an erbeder - le passeur des mondes
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VI - Ar Gortoz - 2 - Kastellig an Duchenn - Le Castel du Tertre - Mound Castle Ruins - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VI )
Lodenn Gentan
/ Ar Gortoz /
" Petra 'vefe-hi , ar vuhez-man ? "
Anton Tchec'hov - " Ar Steppen , Istor ur Veaj "
- Breoù Brekilien -
2 - Kastellig an Duchenn
" Ur goulm o nijal dezhan da zaskor
Pep bloaz e sked el lijor ... "
Richard Wagner - " Lohengrin " , arvest 3 .
Evit hennezh , ne vefe ket dilezet 'vel mab Riwanon pe zleet en em drein en ur pesk 'vel Dylan o c'hlask Arianrhod ? ( 8 )
Edo e sonjoù gant se bewech ma gave ur fritadenn sardined pe un danavenn verlank da zebrin en e asied .
Un hurlink spontus 'oa 'pad an noz zoken , dreist-holl abaoe m'en doa resevet lizher diveizhus a-walc'h ur c'henderv , komis e bourzh ur mordreizher pompus e vicher , ma veze diskleriet iskis dezhan ennan e " servije kaviar da c'henoù kamm ha begoù treuz " !
En dudi 'veze Yannig yaouank gant ar mojennoù-se .
O redek dre ar c'hoadeier bras a oa en-dro d'ar geriadenn a bep tu , e sante skeud Viviana a spine barradurioù ur wernenn velkoniek , pe en em veske gant hini un dervenn he bodoù uhelvarr bet sklerijennet gant ur gouloù splann !
Neuze , pebezh eurvad 'oa dezhan , flouret gant an avel skanv , mont afo da glask war-lerc'h an eienenn gollet ma veve he c'han sklintin e kalon ar wezeg , o lakaat da zansal ar pokerig ha richanan ar pint ...
Da arvestin da serr-noz ouzh skeudenn ar c'hastell distaolet war an tu gin e dourioù louet al lenn , pa zeue eno ar garvez aonet gant he menn 'vit terrin o sec'hed ...
Da welout en diwezh nij elerc'h meurdezus o vont da vezan prinsezed yaouank , ar re-man o c'hallout ho c'has a-denn-askell d'ur palez o lugernin e vein brizius , dalc'het uhel-tre en oabl gant peder chadenn aour , gwall a-uc'h da skleur finvus ar c'houmoul en dour arc'hlas ... ( 9 )
Ha ne oa netra met un hunvre 'vit ar bugel , koulskoude ?
Ne chome ket ur ronfl da vevan a-drenv ar mogerennoù-se ken dilezet o dismantroù , skarret-holl anezho , goloet gant delioù iliav ha mougennoù , skubet gant boued an avel gwech an amzer ? N'edo ket o frenestroù didrouz , bet serret pell'zo , o c'huzhat tenzorioù dibar , marteze , talgenoù sterniet gant mein yalp ha kalkedon , troioù-gouzoug perlez e skrinoù emrodenn ?
Ha du-hont er gambr ziwezhan , hini kuzhan bet kinklet gant stignoù liv moug ha pallennoù deuet eus ar Reter , ne gavfe ket ar paotr , serret en ur c'houfr hag o skedin gant skleurennoù doueel , ar bravan bravig bet gwelet a vefe gouest da sevenin holl e c'hoantoù hag un deiz zoken da aotren anezhan da gemer merc'h ar Roue da bried ?
Kastellig an duchenn !
Ur savadur ken trist a seblante e stad ar fallan e oa , gant peadra da estlammin ennan 'vel ur vag-dasmant bet skoet war velezour ar boudiged ...
Ur baleer a vije aet e-biou dezhan dre ranellded en dije kredet dezhan 'oa hini ur seurt maen deut ken disked ha dilufr abaoe pell na veze adkavet e gaerded a-wechoù nemet gant sklerijenn al loargann o paran warnan .
Dindan c'houloù skedus an heol hanv e splanne tolzenn denval e vogerioù , harpet outo pevar beg kranellet en o c'horn , dishenvel o ment , kenstaget ouzh un dourellig pe ur were , gant toennoù sklent c'hlas kouezhet en o foull e giz kurunenn .
Diwanet da vare ar Grennamzer , 'oa bet kemmet an adeilad skiltr rust-man , hanterfreuzet , e-kerz ar c'hantvedoù .
