Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VI - Ar Gortoz - 4 - Lugnasad ( Peurzorn ) - I - Fest-Deiz - Fête de Jour - Day Fair - Breton Version / E Brezhoneg .

8 Octobre 2012 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes

broc--liande-0.jpg 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

An Erbeder ( VI )

 

 

 

Lodenn Gentan

 

 

 

/ Ar Gortoz /

" Petra 'vefe-hi , ar vuhez-man ? "

Anton Tchec'hov - "Ar Steppen , Istor ur Veaj "

 

 

 

- Breoù Brekilien -

 

 

 

 

4 - Lugnasad ( Peurzorn )

" Taol da falc'h ha med ,

  An amzer da vedin 'zo deuet evidout ,

  Rak eost an douar 'zo darev . " 

Diskuliadur , 14 , 15 .

 

 

 

I - Fest-Deiz

 

 

 

            En tu all d'an Duchenn ' kavjod Roll , dibell diouzh Traon Santez-Varia 'zo bevennet gant ur sapreg stank a-walc'h he skourroù .

Ken batorellek ha " groggy " e seblante an tec'had o kantreal , moarvat , ma veze darbet dezhan bout semplet e damheol ar c'houloù war ur pallennad delioù pin melen gant tammouigoù koad krin strewet warno , bodoù spern ha drez en o c'hreiz .

Da c'hwec'h eur noz war o hent e tispakas an den yaouank gedourien ar c'hazarn o tont en-dro d'o zachenn-embregin .

              Kemennet 'oa bet e zud , o chom c'hoazh ar re-se hep gouzout mat ma vefe ret laouennan ouzh ar bugel pe c'hourdrouz anezhan d'ar c'hontrol .

Mona eviti , o kouezhan peurvantret e divrec'h ar paotr , a zirollas da ouelan gantan leizh he c'halon .

              Diaesoc'h da gompren 'oa ezvezans Yann , o vezan bet aterset-hir e vignon da c'houde ma ouie muioc'h war e zivout da vezan diank-iskis breman hep abeg .

Met ne felle ket dezhan anzav ar wirionez , o kaout aon da vont a-enep e c'her , marteze , hag o tec'hel mort da larout o dlefe bet en em gollet en ur seurt riboul kuzh o-daou . Padal , 'oa bet disrannet o henchoù .  

 

Foret-contre-jour.jpg               

                  

             - Netra ken ? , a vrouezas an aotrou Maer , skoazellet gant ar jandarm Ignaz-Emil Fourachoux a sache difrom e vourrennoù bras gell-kistin gant o begoù moan dilivet .

- M'en tou deoc'h n'ouzon netra ken ! , a huanadas mezhek ar c'hanfardig , ur seblant tenval war e zremm , o vezan a-walc'h dezhan displegan penaos o doa c'hallet chom bev 'michans 'vit meur a zevezh mont kuit dre gas peurvezioù bennak ganto .

Met 'oa diaes dezhan ivez resisaat gwelloc'h lec'hioù ar reuz en abeg ma veze bet ken diziraez dezho kaelioù an domani ken o doa lakaet en o fenn mont pelloc'h 'vit klask ober tro an harz . Hag a-nes da bell , goude ur c'hilometroù bennak o redek a bep tu da beuznoz , o doa gwelet  e oant kollet .

- Diouzh tu ar Govelien , marteze , pe lec'h all ?

Neuze , o doa taolet pled ouzh digor un tremen kevrinus dindan an deil ...

                   

               E barr an nec'h edo breman aediled ar gêriadennig breizhat . Ha ne rae nemet kas-digas a bep tu ivez !

Jahinan a rae o speredoù 'vit klask gouzout ma vefe ret pe nann kas d'ar bloaz a zeu ar gouel bras a vefe lidet a-barzh-nemeur .

Rak e tlee en em ziskouez ennan ar gontez Brekilien , itron ar maner o tont eus ar Stadoù-Unanet .

Da zegas keloù eus he dimezin gant ur mondian " Yankee " a vefe emberr e paoueze erruout er vro , pezh en doa maget kaozioù ha kazetennoù niverus dre holl ar c'hontre .

                    

               Neoazh , ken pell amzer ha ne vefe ket bet adkavet ar gast bihan fall all , e vefe lakaet an hu ha klasket warnan ivez 'vel ul loen gouez !

Ha furchet 'vefe bet er vro a-bezh , mar beze red !

Zoken bagad ar c'horonal Nançay 'rofe e sikour . Asantin a reas a galon vat d'ar goulenn-se an ofiser .

               D'an tarzh-deiz nevez , moarvat , 'oe souzhet-bras pep hini pa erruas dic'hortoz Tadig Tanguern , lid bet graet gantan gounidek !

