Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VI - Ar Gortoz - 4 - Lugnasad ( Fête des Moissons - Harvest Festival - Peurzorn ) - II - Pedenn - Prière - Prayer - Breton Version / E Brezhoneg .

4 Février 2013 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes

broceliande-1.jpgKelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

An Erbeder ( VI )

 

 

Lodenn Gentan

 

 

/ Ar Gortoz /

" Petra 'vefe-hi , ar vuhez-man ? "

Anton Tchec'hov - " Ar Steppen , Istor ur Veaj . "

 

 

 

- Breoù Brekilien -

 

 

 

IV - Lugnasad ( Peurzorn )

" Taol da falc'h ha med ,

   An amzer da vedin 'zo deuet evidout ,

   Rak eost an Douar

   'Zo darev . "

Diskuliadur Sant-Yann , 14 , 15 .

 

 

 

II - Pedenn

 

    

   An aotroù Brekilien , tra divoas , n'en doa ket bleiniet ar fest er wech-man , ha rak-se , n'oa ket bet lidet an eured gantan kennebeut .

Nec'hamant bras 'oa en holl gêriadenn a-bezh .

A bep seurt brudoù fall 'rede er rannvro war un aozadur spontus ma ne ouied ket kalz a dra diwar e benn koulskoude : " Kompagnuned ar Gral " !

    Evit prientin ar pardon pemzek a viz Eost , ez eas antronoz disul an dud da brosesionin betek Nant-Vari , ur saonenn c'houdor a-zoare ma veze savet enni , ur c'hant metrad bennak diouzh ar maner hepken , ur chapel gozh anvet Itron-Varia-Vleunspern ...

    Bez' e kave du-hont ar pep rouezan eus bleunioù ar c'hontre , 'vel mandragonoù pe vrulu o delioù galfrezet ha blevek , o c'hurunennoù henvel ouzh bizied manegoù a seblante nijal dreist betek an oabl en o c'haeran ; a-gevret ganto hogen , pavioù-bran ar geunioù a zamguzhe 'vel naerezed 'dan ar geot hag ar c'hinvi ...

 

                                  CACHDL1U.jpg 

       

    Savet 'oa bet ar chapel-se 'vit enorin ar Werc'hez da vare ar Grennamzer .

        Rak ne oa den ebet , a lavarer , 'vit terrin nerzh glac'har ar gastellanez , hini a deufe da vezan Santez-Onenn diwezhatoc'h , ken mantret 'oa deut he c'halon gant marv he fried e Palestina 'pad ar Groaziadeg .

    Hag un deiz , 'keit ha m'edo o vale war-droioù ar c'hastell 'kreiz ar goanv , e welas ur bod spern a zifoupe , kinklet endeo gant livioù kaer an nevez-hanv , ur gurunenn stered gwenn o bannoù ruz-sklaer warnan . 

Gant he bizied moan achantourez , e tistagas neuze ur skourrig dioutan gant aked an itron nobl , o profan anezhan da skeudenn Vari a gehele a-vihanik . Ha goude , o vezan ma ne oa ket bet skoet kement biskoazh 'vel-se he c'halon gant ur joa zreistmuzul , e prometas dezhi hec'h-unan dont buan 'ta en-dro 'kichen ar bod . 

Petra a reas , war a seblant .

    Met 'vel ma talee muioc'h 'get boaz d'un abardaez 'vit ober war-dro ar beorien hag ar re glanv , e savas aon ganti rak an noz du o teuin a-daol-trumm a virfe marteze outi , a sonje , da dostaat d'ar vodenn ouez .

O toujan un degouezh fall e kerzhe spontet gant skeud an derv , an hiliber hag ar gwern pa welas a-bell ur skleurenn vlin a bare dous ha milzin 'vel kemenn an deroù-deiz ...

Ar Vleunienn Wenn e oa , a zistaole eus don he c'halir voull mousc'hoarzh ur bed all ...

    Evel-se eo 'oa bet savet ar chapel , gant feiz ha karantez Doue , tro-war-dro ar blantenn hud-se ...

 

brocel-10.jpg

 

Ha ma weled gwazi , teir anezho , o vont a-raok an heul bras , e oa dre m'he doa eveshaet ouzh re bennak anezho Onenn gaer , c'hoar Roue Breiz , hen amzer he yaouankiz . ( 20 )

    Evel boaz 'oa bet kanet kantikoù ar Gelted gozh dindan renadur ar person gwisket e gwenn ha du , a c'hoarie ur benveg olifant e gerdin aour .

