AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 8 - Mari-Vorgan - II - Dre Holl Vorioù Loargannet - Sur Toutes les Mers de Lune - Across All High Moonlit Seas - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VII )
Eil Lodenn
/ Sevenidigezh /
" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .
- Gaeltacht -
8 - Mari-Vorgan
" Ar mor-verc'h koant ken draitourez
Hanter-besk hag hanter-vaouez ... "
Prosper Proux - " Da Varzed Kemri " ( 1867 ) *
Da Roparz Hemon
II - War Holl Vorioù Loargannet ...
" Sellit'ta m'emaon gant va bag o redek hentoù mor-bras an Nenv
Hag o tigerin Dor an Nevedoù ... "
Levr Anaon an Henegiptiz , 97 .
Da c'houlou-deiz 'oa bet gwelet un enez o lugernin 'vel ur berlezenn zu dre sked lagad an heol o sevel a lakae an tan warni e mor-bras ar c'houmoul roz-melen-ruz liesfurm ...
E penn an dremmwel e teraoue du-se ar sterenn he ren veurdezus war ar mor , o seblantout ober goap eus pep bann-gouloù diwezhan tourioù-tan " Ar Wrec'h Vras " , " Teveneg " pe " Ar Maen " , gedourien zispont an noz a ziwall ganto ar bigi dievezh diouzh kerreg-tarzh diniver , skoselloù o toullan o c'houc'h , regennadoù rec'hell , Gorle Greiz , Gorle Bella ... ( 11 )
Mouget 'oa deut al loar , o steuzin tamm-ha-tamm ...
Damsklerijennet pell er reter 'oa un tachad planedenn vaenek gant he dantelezhioù reier drailhet , he zornaodoù greunvaen dorosennek marellet a c'hreunennoù maen-skant o steredennin a-viliadoù 'vel malzennoù aour e kentan bannoù an heol !
Mogerioù serzh pallennet gant bleunioù tener ha gouez , gant bannoù touskan arc'hant kozh o liv , bet krignet gorrek anezho gant tarzhadoù spoum ar gwagennoù en em strinke o bommoù kounnaret-ruz outo !
Penn-Ar-Bed , ec'honder divent an Douar !
C'hwibanat a rae ur fourradenn avel fresk he c'han vintin en oabl .
A-vaez da inizenn Sun e oamp , kavell an achantour Merzin diouzh ar vojennoù , mammvro nav drouizez a wareze ar Gaoter Sakr ma veze drezi en o galloud da lenn an dazont ha lakaat ar mor da zirollan : gwiadet 'vije bet ganto hervez Mona ar vantell bet douget gant Arzur 'doug lidoù e gurunidigezh .
Un torkad gouelini penn du a droidelle er vann .
O tont da fringal en e gichen e trese ur seurt kurunenn wenn-kann war roudenn al lestr .
Klevet ' veze ivez o krial morvrini ha poc'haned o figosoù melen ha ruz gwisket en o c'haeran , a ziskoueze bezhan holl c'hoant dezho kemer perzh e tousmac'h o fest vras en houlennoù !
Chichant ' oa kalon Tadig ivez daoust ma weled e ziouer a gousked .
A-fizians-kaer gant tu a skoe dezhan hent e vag , e talc'he gantan penn-eeun dirazan o sachan a gaouadoù krenv war e gorn-butun paotr disoursi a vogede a-unan gant hini a rae 'vel he mestr 'dreuz korzenn he siminal , e genwallerez kozh faro bet sartaet hag adroet dezhi startijenn gant ar verdeadenn nevez-se .
Ken plaen ' oa an dour a-hend-all ma teue da flouran gant e vordrouz bourzhelloù izel ar vatimant .
- Sklaer an amzer , izel an avel ! , eme ar c'habiten . A-du an avel eo ar red-dour , ha zoken er Raz ne vefe ket ret da gapeal 'vel ma ' oa ranket din ober lies gwech en taolioù gast-amzer !
- Petra eo " lakaat dindan e gab " ? , a c'houlennas Roll eeun e-pad ma tigore bras-tre e c'henoù 'vit bazailhat .
En e hantervorgousk en doa sonjet hep gouzout perak e troioù markiz ar Pontkalleg pe e " Bonedoù Ruz " Sebastian Ar Balp , istorioù kaer Breizh he doa kontet mamm e genderv gwechall 'pad o beilhadegoù e korn an oaled . ( 12 )
- Gwir eo , mousigoù , n'ouzoc'h ket ur ger a-zivout bageerezh , a eilgerias dezhan an tad-kozh . Met n'eus forzh da se , dont a-benn a ra pep hini dre boanian ! N'eo ket ken diaes , e c'hallit va c'hredin ! , a daolas dezho gant ardoù fall o c'hwezhan e stomok etre div droellenn voged .