Diwar un ti-karr e tiskennas er wech-man , dorn Yann war e vrec'h , o tegas trouz hag o lakaat an dud da ranellat e pe korn ar barrez pa laras dezho 'oa diouzh tu Plelan o doa e gavet gant ar foranidi .

- Gant c'hoant mont davet e vamm 'oa aet kuit Yann , me 'sonj ! , a youc'he hor c'hozh louarn-mor o c'houlenn trugarez Doue tra ma ouele ar mousig . 

                Ne oa den ebet , e gwirionez , da gompren an afer-man .

Ha padal , peogwir e teue en-dro a-daol-trumm , 'vel boaz , moraer tu gin an Douar 'vit lidan drant ha seder , war a lavare , an daouzek vloaz e vab-vihan , e tiwanfe sur 'walc'h goanag adarre er pennoù .

              D'en em gavout a-nevez goude pell 'oa ur galonad levenez d'an holl dud , evelkent , o tiverkan un tammig ar peurrest hag o lakaat anezho da beurechuin staliadur ha pourchas an traoù a-benn al lid bras .

Respontoù a zeue diwezhatoc'h , marteze ?

 

images-moisson.jpg 

                 

            Erru 'oa ar c'houlz da vezan laouen holl a-unan !

Breman e c'helle paran flamm ar spi gant nerzh un heol splann a dommfe outan kalonoù an amourouzeien 'pad an hanv , o sklerijennan o sell ivez ennan gant bannoù kentan o c'harantez !

 

" Paotred eno na vanke ket , ho !

  Na merc'hed koant , kennebeut ... " ( 18 )

                 

               Gant skoazelloù prizius ar falc'h hag ar filzier 'veze medet d'ar mare-se , da nebeutan 'vit lodennoù diaesan eus ar parkeier , war ar c'hleuzioù hag en-dro da wez avaloù-sistr .

Dav'oa neuze diac'hubin al leur gant ar " mekanik " , ul loc'henn-droc'h savet war ziv rod ha bleiniet gant daou zen . Unan anezho a veze o kas e loen-kezeg , lakaat a rae louanoù ler e skourjez da stlakan ha da froumal en avel , hag egile a veze o tramman , da lavarout eo e tiskare korzennoù ed gant ur rozell brimsavet .

Pelloc'h e stage ar vederien all an dremmen ouzh liammoù koad hebleg , ha goude e stumme malanoù e feskad , holl bet strobet diouzh an traon gant un dramm en he blom 'kreiz ar savadur-man , ar c'hwec'h all a-dro-war-dro dezhi .

Ur sizhunvezh glok a bade sec'hin an ed .

 

             Hiziv e kinnige doareoù fall an oabl un digoll evelkent .

Kaer 'vit ar gaeran e touge war o fenn plac'hed yaouank podoù leun a laezh koavennek ha bleunioù kaer-meurbet evelto .

Korollin a rae dija darn anezho un dans-tro ziaoulek !

             'Tal sonerezh heglev ur vombard a responte grons ha fringus dezhan e tassone ivez porzh " Penn-al-Lenn " , atant Laou Kamm a veze bet dibabet stalian ar banvez-kêr ennan , gant chourig mannous ar binioù-kozh .

O stekin breman e werenn gant hini ar c'horonal , en doa an Aotroù maer Kaourintin habaskaet emberr ar speredoù gant e brezegenn :  " Kentoc'h ruzan o botoù n'eus forzh pelec'h 'vel ma reomp , e ranke da gentan hon bugale ober war-dro o deverioù-skol hag o zud  ! " , emezan . 

             Azezet el lec'h kentan , e roe Tadig Tanguern , traoù druz-flamm ganti ,  un danevell eus e verdeadenn ziwezhan d'an inizi Su .

 

                 Eus ur bed all 'seblante dont Peronig 'vit e geloù .

Drougwisket sked-disked liv e zilhad Veurlarjez , a glote brav anezhan ouzh truilhoù kozh liesliv ar veajourien foran , e kane war un ton bras ar boulom Arlikin 'touez furlukined all :

 

" 'Baoe 'r mintin-man ma tornomp ,

   Setu 'n deskaouenn a glaskomp ,

   Koantan tra , tud , 'zo deomp ... " ( 19 )

 

Sklerijennet gant luc'hed a stage da regin an oabl , e lugerne e zaoulagad c'houez en e benn , o tevin ho re ivez gant terzhienn ar gwin-ardant enno . Seblantout a rae birvin 'vel daou dan-noz ziaoulek , balafenned a zeue divezh ha dirankon da spinan divhar ken mistr an danserezed e damc'houloù an denvalijenn . Ouzhpenn ma veze pep unan lakaet diaes gant ar pompad-se ken lu da welout , e teue moliac'hus ha dreistkred ar fest drezan .

