an erbeder - le passeur des mondes
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 14 - Keoded Doue ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien
( 11 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
II - An Ergerzhadeg
14 - Keoded Doue
" Netra ken gwazh ' oa bet seziz Antiok !
( 24 )
Dre Gilikia e tegouezjemp eno .
Splannet ' oa bet neuze kenoaz etre pennoù bras an arme , Tankred ha Baldoen oc'h en em gannan da gentan etrezo gant lemm o c'hlezier da berc'hennin gêr Tars ! ( 25 )
Ar Bobl , evit pezh a selle outi , en defe kavet gwelloc'h ober un distro .
Met n'eo ket james divizet ganti eus he zonkadur , neketa ?
Adwelout a ran c'hoazh an Aotroù Huon o teurel kalonek er vann ar c'hleze didrec'hus o doa profet dezhan govelioù gwellan
Brekilien , klevout a ran c'hoazh mouezh hon Dug Alan :
- War-Raok , Bretoned ! Bec'h d 'an Divadez ! Betek an Trec'h !
Ha ni , bet gwisket gant hobregonoù lufr , pezhioù skant houarn ha dir warno , oamp diwallet gant skoedoù alaouret , ruz ha gwer pe lieslivek !
Ha tra ma tassone er pellder tregern ar c'hleronoù hag an taboulinoù , c'hwirinadeg ar c'hezeg , youc'hoù brezel ar soudarded , 'oa bet displeget ivez bannieloù splann aour ha limestra o vont war nij e penn hor batailhonoù !
" Keoded Doue " , pe " Rouanez
ar Reter " ' oa lesanvet ar c'hrenvlec'h ken largentezus-se , lec'h ma oa bet lakaet abostol Per da bastor gentan an iliz nevez-c'hanet hag a oa dindan dalc'h ar Seljoukourien abaoe pevarzek bloazh .
Dindan warez he mogerioù-difenn e seblante kêrbenn lorc'hus Antiok hon daean a-ziwar-lein he fevar-c'hant hanter kant tour , met e rede ivez ar vrud etrezomp e oa rediet ar Gristenien niverus o vevan c'hoazh du-hont da zilezel tri c'hant ha tri-ugent aoter , dav dezho rak an alouberien lavarout an oferenn dre guzh e-kreizh ur vougev . ( 26 )
Difennet-mat 'oa ar wikadell avat , hag en aner edomp o tagan anezhi da gentan . Ret ' oa dimp-ni ivez gouzanv galloud ar c'hrenvan a c'hoarie o mistri warnomp o redian ac'hanomp da c'hortoz dre stalian hor c'hamp .
Displegan a rejomp hon teltoù , neuze , e-kichen kamp an Italianed , war un dachenn gompez a c'helc'hie ribl kleiz ar stêr Oront tro-war-dro betek Dor ar C 'hi .
Hag e redas pelloc'h evelti , war-un-dro , kerzh an amzer ...
Hag e talc'has penn dimp ivez ar sezizidi daoust d'hor strivoù , met e oa gwashan enebourien all , kuzhet-mat ha souchetoc'h muioc'h c'hoazh , a c'hede ac'hanomp dre zindan , bitailh e-leizh , braventez oabloù Siria , Feunteun ha Liorzhoù Dafne , ken tost , hag hon atizas da chom arouarek ha dibreder .
Met o vont er-maez an Durked a-wechoù , ' oa ret dimp mirout d 'ober ouzhpenn-se 'vel an Alberon yaouank , mab kont Luksembourg , re brederiet gant ur c'hoari dinsoù e spered emichans , a dizhas en ur vourc'hadenn dostan koll e benn e-ser un Itron sirian savet a diegezh vat ha dibaot he c'hoantiz , pezh a c'hoarvezhas gantan da vat e gwirionez , o vezan ma oa bet distaget dioutan anezhi
trumm ! "
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 14 - Keoded Doue ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
24 - Kentan seziz Antiok pe Antioc'heia ( 21 a viz Here 1097 / 2 a viz Mezheven 1098 ) .
25 - D'an 22 Gwengolo 1097 , ez eas Baldoen Bouillon ha Tankred Hauteville da aloubin Tars , met e savas bremaïk broc'h etre an daou Benn a oa ar memes pal dezho kaout un dalc'h-glad e Kilikia .
- Tankred Hauteville ( war-dro 1072 - 5 pe 12 a viz Kerzu 1112 ) , marc'heg norman Italia ar c'hreisteiz , prins Galilea , lezroue prinselezh Antiok . Skouer ar varc'heien er " Jeruzalem Dieubet " ( Gerusalemme Liberata , 1581 ) levr Il Tasso - Torquato Tasso - barzh italianek ( 1544 - 1595 ) .
26 - Antiok ( Antioc'heia ) , hiziv Antakya , kêr turk tost d'an harz sirian . O vezan , d'ar pevarvet kantved , unan eus kentan kerioù an Impalaeriezh Roman da sevel un Iliz-Veur a-bouez gant bolzennoù ha mozaikennoù ( etre 327
ha 341 ) , e tremen d'ar mare-se Antiok 'vit ar vrasan gêr gristen eus ar bed goude Rom hag Aleksandria .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 13 - Baldoen , Prins Edessa ) .
Baldoen Bouillon o Vont e-barzh Edessa ( C'hwevrer 1098 ) , 1840 , gant J.N Robert-Fleury ( 1797 - 1890 ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien
( 11 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
II - An Ergerzhadeg
13 - Baldoen , Prins Edessa
" Dilezet ' oamp bet gant prinsed ' oa gwell ganto gwallegan pal o c'hefridi da redek du-man du hont er vro da arc'hanta ! Baldoen , breur Jafrez Bouillon da skouer , a aloubas Armenia ha kentoc'h 'get sonjal mont da zieubin Jeruzalem , en em lakaas da Brins Edessa da c'hounit rannvroioù pinvidikan ar rouantelezh kozh Asiria ! ( 23 )
Ur wir gasoni verv a vagemp en hor c'halonoù a-enep ar fougeerien-se eveltan a saotre hon enor dre zalean dieubidigezh ar Bez Santel evel-se ! "
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 13 - Baldoen , Prins Edessa ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
23 - Edessa , hiziv Sanliurfa , e Turkia . Gwech bet lakaet ar seziz war Antiok , e teu Baldoen Bouillon da rein skoaz da Doroz , gwerso letanant Filaretoz an Armenian , a c'houlenn skoazell digantan 'vit talan ouzh Seljoukourien . Mervel a ra Toroz d'an 9 a viz Meurzh 1098, ha diazezan a ra Baldoen kontelezh kristen Edessa .
- Baldoen Bouillon ( 1065 - 1118 ) , breur Jafrez , kont Edessa da gentan ( 1098 - 1100 ) , ha
goude , roue kentan Jeruzalem dindan anv Baldoen Ian eus 1100 betek e varv .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 12 - E-harz ar Golgota ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien
( 11 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
II - An Ergerzhadeg
12 - E-harz ar Golgota
" 'Vel pabored ziboell hon doa lezet Brekilien , ha breman e tostae ouzhit ar vuhez o lakaat he houarn ruz war hor goulioù .