- Pa vezen ken oadet ha c'hwi ... ha ne dremene ket e-bioù d'an disteran traigoù Tadig Tanguern , arabadus kozh ha kaozer brav o adkregin , hep respont morse d'ho koulenn , gant danevell e yaouankiz foll d'e selaouerien a veze ken skuizh d'o c'hlevout fardet kaeroc'h un nouspetvet gwech all !
Damglevout a rae Yannig o rambreal pezh a ouie a-zindan envor abaoe pell .
N'o doa ket bet c'hoant ar vugale mont en-dro d'o c'hambr-lestr . Mezevellet ' oant gant an arvest meurdezus profet dezho 'vit gwech kentan o buhez , kaerder dreistpar a seblante o lakaat a-wel da Zoue hollc'halloudek !
Ur gwir eurvad eo p'eo tizhet sked an deiz nevezc'hanet ober steuzian tevded an denvalijenn !
O daoulagad bet savet war-zu bolz an Nenv , ez arveste o-daou ouzh blinkadennoù diwezhan ar stered a zivalvenne an eil d'eben en oabl divent 'vel en ur park brizh a-gent gant un degad miliadoù bleunv nevez-amzer !
Marteze ' vefe gwelet " Bag an Noz " o kas pell ganti 'baoe Bae an Anaon ' trezek ar c'huzh-heol an eneoù hirvoudus ha faezh betek o skoulm , a sonje ?
Ha ne vo ket gouest ar c'hriadennoù-se a euzh dre ruioù Is d'ho parean biken diouzh kan touellus ar morganezed , gwerz unton ha strobinellus a hoal ar beajour kollet da gleuz ar c'herreg du ?
" Gouzout mat a raen e tedennfen 'c'hanout aman . Ne harz netra ouzh nerzh va zaolioù-mouezh , a gane ar velegez Veleda da Eudore he doa choazet . ( 13 )
" Ma welfen dindan biroù an iliz ha ma teufen a-benn da glevout son kleier sant Gwenole , en em c'houlenne mab Mona o trein gant e sell war an tonnoù an traoù-man war e spered , ez afen da roue me ivez ?
Met ar plac'h he blev kouevr hag he lost skant arc'hlas pounner a neunvfe pell amzer c'hoazh 'michans war holl vorioù loargannet betek deiz he daspren .
" Mari-Vorgan , Mari-Vorgan ... , a ziskane hep ehan trouz rok ha didrugar ar mekanikoù , o kinnig diwar bep lamm e respont unton da luskell al lestr : nemet e vefe bet heklev distrad an islonk o tont gwezhave d'an nec'h war-c'horre da drubuilhan hunvreoù ur pesketaer yaouank ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 8 - Mari-Vorgan II - War Holl Vorioù Loargannet - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numérical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notennoù :
11 - Tour-tan ar Wrac'h Vras bet savet ur miltir e kornog Beg ar Raz war ur garreg anvet " Gorle Bella " - " Gorle Greiz " = karreg all bet meneget gant Herri Kefeleg ( 1910 - 1992 ) , skrivagner breizhat , en e levr entanus " Troioù-Bale e Breizh " ( Promenades en Bretagne , Balland , 1969 - Tous droits réservés / Pep gwir miret strizh ) .
12 - Chrysogone-Clément de Guer , markiz Pontkaleg ( 1679 - dibennet e Naoned d'ar 26 a viz Meurzh 1720 ) a voe unan eus ar noblansoù a gemeras perzh en un irienn vreizhat da ziskar gouarnamant ar rejant Fulup II Orleans ( 1718 ) .
Deut e oa brudet goude gant kan " Maro Pontkalek " ( I , 46 ) er " Barzaz-Breiz " ( 1839 ) Kervarker ( 1815 - 1895 ) , gant romant Alexandre Dumas anvet " Une Fille du Régent " ( Ur Verc'h eus ar Rejant , 1845 ) hag ivez gant ar film gall " Que la Fête Commence " ... ( Ra Grogo ar Gouel ... , 1975 ) sevenet gant Bertrand Tavernier ha c'hoariet gant Philippe Noiret ( Ar Rejant ) , Jean-Pierre Marielle ( Pontkaleg ) ...
Sebastian ar Balp ( 1639 - 1675 ) , brogarour breizhat all , pennrener stourm gwadek " ar Bonedoù Ruz " ( 1675 ) .
13 - Mojennoù Kêr-Iz :
( Barzaz-Breiz , I , 6 : " Livaden Geris " )
" Les Martyrs " ( Ar Verzherien , levr X , 1809 ) , romant François-René de Chateaubriand ( 1768 - 1848 ) , skrivagner brezhon ganet e Sant-Maloù .