E dalbenn , gant mailhoù plom e renkadoù prenester , a zispake un talad-moger hepken , skoret-fall gant harpelloù dantellezek , a dizhe liamman mui pe vui , daoust da freuz ha reuz an amzer war ar maen , daou dour an eil ouzh egile gant pezh a chome eus balegoù-tarzhell dantet bihan e bondalez toennet a veze o tisklosan tamm-ha-tamm .
Tost e diframm edo o vont moger-dro krenvlec'hiet an toull ti-se , meurded tenval ennan , a veze savet a-us d'ur bodad faou ha derv kantvedel plantet war un uhel munudik .
Bevennet 'oa lenn Diane gantan diouzh un tu , ha diouzh un tu all er gwalarn , evit piv bennak fougeer en dije klasket ober gant leurenn brenvedet-krenv ar pont-gwint da vont er-maez anezhan , e kroge da ziskenn serzh a-walc'h en diribin etrezek ur ganiennig a veze gronnet gant saprenned bras ha melwez .
Ken meurdezus 'veze doare al lec'h-man !
Padal , e tiwane peoc'h don e kalon ar baleer pa zeue da gantren tu-man tu-hont 'dreuz ar c'hoadoù kevrinus-se !
Ha ken e laouene ar c'hlasvez e daoulagad , ken mezevellet ivez 'oa-en gant an aer yac'h na c'halle ket ken klevout nemet a boan diouzh morzhol ar govelien o tont eus an draonienn .
Bolz ritennet ar c'hoadoù uhel , 'giz hini un iliz-veur warezus leun a frondoù geotenn ha bleunioù gouez , toet gant deil brankoù treut ar gwez , a vouge enni richan lirzhin ur voualc'h pe hini sklintin ur wazh o tizhout en em goll er bed-se ken mistr e gened ma lamme a-benn-her ur c'hazh-koad o klask mez ha kraon-kalvez ennan .
War-dro kreisteiz , e treuze sterenn an deiz koumoul pounner fesonet-fall gant he zerennoù trellus .
Gant bannoù an heol pik 'veze kroget bretech an tour-meur ha skoet berv war boull-kalon ar chapelig edo stok ouzh unan eus kazelioù ar c'hastell .
A-wechoù , 'veze klevet e gloc'h kanvaouus en e di , o skuban neuze holl hunvreoù peoc'h diwar ho spered !
Hogen , trein a rae an traoù ur wech c'hoazh d'enderv-noz .
Diouzh ma lare Marivonig , ar wrac'h kozh , ne oa ket mat rein bec'h da eneoù an drouizied a veze o sorennin e beg ar gwez kann o blev .
Kaezhez kozh ma oa ar c'hlaouerez-se o vevan 'n he " lojellig " 'kreiz ar goadeg 'vit keuneuta enni bemdez !
" Diaviz a-walc'h e viot , tud yaouank , mar daeit ar " Gornikaned " , a zirolle da c'hoarzhin leizh he genoù dizantet pa zeuec'h dezhi d'ober ur gweled . Dreist-holl pa c'hwezhont en o c'hornigoù !
Hag evit pezh a sell ouzh ar " Gouriled " , emezi ouzhoc'h c'hoazh diwar he zrelat d'ho tistrein a vont pelloc'h , annezerien al lanneg hag ar rec'hell int ! O c'horolladeg a c'hellfe ho follan mik ! ( 10 )
An Ankoù e-unan a zeuio d'ho c'herc'hat gant e falc'h , o tiskennin diwar e garrigell vleiniet gant tri marc'h dibenn ! "
Gwelloc'h 'vefe din chom er gêr , a sonje ar c'hanfard pa gleve daouzek taol ar vazhoulenn arem er tourig o kemenn dezhan kimiad un ene a nije kuit d'an nenvoù 'vel un durzhunell wenn .
" Karzhprenn " ebet 'vije bet gouest d'he sac'han , moarvat ! ( 11 )
Setu perak , er mizioù du , 'krene tud ar vourc'h pa vralle kloc'h an anjeluz digant klemm an avel o tegas ganti c'hoarzh an Anaon a zassene er pellder !
" Neoazh , groilhet eo ar c'hloc'h ! " , a responte tud kalonek a grede en em avanturin da serr-noz el lec'hioù-man 'vit gwallgomz diwar-benn kredoni o amezeien da c'houde .