Ster ar gerioù " poan ha kroaz " e teujomp a-benn da gompren ' pad an hent-se ken hir betek Menez ar C 'halvar !
A-walc'h ' oa d 'hon eneoù tri bloavezh 'vit ma tiglorfent e gwad reuzioù ar brezel , an hini 'oa ret dimp bevan ' barzh ar gib leun-se a c'hwervoni 'raok d 'hoc'h anavezout , Myriam !
Ya , an died kontammet-se 'oa promesa ho liorzh plijadurezhioù ivez ! " ( 22 )
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 12 - E-harz ar Golgota ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
22 - " Myriam , Merc'h Traezh ar Gouelec'h " ,
XI , 18 .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 11 - Trema Dorile ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien
( 11 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
II - An Ergerzhadeg
11 - Trema Dorile
" Trec'hin a rejomp war c'hoant vil an eil re hag ar re all gounit muioc'h a arc'hant ha madoù , o c'hammdroioù a bep seurt , gwarizi a oa etrezo ...
Krenvoc'h e oamp bet ivez eget an naon hag ar sec'hed , an dienez hag ar marv , hag ardoù an hini ma veze graet anezhi
"an Naer " ganeomp , ar richer " Draco " gant he rodelloù niverus hag he div ugent roudouz .
( 18 )
E Nikaia e kavjomp izili bennak chomet bev ar strollad kentan pilhennek o dilhad , hini Per ar Penitiour ha Gaoter Didra lazhadeget gant an enebour ! ( 19 )
Diouzh o c'hlevout anezho , mouget gant an naon , hon dibunan dre ar munud an torfed-man , a yenaas gred an holl da genderc'hel en o servij .
Kalz argadourien a varvas ' pad ar seziz !
Hogosik hep stourm ebet e kemeras dre widre Aleksi Komnen ar wikadell
a-benn ar fin : ken kounnaret e oamp bet gant trubarderezh heman ma tiwalljomp rak ar vosenn outan ! ( 20 )
Ha d'an 26 a viz Mezheven 1097 ez ejomp kuit adarre .
Nec'h hor boa ennomp rak an dezerzh hag e wall glenvedoù a dapemp tro-war-dro o antellan o gripedoù euzhus dirazomp , zoken gant an dour ma veze roet dimp da evan !
Chas-hemolc'h bet dalc'het ouzh kerdin an Aotrounez a laoskas o huanad diwezhan war vord an hent , 'vel falc'huned a varvas war veilh-dorn o mistri . Mammoù ivez o wilioudin en noazh bev er gompezenn a zileze o babigoù nevez-c'hanet da vleizi griz marnaoniek !
Pemp kant den a dremenas evel-se en ur ober un arsav , balbet gant ar sec'hed pe zizourekaet a-bezh !
Un trec'h , chomet pell en entremar , war ar sultan Kilij Arslan hag e dri c'hant mil kadour hon doa gounezet neoazh e traonienn C'horgoni , e-kichen Dorile !
Biroù e-leizh o lakaat niver a vaouezed ha bugale da vervel a gouezhas warnomp 'vel barradoù kazarc'h . A bep tu e oa spouronus an drailh !
Enor ha gloar o doa bet penngadourien hag o soudarded 'pad devezh-se diarvarus ar c'hantan a viz gouere 1097 ! ( 21 )
Unan anezho 'oa Huon gant e wall c'hloaz d'e vrec'h kleiz .
Pevar mil den an "ost " ' oa bet kollet gant ar C'hroazidi !
O sellout ouzh kement a gelanoù strewet war an douar e teraouas da lenvan Bohemond Taranto , 'raok dezhan mont da bedin Doue ma vo salvet Gantan bev ha marv ...
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 11 - Trema Dorile ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
18 - " Draco " ( gerdarzh = Aerouant , Naer ) , stêr tost da Nikea ( Mamennoù : Joseph-François Michaud , " Istor ar C'hroaziadegoù " , sellit ouzh notenn 15 ) .
19 - D'an 14 a viz Mae 1097 ez erruas an argadenn gentan a-ennep Nikea .
20 - D'an noz etre ar 25 hag ar 26 a viz mezheven 1097 e c'hoarvezas kemeridigezh kêr Nikea gant an Impalaer Aleksi Komnen .
21 - Emgann Dorile , trec'h ar Groazidi ( Kala-Gouhere 1097 ) war vagadoù soudarded Kilij-Arslan , sultan Rum ( 1092 - 1107 ) , mab ha warlec'hiad Suleiman 1. Shah ( 1074 - 1086 ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 10 - Traezhennoù ar Mor ) .
Procession des Croisés conduits par Pierre l'Ermite et Godefroy de Bouillon / Prosesion ar Groazidi henchet gant Pêr ar Penitiour ha Godfroi Bouillon ( 1841 ) gant Jean-Victor Schnetz ( 1787 - 1870 - Roparzh II " Ber-e-Heuz " ( 1843 ) gant Henri de Caisne ( 1799- 1852 ) , livour Belgia .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien
( 10 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
II - An Ergerzhadeg
10 - Traezhennoù ar Mor
" O skein 'trezek Italia en ur dremen dreist marzhenn spontus an Alpoù a rejomp , da Rom , ar Geoded Peurbadel da gentan , 'raok mont d'ar su da Daranto !
Ar Pab 'oamp bet da weladennin ivez . Huon , denjentilig yaouank foll ha friant war un dro , a gouezhas e karantez gant ur goantenn a blac'h roman en doa mil boan he dilezel da c'houde !
Hag e oan-me ken dichansus gant ar merc'hed m'en em droe peurvuian dre guzh 'trezek louvigezed ha gisti , o tiskouez e gaou bezan ur yaouer deut re abred fur ha poellek evitan , ur vinc'hoarzh goapaus koulskoude
war e zremm !
Aze ' don , paour-kaezh krennard blouc'h , dremmoù disneuz ha divalav dezhan , o tiwall un den kenedus-tre diouzh e luskoù yaouank-flamm !
Trellet holl ' oant bet gant seurt taolennadoù ken estlammus
bet kinniget dimp !
Goulaouet ' oa pep deiz nevez en ur bed all , a gredemp-ni na ouiemp ket resis d'ar beure petore dudioù ha troioù-kaer ' vefe degaset dimp gantan !
Pebezh buhez atizus 'vit yaouankizoù 'veldomp ha n'o doa anavezet nemet deizioù unton ha plaen e kastell o zadoù , zoken pa seblante dezho netra dousoc'h 'get sonj ar vro c'henidik avat ?
Neuze e treuzjomp Bulgaria gant ar berran hent , an nebeutan arvarus , hini he gouelec'hioù . N'ouiemp ket dare hag e vefe hor c'hevredidi ar C'hresianed , met ne oa ket tu dezho ober a-hend-all .
