Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 8 - Mari-Vorgan - I - Bleimor - E Brezhoneg / Breton Version .

12 Mai 2014 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes

 

    Groix.jpg   images-vers-le-large.jpg04chaloupebourgneuf_50.gif

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

An Erbeder ( VII )

 

 

 

Eil Lodenn

 

 

/ Sevenidigezh /

" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .

 

- Gaeltacht -

 

8 - Mari-Vorgan

" Ar mor-verc'h koant ken draitourez ,

  Hanter-besk hag hanter-vaouez ... "

Prosper Proux - " Da Varzed Kemri " ( 1867 ) *

 

       da Roparz Hemon 

 

                  I - Bleimor 28072007100413_1.jpg 

 

              Nevez-flamm n'oa ket ken ar " Vari-Vorgan " , bag-pesketa dre-dan a veze graet traker anezhi diouzh ret .

Kalonek he doa kemeret penn he hent-mor 'vit mont d'ober un troioù-bed bennak oc'h avelin he fenn da gentan , uhel an avel ganti , da gaout he bravan lignezoù noblans kent en em drein e lestr-marc'hadour dre guzh da vitailhan tud er brezel .

N'oa ket dic'houzvez eus doug dister ar bananez kennebeut , ken diboell 'oa d'he menoz bezan re arbennikaet , marteze , pe enoeüs 'vel un namm , ur redi pa ne oa ket leun-barr he stradoù , pezh a dalveze " disavad " d'he c'habitan .

Garmin a rae bepred an dra-se d'an nebeutan !

Hag hervez trouzoù ha brudoù ar mor-bras , o doa tanvaet tamm-pe-damm hec'h eorioù , zoken re afourch , holl zourioù ar bed !

Savet a vaez da zouar Bro-Senegal pe Aod-an-Olifant gant harp gwindask staon pe aros da besketan an toun melen hag al listao ; ereet war vankeier an Douar-Nevez pe stradoù Bro-Skos Nevez , Island ha Labrador pa veze keal da vont da vorueta , da dapout ezened ...

                Koulskoude 'oa diaes d'al lestr bezan adkavet he flom goude troiadoù kuzh ken pell o doa digresket ken ivez he c'halloudezh hag he gwele .

Gwall zibouner he fard ouzhpenn , na vije ket bet graet gant he gwernioù sellet didalvez outo met pa oa mekanikoù al lestr-vor sac'het ha freuz enno ha ne oa ket ur c'hrafer kozh en he fenn , bet broudet da lazhan tan he c'heflusker hervez e faltazi ha neuze , d'ober sevel er gwalarn hag en avel viz an ouel vras wenn-kann !

Ha diwar-benn he c'hourc'h hanterverglet , a liv du dres dindan ar sternaj hag ar c'hastellad glas , a liv roz-sant-Erwan e gorf , e oa skoet gantan sur-'walc'h taolioù-mor ouzh e welout e barr e vrud , zoken ma oa re a galandour hiviziken pa oa rust an amzer war an diaraok pe en adrenv .

                Gwech fournis ar prantad feuls ha dibreder-se , ' oa strishaet d'ar pep izelan niver martoloded an akipaj , pevar pe bemp anezho hervez an amzer bet klasket e sal-a-drenv kozh-tavarnioù an aod , paet bep ar mare pa ne veze ket re verr lost an arc'hant , ha ne oa ket bemdez !

                " Kevredad Tangern " , ken bevennet e atebegezh , a brene ha gwerzhe pep tra da vevan a-ziavaez bro pe en diabarzh , karget da gas madoù ar priman d'ar pevar pe d'ar seizh avel er bed ma ne vefed re amsellus ouzh termen an degasadennoù .

                Ken fall ma oa stad ar c'hozh-bag-se na baoueze ket da druezin outi gant he mizer pa veze klevet he c'horn-vorenn o klemm ouzhoc'h pistigus , e veze sellet neoazh 'vel ur rederez-vor a-douez re galonekan gant ar vugale !

Ha zoken ' seblante faos dezho , binim teodoù naer , gevier ha falloni kement oa bet laret , hervez , diwar-benn he ferc'henned , berr an arc'hant ganto , o defe prenet ha gwerzhet anezhi kant ha kant gwech an eil war-lerc'h egile !