Ar fougaserien-se , koulskoude , ken disuj ha leun a falsouiziegezh o spered , 'vel an aotroù Mauron , ar mestr-skol , n'anaveze ket dre chans , marteze , galloud an arc'houereed ha tunioù ar gorriged zu , breou an druzezed pe strobinelloù ar sorserezed , atizoù ar c'hannerezed-noz hag aon vras a save ennoc'h dirak ar " Spontailhoù " , hep disonjal ar " Bugale-Noz " a risigne 'vel Striged gant o c'hoarzhoù yud o sklasan ho kwad 'n ho kwazhied ! ( 12 )
Bez'edo diaouled all an noz o chom er maner-se , ti kozh al Lohieg , ken freuzet 'vit doare : ar " Venec'h Ruz " brudet , spesoù an Demplourien , a zifluke 'greiz-holl , gwisket gant ul linsel , ur groaz vras ruz-skarlek bet gwriet war o bruched ! ( 13 )
Hervez lavaroù Peronig an Tort ac'hoel , bet lesanvet " Loen Bleveg " , bigrier ar vourc'hig a gouske gwech pe wech e goudor an Tour Arzhur , war ribl al lenn .
Toget gwechall gant un to bet stumm ur pikern dezhan , e strive da fougeal daoust d'e bennadoù-moger dirapar !
A-gleiz dezhan , warnan ur c'hastellig e ziv dourell kostezet outan kevreet gant un hent-ged , edo toull an nor-dal o skoran panelloù koad gwaret ha faoutet a gendalc'he dre heg pe dre gaer da zigerin war var ho buhez war ur porzh diabarzh kanvaouus e zoare , dibavezet d'an tri-c'hard ...
Ar gloued , war he divout , he doa aet da get pell'zo .
Ne chome diouti nemet an avel sklas a sile eus krec'h he lojeiz war glopenn ur gweladenner dievezh ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VI - Ar Gortoz / Lodenn Gentan - 2 - Kastellig an Duchenn - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et Arbredor.com 2007 et 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notennoù :
8 - Sant Herve ( + 568 ) , mab Riwanon .
- Arianrhod ( Rod Arc'hant ) , doueez ar mojennoù kembreat a zeu war wel er pevare skourr ar Mabinogi ( Math , Fab Mathonwy = Math , Mab Mathonwy ) .
9 - " Merc'h an Achantour " ( La Fille du Magicien ) , mojenn Enez Eusa bet embannet gant Fanch An Uhel ( Luzel , 1821 - 1895 ) ha meneget e levr Jean Markale ( 1928 - 2008 ) : " Ar Vaouez Kelt "
( La Femme Celte , 1972 ) .
10 - Korniganed , kouriled = Korred , lutuned : c/f " Kouriled Flaudren " ( Les Korils de Flaudren ) in " An Oaled Vreizhat " ( Le Foyer Breton ) gant Emil Souvestre ( 1806 - 1854 ) , skrivagner breizhat .
11 - Forc'h ar gouerien .
12 - Spontailhoù , Bugale-Noz = Tasmantoù .
13 - " An Tri Manac'h Ruz " ( Les Trois Moines Rouges ) , Barzaz-Breiz , I , 14 , diwar-benn an Demplourien .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VI - Ar Gortoz - 1 - Konterez hag Ebenour - La Conteuse et l'Ebéniste - The Storyteller and the Cabinetmaker - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan :
Da Darzh-an-Deiz ...
An Erbeder ( VI )
Lodenn Gentan
/ Ar Gortoz /
" Petra'vefe-hi , ar vuhez-man ? "
Anton Tchec'hov - " Ar Steppen , Istor ur Veaj "
- Breoù Brekilien -
1 - Konterez hag Ebenour
" Eman ar C'honterezed
O tiskenn gant gwenodennoù ,
O gwezhidi en o bizied ,
En nozioù du d'ar bourc'hioù ... "
Anatol Ar Braz - " Mojennoù an Ankoù "
Ur gaerenn a vaouez 'oa mamm Yannig , Mona hec'h anv .
'Pad ar goanv , e plije dezhi sellout ouzh flammoù bev an tan , a seblante dansal 'kreiz an oaled ha , da c'houde , o ruzellan poazh ar regez , a strake en un taol diwezhan 'raok mont da vervel goustadik e ludu .
Goude koan , en em roe Mona da hoal iskis an daolenn-se hag a vezevelle he daoulagad sklaer , o livan anezho gant skleurioù hud . Neuze , ken brav 'veze broudet he spered ma konte marvailhoù burzhudus , ar re anezho a vame Yannig .