Un diskuliadenn dic'hortoz oa bet Bizantion ' vidomp-ni , kêrbenn kaer eus ar c'haeran gant he zoennoù bolzek aour hag he falezioù marbr , holl bennoberennoù meur a lakae da vezan ken skoet hor speredoù hegredik hag hor c'halonoù eeun ganto a-benn ur veaj re hir he amzer ha digredus evel-se !
O furchal don enni d 'un noz , e tigoras e galon va c'hompagnun : " Petra ' ouiomp-ni diouzh pezh a glaskomp da gerc'hat , Riou ? Un aerouant oc'h em teuler er mor-vras ?
Ha merzhout a raen oc'h eveshaat outan edo o trein ken buan dre ma kendalc'hemp da redek gant an hent hir-se war-lerc'h un hunvre priziusoc'h c'hoazh 'vitan 'get minc'hoarzh tener ur goantenn zianav .
Pa welas Anna , merc'h an Impalaer , hor bandennoù diniver o kemberin en he c'heoded , e kenverias maread an dud-se da draezhennoù ar mor , da stered en oabl !
( 16 )
An holl luioù kristen eo en em gavas aman !
Re Remont Toloza gant Ademar Monteil , penn-bras speredel Brezel ar Groaz ha legad ar Pab o tisplegan enno e zilhad kaer , en bet gwisket en e brav ha pompadus dirazomp , ' gonte war-dro kant mil den renet gant an Noblans Provans hag Okitania .
Ha goude , bagadoù Godfroi Bouillon , diskennad eus Karl Veur ha dug Loren-Izel , bras o niver a bevar-ugent mil soudard war droad ha dek mil varc'heg , en o fenn ul lod vat ag Aotrounez Gall hag Alaman , Eustace ha Baldoen Boulon e vreudeur enno , a vefe kurunet Roueoù Jeruzalem emberr o-daou .
Hon nerzh-ni en diwezh , en-dro da Roparzh
" Berr-e-Heuz " ha Prins Frans Hug Vermandois .
Unan eus mistri norman nevez Puglia ha Sikilia , Prins Taranto , ken faeüs koulz e kenver ar Vuzulmaned hag ar Reteriz , a stagas outan ur skoazell a-bouez . Ha daoust ma ne seblante ket gwasket ' walc'h e goustians gant morc'hedoù , e oamp laouen da zegemer e ugent mil soudard hag e dek mil varc'h ! ( 17 )
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 10 - Traezhennoù ar Mor ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
16 - Anna Komnen ( 1083 - 1153 ) , merc'h an impalaer bizantion Aleksi 1an Komnen
( 1058 - 1118 , ren : 1an ebrel 1081 / 15 eost 1118 ) hag Irena Doukaïna .
17 - Remont IV Toloza , lesanvet Remont Sant-Jil ( + 1105 ) , kont Toloza ( 1094 - 1105 ) - Ademar Monteil , eskob Lo Puèi de Velai ( 1077 da 1098 ) , legad ar Pab ha penn speredel meur Brezel Ar Groaz Ian , marvet en abeg d'ur c'hlenved-red e Antakya d'ar Ian a viz Eost 1098 - Godfroi Bouillon ( war-dro 1058 - 18 a viz Gouhere 1100 e Jeruzalem ) . Unan eus penngadourien veur Brezel Groaz Ian . Pennroue kristen kentan Jeruzalem gant al lesanv ag " Advoue ar Bez Santel " - Eustace III Boulon
( kent 1060 - Rumilly , un tamm goude 1125 ) , kont Boulon eus 1088 da 1125 . Mab Eustace II hag Ida Verdun , breur Godfroi ha Baldoen Boulon ( war-dro 1065 - 2 a viz Ebrel 1118 ) , a zeu war-lerc'h e breur Godfroi evel roue Baldoen Ian Jeruzalem
( 1100 - 1118 ) - Roparzh II Normandi ( war-dro 1051 / 1052 - C 'hwevrer 1134 , kastell Kerdiz ) , lesanvet " Berr-e-Heuz " , dug Normandi ( 1087 - 1106 ) , a drec'has war benn-lu ar Sarazined Kerboga, atabek Mosoul , dre zuvellin gantan , a lavarer , un tamm goude kemeridigezh Antikya
( 28 a viz Even 1098 ) - Hug Ian Vermandois ( 1057 - 18 a viz Here 1102 ) , lesanvet " Ar Bras " , breur Fulup Ian Bro-C'hall - Bohemond Ian ( war-dro 1054 - 17 a viz Meurzh 1111 ) , prins Taranto ( 1085 - 1111 )
hag Antikya ( 1098 - 1111 ) . Unan eus penngadourien veur Brezel ar Groaz .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 8 / 9 ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien ( 8 / 9 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
II - An Ergerzhadeg
8 - Mil Darvoud hag Unan
" Ne zisplegin ket dit dre ar munud ar mil darvoud hag unan eus an ergerzhadeg-se , a badas tost da dri bloavezh .
Padal , ret eo bet din ober evidout un danevell eus he degouezhioù heverkan .
A-hend-all , o deus laret da c'houde istorourien e oa gwir anezho , ha ' vel kalz ac'hanomp bet marc'heien ar C'hrist Jezuz , e oan bet test eus ar c'hentan gant va daoulagad a gement-se , gwir pe gaou da'z sonj ! "
9 - Loar Ruz ha Kroazioù Du
" ... En amzer-se emvod ar varoned , un tammig goude Sened-Meur Arvern hon broudas d'ober ar Brezel Santel , e hanvalas ur ouel leun-wad c'holein al Loar e kreizig kreiz ur fallaenn .
An arvest ken boemus-se a hirbadas betek penn an noz !
Kerkent ha gouloù-deiz avat , e-doug ma veze kuzhet ouzh hon daoulagad sebezet gant ur pikol a saotroù gwad , e stagas an astr da lugernin gant ul luc'h dianav .
Evel-se eo ma welljomp an dremmwel o vezan bet entanet ingal e-pad sizhunvezhioù bennak hon pourchasoù . Krog an aon enno o sonjal e tostae an enebourien , ez ae an dud er-maez eus o ziez pell diouzh ar gêr .
Ur marzh-se ken dispar a grenvaas hegredoni ar boblans , o tiskouez dezhi anat youl an Nenv hag o kreskin bevder kalonoù ar re glouaran war-un-dro !
Ne voe tra ebet da herzel ouzh mall bras ar Groazidi gentan a veze neuz warno ivez da boulzan 'vel bronsoù kentan an nevezamzer !
" En un douez iskis tud a zere liesseurt , peorien ha pinvidien , kozhidi ha bugale wisket n'eus forzh penaos a gemeras penn o hent : served gant tud a renk uhel , mistri o heulian o servijourien 'vit ur gwel , ar re-hont en o gourvez war leterioù stlejet gant oc'hen o c'harnioù houarnet , ar re-man o vont war droad ...
