Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenedigezh - 6 - Diskuliadenn Roll - Confession de Roll - Roll's Confession ( 2 ) - Breton Version / E Brezhoneg .

18 Octobre 2013 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes

millais4.jpgKelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

An Erbeder ( VII )

 

 

 

Eil Lodenn

 

          images-mystic-forest-2.jpg   

 

 

/ Sevenidigezh /  

" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante  distaolet gant ar mor war un aod estren 'vit ar wech kentan , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet a-raok a-zivout e veaj ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , I , 2 .

 

 

- Gaeltacht -

 

 

6 - Diskuliadenn Roll ( 2 )

( 17 a viz Gouhere 1909 )

 

          CA2HAJIZ.jpg 

     Kenderc'hel a rae da skrivan gant un tamm c'hwervoni e lizher aspedus Roll , o tezrevellan penaos e oa aet kuit a-daol-trumm eus ar vro 'vit mont da Bariz .

" Adwelet m'eus splannder he skeudenn o sklerijennan annez tenval an ti en-dro din ... 

Kredet m'eus he gwelout kentoc'h , ken peurvat e seblante he boem pa oan ledet war va gwele houarn em mansardenn sklaeriet fall ...

      Daoust d'e oad yaouank 'veze sin ar boan kizellet ennan , war a gleved . 

" Perak ne dizhan ket lemel ar weledigezh-se a wask warnan diwar va ene ? , a c'houlenne .

" Netra ' c'hell bezan hep gallout e faltazian , a anzave a-benn ar fin , hep koun an avantur ken brav-se o doa aet ganti daou vugel war hent ur bed all ...

" Klask a ran gwiskan va nozioù gant livioù kaer he c'hened lugernus , met nec'het on bep mintin gant kement a zilavar en-dro din ...

 

" Te , morlivet gand dasskedoù Diana eeun he c'halonâ , Kinthia , kant gwech ha kant all koantoc'h 'geti 'maout ... 

O kejan da selloù ouzh re ar stered hag o vesk en o sinoù ... " ( 6 )                      EG153-Liseuse-a-l-orangerie-Affiches.jpg 

 

      Skuizh-marv en em roas da gousket 'vel ur maen e don ur c'hranj stag ouzh ar c'harrdi ma veze enni ur stalikez marc'hoù-houarn war-nes mervel ha merglet tamm-pe-damm gant ostilhoù deut ken diamzeret ma oa bet dilezet du-man .

Tost d'al lab distro en doa anavezet ivez roudoù ur gouel iskis 'vel lurelloù seiz melenet war girri gozh pe ur verlinenn bennak bet avaet anezhi gant lampigoù ha marc'hadourezhioù dister ...

Da gan ar c'hilhog , goude bezan diblouzet ha diboultrennet ar c'holoenn 'oa bet kavet gantan dre chans , e krogas da gridiennan gant ar riv .

" Ken skuizh-lazhet 'oan deut da vezan ken 'oa diaes din envorin darvoudoù resis hon truezek a ergerzhadenn !

Padal 'oa bec'hiet buan va c'halon gant nec'hamantoù liesseurt : pe lec'h ma oa Yann o chom , petra 'larfe hon tud eus hon tro-noz ?

     En un taol e tiflukas dirazan skeud an dremm zammvoull en doa gwelet a-raok en e hunvre , " hini an Achantourez " !

" N'oa ket diaes din tostaat outi c'hoazh , pe da vihanan war a greden , ar vignonez gollet , ar valeerez gaer a dremenfe hep herzel diwezhatoc'h 'hed paperioù-moger dislivet va c'hambr , o tont d'ober fae  gant breoù he c'hoantiz doueel war anhun ar paourkaezh kousker ma oan ... "

     Met daoust hag e oa-hi c'hoazh 'kreiz al lenn , diskeud dibad anezhi goloet a vrumennoù bet steuzet goude gant skleurioù blin an heol vintin ?