Ur bed entanet taer 'veze diskuliet enno gant istor harozed kelt 'vel Cù Chulainn , diwaller Bro-Ulad , mab an Doue Lug hag ar brinsez Deichtine , pe hini Nevenoe , Roue Breizh , trec'h war ar Franked . ( 1 )
Mesket 'oa marteze gwirvoud ha mojennoù pa gomze fromet ar gonterez diwar-benn inizi iskis ha rouantelezhioù danvor , morverc'hed hoalus o blev fuilhet enno , a douelle didruez ar voraerien . O chench he doare , e strive bewech da lakaat livioù nevez war he skeudennoù kaer sked-disked 'vit rein mui a vuhez d'he zaolenn : dre-man , e lez Konveur , kont Poher , e dregerne c'hoarzh skiltr Gralon 'vel hini farsus ur c'horrigan ; ha dre-hont , e oa poblet lez Salaün pe hini Dugez Anna gant korred kriz ha diaoulezed abil ; a-wechoù , 'veze ged deoc'h koroll ar " Speredoù-Noz " e deil kevrinus ar " C'hoad Du " , ha karrig an Ankoù o wigourat war aod an Anaon ... ( 2 )
Hep menegin islonkoù ifern donderioù ar mor-bras ma veze erevent euzhus o tarzhan enno a-daol-trumm , ijinet-holl e kalon virvidik e vamm end-eeun , pe c'hanet diouzh Kaoter-Veur an Doueez Keridwenn , marteze ar c'hozh pod-houarn teuz o kanan er siminal , piv'oufe larout an dra-se e gwirionez ?
Met uhelvennad an holl harozed-se , a sonje ar paotr , a gemmeske en e hun hengoun e vro gant e faltazioù e-unan , ne oa ket ur c'hontre marzhus ma n'eus mui ezhomm da bep hini komz e-barzh evit en em gompren , hag ivez ma teu da vout gwir eno hepken an draoù bet c'hoantaet a-greiz-kalon ?
Da bellaat spontadennoù e nozvezh , 'vel ma steuz touellwelioù latar war-c'horre ul lenn vorgousket , e kase Mona he mab ganti d'ar baradoz-man bet marellet-kaer gant livioù gwareg-c'hlav a bep seurt ma veze ar flouran kanennoù ha bleunioù ar bravan-holl o lugernin kenstrollet enno 'vel tenzorioù ur marzharvest didermen !
Pa'z ae d'ar skol ar pennglaouig o chutellat madigoù bet kavet e stal an Itron Korneg , ar verserez , en doa hiraezh da glevout c'hoazh son he mouezh entanet , deut ken peoc'hus da c'houde , a lakae e ene mibil da froman ha da dridal dirak breoù Brekilien !
Erruout a rae Yun alies diwezhat en abardaez .
Un den tavedek a-walc'h e oa , e jestroù gorrek ha pizh ; daoust pegen yaouank edo c'hoazh , hag o kuzhat ur c'hunvder bras en e benn , e veze gouest da verzout traoù soutilan , o tremen 'vit un den fur e skiant-vat , faziet bep an amzer emichans , ha padal prizet kalz gant tud ar gêriadenn .
O tiskouez bezan diaket , pezh a veze tamallet da zalc'h e vicher , e ouie an artizan bezan degemerus ivez .
Evelato , ha lezet er-maez e re , ne oa sot nemet gant e labour ebener .
E-pad an daou benn eus an deiz , e veze oc'h oberian pezhioù arrebeuri doareet ha kinklet en o c'haeran .
War-bouez kemer poan a-walc'h ganto , hag en abeg d'e arbennigiezh zispar , e teue a-benn d'o peurechuin ha da zistankan evel-se war e ijinoù krouer hag arzour .
Gant tud uhel 'veze goulennet digantan dre holl ar vro rak e vrud , e skiant-pren . Bez'e talc'he stad anezhan arvelien eus an dibab bout bet bamet a-du-krenn gant e varregezh vras .
Padal , ma veze meulet ampartiz prizius an dibaot a zen-se , 'oa bet laret da nebeut a dud e pleustre gant traoù all " nobloc'h " , a anzave outo , en e berr amzer vak : pa droe da oberour telennoù , " ar gwellan luder tro-dro " , eme an tudoù-se , titouret-mat , gant meneg ur mousc'hoarzh war o dremm .