Sevel a reas pedennoù birvidik d'an nenvoù ...

    Diwar-bouez o divrec'h ' touge pevar den delwenn bounner evlec'h fetis ar santez .

Gant ar sistr pe 'r chouchenn en doa evet kalz re ' trabidelle unan anezho .

Edo ur babig o ouelan 'n e garrig . A vouez uhel ' kakete div wrac'h kozh ,  disglavieroù 'n o daouarn , koefoù dantelezet war o fenn .

    Hervez giz ar re gozh ' c'horre gant lid 'beg e lazh un aerouant koad unan ar gurusted , 'pad ma veze unan all o terc'hel krog en ul letern gant e zaouarn : hag a-hed dorn 'vije bet an tan 'vel-se ivez , ken kaz ma teufe da vezan mouget ar gouloù 'barzh geol al loen .

Edo tud yaouank all ar gêriadenn e karg ar relegouer hag ar gloc'henn .

 

               pardon4-medium.jpg 

          

     Koulskoude 'vit spered Mona , ne zeue tra 'benn d'e zistrein diwar Zoue .

Bet gwisket dezhi ur sae louet diginkl hag ur vantell-c'hlav zu , e kerzhe sonjus ha tavedek he dremm , ur chalig seiz skoulmet war he fenn , ur piled koar dienaou en he dorn .

Dindan o bannieloù voulouz ruz foetet gant ar glav hag an avel , kroazioù arc'hant anezho bet savet ouzh doareoù fall an amzer , e sante pep a feizidi ma tegouezhfe bremaïk un dra bennak digustum .

Dirak an aoter 'oa bet kanet ar " Veni Creator " hag ar " Me Ho Salud Mari ... "

A-boan e lakae skleurennoù horjellus ar gouleier-koar da zigreskin an denvalijenn . Un avel-red a lazhas hini Mona en un taol .

     Pelloc'h 'oa bet kemeret penn an hent da vont d'ar Feunteun Sakr , eienenn gollet ma veze pedet dezhi en amzer skarnil , bout bet yac'haet gant he dour burzhudus diouzh o barrad follentez bugale gwechall ar seitkvet kantved bet dalc'het gant glizi hag oc'h harzhal 'vel chas o mouezhioù raouliet .

 

Renoncule-004.jpg 

        

     War-dro teir eur hanter d'enderv ez erruas ar c'heloù fall e ti an ebenour .

Ur gouezierez he doa kavet drailhoù gwisk bet lakaet war ur roc'h diouzh tu ar stêr Av .

Tog ront kozh ar markiz , fichet gant ul lurell satin gwenn , a arouezie ken , diouti , an denjentil , he doa sonjet anavezout zoken an tamm maouez-se .

Kentoc'h hini Sophie , ar gastellanezig diank , ur bluenn zu warnan , a lare tud all .

Kemennet 'oa bet an dra-se da vaer ar gumun .

      Breman e seblante bezan dilezet ar bodadig tiez a-grenn .

Ken bras 'oa an enkrez ma felle da bep hini heulian ar jandarmed , foetan bro ganto pe chom , er c'hontrol , e-unan-penn simudet er gêr da c'hortoz .

      Pell e talc'has koun Yannig eus an devezh kanv-se gant e vrizhheol o lakaat da lugernin muioc'h c'hoazh 'vel diamantoù daoulagad gleb e vamm 'dreuz gwerennoù prenester ar sal-debrin ... 

 

 

   

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                          ___ 

 

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VI - Ar Gortoz / Lodenn Gentan - 4 - Lugnasad ( Peurzorn ) II , Pedenn - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et arbredor.com 2007 et 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .

                                 ___

Notennoù :

20 - Santez Onenn , merc'h Judual , roue Domnonea er seizhvet kantved , c'hoar Yudikael enoret e Trec'horanteg : c/f " Istorioù ha Mojennoù Breizh Guzh " ( Histoires et Légendes de la Bretagne Mystérieuse , 1968 ) gant Gwenc'hlan ar Skouezek ( 1929 - 2008 ) , drouiz ha skrivagner breizhat . 

 

 

 

                                  images-Chrisme.jpg 

     

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article