L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR IV - Goanag em Digenvez ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz II ) - 2 - Kanenn Vilitiz .
27 Février 2017 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
An Istor hag an Hêrezh I ( L'Histoire et l'Héritage I )
HOLEN MOR IV
II - Goanag em Digenvez ( 2 )
( 1990 - 1992 )
2 - Kanenn Vilitiz *
16 a viz Du 1990
M ... gaezh ,
" ... A-nevez e lugerno ar bleunioù gant an heol " , diouzh ma vez skrivet gant Francis Jammes : resevet m'eus da lizher . ( 1 )
Ha pa selaouan 'vel breman ouzh sonerezh Debussy , emaon o kavout un diskar-amzer melkoniek en-dro , unan a spin 'giz un nadoz-aer eus he divaskell diavaez an traoù . Dislavar pe varzhelezh ? P'lec'h 'man ar wirionez ?
Ne oa hini ebet da gompren va zristidigezh " pa laoske a-unvan ganto o garmoù levenez steredennoù ar mintin . " ( 2 )
Kentan skleur un deiz nenvel !
" Steuzian a ra an noz , pellaat ar stered . Setu m'eo aet en-dro d'ar gêr gant o re garedik an doused diwezhan ...
Ha me hogen o tresan dit war an traezh ar gwerzennoù-man dindan ar glav ... " ( 3 )
" Beuzet ' oa va sonj gant un dour druz nevez aet da sankan don en douar gwerso kent tarzhan hiziv eus askre tenval kondonioù an douar , tamm daeroù boull sklaer ha glan o ruilhal war vousc'hoarzh he dremm 'vel perlez glizh dindan he malvennoù serret ... ( 4 )
" 'Vel kentan pok ar garantez 'raok ma vefe roet dezhi da intent he-unan ... " ( 5 )
" Azginivelezh ar c'hras gant ur vuhez wirion a santfemp genel adarre ivez ennomp he c'halon o virvin krenvoc'h 'get anien hor boud ha pelloc'h 'get islonk distrad an dazont hag ar peurbad ; ur vuhez en he sav 'vel ur vleunienn vurzhudus e kildroioù ur bed a adkavomp fromet holl pa gemeromp penn hent Gwener pe erruomp estlammet dirak gouel drellus ar Brinsez Ishtar ... " ( 4 )
Ha padal , pa'z an war-grec'h an duchenn Montmartre da bedin 'vel dec'h ar Galon-Sakr , eo bepred skoet va hini dister-me gant He zalmadennoù ken krenv ha kanvaouus rak hon didruez Outi pa oa bet lezet en poan hag en dizeri .
'Vel un draen spern sanket don enni eo gwasket gant da zilavar , daoust d'ar vinc'hoarzhig-se a sked a-wechoù war da zremm , sin da zrantiz , arouez ur goanag nevez bennak , marteze , pa ziskouez un tamm karantez ha kenskoazell 'vit ar paourkaezh tud 'veldon-me n 'o deus hini ha netra ebet ken met digenvez pa rafe stad dezho un nebeudig tommder hepken a vignoniezh e-barzh ...
Hag er-maez , koulskoude ?
Mil bennozh dit c'hoazh , mignonez ker , 'vit da c'hêrioù gwir ,
DAN
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh I - Holen Mor IV - Goanag em Digenvez ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz II ) - 2 - Kanenn Vilitiz - 16 a viz Du 1990 ( Adwelet : C'hwevrer 2017 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "Goanag em Digenvez " , copyright 2016 - " Holen Mor " , copyright 2013 .
___
Notennoù :
1-"Kanv ar Bokedoù-Laezh " ( Le Deuil des Primevères , 1901 ) , eilvet klemmgan , gant Francis Jammes ( 1868 - 1938 ) , barzh ha romantour gall .
2 - Job , 38 , 7 .
3 - "Kanennoù Bilitiz " * ( Les Chansons de Bilitis , 1894 ) , XII - Glav ar Mintin ( la Pluie au Matin ) , gant Pierre Louÿs ( 1870 - 1925 ) , barzh ha romantour gall , sonaozet gant Claude Debussy ( 1862 - 1918 ) etre 1897 ha 1901 .
4 - Stumm kozh "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , Trede Lodenn , XII , 3 - A-Drenv da Ouel Ishtar
( Derrière le Voile d'Astarté ) .
5 - "Smarra ha Diaouled an Noz " ( Smarra ou les Démons de la Nuit , 1821 ) , gant Charles Nodier ( 1780 - 1844 ) , skrivagner romantel gall .
Taolenn : "Girl with a Peacock Fan " ( war-dro 1860 ) , gant George Frederic Watts ( 1817 - 1904 ) , livour , kizeller arouezour saoz .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
Archives