                Rak n'oa den ebet e bourzh nemet he mestr en dije diskulian deoc'h he oad ha pennadoù hentad mor stronsus-distronsus he doa graet al lestr galonek gantan aboe pempbloaziadoù . 

En a ouie komz dezhi nemetken , o vezan gouest en nemetan d'he c'hompren gant holl e garantez e don-donoc'h e voud eviti , o kensantout ivez ganti holl zaskren ha froumadennoù he framm kozh gwigourus bet distreset ha krignet a-grenn eveltan gant an iod !

                Oc'h en em gavet en ur stuz ken iskis 'oa Yannig pa zihunas ken na ouie ken spis hag edo war ar vag pe war an douar kalet .

N'oa ket evit kousk ur berad en noz-man , ken poazh 'vit padout pelloc'h en e wele 'raok an disparti ha koulskoude ivez aonik rak an dazont kement 'oa bet spontet-tre gant pezh edo o paouez bevan dre holl hurlinkoù-se o doa roet bec'h d'e ene glan .

                Hag e kêriadenn ar Govelioù en derc'hent , ne voe ket gouest frealz e dad koulz ha pokoù bet roet dezhan gant e vamm da drec'hin war enkrez dianavez an hini eo deut pred dezhan mont kuit ha dilezel bed sioulaus e oad tener .

Perak mont kuit eus e vro c'henidik 'vel-se ha klask tec'hel 'vit ar wech gentan diouzh envorennoù e damm buhez e-unan ?

Ha n'en doa ket roet e c'hêr da larout netra en toull-bac'h ?

Petra a ouie e gwirionez ? Nemeur a dra , n'en doa gwelet met mogerioù tenval ...

                E doare kevrinus un irienner en doa komzet an ozhac'h-meur . Fiziet 'oa bet ur gefridi ennan , a gemenne d'ur c'henaoueien bennak : diwall ar vugale rak tud ranell o c'hoari re o fri-furch ...

Bec'h a-walc'h ma teraoue enklask an archerien en doa divizet goursezan rak-se red dezho chom aman evitan ...

Ober buan oa ret grons koulskoude !

                Eus kae an Oriant , porzh annez m'en doa savet un tiig ennan war an aod , e roas lans Tadig d'e " Vari-Vorgan " a-lanv , pell 'raok livioù flamm ar gouloù-deiz , keit ma pare c'hoazh skinoù nakr al loar war lein an tarzhoù-mor ...

Edo o gorin amzer vrav an devezh 'vit ur gwel , ' vefe heol 'benn nemeur ...

Er pellder e tamweled pikoù gwenn gant lod all melen en o zro .

Skleurioù ' darzhe en noz .

Marteze 'trezek tour-tan Pen-Men , lojeiz ur pesketour Groe , balan aour ha lann 'tro dezhan , hini hor barzh brudet Yann-Ber Kalloc'h lesanvet " Bleimor " en doa tremenet e vugaleaj aman etrezo .

Diouzh m'eman ar vrud ' vije bet lazhet er Vrezel Vras , ur vouc'hal en e zorn , d'an dek a viz Ebrel 1917 , meurzh ar Sizhun Santel ... ( 10 )

 

                Met a-benn-herr 'dreuz eon ar gwag oc'h en em strinkan outi ' oa aet kuit merc'h hael ar morioù pell avat a digore dirazi hent an donvor he c'hasfe da du all ar bed 'kreiz hunvreoù un enez gollet ...

 

L__ang__lus_du_soir.jpg

     

 

      " So I hang upon my altar ,

         And I hoist my ax again ... "

         Leonard Cohen - " Last Year Man "

         Copyright 1971 , Stranger Music Inc.

         All rights reserved .

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

images-tristan-et-Iseut.jpg 

 

 

                                       ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 8 - Mari-Vorgan I - Bleimor - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .

                             ___

Notes :

10 - Yann-Ber Kalloc'h " Bleimor " ( 1888 - 1917 ) , skrivagner ha barzh breizhat ganet en Enez Groe , marvet war talbenn an Aisne 'pad ar Vrezel Vras .

* Prosper Proux ( 1811 - 1873 ) , skrivagner brezhonek : " Da Varzed Kemri " ( Kanaouenn , 1867 ) .

 

                         images-Ar-en-Deulin.jpg     

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article