Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VI - Ar Gortoz - 5 - Tadig Tangern - Breton Version / E Brezhoneg .

14 Juin 2013 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes

        Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ... broc--liande-0.jpg 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

An Erbeder ( VI )

 

 

 

Lodenn Gentan

 

 

/ Ar Gortoz /

" Petra 'vefe-hi , ar vuhez-man ? "

Anton Tchec'hov - " Ar Steppen , Istor ur Veaj "

 

 

- Breoù Brekilien -

 

 

images-glenmor.jpg 

 

 

5 - Tadig Tangern

" Buhé er Voraerion ... "

Yann-Ber Kalloc'h -Bleimor - " Ar en Deulin " *

 

 

 

             " 'Pad va buhez-holl 'm eus klasket an burzhudusan tenzorioù ! , a anzave ouzhimp ergentaou Tadig gant e vouezh skiltr hoalus , pa c'hoarzhe krenv en e varvenn rodellek gwenn .

" Re hir e oan aet , moarvat ... " , a zisoc'he-en da c'houde o krizan e dal roufennet en un doare iskis , o vlinkan e zaoulagad c'hlas zislivet 'oa bet bevaet en-dro o sked a-wechoù gant hini un dremm rouzet gant an heol hag an avel , skarnilet ha garanet don anezhi gant gloazioù niverus an amzer o tremen ... 

Na pebezh gwir bleiz-mor 'oa deut an den kozh oc'h en em hardishaat dre brenan e skiant tamm-ha-tamm , a ouie kuzhat ivez kizidigezh e galon a-drenv doareoù rust , ur maout a zen e gwirionez , bev-buhezek , ma ne oa ket bet gouest e vuhez ken gwall ha poanius da sparlan anezhan e frankiz eeun ha dalc'hedegezh e venozioù start !

O tirollan da zisplegan anezhi d'ar vugaligoù yaouank a selaoue outan hep e gompren mat o-unan zoken , e vame bepred anezho gant kement a ijinegezh a-zivout ur vuhez ken dispar he zroioù-kaer ha leun ag arvarioù bras evel e hini !

 

              Ha gwech bet larget bos ha laosket pennoù-fard kent stignan al lien-gouel da ziskoachan kevrin ar bed en diwezh , ' save d'o fenn mont pell er-maez war-zu ar mor bras gant e gontennoù marzhus !

Drezo 'c'hallfe bezan deut gwir pep tra d'ar baotred !

Bez' vefe frammoù bigi dismantret o tigerin war gerreg e penn goueled ar mor Karib pe en inizi meurvor Habask , a lakafe anezho da luc'han o c'hoantegezh fall ouzh lestradoù pezhigoù moneiz aour ha bravigoù ken splann o leunian 'baoe kantvedoù  irc'hier o sternioù kregin , man ha liken e didrouz an ec'honderioù danvorel ouzh o golein ...

An enezegi kaeran a vefe henvel ouzh troioù-gouzoug perlez o neunvin dindan sked lemm an heol war an dour glas-pers divent , e skrin nakr ar mor-bras ...

Robinson Krusoe ' vefent ... ( 21 )

Ha dieub c'hoazh ha lorc'h enno ' arvestfe pizh gant doujans ha kuriusted ivez outo henvroadezed e goudor struzh an trovanoù , o c'hredin e oa distroet en-dro o doueoù kozh . 

Marteze en em strinkfe d'an douar dirak o mistri nevez neuze , o profan garlantez bleunv liesliv kent lidan un oferenn-aberzh dezho !

 

             Ijin ha spered ken lemm ar vugale a lakae da vezan estlammusoc'h c'hoazh evito beajoù Surcouf , kourser roue Frans , hag ergerzhioù lusk-dilusk Jakez Karter , moraer brudet , gant o c'hementad arvarioù spontus ! ( 22 )

Un tamm dichansus ha nebeutoc'h uhel o renk , e troe da vorianetaerien mibien all Sant-Malo ha Naoned a-wechoù , o tont da vezan flibisterien pe laeron-vor da walc'han o c'hoant dastum aour hag arc'hant , hag a-benn eus o buhez aet divergont etre dent rodoù un tonkadur didruez , preizherien ha ransonerien war un dro , gwir forbanned o merdein dindan ar banniel du penn-marv !

Neuze e lakae o garoù koad , kregeier houarn ha talgenoù da grenan gant an aon marc'hadourien enorus o treuzdougen dre vor stradlogoù o listri leun-barr a vetal hag eolioù prizius , leizh-klok a zanvezioù-bevan rouez 'vel temzoù-boued pe spisoù , aour Peru ha kailhoù Arc'hantina , pallennoù ar Sav-Heol ...

 

             Ne c'halle nemet ho bountan d'ober hunvreoù kaer holl vorlivadurioù-se , taolennoù ken plijus da welout eus lien ha fard .

Ne oa ket mat bepred skouerioù ha kentelioù roet gant ar c'honter diwar e fablennoù faltazius .

N'eus forzh pa veze komzet eus martoloded krenv 'vel ur marc'h a save hardizh gwernioù-bolosk ha mizan kent mont a-benn kalonek dindan fokoù hag obantoù en ur vag enebour all d'an emgann !

A-walc'h 'oa an holl draoù-se 'vit lakaat ur spered yaouank da vaman !