War a gleved , e tlee dont e vouez c'hroz eus donderioù an Ifern pe " lenn an Anken hag an Eskern " ? Gouzout . ( 18 )

Strivet e veze da chom distro dezhan .

Ar vaouez Rojou , o chutan he c'horn-vutun dre guzh , a grede e oa Satan pe " e genwaller " Taranis , " mestrig foeltr an Diaoul " , emezi c'hoazh ...

            Tra iskisoc'h c'hoazh 'oa bet gwelet o pellaat ar seurt lankon bras korvet-laosk o vont trumm diwar wel e don an draonienn .

Forzh penaos , en abeg d'ar cholori ken dispar a rene aman abaoe tarzh an deiz , 'vefe chomet kuzh komzoù diaes da gompren hor mignon bet laret gantan du-hont d'ur mestr-teuzer e pleg e skouarn :

- Dinec'h ' c'hell bezan ar patrom . C'hoari ' ra mat an hini kozh ...

 

             Neoazh , tra ma rae gouel war o zro chas niverus o fistoulat o lostoù hag o c'harzhal , 'oa bet graet bernioù malanoù melen .

             Lostad ar gorollerien , evitan , a hirae 'vel un naer o widilan en-dro d'an daol vras kreiz , o wagennan 'touez heuliadoù kadorioù goullo 'vel houloù ar mor , bet leuniet anezho gwech an amzer gant mezverien gozh o c'hoari kartoù , o touin Doue bep ger " 'oa gwelloc'h an traoù ( ganto ) gwechall " kent skopan war al leur da c'houde !

Neuze e kemmeske un druilhad all eus an danserien-se gant an hini gentan , o stekin outo an eil egile hag o lakaat ur chadenn zrant nevez da ziwanan diouto evel-se ...

 

Pa welis ur plac'h o tansal

   Ken drant evel un durzhunell ,

   He daoulagad 'vel glizhenn

   Da vintin , war vleun spern-gwern ... " ( 18 )

 

Pezh en defe laret ar mestr-kol da C'hrida Lenn ma vefe bet evit digerin e galon dener d'ar plac'h yaouank , met gwelloc'h 'oa dezhi kuzhat he from outan a gave , o c'hoarzhin ha c'hoari diouzh he oad pa luc'he dre laer ouzh ur verc'h he c'hened ken prim ha bamus !           

             Adembann a ra al labour e wirioù pa vez ret , neketa ? 

Daoust d'an amzer vroutac'h , touforek , en em lakae paotred start , " gopreostourien " , da bignat ar sac'hadoù gwiniz er solier gant ar skeul evit o c'houdorin  .

Ken fall 'oa an amzer , e gwirionez , ma veze dav dezho hastan buan !

            mini-949-moisson.jpg         

             Kement 'oa da welout ouzh an diavaez hepken !

             'Pad ma veze Yann o tizerian en e gambrig , ez hunvre diouzh e voaz Roll en hini he doa e zilezet gwechall da dalan e-unanig ouzh an avelioù enep .

Pell eus berv ha strafuilh 'touez an dud , ' kave gwelloc'h strolladoù all d'en em rein da blijadurioù siouloc'h ar bouloù hag ar paledoù Breizh .

              Kermadeg kov yod , tev 'vel ma oa en e chupenn vezher du o teveran c'hwez diouti , a selle gant fae ouzhoc'h , ken rok a-ziwar laez e vetr tri-ugent 'vit ho kervel d'en em gannan . C'hoarzhin a rae leiz e c'henoù , o chutan beg e sigaretenn vutun c'hris fall-daonet !

Savet war e elloù 'vit skein gwelloc'h 'barzh , e skloke 'vel ur c'hogig e zaoulagad ront !

              En endro-man kas-digas 'rede avreloded a bep tu oc'h adkrouin 'vel-se aoz ur western gwellan-tout .

              Trouz loened , c'hoarzhadegoù ha dansoù o kemmeskan anezho gant hini hirvoudus akordeonsoù , rebedoù pe violonsoù , en em veuze e fraonv unton an dornerez kozh .

Tra ma veze tud yaouank o skignan anezho war ar bern plouz en-dro d'ar peul kreiz , ar perchennad , e teue maouezed gant o ferc'hier da glask kolo bepred distaolet 'drenv ar mekanik . 

                   Poent 'vefe d'an tolpad tud varnaoniet-se da verenn , prestig goude kreisteiz , lonkan galetez ed-du ha silzig gant ur banne sistr mat ha lambig , dour regalis 'vit ar vugale da c'hlebian o c'horzailhennoù . Ar peurzorn 'vefe ...

