Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VI - Ar Gortoz - 2 - Kastellig an Duchenn - Le Castel du Tertre - Mound Castle Ruins - Breton Version / E Brezhoneg .

13 Avril 2012 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...    

 

An Erbeder ( VI )

 275643508.jpg

 

Lodenn Gentan

 

/ Ar Gortoz /

" Petra 'vefe-hi , ar vuhez-man ? "

Anton Tchec'hov - " Ar Steppen , Istor ur Veaj "

 

broc--liande-0.jpg

 

- Breoù Brekilien -

 

2 - Kastellig an Duchenn

" Ur goulm o nijal dezhan da zaskor

   Pep bloaz e sked el lijor ... "

Richard Wagner - " Lohengrin " , arvest 3 .

 

      Evit hennezh , ne vefe ket dilezet 'vel mab Riwanon pe zleet en em drein en ur pesk 'vel Dylan o c'hlask Arianrhod ? ( 8 )

       Edo e sonjoù gant se bewech ma gave ur fritadenn sardined pe un danavenn verlank da zebrin en e asied .

Un hurlink spontus 'oa 'pad an noz zoken , dreist-holl abaoe m'en doa resevet lizher diveizhus a-walc'h ur c'henderv , komis e bourzh ur mordreizher pompus e vicher , ma veze diskleriet iskis dezhan ennan e " servije kaviar da c'henoù kamm ha begoù treuz " !

       En dudi 'veze Yannig yaouank gant ar mojennoù-se .

O redek dre ar c'hoadeier bras a oa en-dro d'ar geriadenn a bep tu , e sante skeud Viviana a spine barradurioù ur wernenn velkoniek , pe en em veske gant hini un dervenn he bodoù uhelvarr bet sklerijennet gant ur gouloù splann !

       Neuze , pebezh eurvad 'oa dezhan , flouret gant an avel skanv , mont afo da glask war-lerc'h an eienenn gollet ma veve he c'han sklintin e kalon ar wezeg , o lakaat da zansal ar pokerig ha richanan ar pint ...

       Da arvestin da serr-noz ouzh skeudenn ar c'hastell distaolet war an tu gin e dourioù louet al lenn , pa zeue eno ar garvez aonet gant he menn 'vit terrin o sec'hed ...

       Da welout en diwezh nij elerc'h meurdezus o vont da vezan prinsezed yaouank , ar re-man o c'hallout ho c'has a-denn-askell d'ur palez o lugernin e vein brizius , dalc'het uhel-tre en oabl gant peder chadenn aour , gwall a-uc'h da skleur finvus ar c'houmoul en dour arc'hlas ... ( 9 )

       Ha ne oa netra met un hunvre 'vit ar bugel , koulskoude ?

Ne chome ket ur ronfl da vevan a-drenv ar mogerennoù-se ken dilezet o dismantroù , skarret-holl anezho , goloet gant delioù iliav ha mougennoù , skubet gant boued an avel gwech an amzer ? N'edo ket o frenestroù didrouz , bet serret pell'zo , o c'huzhat tenzorioù dibar , marteze , talgenoù sterniet gant mein yalp ha kalkedon , troioù-gouzoug perlez e skrinoù emrodenn ?

Ha du-hont er gambr ziwezhan , hini kuzhan bet kinklet gant stignoù liv moug ha pallennoù deuet eus ar Reter , ne gavfe ket ar paotr , serret en ur c'houfr hag o skedin gant skleurennoù doueel , ar bravan bravig bet gwelet a vefe gouest da sevenin holl e c'hoantoù hag un deiz zoken da aotren anezhan da gemer merc'h ar Roue da bried ?

Kastellig an duchenn !


 pt-photo-sejour-410-broc--liande-2.jpg

       

       Ur savadur ken trist a seblante e stad ar fallan e oa , gant peadra da estlammin ennan 'vel ur vag-dasmant bet skoet war velezour ar boudiged ...

Ur baleer a vije aet e-biou dezhan dre ranellded en dije kredet dezhan 'oa hini ur seurt maen deut ken disked ha dilufr abaoe pell na veze adkavet e gaerded a-wechoù nemet gant sklerijenn al loargann o paran warnan . 