Ha goude bout bet atizet gant embannoù penngadourien vrezelgar , ' oa gouest pep hini anezho da glevout sarmonioù all a zisplege dezho prezegourien strizh ha pinijennus , leun a garantez Doue , bet awenet muioc'h gant an Avieloù a-dra-sur !
Ha re ivez , dishenvel a-walc'h , ar strinkelled-se , plac'hed skanv o fenn ha rederezed , a roe plijadur hepken da c'hounit arc'hant !
" Neoazh , ' oa deut dimp a benn da sevel hon teltoù ' kichenn kêrbenn Galia .
Ur sizhunvezhioù bennak a badas ma oa tu dimp ober hon mad o fringal hag o chaseal .
Padal , en o seiz plijadur warn-ugent ' veze beuzet an holl dud o c'hourc'hemenn hon disparti nevez gant youadegoù niverus , rak , pa ' oa gwelet ganto skampan bandedannoù divent ac'hanomp a c'helc'hie o c'hêr vras Lyon ' benn ar fin , e seblantas ivez dezho , war a gredan , bet disammet o spered !
" An Aotroùnez ar brasan a zigoras hent dirazomp :
- Hugues Vermandois da gentan , breur Fulup Ian roue Bro-C'hall , heman bet tonket da vervel , ha daoust dezhan bet douget da stourm ha da zerc'hel penn , ' raok m'en doe tro da gerzhout war an Douar Diouganet !
- Steven Bleaz , kont Bleaz ha Chartrez , ma veze prizet e binvidigezh gant niver bras e gastilli , homan 'vel deizioù ar bloaz hervez ar brud !
Met e vuhez eo , mad prizusan , a gollfe bremaik oc'h en em gannan .
- Roperzh , kont Flandrez , penn ar Friziz hag ar Flamanked , lesanvet " Lans ha Kleze ar Gristenien " diouzh e vrud da vezan dizaon !
- Ar Roparzh all , hini eus Normandi , en doa lezet gouarnamant e brovins d'e vreur Gwilherm ar Ruz . Heman , ken plijet anezhan d'en em zizober diouzh an Dug , hag o lakaat arc'hantiri an holl ilizoù e vro da deuzin , en doa kavet 'vel-se peadra d'e leuskel da vont kuit : dek mil mark arc'hant !
" Ken ker 'vit gwir ' gouste kement tra ' veze talvoudus d'ur varc'heger 'vit ar brezel , na c'halle ket bout a-walc'h alies dezhan priz e c'hlad da baean harnez e jav .
Mennet ' oa rak-se un darn vuian anezho gwerzhan tamm pe damm , zoken d'ur priz dister , o domanioù .
Ha 'vit em lakaat e pourchas da stourm ouzh ar re zivadez , ne dermas ket tud all diboellet , met piv en defe klasket abeg enno , da breizhan bourc'hioù ha kêriadennoù !
Eus ezhomm hollek aour hag arc'hant e reas o mad prinsed an Iliz , dichek-bras evito , a glaske dont pinvidikoc'h c'hoazh o ferc'hennan dalc'hoù ha prinselezhioù ar re a gase d'ar Groaziadeg !
" Doareoù kaer hon doa hon-unan , aotrounez Vreizh , war hon mirc'hed-emgann palanchet gant mezher gwenn , brizhennoù erminig ha kroazioù du warno a bep tu !
Ne zeuas ket a-benn alouberezh Bro-Saoz , koulskoude , d'hon pourvezan eus kement tra ' oa ret dimp da vrezelin , hag en em voazet e vezemp d'arboellan .
Eus pep tra ' oa bet graet preder , dreist-holl eus dilhad en-dro dimp :
- botinezoù houarnet pe gant dir , bet hiraet anezho gant beg ur gentr ; brageier mailhet gant dir ivez ; saeoù-vailhek , bet graet jakoun anezho war un dro ; rochedoù-houarn dreist d'hor saoù-vailhek ; tirennoù koad pe skoedoù gant lêr pe houarnet ; klezeier gant beg ha goafioù ; togoù-houarn pe helmoù .
" Kaeran Aotrounez ' zeuas ganimp
e-leizh : Milez Braïz , Rotrou Perch ha Ralf Gwader ; Evrard Puizé , Acharz Monmerl , Isward Muzon ... da venegin un nebeud anvioù bennak hepken 'barzh roll ar re na zeuont ket en-dro biskoazh d'ar gêr ! ( 15 )
Ha 'vel ' m eus laret dit endeo , ' veajas gant o gwragez hag o bugale darn vrasan tudjentil an noblans . Pezh n'en doa mennet nepred hon Dug Alan Fergent , na 'vitan , na 'vit e re . "
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 8 ha 9 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
15 - " Istor ar C'hroziadegoù " ( Histoire des Croisades , 1812 - 1822 ) gant Joseph-François Michaud ( 1767 - 1839 ) , istorour gall , ezel eus Akademiezh Bro-C'hall .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 5 / 6 / 7 ) .
The Charity of St Elisabeth of Hungary ( 1915 ) - Dieu te Protège ! / God Speed ! ( 1900 ) , par Edmund Blair Leighton ( 1852 - 1922 ) , peintre britannique .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklenn .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien ( 5 / 6 / 7 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
I - Disparti
5 - Va Breur Brenn
" Dre gaer pe dre vil ' oa ret dimp kendrec'hin va zud 'vit mirout outo a vont ganimp ...
Ha muioc'h c'hoazh hor yaouerien !
Ranket hon doa bet serrin ivez en e gambr va breur Brenn , ur paotr dek vloaz hepken !
Enaouet-bras ' oa kalon en holl d'an ampoent , broudet dreist pep tra pep hini gant ur c'hoant mont kuit !
Skein da Jeruzalem , ha bezan trec'h pe vervel di 'vit ar C'hrist , na vurzhudusat Tonkadur !
Keriadenniz a loc'has d'ober hent 'trezek al lec'h-se ganimp : ambroug a rae hon mevelien , tud hon arme , heul bras-divent war hon lec'h na ouie ket , a-hend-all , e pe seurt gwall dro vantrus en em gave o vont ganimp , tiegezhoù a-bezh a zegase o fourvezioù , pezhioù arrebeuri ha binvioù bennak a bep seurt , ha zoken 'vel poulloù kilhaouet a draoù touellus da Balestina ganto !
Ha padal e lakae int , tud dizesk ha dianaoudek-meurbet ma veze anezho , da vont war-raok !
- N'eo ket an Hini a vag al labousedigoù a vefe gouest da zilaoskin an den o tougen e groaz , en em lare ar re zibourvezan hep ti nag aoz .
Ha bep gwech ma tizoloe ar vugale ur gêr nevez pe ur c'hrenvlec'h dianav , e sonje e oant erruet prestik er pal . Met evit an dudjentil vrasan diwar ar maez , ' oant ken diot hag o noblansoù : o telc'her o falc'huned kludet start war o dorn dehou , e kase ivez , ur bagad chas-red dirazo , bandennadoù gwenaerien ha pesketarien ganto !
