AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 5 / 6 / 7 ) .
The Charity of St Elisabeth of Hungary ( 1915 ) - Dieu te Protège ! / God Speed ! ( 1900 ) , par Edmund Blair Leighton ( 1852 - 1922 ) , peintre britannique .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklenn .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien ( 5 / 6 / 7 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
I - Disparti
5 - Va Breur Brenn
" Dre gaer pe dre vil ' oa ret dimp kendrec'hin va zud 'vit mirout outo a vont ganimp ...
Ha muioc'h c'hoazh hor yaouerien !
Ranket hon doa bet serrin ivez en e gambr va breur Brenn , ur paotr dek vloaz hepken !
Enaouet-bras ' oa kalon en holl d'an ampoent , broudet dreist pep tra pep hini gant ur c'hoant mont kuit !
Skein da Jeruzalem , ha bezan trec'h pe vervel di 'vit ar C'hrist , na vurzhudusat Tonkadur !
Keriadenniz a loc'has d'ober hent 'trezek al lec'h-se ganimp : ambroug a rae hon mevelien , tud hon arme , heul bras-divent war hon lec'h na ouie ket , a-hend-all , e pe seurt gwall dro vantrus en em gave o vont ganimp , tiegezhoù a-bezh a zegase o fourvezioù , pezhioù arrebeuri ha binvioù bennak a bep seurt , ha zoken 'vel poulloù kilhaouet a draoù touellus da Balestina ganto !
Ha padal e lakae int , tud dizesk ha dianaoudek-meurbet ma veze anezho , da vont war-raok !
- N'eo ket an Hini a vag al labousedigoù a vefe gouest da zilaoskin an den o tougen e groaz , en em lare ar re zibourvezan hep ti nag aoz .
Ha bep gwech ma tizoloe ar vugale ur gêr nevez pe ur c'hrenvlec'h dianav , e sonje e oant erruet prestik er pal . Met evit an dudjentil vrasan diwar ar maez , ' oant ken diot hag o noblansoù : o telc'her o falc'huned kludet start war o dorn dehou , e kase ivez , ur bagad chas-red dirazo , bandennadoù gwenaerien ha pesketarien ganto !
En gortoz ' oant da dizhout ar Geoded Santel , d'an nebeutan e rafent ' giz-se dre bompadin ha diskouez doareoù a grede bezan ken blizidik o hini e-tal re c'houezidi aziat ar Reter .
Sell 'ta , ne oa den ebet da vout ken bamet neuze gant pezh a ra souezh ganimp hiziv !
6 - Dugez Irmgard
" Chom a reas da dermal ha klask digarezioù ur pennad Alan .
Daoust ma espernas a drugarez Doue ar pep brasan hon dalc'h , eo kren-douar spontus ar bloavezh 1093 an hini eo avat a zivizas eur darbaroù hon beaj .
Well-wazh e tifachas da gentan ouzh e enebourien , oc'h en em ziskouez o vragal war e ronse gant unan etre ar gwall krizan anezho , Roparzh " Berr-E-Heuz " an Norman . ( 10 )
Klask 'ta da sonjal e levenez a dride e kalon hon Aotrou kaer pa zegemeras tud yaouank eus ar re wellan e Breizh gant mab e veskont kalonek en o fenn !
Prometet en doa Brian dezhan da zifenn e Zugelezh ha da eveshaat pizh war e bried Irmgard , merc'h Foulk Anjev , bet anvet dugez rejant e penn ar c'hontre . ( 11 )
Ur seurt letenant-jeneral pe dost da vat e teufe da vezan . En eskemm , e rafe an Dug muioc'h a stad 'vel 'vit e mab eus Huon a wele ennan hag en e genvrezelidi dazont ha galloudegezh e vro .
E Roazhon neuze , ' oa bet roet dimp donezon un nozvezh-kimiadin nevez .
Prederiet-holl ' seblante bezan spered an Dug . Tavek ha dilavar e chome anezhan .
( 12 )
A vent etre ' oa-en , tres kentoch fall warnan o tiskouezhan ' oa bresk e yec'hed 'vit doare .
Un toneg vras hollvleuniet he frezennig gant godronoù a-us dezhi ' oa gantan . Hag evel koef war e benn , ur boned feur gant ur skarf a-ispilh outan a gouezhe war e skoaz dehoù .
Met pa sonjan en Dugez hiziv , e kredan eo ken tridet ha fromet c'hoazh va c'halon ken e oa dec'h ganti , dindan he fennad blev hir , gant he daoulagad sklaeroc'h 'get dour glan un eien o paran war he dremmoù ken flour , ken kaer ... Tost disonjet endeo en un taol ' oa bet envor va Erminig gaezh ganin , siwazh !
Pebezh koantiri , pebezh kened lugernus he doa war he dremm !
Gant an holl draoù-se a ouie ken mat ha gant he c'halon ken glan 'vel an Nenv ker 'oa bet skoet ivez kement va hini ganti ! Ha marteze hon dije bet tro da goll fizians pe c'hoanag , a gave din , ha diskredin ivez war dalvoudegezh ur c'hlask ken pell hag hon hini pa vezemp dirak ur vaouez he spered ken lemm ha ken fur , mat ha santel 'vel ma oa ivez he hini war un dro !