" Enez an Tenzor " zoken , ken dedennus ha ma oa pennoberenn vrudetan Stevenson , ' seblante bezan divlaz e-kenver komzoù strobinellus ar fistilher kozh , heman o vezan gouest en abeg d'e ijin mat da zasorc'hin personelezh illur Duguay-Trouin , da skouer ,  'tal d'e selaouerien . ( 23 )

Ur santad iskis ho poa neuze d'advevan gantan e gemeredigezh Rio e Brazil , hep menegin ur bern taolioù kaer , an eil re entanusoc'h 'get ar re all !

An danevell a gave gwellan Tadig neoazh 'oa hini bet graet gant ar moraer bras pa dec'has diouzh Bro-Saoz war vourzh ur chaloud .

Ne c'halled nemet moustran war e anal ha skrijal hep lavarout ger o selaou anezhi , strobinellet ma oa pep hini ac'hanomp gant re ar reder-mor henvel ouzh kan ar morverc'hed ...

 

            Kaerder dreistdiraez un amzer ha na zistroio biken 'zeu en-dro dimp en hon spered a-wechoù , hiraezh envorennoù hon bugaleaj o lakaat un dasson da drouzal ennomp 'vel hini ur c'hoant ha na vefe torret biken ivez .

Ha kredin a reomp klevout c'hoazh son e bikol mouezh , birvilh ha from enni .

E hini :

" ... Va c'hompagnuned edo o kousket 'voe dihunet bremaik ivez gant dour a-us d'o fennoù ; dont a reas brein a-bezh hor gwispid hag hor barilh bier 'voe aet ar mor enno , ha pell amzer e tizourjomp gant hon togoù ... Gwech bet diskarget ar chaloud d'an diwezh , e teuas a-raok en hent adarre 'vit peurrest eus an noz ...

An deiz war-lerc'h , war-dro eizh eur noz , e touaras hon lestr war-hed div lev diouzh Treger en aodoù Breizh ... " ( 24 )

 

            Hag e teuemp da leuskel un huanadenn hir a-benn ar fin , o tont dibounneroc'h kalonoù an holl gant an disoc'h-se !

Daoust ha n'en doa ket gouezet mat hon broudan an tadig kaezh ha frapan gant e gomzoù brav hon evezh na c'hoarvezfe droug ebet d'hon haroz ?

Ouzh hon sellet bamet ha spontet outan war un dro , e teue un aer laouen ha sart war e zremm , un tamm godisus pa stage da sioulaat hor bec'h enkrez da gentan : neuze , oc'h ober goap , e tirolle da c'hoarzhin ouzhimp trumm ha trouzus gant e vouezh kurun !

 

            E zoare e-unan ' oa da saludin an dro-gamm bet c'hoariet gwechall d'ar Saozon gant hor c'henvroad brudet .

 

           Yannig evitan , boemet gant ar boulom , a seblante lonkan kement frazenn a lavare dezhan .

O kaout sonj eus e zeizioù ehan ral d'ar gêr gant hini an istorioù marzhus a zibune dezhan evel-se , en doa e welet teurel an eor ha dilestran ar bugel da chom un tammig gant e re kent mont en-dro war vourzh da redek ar mor hag e reuz a-nevez ! 

            Ar wech-man en doa kaset en-dro d'ar gêr an tad-kozh strak ar pellskriver gant e wigour :

- Deuit buan en-dro ! Erru eo ar vugale !  

" Sell'ta , a sonjas ar c'habiten . War a hanval eo krog da seven buanoc'h 'get em boa e welet a-raok pezh oa bet laret gant ar brofeded ...   

 

 

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

images-bateau.jpg 

 

   

                                               ___ 

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VI - Ar Gortoz / Lodenn Gentan - 5 - Tadig Tangern - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .

                                   ___

 

 

" Hag en em zalc'he pell an holl sturierien ,

  Ar re holl a zo war al listri ,

  Ar vartoloded hag ar re holl a genwerzh

  War ar mor ... " merlin.jpg

Diskuliadur , 18 , 17 .

 

 

 

 

 

 

Notennoù

21 - Daniel De Foe ( 1660 - 1731 ) , skrivagner saoz , oberour " Robinson Krusoe " ( 1719 ) .

22 - Baron Roparzh ( Robert ) Surcouf ( 1773 - 1827 ) , kourser breizhat ganet e Sant-Malo . Ger-stur : " Atav en em ganner da c'hounit ar pezh n'hon eus ket . "

       Jakez Karter ( 1491 - 1557 ) , moraer Sant-Malo , ergerzher Kanada .

23 - Robert Louis Balfour Stevenson ( 1850 - 1894 ) , skrivagner skosat , oberour " Enez an Tenzor " ( Treasure Island , 1883 ) .

24 - Reun ( René ) Duguay-Trouin ( 1673 - 1736 ) , kourser ha moraer breizhat ganet e Sant-Malo . " Envorennoù " ( Mémoires , Paris , Foucault emb. 1829 ) .

 

 

 

* " Ar en Deulin / War an Daoulin " ( A Genoux , 1913 ) gant Yann-Ber Kalloc'h-Bleimor ( 1888 - 1917 ) , skrivagner ha barzh breizhat ganet en Enez Groe ( Mor-Bihan ) ha lazhet er Brezel Bras .

 

 

 

DIWEZH AL LODENN GENTAN 

 

1-  Konterez hag Ebenour

2 - Kastellig an Duchenn

3 - Danvad Du , Danvad Gwenn

4 - Lugnasad ( I - Fest Deiz ,  II - Pedenn )

5 - Tadig Tangern

 

                               images-Chrisme.jpg 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article