En gortoz ' oant da dizhout ar Geoded Santel , d'an nebeutan e rafent ' giz-se dre bompadin ha diskouez doareoù a grede bezan ken blizidik o hini e-tal re c'houezidi aziat ar Reter .
Sell 'ta , ne oa den ebet da vout ken bamet neuze gant pezh a ra souezh ganimp hiziv !
6 - Dugez Irmgard
" Chom a reas da dermal ha klask digarezioù ur pennad Alan .
Daoust ma espernas a drugarez Doue ar pep brasan hon dalc'h , eo kren-douar spontus ar bloavezh 1093 an hini eo avat a zivizas eur darbaroù hon beaj .
Well-wazh e tifachas da gentan ouzh e enebourien , oc'h en em ziskouez o vragal war e ronse gant unan etre ar gwall krizan anezho , Roparzh " Berr-E-Heuz " an Norman . ( 10 )
Klask 'ta da sonjal e levenez a dride e kalon hon Aotrou kaer pa zegemeras tud yaouank eus ar re wellan e Breizh gant mab e veskont kalonek en o fenn !
Prometet en doa Brian dezhan da zifenn e Zugelezh ha da eveshaat pizh war e bried Irmgard , merc'h Foulk Anjev , bet anvet dugez rejant e penn ar c'hontre . ( 11 )
Ur seurt letenant-jeneral pe dost da vat e teufe da vezan . En eskemm , e rafe an Dug muioc'h a stad 'vel 'vit e mab eus Huon a wele ennan hag en e genvrezelidi dazont ha galloudegezh e vro .
E Roazhon neuze , ' oa bet roet dimp donezon un nozvezh-kimiadin nevez .
Prederiet-holl ' seblante bezan spered an Dug . Tavek ha dilavar e chome anezhan .
( 12 )
A vent etre ' oa-en , tres kentoch fall warnan o tiskouezhan ' oa bresk e yec'hed 'vit doare .
Un toneg vras hollvleuniet he frezennig gant godronoù a-us dezhi ' oa gantan . Hag evel koef war e benn , ur boned feur gant ur skarf a-ispilh outan a gouezhe war e skoaz dehoù .
Met pa sonjan en Dugez hiziv , e kredan eo ken tridet ha fromet c'hoazh va c'halon ken e oa dec'h ganti , dindan he fennad blev hir , gant he daoulagad sklaeroc'h 'get dour glan un eien o paran war he dremmoù ken flour , ken kaer ... Tost disonjet endeo en un taol ' oa bet envor va Erminig gaezh ganin , siwazh !
Pebezh koantiri , pebezh kened lugernus he doa war he dremm !
Gant an holl draoù-se a ouie ken mat ha gant he c'halon ken glan 'vel an Nenv ker 'oa bet skoet ivez kement va hini ganti ! Ha marteze hon dije bet tro da goll fizians pe c'hoanag , a gave din , ha diskredin ivez war dalvoudegezh ur c'hlask ken pell hag hon hini pa vezemp dirak ur vaouez he spered ken lemm ha ken fur , mat ha santel 'vel ma oa ivez he hini war un dro !
An hini eo he doa komzet gant gerioù ken tener ha ken kizidik diwar-benn hon Salver ken ma oa bet dirollet da ouelan an holl warni ha neuze war Hini 'oa bet sellet 'vel he mab merzheriet hec'h-unan ganto !
Trivliet zoken ' oa bet kalon an dud valc'han o sell !
Ha ne douas ket dezho o-unan 'vel ho den , fromet gant ur garantez-vab eus ar seurt-se , ma vefe pareet poanioù ha gloazioù o Itron c'houzanvet ?
Mont a rejomp kuit d'an deiz-war-lerc'h , leun a gadarnded hag a nerzh nevez hor c'halonoù , trist koulskoude , evel pa 'z eo ret deoc'h dilezel ho mamm , ho muian-karet hep tu d'he gwelout biken c'hoazh !
7 - Niveroù
" Bez' e oa du-man ganimp Chotard Ankiniz ha Konan Lambal , Gwid III , Aotrou Laval , hag Herve Leon , Riwallon Dinan ha Ralf , kont Gael ha Monforzh ...
Met ivez ar re bet lesanvet ganimp " an tri Alan " , da lavarout eo Alan Monforzh , mab an hini bet meneget a-raok , Alan , senesal Dol , hag ivez Alan , mab naturel Konan II .
( 13 )
Hag o vont war e varc'h-emgann " Righall " gwisket holl e gwenn , e teue damdost goude an aotrou Brekilien gant Riou Lohieg , e floc'h feal , hag a oa dleet dezhan e pep degouezh difenn ha diwall e kenvrezelour , mab e bennaotrou .
O tougen hor banniel , ar Groaz Du , e varc'hegezhas e penn ar strollad-se Dug Breizh Alan Fergant .
Ha dre vilieroù e heulias tud hon daouzek aouriflamm a stlake en avel , tud a vrezel , war droad pe war varc'h , gant tud all a vererezh , keginerien o sevel ha disevel diehan o zinelloù ...
'Vel un arme a-bezh o vont da vrezelin !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 5 , 6 ha 7 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
___
Notennoù :
10 - Roparzh II Normandi ( 1051 / 1052 - 1134 ) , mab henan Gwilherm an Alouber , dug Normandi ( 1087 - 1106 ) , lesanvet " Berr-E-Heuz " rak e oa frammet start .
11 - Irmgard pe Ermangard Anjev ( 1072 - 1146 ) , merc'h henan Foulk IV Rekin ( 1043 - 1109 ) , kont Anjev . Dimezet ' oa bet da Alan IV , dug Breizh e 1093 . Brudet e oa evit he c'harantez vras evit Doue , nerzh he spered hag he c'halon e pep degouezh .
12 - Alan IV Fergant ( 1060 - 1119 ) , mab Hoel II , kont Kerne ha Naoned , hag Hawiz Breizh . Dug Breizh etre 1084 ha 1112 . Aet ' oa kuit 'pad pemp bloaz da gemer perzh e kentan Brezel ar Groaz , o lezel ar Vro dindan gwarez ha dalc'h start Irmgard .
13 - Roll Marc'heien Vreizh ha Kevredidi o kemer perzh e Kentan Brezel ar Groaz :
( Mammennoù : Pitre-Chevalier , Dom Morice , Mirdi Versailhez / Sal ar C'hroaziadegoù - 1844 )
I - Jafrez , lesanvet " Chotard " , baron Ankiniz - II - Konan , mab kont Lambal . Ardamezioù : en Erminig e Vevenn en Gul - III - Gwid III Laval , marv etre 1130 ha 1142 ? , mab Gwid II ha Deneza Mortain ? Gwizien an Dug Breizh ' oa al Lavaled - IV - Herve Leon - Ardamezioù : En Aour e Leon Sabel - V - Riwallon Dinan - Ardamezioù : En Gwad e peder Talbennan Erminig gant c'hwec'h Bezantenn dreustellet , teir e benn , teir e beg - VI - Ralf Ian , Aotrou Gael ha Monforzh ( a-raok 1040 - + 1097 / 1099 ) , marc'heg saoz ha breizhat , gwaz Dug Breizh . Marvet eo bet a-raok kemer Jeruzalem gant ar Groazidi - VII - Alan Gael e mab a heulias e vamm Emma Hereford hag e dad d'an Douar Santel , lec'h ma varvas dizimez e 1101 - VIII - Alan , senesal hêrezhel Dol , marvet 'pad kentan Brezel ar Groaz ( 1097 ) . Aotrou saoz ha breizhat ( Tiegezh Fitzalan , kevredad ar roue Saoz ) - IX - Alan , bet sellet outan marteze 'vel mab Konan II , dug Breizh ( 1030 - 1066 ) - X - Huon Koadkaden - XI - Riou Lohieg - Ardamezioù : c'hwec'h pezh ginvrizhet - XII - Alan Fergant .