Dindan c'houloù skedus an heol hanv e splanne tolzenn denval e vogerioù , harpet outo pevar beg kranellet en o c'horn , dishenvel o ment , kenstaget ouzh un dourellig pe ur were , gant toennoù sklent c'hlas kouezhet en o foull e giz kurunenn .

       Diwanet da vare ar Grennamzer , 'oa bet kemmet an adeilad skiltr rust-man , hanterfreuzet , e-kerz ar c'hantvedoù .

E dalbenn , gant mailhoù plom e renkadoù prenester , a zispake un talad-moger hepken , skoret-fall gant harpelloù dantellezek , a dizhe liamman mui pe vui , daoust da freuz ha reuz an amzer war ar maen , daou dour an eil ouzh egile gant pezh a chome eus balegoù-tarzhell dantet bihan e bondalez toennet a veze o tisklosan tamm-ha-tamm . 

Tost e diframm edo o vont moger-dro krenvlec'hiet an toull ti-se , meurded tenval ennan , a veze savet a-us d'ur bodad faou ha derv kantvedel plantet war un uhel munudik .

Bevennet 'oa lenn Diane gantan diouzh un tu , ha diouzh un tu all er gwalarn , evit piv bennak fougeer en dije klasket ober gant leurenn brenvedet-krenv ar pont-gwint da vont er-maez anezhan , e kroge da ziskenn serzh a-walc'h en diribin etrezek ur ganiennig a veze gronnet gant saprenned bras ha melwez .

       Ken meurdezus 'veze doare al lec'h-man !

Padal , e tiwane peoc'h don e kalon ar baleer pa zeue da gantren tu-man tu-hont 'dreuz ar c'hoadoù kevrinus-se !

Ha ken e laouene ar c'hlasvez e daoulagad , ken mezevellet ivez 'oa-en gant an aer yac'h na c'halle ket ken klevout nemet a boan diouzh morzhol ar govelien o tont eus an draonienn .

Bolz ritennet ar c'hoadoù uhel , 'giz hini un iliz-veur warezus leun a frondoù geotenn ha bleunioù gouez , toet gant deil brankoù treut ar gwez , a vouge enni richan lirzhin ur voualc'h pe hini sklintin ur wazh o tizhout en em goll er bed-se ken mistr e gened ma lamme a-benn-her ur c'hazh-koad o klask mez ha kraon-kalvez ennan .

        War-dro kreisteiz , e treuze sterenn an deiz koumoul pounner fesonet-fall gant he zerennoù trellus .

Gant bannoù an heol pik 'veze kroget bretech an tour-meur ha skoet berv war boull-kalon ar chapelig edo stok ouzh unan eus kazelioù ar c'hastell .

A-wechoù , 'veze klevet e gloc'h kanvaouus en e di , o skuban neuze holl hunvreoù peoc'h diwar ho spered !

         Hogen , trein a rae an traoù ur wech c'hoazh d'enderv-noz .

Diouzh ma lare Marivonig , ar wrac'h kozh , ne oa ket mat rein bec'h da eneoù an drouizied a veze o sorennin e beg ar gwez kann o blev .

Kaezhez kozh ma oa ar c'hlaouerez-se o vevan  'n he " lojellig " 'kreiz  ar goadeg 'vit keuneuta enni bemdez !

" Diaviz a-walc'h e viot , tud yaouank , mar daeit ar " Gornikaned " , a zirolle da c'hoarzhin leizh he genoù dizantet pa zeuec'h dezhi d'ober ur gweled . Dreist-holl pa c'hwezhont en o c'hornigoù !

Hag evit pezh a sell ouzh ar " Gouriled " , emezi ouzhoc'h c'hoazh diwar he zrelat d'ho tistrein a vont pelloc'h , annezerien al lanneg hag ar rec'hell int ! O c'horolladeg a c'hellfe ho follan mik ! ( 10 )

An Ankoù e-unan a zeuio d'ho c'herc'hat gant e falc'h , o tiskennin diwar e garrigell vleiniet gant tri marc'h dibenn ! "

         Gwelloc'h 'vefe din chom er gêr , a sonje ar c'hanfard pa gleve daouzek taol ar vazhoulenn arem er tourig o kemenn dezhan kimiad un ene a nije kuit d'an nenvoù 'vel un durzhunell wenn .