Rak-se , 'tlefe bout bet diouto ur pezh kroget pell a oa sekred e vuhez , " Pennoberenn " anezhan , frouezh ul labour n'en doa ket e bar , gant un aked pizh hag un enklask n'edo nepred e gont gantan , un delenn na oa ket bet gwelet gant nikun anezho , hag en dije fellet dezhan ma vije bet kaeroc'h 'get hini Brian Boru pe an Achantour Marzhin !
Kredin a rae e teue a-benn e galon c'hlan d'ober ur benveg-senin dreist ha disi gant harp an Doue Kezivik leun a vadelezh ( an " Dagda "-se ma komze e wreg dezhan ) , ha ken brav e vefe , kizellet-kaer , gant koad prizius ur seurt ken rouez ma vefe gouest a-dra-sur an hini a c'hoarife anezhan , a-dreuz kanenn-hud e c'hef zaskren pe sklaerded e gerdin wevn sklintin , da zamwelout kevrinoù bennak an Tu All ha , mil bennozh d'e hesonded flour , klotan da donnreizher an Nenv zoken ! ( 3 )
Ar re c'hrignousan o defe from gantan moarvat , ar re atapiet gant o finvidigezh nemetken , a sonje dezhan dibaouez 'raok mont en-dro d'e labour !
Evit gwir , e leze an traoù all foran kerkent ha ma c'helle , oc'h adkregin da arvestin ouzh hini a waske e spered .
Met 'oa kerse gantan , neuze , pa gave ne oa ket diouzh an dibab e goad , dizoare e ginklerezh , fallc'hraet e gizelladurioù .
Ac'hano 'choarveze gantan pennadoù hir arvarin , 'pad ma strive da zistanan un tamm e anken , o peurechuin garanoù un diretenn pe droad gromm un armel .
Un delenn all evit ur mignon a ziskouezhe dezhan splann mankoù e hini .
" Petra ober ? " , a huanade kounnaret .
An ankounac'h hepken , a zeu a-benn eus poanioù skrijusan , a vije bet gouest d'e barean .
E korn e stalig , avat , ne zalee ket da adkavout danvez ar youloù fall a zeve a-nebeudoù en e wazhied , o lezel anezhan da zisec'han gant an dic'hoanag .
Soublan a rae da lavarout ur ger bennak dezhan zoken : ha kavet e vefe mat ha dellezek a-walc'h da ezteurel drezan ar pal-dreist a glaske , kerzegezh ar vouloù-egor a lakafe e galon da drivlian don en e greiz , emichans , o kinnig dezhi mentoù ha mentadoù dianavez ?
Pezh a guzhe ar munuzer da vat a veze klasket gouzout er vourc'h neuze .
Ne oa ket douar ar mojennoù hini ar sorserien , an hudourien ? Diouzh un tu all , ne oa ket kollet ar sekredoù metalouriezh o doa pinvidikaet gwechall ar Govelioù ?
Mil c'houlenn a rae pep hini dezhan e-unan !
Hegarat-tre e veze an ebenour ouzh an dud koulskoude , o rein kement a sklerijenn dezho dre e alioù ma ouie ar re-se ankounac'haat goude pezh o doa laret a-zivout e " dres fall-iskis a ijiner o heul ur bern rambreoù " a oa warnan .
Ne chome ket da varc'hata 'vit disteurel war briz ur ganastell .
'Vel ma oa ret da vamm Hervine Riou sevel abred evit mont d'al labouradeg , e rene a-wechoù ar plac'h yaouank d'he skol , o skoazellan Mari-Job Helari , peuzdall , en ur dremen , ha ne gomprene houman nemet ar brezhoneg ...
Eveljust , ne oa nemet Mona 'vit tizhout dizolein kevrin ene chalet Yun , hini all ebet aotreet da dreuzin harzoù ar Rouantelezh ken klasket gantan , m'eo savet splann ennan Templ bev an Aotroù Doue !
Degouezhet er gêr abred diouzh an abardaez , e wele e wreg e korn an oaled o tibunin marvailhoù ur bed all dispar da Yannig , pezh a roe un tamm frealz d'e galon c'hloazet .
Tommder e diegezh 'oa ur balzam evitan .
Chom a rae eno , azezet ouzh an daol vras koad derv en doa savet e-unan , oc'h ober van da lenn buan 'dreuz e gelaouenn 'pad ma tebre .
Met o sevel e benn gwech pe wech , e taole un damsell birvilh ennan ouzh ar grouadurezh-se ken dispar , he fennad blev hir ha gell , he daoulagad c'hlas o luc'han 'vel gwervein , sklerijennet gant distaol skedus ar gouloù !