An hini eo he doa komzet gant gerioù ken tener ha ken kizidik diwar-benn hon Salver ken ma oa bet dirollet da ouelan an holl warni ha neuze war Hini 'oa bet sellet 'vel he mab merzheriet hec'h-unan ganto !
Trivliet zoken ' oa bet kalon an dud valc'han o sell !
Ha ne douas ket dezho o-unan 'vel ho den , fromet gant ur garantez-vab eus ar seurt-se , ma vefe pareet poanioù ha gloazioù o Itron c'houzanvet ?
Mont a rejomp kuit d'an deiz-war-lerc'h , leun a gadarnded hag a nerzh nevez hor c'halonoù , trist koulskoude , evel pa 'z eo ret deoc'h dilezel ho mamm , ho muian-karet hep tu d'he gwelout biken c'hoazh !
7 - Niveroù
" Bez' e oa du-man ganimp Chotard Ankiniz ha Konan Lambal , Gwid III , Aotrou Laval , hag Herve Leon , Riwallon Dinan ha Ralf , kont Gael ha Monforzh ...
Met ivez ar re bet lesanvet ganimp " an tri Alan " , da lavarout eo Alan Monforzh , mab an hini bet meneget a-raok , Alan , senesal Dol , hag ivez Alan , mab naturel Konan II .
( 13 )
Hag o vont war e varc'h-emgann " Righall " gwisket holl e gwenn , e teue damdost goude an aotrou Brekilien gant Riou Lohieg , e floc'h feal , hag a oa dleet dezhan e pep degouezh difenn ha diwall e kenvrezelour , mab e bennaotrou .
O tougen hor banniel , ar Groaz Du , e varc'hegezhas e penn ar strollad-se Dug Breizh Alan Fergant .
Ha dre vilieroù e heulias tud hon daouzek aouriflamm a stlake en avel , tud a vrezel , war droad pe war varc'h , gant tud all a vererezh , keginerien o sevel ha disevel diehan o zinelloù ...
'Vel un arme a-bezh o vont da vrezelin !
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 5 , 6 ha 7 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
___
Notennoù :
10 - Roparzh II Normandi ( 1051 / 1052 - 1134 ) , mab henan Gwilherm an Alouber , dug Normandi ( 1087 - 1106 ) , lesanvet " Berr-E-Heuz " rak e oa frammet start .
11 - Irmgard pe Ermangard Anjev ( 1072 - 1146 ) , merc'h henan Foulk IV Rekin ( 1043 - 1109 ) , kont Anjev . Dimezet ' oa bet da Alan IV , dug Breizh e 1093 . Brudet e oa evit he c'harantez vras evit Doue , nerzh he spered hag he c'halon e pep degouezh .
12 - Alan IV Fergant ( 1060 - 1119 ) , mab Hoel II , kont Kerne ha Naoned , hag Hawiz Breizh . Dug Breizh etre 1084 ha 1112 . Aet ' oa kuit 'pad pemp bloaz da gemer perzh e kentan Brezel ar Groaz , o lezel ar Vro dindan gwarez ha dalc'h start Irmgard .
13 - Roll Marc'heien Vreizh ha Kevredidi o kemer perzh e Kentan Brezel ar Groaz :
( Mammennoù : Pitre-Chevalier , Dom Morice , Mirdi Versailhez / Sal ar C'hroaziadegoù - 1844 )
I - Jafrez , lesanvet " Chotard " , baron Ankiniz - II - Konan , mab kont Lambal . Ardamezioù : en Erminig e Vevenn en Gul - III - Gwid III Laval , marv etre 1130 ha 1142 ? , mab Gwid II ha Deneza Mortain ? Gwizien an Dug Breizh ' oa al Lavaled - IV - Herve Leon - Ardamezioù : En Aour e Leon Sabel - V - Riwallon Dinan - Ardamezioù : En Gwad e peder Talbennan Erminig gant c'hwec'h Bezantenn dreustellet , teir e benn , teir e beg - VI - Ralf Ian , Aotrou Gael ha Monforzh ( a-raok 1040 - + 1097 / 1099 ) , marc'heg saoz ha breizhat , gwaz Dug Breizh . Marvet eo bet a-raok kemer Jeruzalem gant ar Groazidi - VII - Alan Gael e mab a heulias e vamm Emma Hereford hag e dad d'an Douar Santel , lec'h ma varvas dizimez e 1101 - VIII - Alan , senesal hêrezhel Dol , marvet 'pad kentan Brezel ar Groaz ( 1097 ) . Aotrou saoz ha breizhat ( Tiegezh Fitzalan , kevredad ar roue Saoz ) - IX - Alan , bet sellet outan marteze 'vel mab Konan II , dug Breizh ( 1030 - 1066 ) - X - Huon Koadkaden - XI - Riou Lohieg - Ardamezioù : c'hwec'h pezh ginvrizhet - XII - Alan Fergant .
14 - " Righall " = Penn galloudus Sant Brieg ( " Mojennoù Hengounel Breizh " , O-L Aubert , 1970 ) - Diskuliadur , XIX , 11 : " Gwelout a ris an Nenv digor ha setu , ur marc'h gwenn en em gavas . "