14 - " Righall " = Penn galloudus Sant Brieg ( " Mojennoù Hengounel Breizh " , O-L Aubert , 1970 ) - Diskuliadur , XIX , 11 : " Gwelout a ris an Nenv digor ha setu , ur marc'h gwenn en em gavas . "
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 3 / 4 ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklenn .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien ( 3 / 4 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
I - Disparti
3 - Mar Plij Gant Doue !
Evit lakaat e enkrez hag e c'hlac'har vras 'vel ar mor da devel , en doa kendalc'het Roll e ziskuliadenn hir dre zuan e-leizh follennoù baper e lizher ma veze o klask ennan e zidamall eus meur a vloavezh bet chomet gantan war dav en abeg d'ul le en doa graet gwechall d'an hini a rae " Mestr ar Govelioù " anezhan .
- Va faourkaezh Yann ! Degouezhet eo bet un dra bennak spontus dec'h ! Muntret eo bet , marteze , an Den Fur eus Brekilien !
Dalc'h sonj ! Hon beaj da Vro-Skos hag an Diougan-Meur ! ( 5 )
Dre chans , a stagas , n'omp ket hon-unan-penn ! Met breman ez eo ret dimp mont war-raok gant e "Oberenn " , ha dre ma raksante e c'hellfe c'hoarvezout un gwalldaol ruz 'vel-se , troc'han hent 'vel mil bloaz 'zo da sevenin ar gefridi en doa fiziet ennomp dianat .
Setu perak em eus c'hoant 'vel ma youle da rein dit va skoazell 'vit digejan skridoù kevrinek an " taolennigoù " -se en doa komzet ouzhin anezho a-wechoù , bet kuzhet e feunteun al liorzh-kêr Luksembourg . ( 6 )
" Asantin a rankimp ober d'e c'halv , ha fizians 'm eus ennout 'vit en em gannan 'vel e amzerioù illur ma kredemp e oa hon Salver oc'h aspedin start Pierre L'Ermite 'barzh Iliz E Vez Santel ! ( 7 )
Grevusoc'h c'hoazh eo breman , moarvat !
War vord un islonk eo bet deut an denelezh a-bezh !
Ha neuze , Kroaz Jezuz-Krist , hag a zle bodan a-nevez e vugale strewet holl dre ar bed , ' vo un Arouez un deiz etre holl vroadoù !
Ne vo douget 'met 'vel ur c'hastr da vroudan hor c'hig e gwirionez , ha ket da lugernin hepken war hon ardamezioù , hon bannieloù !
Met " Mar plij gant Doue ! Mar plij gant Doue ! " ( 8 )
Dalc'h sonj ! Kement a gantvedoù ' zo , setu petra ' oa garm hon brezel , hini ur bobl holl bet kaset gant he yaouankiz d'he heul ! ... "
4 - Kroazioù Ruz
" ... Un tamm melkonius ' oa bet ar veilhadeg vrav a dremenjomp e kastell hon tiegezh ' raok hon avantur vras .
Goude koan bete mil fenoz e selaouemp sonerien ha barzhed .
Ha pa oa echu gant o gwerzhioù ha klemmganoù , e steuzias en ec'honder divent dassonioù boemus an delenn o trec'hin war heklev meur a gendiviz penn-ouzh-penn , ha padal , e hanvalas dont da vervel ivez e arabeskennoù un trepas er pellder , pe e lagadoù glebiet ur garedig koant .
O tont a-benn da derrin un tav ken tost d'ar peurbad , e krogas adarre Brian da gavout poell neuze e daolioù-kaer gwechall , met kuzh-ha-muz a-drenv d'e gomzoù estlammus , e santjomp e oa lakaet en ur chif bras da chom er gêr e-lec'h mont kuit ganimp .
Va moereb Chann ar gontez , gant ur c'hoef monselin e stumm ur biramidenn fichet a bep seurt bragerizioù kaer war he fenn , gant he brozh seiz glas bet skourrigoù ha bleunioù treset-brav warni , ne lare grik , oc'h ober van da guzhat ouzhimp an dristidigezh vras a-walc'h en doa , a-dra-sur , da welout mont kuit he mab ker evel-se .
Bremaik , war vogerioù-difenn ar gêr , e hanvalas dimp bezan merzet en un taol berr ganimp , e-kreiz etre steredegi an Erer hag an Alarc'h , eizh diamant benet ur groaz perlezennet bet adenaouet anezhi gant flamm ur steredenn-dared o tec'hel !
Le a reas Huon da dizhout ar c'hentan bez santel Jezuz :
" Terrin a rin ar vogerenn grenv a serr anezhan ! " , a daolas trumm , dremmoù iskis dezhan , e veilh-dorn astennet 'trezek an nenvoù ' vel un dae ! ( 9 )
Hag antronoz , gant kroazioù ruz bet gwriet war hon saeoù mezher gwenn , pa oa deut gwall domm an amzer , hon doa kemeret penn hon hent !
Dav ' oa dimp adkavout Alan Fergant , dug Breizh .
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 3 ha 4 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
___
Notennoù :
5 - " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , II , 9 - IV - Iona .
6 - " An Ti Achantet " ( La Demeure Enchantée ) , I , 3 - Brocéliande .
7 - Iliz an Dasorc'hidigezh ( pe Iliz Bez hon Salver ) e Jeruzalem . Aman e oa lakaet ar C'hrist d'an douar goude E varv war ar Groaz .
Test e oa el lec'h-se Pierre L'Ermite , lean an unnekvet kantved , eus oberoù kriz hag euzhus a-enep da birc'hirined kristen .
Gant e "C'halv Clarmont " d'an 27 a viz Du 1095 , Urban II ( 1042 , pab etre 1088 ha 1099 ) a roas lans d'ar Groaziadeg kentan goude ar c'huzul-meur er geoded-man .
Pierre L'Ermite a yeas da benn unan ar groaziadegoù-pobl pennan e 1096 .
8 - "Mar Plij gant Doue ! " , galvadeg-zastum ar Groazidi bet laosket evit ar wech gentan gant Pierre L'Ermite e diwezh ar C'huzul Clarmont ( 1095 ) .