Redek a reas 'touez skeudoù all d'he heul tra ma hope ha c'hwitelle dibaouez un drask hag ur c'hefeleg-Mae o c'han hiraezhus dre valan al lann ...

 

     " Neoazh , a gendalc'he ar studier , o vezan n'em boa debret netra abaoe derc'hent-dec'h , e oa duet va c'horf gant an naon . Neuze eo e tiverzis ur goulouig war-du kazel c'hleiz ar c'hastell pa sonjen e kegin anezhan 'vit e derrin  ...

Met ur vaouez kozh koefet o labourat enni  , ne oa ket deut c'hoazh ar c'houlz da vont tre , emezon , daoust ma oa digoret he dor .

Dre ar prenestr koulskoude , e raen pled ouzh an daol-arc'h warni un dorzh vras bara giz kozh a vijen bet em bleud ganti , en he c'hichen ur pod krag laezh bervet ennan !

Hag o welout tresoù bet koagennet 'vel " gwastelloù " a ginkle ar veselier , e sonje 'oa deut ruz muioc'h c'hoazh va bouzelloù 'kreiz trouzmesk a rae va stomok ! ( 7 )

 

     A-greiz-holl goude ma voe sonet seizh taol d'an horolaj e-skourr ouzh ar voger , e tassonas trouzioù treid gourdrouzus en trepas ...

" Anavezout a ris mouezh ar markiz o tont eus a-bell gant un all dibleg , faeüs war he lerc'h

- Ma , gortozit'ta ! Trawalc'h gant se ! Pelec'h 'man-hi ? N'on ket lezet ken em diviz !

         Aet klasket goudor dindan log ar skalieroù e welas Roll un den askornek , losket e zremm gant an heol , kalz yaouankoc'h e neuz , o c'herzhout a gammedoù dillo gant ar brientin kozh .

 Bet trellet gantan ' voe skoet-krenn sell ar paotr gant skleurioù lagad ur skarbouklenn war e zorn kleiz .

- Mar gouien ! , a respontas dezhan gant dismegans ar c'hastellad . Hag o lavarout c'hoazh gwidreüs :  Anat deoc'h , n'eo ket evit kavout abeg e divizoù ho preur !

- N'eus forzh penaos gouezit an dra-se , c'hwi ivez , a eilgerias an den all , ne vo ket graet pelloc'h goap warnomp ! N'on ket unan 'vit bezan touellet !

- Va Doue , petra ' reot ? N'ho doa ket roet ho kêr ?

        Rust 'oa darc'haouet an nor ganto . Moarvat en em serrin a reas o-daou en ur pezh all .

- Sellit'ta , aotroù ker , chomit sioul , manit difrom ! , a gemennas d'e zeunv da zont an tad-kaer en un doare skiantek . Dleet eo mont kuit eus ar gêr , ne deus ket eno peadra da foetan ur c'hazh ! C'hoari ul lamponez eo hepken , e c'hallit kredin !

 

        " 'Vidon me , ne gomprenen netra  . Met goude bout bet kavet re hir an amzer gant an naon er mintin-man , eo dav din anzav 'oan bountet me ivez da dec'hel alese d'ar pevarlamm-ruz !

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )  

 

CAC3SPKV.jpg 

                                 

 

                                  ___ 

 

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 6 - Diskuliadenn Roll II - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes )  , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .

                                   ___ 

Notennoù :

6 - François-René , beskont Chateaubriand ( 1768 , Sant-Maloù - 1848 ) , skrivagner ha politikour brezhon : " Envorennoù Trevuhez " ( Mémoires d'Outre-Tombe , 1848 - Pevare lodenn , levr 39 , pennad 5 - Kinthia / Cynthie ) .

7 - Sturdresadenn ( 17 / 18vet kantved ) .

Taolennoù : " The Bridesmaid " ( 1851 ) gant John Everett Millais ( 1829 - 1896 ) .

                     " In the Orangery " ( 1879 ) gant Charles-Edward Perugini ( 1839 - 1918 ) .  

 

                                  images-tristan-et-Iseut.jpg

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article