ha m'eo da skridoù , a gendalc'has c'hoazh gant ur minc'hoarzh hegarat , o teal anezhan gant karantez .
" Lâr din-me 'ta , a c'houlennas-hi , da c'houde , aonik tamm-pe-damm :
" Pelec'h 'man " An Draonienn Evurus ,
Ya , Douar Hon Promesaoù ? " ( 6 )
4 - Penaos intent kevrin he C'hened , avat , a sonjas-en diwezhatoc'h , en e greizon , e keit ma oa o komz ?
Ha ne oa ket ur wech c'hoazh " dindan gazel-ge " gant ar plac'h-se , ur rouzardenn , chomet ken sev evitan , atav ?
Kenkoulz ha teoget , evel diagent , gant an hevelep c'hoarzadennoù diganti , gant son he mouezh ken dibar , un tammig " a-vaez bro " , ha ken dudius ivez ha ma oa gwechall ?
En desped da gement-se , daoust ma hanvale e amezegez bezan tener ha darev d'e servij , e klemme an den en ur chaokat dibaouez e ivinoù , hag e sonjoù du evel an noz .
" Forzh pegen lemm ma spered , forzh pegen krenv ma galloud-labour , ne dalvezint nepred da netra ! , a huanade , drastet gant ar boan .
" Morse ne vo fromet ganin ! Biken !
" Ha penaos e vefen karet ganti ? Penaos ? , a sonjas , o tifronkan , pa gavas dezhan distanan e galon , diarvar diwar-benn kement-se , da nebeutan .
" Ha me , joa am bo outi ? Da viken ?...
" O , you're in my heart , Virginia ... ( 7 ) Ennon e chomi !
Ken koant ha yaouank e seblante dezhan , c'hoazh , en oad-flamm , skedus !
Brav " dre natur " , ha gwiroc'h eget ar poltredoù anezhi bet graet gantan a-leizh , awenet gant envorennoù yaouankiz , pe luc'hskeudennoù kozh , holl destenioù , re bell a-raok , eus herradoù re verr , an eil gant egile .
... N'en doa skrivet hogozig netra , a sonjas un tammig war-lerc'h , morse .
" Netraigoù " hepken , marteze , o doa diskouezhet e oa ur paotr yaouank , neuze , birvilh ennan , hag o klask e hent ; lizheroù karantez , barzhonegoù entanet , " hep penn na lost " , evit e garedig .
" Disterachoù " , evit mont berr , a gave breman ken droch , gant e yended oad-gour . Na mui ma maez !
" Dansal a ouzoc'h ober c'hoazh ? , a c'houlennas outi , hep gortoz ur gwir respont , ha war un ton digas-tre , war a hanvale ,
diseblant ivez en he c'henver .
" Dont a ra da sonj deoc'h eus an abardaez-fest hud-se ... en Alpoù , a gredan ? , a reas van da c'houlennata outi , divergont .
" Ho teiz-ha-bloaz e oa , neketa ?
" Hama , a eilgerias dezhan , etre daou vennozh . Keid-all 'zo , 'vat !
" ... Ya , Pell mat 'zo ! , a adlavaras , evel prederiet ...
Hag he souezhadenn , 'vel un tangwall enaouet en oabl glas , a lakaas he daoulagad pers da skedin muioc'h c'hoazh war e re .
Pa baras start he selloù warnan , ne c'hellas ket herzel ouzh o c'hrenv hag o splannder , ken voemet e oa bet ganto !
" Gouzout 'walc'h 'rez , a laras neuze ar brinsez , o tivorfilan gant boked bleunioù he c'hened , yaouank e oamp d'ar poent-se .
Galloud a c'halled gwelout , neuze , e oa a baouez anavezout nerzh ur wir garantez , a-benn ar fin , ken splann hag heol an nevez-amzer !
Ha , goude ur pennad , en un taol krenn , he doa laket he jod , hep sonj , stok ouzh tal he mignon .
Derc'hel a rae start e vrec'h .
Ha neuze , oc'h haketal , from ha douster en he mouezh :
" N'em eus ankounac'haet netra eus hor pokoù entanet , p'en em vriatet e voemp , hon-daou ... Eus hor baleadenn hir , da c'houde , en noz steredennet , dre ar geriadenn vorgousket dindan an erc'h ... Hollgaerad abardaevezh !
" Darbet e oa bet din kouezhan , sonj 'peus !
Kredin a reas gantan e oa eürus gant e herrded , kement ha ma gendalc'he-hi gant he fistilh .
" ... Nag hor buhez , deomp-ni hon-daou , e Pariz ! Hon nozvezhioù diroll e Montparnasse !
Tostaet e oa , breman , muioc'h-mui . Derc'hel a rae klosoc'h dezhan .
" Ha te ? Gant da vicher skrivagner ?
E New-York emaout o chom , breman ?
Pegen iskis , kêr va mamm eo ... Gouzout a rez , Roll , em eus bet c'hoant , meur a wech , da skrivan dit .
Ne ouien ket ken da chomlec'h , avat !...
E berr amzer , e oa deut ar fulennig da vezan drant evel ul labous .
Ne vije ket bet gouest un den d'ober dezhi tevel .
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede kelc'h ) - 8 - Douar Hon Promesaoù ( 2 ) - Kerzu 2001 / Du 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 348 , e C'hwrevrer 2005 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù :
1 - An " Danieli " , ostaleri vrudet Venezia .
2 - Sir Edward Burne-Jones ( 1833 - 1898 ) , ha Dante Gabriel Rossetti ( 1828 - 1882 ) , livourien aroueziel saoz , izili eus " Pre-Raphaelite Brotherhood " .
3 - " Envorennoù eus Buhez ar Baradoz " ( Souvenirs de la Vie du Paradis , 1946 ) , oberenn Georges Duhamel ( 1884 - 1966 ) , skrivagner gall , ezel eus an Akademiezh Bro-C'hall .
4 - " Marv e Venezia " ( Der Tod in Venedig ) , 1913 , danevell Thomas Mann ( 1875 - 1955 ) , skrivagner alamanek , Priz Nobel 1929 .
5 - " Ich wandle nach der Heimat , meiner Stätte " , pozioù eus " Das Lied von der Erde , der Abschied " ( Kan an Douar , Kimiad ) , 1912 , gant Gustav Mahler ( 1860 - 1911 ) , muziker aostriat .
6 - " Das Glücklische Tal " ( An Draonienn Evurus ) , Mortgarten , 1940 , hag " Alle Wege sind Offen " ( Pelec'h eman Douar An Promesaoù ? ) , dezrevell ur veaj en Afganistan gant Ella Maillart , 1939 - 1940 , oberennoù Annemarie Schwarzenbach ( 1908 - 1942 ) , skrivagnerez suisat .
7 - " Virginia " , barzhoneg Dan Ar Wern ( Auberive , 6 )
Taolenn : " Ghirlandata " ( 1873 ) , gant Dante Gabriel Rossetti .