9 - Rakskeudenn eus pal gwirion an Alkemiezh , hentenn-sevenin diouzh ur vuhez speredel bet meneget e "Kanenn Zever ar Birc'hirined " : " Terrin a rin ar vogerenn am zalc'h krenv ennon ! "
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 1 / 2 ) .
The Accolade ( Degemer Urzh ar Varc'hegiezh , 1901 ) / The Dedication ( Ar Sakradur , 1908 ) gant Edmund Blair Leighton ( 1852 - 1922 ) , livour rakfaelour saoz .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - "Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklenn .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotroù Brekilien ( 1 / 2 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet en aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
1 - 'Vel ur Rozenn o Tiwanan ...
Pariz , d'ar 16 a viz Gouhere 1909
" ... Ennon e tarzh ar vouezh-man a-nevez , hini Tadig , heson ha boud 'vel bourbouilh un eiennen dour dihesk , me sonj' din , dasson eus penn pellan ar beurbadelezh 'dreuz he c'hantvedoù diamen a-viskoazh .
Ha pe vern din egor ha mentad an deizioù , buhez pe varv , kealioù hollek ha difetis evidon e gwirionez , o vezan ma voe skoet un taol pounner em c'halon o sonjal e kemenadenn badus ar gefridi bet fiziet ennomp ?
Aze 'man pep tra , te ' wel , 'barzh ar goadeg-man eus an tu all d'ar bez ma vez kuzhet enni ar respontoù gwir nemetken a glaskemp , kinkladur mojennoù anezhi , ma hunvreemp ennan dirak ar Maen kizellet ' oa test benniget eus amzer c'hoarioù hon bugaleaj ... ( 1 )
N'hon doa ket anavezet Brezel Bras ar Groaz endeo ?
Met dek vloaz ' zo tremenet hepken ' doug ma ne m'eus ket skrivet dit .
Marse out bet kerse ganin ? Ha disonjet ' teus diouzhit ?
Pe , kentoc'h , e sonjes ' oan gwarizius o terc'hel hep rannan grik an droug-man ganin ?
Diouzh va c'hoant ez a war nij va ene dre va c'housk a-wechoù , o sevel klask un dra bennak all dispis du-hont , e amc'houloù va c'hambrig :
ha 'vel ur boupenn pe vroust ur rozenn o tiwanan kroget aon ennan diwar glizhennoù ar mintin , ez an davedout , ez an daveti ...
Aet eo ar vleunienn da benn he hent , me ' oar-me breman , ha tost da vat ivez na zigoro ket er bed-man .
N'eo ket ar memes hini ma teuio-en da c'hedal ac'hanomp koulskoude , an hent bet kemeret ganeomp mil bloaz ' zo ?
Sell'ta , ur walldaol ' zo degouezhet : rak penseet eo bet bagig ar Mestr , eman o c'hortoz eur e " Sevenidigezh " Diougan kozh Arianrodh ! ( 2 )
Ha neuze , ' meus he adwelet-hi , Virjinia , ha kredin a ran o deus he skrapet ! ( 1 )
Pegen buan e tro Rod an Tonkadur a-hed ar c'hantvedoù , buanoc'h 'get hini Mog-Ruith , hon Drouiz kehelet a embann gwallzarvoudoù an Diskuliadur ! ( 3 )
Bez'e vo reuzioù bras , ha gwalc'hin gwad o zorfedoù a ranko kalz en ur mor a boanioù kriz ha daeroù !
Te , va breur , plij ganit dougen dre druez ar pouez-man war da zivskoaz , o santout gant naderezh ur sekred ' oa deut re bounner 'vidon , e samm o vezan rannet 'trezomp hon-daou hiviziken .
Rak 'vel ken pell ' zo ' m eus te dilennet da vignon feal , va c'haer , met ' teus ankouaet aspadennoù diwezhan ur c'hrennoad a-wechall marteze , bet dismantret anezhan gant trouz an armoù hag hini an avel o strakal dre wez diskaret hon deizioù kent ?
Istor Riou Lohieg
I - Disparti
2 - Erminig
" ... Mont a rejomp kuit en avantur Doue , neuze !
Envorin a ran c'hoazh seurt lid-se ken fromus hor c'himiadoù , pa oa ret dimp em zispartian diouzh hon tiegezh !
Dilezet 'm boa va fried e kastell Lohieg en derc'hent . Erminig ' oa bet he anv , ha daoust ma n'he ket doa kalz a garantez ouzhin , deut ' oan d'e c'houzout diwezhatoc'h , e skuilhen daeroù leun a dristidigezh koulskoude o sonjal ne welin ket ken evit pell he blev melen liv an heol .
- Va dousig-koant , a hibouden dezhi e pleg he skouarn flour ha tener va mouezh , omp touellet alies gant ar pred o tec'hel hag o fuin , met e chom e don-donan hon ene ur wir garantez da viken , ne chench ket !
Ne oa den ebet da c'houzout ma vefe tu dimp dont en-dro d'ar gêr e gwirionez , ha rak-se e rede puilh an daeroù war vougennoù va mamm !
Kaset oa bet an abardaez-noz nepell ganeomp , d'al lec'h ma anneze hon Pennaotroù-Kont , ha pa errujomp du-man , e welis plac'hed yaouank bennak an tiad , holl goant ha kaer-tre anezho , a vrode satin e toull ur prenestr .
Kavout a raen Huon Koadkaden en-dro , am boa aet da besketan pe chaseal gantan ken alies 'kreiz an natur . Desavet ' oa bet ivez du-man en hon ti , rak da vont da varc'heg edo ar boaz e Breizh da guitaat oaled an tad : ur yaouerig faro ' ao va c'henderv , a strive da guzhat e doareoù rust a vrezelour e galon vat , teneridigezh ur barzh enni !
A-vec'h ma oa bet damguzhet gant e gadarnded e du " gizidik " pa likaoue ar merc'hed o larout komzoù kaer a zegase from dezho a-hend-all .
Evidon-me ' oan deut e vignon da gentan , met e vefe dav din e servijan 'vel skoedour bremaik .
D'an deiz Nedeleg un tamm ' raok mont kuit ' oamp bet armet gant e dad Brian d'am sonj .
Ha pegen envorus ' oa deut an deiz-se goude 'vidomp !
D'an oabl steredet a zaskrennoù lieslivek e adwelan anezhan c'hoazh , 'vel ur c'hleze-meur o lugernin diwarnan e livioù roz-mouk ul lavandig-mor divarvel !
Gwisket hepken gant un doneg wenn , sae ruz-flamm ha roched houarn du a-grenn warni , e taoulinjomp didrouz 'vel paotred vat ha jentil dirazan , novised kentoc'h bet simudet , aon ha sebez enno , gant ul lid ken sakr evel-se !
Ha daoust ma voent enoret gant ar gontez , en em gavemp ken brevet gant bec'h hon kefridi hag ar gwall samm a vefe lakaet en dazont war hon divskoaz war un dro !