" Karzhprenn " ebet 'vije bet gouest d'he sac'han , moarvat ! ( 11 )

         Setu perak , er mizioù du ,  'krene tud ar vourc'h pa vralle kloc'h an anjeluz digant klemm an avel o tegas ganti c'hoarzh an Anaon a zassene er pellder !

         " Neoazh , groilhet eo ar c'hloc'h ! " , a responte tud kalonek a grede en em avanturin da serr-noz el lec'hioù-man 'vit gwallgomz diwar-benn kredoni o amezeien da c'houde .

Ar fougaserien-se , koulskoude , ken disuj ha leun a falsouiziegezh o spered , 'vel an aotroù Mauron , ar mestr-skol , n'anaveze ket dre chans , marteze , galloud an arc'houereed ha tunioù ar gorriged zu , breou an druzezed pe strobinelloù ar sorserezed , atizoù ar c'hannerezed-noz hag aon vras a save ennoc'h dirak ar " Spontailhoù " , hep disonjal ar " Bugale-Noz " a risigne 'vel Striged gant o c'hoarzhoù yud o sklasan ho kwad 'n ho kwazhied ! ( 12 )

         Bez'edo diaouled all an noz o chom er maner-se , ti kozh al Lohieg , ken freuzet 'vit doare : ar " Venec'h Ruz " brudet , spesoù an Demplourien , a zifluke 'greiz-holl , gwisket gant ul linsel , ur groaz vras ruz-skarlek bet gwriet war o bruched ! ( 13 )

         Hervez lavaroù Peronig an Tort ac'hoel , bet lesanvet " Loen Bleveg " , bigrier ar vourc'hig a gouske gwech pe wech e goudor an Tour Arzhur , war ribl al lenn .

Toget gwechall gant un to bet stumm ur pikern dezhan , e strive da fougeal daoust d'e bennadoù-moger dirapar ! 

         A-gleiz dezhan , warnan ur c'hastellig e ziv dourell kostezet outan kevreet gant un hent-ged , edo toull an nor-dal o skoran panelloù koad gwaret ha faoutet a gendalc'he dre heg pe dre gaer da zigerin war var ho buhez war ur porzh diabarzh kanvaouus e zoare , dibavezet d'an tri-c'hard ...

         Ar gloued , war he divout , he doa aet da get pell'zo .

Ne chome diouti nemet an avel sklas a sile eus krec'h he lojeiz war glopenn ur gweladenner dievezh ... 


 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                                ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VI - Ar Gortoz / Lodenn Gentan - 2 - Kastellig an Duchenn - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et Arbredor.com 2007 et 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .

                                ___

Notennoù :

8 - Sant Herve ( + 568 ) , mab Riwanon .

   - Arianrhod ( Rod Arc'hant ) , doueez ar mojennoù kembreat a zeu war wel er pevare skourr ar Mabinogi ( Math , Fab Mathonwy = Math , Mab Mathonwy ) .

9 - " Merc'h an Achantour " ( La Fille du Magicien ) , mojenn Enez Eusa bet embannet gant Fanch An Uhel ( Luzel , 1821 - 1895 ) ha meneget e levr Jean Markale ( 1928 - 2008 ) : " Ar Vaouez Kelt "

( La Femme Celte , 1972 ) .

10 - Korniganed , kouriled = Korred , lutuned : c/f " Kouriled Flaudren " ( Les Korils de Flaudren ) in " An Oaled Vreizhat " ( Le Foyer Breton ) gant Emil Souvestre ( 1806 - 1854 ) , skrivagner breizhat .

11 - Forc'h ar gouerien .

12 - Spontailhoù , Bugale-Noz = Tasmantoù .

13 - " An Tri Manac'h Ruz " ( Les Trois Moines Rouges ) , Barzaz-Breiz , I , 14 , diwar-benn an Demplourien .


        images-broc--liande-1.jpg

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article