Er c'houlz-se a levenez , e sonje dezhan 'oa kavet sekred e delenn ...
Ken brav 'ouie ober konchoù , Mona !
Gwech e komze eus un iliz diwel war lein ur menez , pell er Su , gant he zenzor guzh ...
Mil hag unan vojenn a zasorc'he diwar-benn kontreoù marzhus ar C'hornôg , bet lonket gant ar mor ...
Gwech all , tra ma vezec'h deskoniet da gevrinoù an oazizoù gant marc'hadourien veneziat , e oa o veajin ho karavanenn dre ar gouelec'h trema keodedoù burzhudus ar Sav-Heol a skede diwar vein ziniver o moskeennoù ...
Ar gonterez hoc'h ambrouge war he lerc'h betek Gwezenn ar Vuhez , ma strinke e-harz dezhi an eienenn a Veurbadelezh ... ( 4 )
Taolennin a rae istor ar Roue Poseidon hag e dridant goude , o poulzan e selaouerien da vont war lestr Bran " benniget " , pe hini Sant Maelduin , 'trezek o Rouantelezh-Vor ma vez dindan enez ar Vorverc'hed a ra fae war lezennoù an Amzer abaoe pell ... ( 5 )
Marse e loc'hfent 'trezek " Bro an Dud Strink " , da benn-ahel an Norzh , a sonje Yannig , ur mammvro ken iskis ma kreder dont en-dro dezhi 'pad m'emeur aet kuit eus e di nemetken ? ( 6 )
Daoust ha ne c'hoarvezhe ket dezhan lakaat e vamm henvel ouzh un eusaez yaouank anvet Mona Kerbili , a-hend-all , bet hoalet anezhi gant ur " morgan " , mab Doueoù ar Mor ? ( 7 )
Dont a rafe un deiz , moarvat , e lare dezhan doanik e-unan , ma adkavfe hi-ivez he falez koural a gregin perlez , dindan ar c'hoummoù tenval ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VI - Ar Gortoz / Lodenn Gentan - 1 - Konterez hag Ebenour - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et arbredor.com 2007 et 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notennoù :
1 - Cù Chulainn ( " Ki Culann " ) , haroz ar mojennoù Iwerzhon , mab Lugh hag Eithniu , mamm an holl zoueed .
- Lugh , doue meur ar Gelted .
- Deichtire , mamm zouarel Cù Chulainn .
- Nevenoe , roue Breizh ( 845 - 851 ) , Tad hon Bro , trec'h war ar Franked e Ballon ( 845 ) .
2 - Gradlon Meur , roue Kerne Vreizh a veve e Kêr-Iz gant e verc'h Dahud .
- Konveur , kont ha roue Porc'her ha Domnonea ( Hanternoz Breizh ) er VIvet kantved .
- Salaün , roue Breizh ( 857 - 874 ) goude Erispoe .
- An Ankoù , treizher an Anaon a samm anezhan kuit war e c'harr .
3 - Dagda , doue meur an " Tuatha Dé Danann " ( Tud an Doueez Danu ) e mitologiezh Iwerzhon , ar brasan goude Lugh .
4 - Goude an emgann e paree ar Feunteun a Vuhez kadourien ar Brinsez Danu .
- Ar Wezenn a Vuhez : c/f " An Erbeder " , I , 3 . Mabinogi , Peredur Ab Evrawc .
5 - Poseidon , doue gresiat ar mor ha roue Atlantis .
- Bran Benniget , haroz ramzel ar Vretoned e mitologiezh Kembre ( Mabinogi Branwen ) .
- Màel Dùin , moraer iwerzhonat e veajoù bet danevellet en ur skrid eus an 11vet kantved ( Imram Màel Dùin ) .
- Ar Rouantelezh-Dindanvor ( Istor Diarmuid ) : c/f " Popular Tales of The West Highlands " ( 1860 / 1862 ) , gant Ian-Frangan Caimbeul ( John-Francis Campbell , 1821 - 1885 ) , skrivagner skosat .
6 - Hiperboreas ( Beajoù Piteaz ) , c/f : " Pa Zivoro Atlantis A-nevez " ( Quand L'Atlantide Ressurgira , 1978 ) , gant Roger Facon .
7 - Mojenn Enez Eusa .
Taolenn : " Ar Gortoz " ( L'Attente , 1902 ) , gant William Bouguereau ( 1825 - 1905 ) .