Beniget ' oa bet hor c'hlezeier pa oa bet kanet an ofis . Adwelout a ran c'hoazh nini va mignon anvet " Brekilien " , entok hir anezhan a zalc'he ken start ha lorc'h ennan e boz e zaouarn , tra ken prizius evitan a zeue dezhan a-berzh breur e dad , eontr Tangi bet lazhet 'pad alouberezh Bro-Saoz !
Klevout a ran c'hoazh mouezh krenv va faeron oc'h en em zistagan diouzh bourbl an engroez brizhellet , hag a zassone 'kreiz krommenn bolzadurioù ar sal vras :
- Pep marc'heg a zle bezan eeunded ha lealded nevez gantan war un dro , a embannas . Difenn ar Beorien a rank ober ivez 'vit ma ne vefe ket gwasket gant ar Binvidien , rein harp ha skoazell d'ar Re Wan 'vit o frealzin en doare ma ne vefe ket mezhekaet gant ar Re Uhel ha Galloudus ... ( 4 )
E 1095 e oa , bec'h deomp bezan ugent vloaz , oad flamm an entan , ar birvilh hag ar froudennoù ! Selaou a rejomp ouzh istorioù illur hini pe hini eus ar marc'heien , unan anezho o tont buan hon Haroz en endro ar stourmadennoù hag an tournamantoù !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 1 ha 2 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
___
Notennoù :
1 - "An Ti Achantet " ( La Demeure Enchantée ) ( I , 3 - Brekilien ) : " Ar Roc'hell Flamm " .
2 - Arianrodh , doueez ar wengelouriezh kembraek o talvezan kement ha "Rod Arc'hant " he anv ( Mabinogi ) .
3 - Mog Ruith , drouiz mojennel ar vitologiezh iwerzhonat o vezan e arouez ar Rod Kosmek hag a vefe deroù gwallzarvoudoù an Diskuliadur e zistro .
4 - Touadenn ur marc'heg .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel Ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( Raklavar ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n e wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
Ar Skarbouklenn
- Brezel Ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien
( Raklavar )
" Palefarzhet en aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù "
Ardamezioù Brekilien
" Ar C'hilheien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù "
Krennlavarioù , 30 , 27 ( Ger ar Roue Salomon )
Sked un Diamant
Nemet un tour koad bet savet war-lein un dosenn gant peulgaeoù ha dozioù en-dro dezhan ' oa kastellig an Duchenn e derou an unnekvet kantved .
Brian , pempvet kastellan hag Aotrou Brekilien , Kont uhel Breizh ha kar e uhelded an Dug , a lakaas da sevel gant mein e gastell nevez pa zistroas d'ar vro goude daou vloavezh ' lec'h all .
Pezh a dalvezhas dezhan kement a vrud hag a warizi dalc'hus a-berzh kalz tud ivez rak n'e oa ket 'vit dispignoù ken pompadus ha ken bras pinvidik 'vel ar mor pep hini anezho !
Talvoudek ' oa bet gounid an Aloubidigezh da dad hon haroz koulskoude ; gant holl e goskoriad hag e lu war e dro ' oa bet enoret-bras ouzhpenn hini gant gwizien bennak leun a c'hred oc'h en em rein a-bezh dezhan ; digor-frank ' veze e nor d'an holl dud uhel bepred , ha chervad ' oa bet graet dezho gantan a chome hep mirout a zispign re evito hag an Aotrounez tro-dro , e wizien ivez , a reseve a-wechoù . ( 1 )
Ne rae nemet kreskin neuze an doujans hag an aon outan hag e re ar c'hevrin ma veze soubet e-barzh koadeg vojennel divent Brekilien ha den krouet ebet , e gwirionez , ne gredje en em avanturin e-unan-penn , ken spontet ma veze ar bobl izel gant al lec'hioù-se , en tu all da renkadennoù gwez kentan !
Kresket en doa an Huon yaouank , Aotrou Brekilien , 'doug an amzer-se ken brezelek ha deol war un dro .
Ganet ' oa bet d'ar seizh-warn-ugent a viz Gwengolo 1075 , 'vel ma teu ruz ar gouloù-deiz pa sav an heol flamm , en deiz-se end-eeun , nav bloaz goude hini ma tilec'hias morlu an Normaned ha ma lestras e dad war-du aod ar Saozon .
En e gaier " Envorennoù " embannet kalz diwezhatoc'h e tiskulias dre ar munud Yann Kervern traouigoù livus e vugaleaj e Breizh gant re varzhusoc'h Hanez Meur e hendadoù .
Peurgetket e voe skoet e galon , a skrivas , gant ur verdeadenn a reas d'an inizi keltiek , o vezan na oa ket bet 'vit disonjal nepred eus daoulagad o virvin gant teneridigezh ha skiant e dad-kozh , hini o kontan brav " e " istorioù maregiezh kaer d'e vugale-vihan 'pad o distro d'ar gêr , an oberour o kenverian " skedoù o paran war selloù ar c'habiten gant re un diamant bet distaolet gantan skleurioù kuzh al loargann " , kent disoc'h gant ar ger-stur-man , hini e diegezh :
" A-benn eus pep tra e teuer
Gant hir amzer ... "
Met perak e lare-en an dra-se ?
Nebeut a bouez a seblantas kaout al levr-man neuze ha kavet ken dister ivez ha konchennoù born ur wrac'h kozh gant ar re lezet war o c'hoant tizhout digejan e c'herioù-alc'hwez ; tonket muioc'h anezhan da ziwall ha pellaat ar ranellerien o c'hoari o frioù-furch , da luzian roudoù bennak zoken , eget rein gwir respontoù !
Meneg ebet ' oa bet graet ennan diwar-benn koulz traoù droch niverus ar veaj ker iskis-se a-hend-all , met ivez eus an disparti etre an daou c'henderv chomet pell war dav abaoe .
Ouzhpenn da se , ne oa anv ebet eus al lizher Roll da heul kennebeut ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel Ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( Raklavar ) - Pep gwir miret strizh - Tous droits réservés - All rights reserved . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
___
Notennoù :
1 - " An Ti Achantet " , I , 3 - Brocéliande / Brekilien ( Ar Roc'hell Flamm ) .
/image%2F1535069%2F20230120%2Fob_b86c47_tancrede-de-hauteville-1840-merry.jpg)
/image%2F1535069%2F20230113%2Fob_a0a819_baudouin-de-boulogne-entrant-dans-edes.jpg)
/image%2F1535069%2F20230111%2Fob_b43ce8_raymond-iv-of-toulouse.jpg)
/image%2F1535069%2F20230111%2Fob_d35a65_chevalier-3.jpg)
/image%2F1535069%2F20210714%2Fob_ac53cd_bataille-de-dorylee-1097.jpg)
/image%2F1535069%2F20210106%2Fob_2c92c1_procession-des-croises-conduits-par-p.jpg)
/image%2F1535069%2F20210107%2Fob_1bf744_robert-normandie-courteheuse-300x256.jpg)