 

              Ha graet e vefe memes traoù adarre betek an noz . Lod tud o tansal hag o tarzhan da c'hoarzhin ken a strake dre selaou marvailhoù fentus pe fentusoc'h , lod all , bravoc'h egeto gant o divrec'h kigennet-mat , re c'hoantusan da c'hounit arc'hant , a zalc'hfe c'hoazh da labourat  .

              Dont a rafe pennad ar gourenoù hag ar beilhadegoù neuze .

              Bernez Kamm , mab Laou , a gerzhfe er penn a-raok , o tougen ar groaz , he zog voulouz nevez gant mein-luc'h ha biskoulenn warni , ma veze o nijal-dinijal en avel seizennoù ha gourizoù gloan liesliv diganti .

Ar maout 'vefe deut gant trec'her ar c'hrogad diwezhan , kampion ar c'hourenerien , hini na vefe ket astennet e groc'hen war an douar , pilet dezhan war e gein .

Markiz Brekilien e-unan a rafe e c'hourc'hemennoù dezhan , paotr dibab !

               Tud'oa oc'h ober war-dro kermes ar gêriadenn gant an Aotrou person , re all o vezan a-ispilh o c'halonoù teneroc'h evit selaou sorc'hennoù diwirhenvel un den 'trezek ar sav-heol , ken na vefe fromet pe simudet pep unan gant an aon , ha lakaet da gredin zoken e vefent-i sot-pitilh da gousket en o sav gant istor buhez ar c'honter !

               'Trezek tarzh an deiz 'vefe sonet bombardoù ha biniawoù , danset plin , gavotenn hag an dro !

                  

              Abaoe peder eur neoazh , 'oa kroget da gouezhan bilh-bilh glavadennoù bras .

Pell o krozal da gentan , edo o c'horin goustad ar gurun abafet gant trouz boud e daboulinoù . Tenval 'oa an amzer , beuzet kanioù ha diskanoù ar pred bras gant ar glav puilh . N'oa ket bet gwelet ar gontez .

              En atant hag e bourpez e klaskas an holl dud da vont neuze er goudor . Koubladoù yaouank bennak anezho a yeas da ebatal zoken er bernioù plouz  'pad ma greske muioc'h-mui an arnev ...

Ret 'voe gortoz ma vefe ehanet an traoù-se 'n ur bakan ur banne , 'n ur glevout kaozioù diwezhan a zrailhe strakerien ha strakelloù al lec'h : petra 'c'hoarveze 'drek mogerioù ar c'hastell ? Nec'het-bras 'seblante bezan ar Mestr-gov ... Distroet 'oa Sophie eus Amerika ? Perak n'oa ket deut gant he gwaz mondian pinvidik-mor : Boris Dagan ?

              Peronig , doareoù ul lankon bras gantan , a fraonve framm divuzul e zivrec'h a bep tu , o hanvalout senin , gant e c'hloc'h e-unan , galv ar giladeg . 

Aon en doa , koulskoude , gant e aer fougeüs ! 

              Bezet pe vezet , 'oa bet graet al labour .

Gwellan tra 'vefe c'hoazh da bep hini  , n'eus forzh penaos . Trec'hin war e nec'hans hag e anken da gaout hiziv frouezh e strivoù hag e zalc'husted !

 

              En o-unan da gaout tamant da Yann 'oa chomet Yun ha Mona er gêr , ken trist hag o zi .

Deuet en-dro abred d'e c'hêr , e klaskas an tu Roll yaouank , ur wech bet diwisket e zilhad c'hlebiet , da sonjal er wastell deiz-ha-bloaz a glozfe evitan hag e re ar fest vras gant flammigoù tomm he gouloù-koar o vranskellat .

Bras 'oa e galon , koulskoude , rak e walldro o tiskulian kevrinoù spontus dezhan !

              'Vel un tour-tan e teurvezas an heol strinkat ur bann a sklerijenn , goanag dall en amzer fall , 'raok mont da guzh dindanvor en dremmwel damruz .

 

              Raksantout a rae un darvoud dreist ar C'herverned ! 

 

 

    

 

 

     

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                             ___ 

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VI - Ar Gortoz / Lodenn Gentan - 4 - Lugnasad ( Peurzorn ) I , Fest-Deiz - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et arbredor.com 2007 et 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 . 

                                   ___

Notennoù :

18 - Hades , Doue an Ifernioù e relijion Hellaz kozh .

     - " Barzaz Breiz " ( 1839 ) gant Kervarker ( 1815 - 1895 ) : " Ar Plac'h Dimezet gant Satan " ( I , 21 ) - " Son al Leur Nevez " ( II , 3 ) .

19 - Kanaouenn-Bobl Vreizh .

 

 

                                    images-Chrisme.jpg 

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article