AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 6 - Diskuliadenn Roll - Confession de Roll - Roll's Confession ( 1 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VII )
Eil Lodenn
/ Sevenidigezh /
" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante distaolet gant ar mor war un aod estren 'vit ar wech kentan , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet a-raok a-zivout e veaj ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , I , 2 .
- Gaeltacht -
6 - Diskuliadenn Roll ( 1 )
( 17 a viz Gouhere 1909 )
" If your life is a leaf that the seasons tear off and condemn ... "
Leonard Cohen - " Sisters of Mercy " *
" Krollet , krollet
O ! krollet , troieu amoed ,
Peurkeh dél , krollet !
Yann-Ber Kalloc'h " Bleimor " - " Ar en Deulin "
" Kroll en Dél Maru " *
Kalz a vloavezhioù diwezhatoc'h , pa oa peurc'hraet pep tra eus marzharvest iskis-se e vugeliezh , e oa dleet da resev Yann ul lizher fromus ma oa kuzhet dic'hoanag ur galon rannet ennan .
Breur dianket an deizioù kentan , Roll Dagorn , ma veze ken enk warnan e gambrig harluad Pariz , a gomze dezhan eus e ru Cassini gant gwez kozh an Arsellva " a lakae o delioù da nijal kuit 'trezek ur bed all , ken tost ac'hanon , a skrive dezhan , ha koulskoude ken kevrinus ... " ( 1 )
Diwar va frenestr ha diavaez va burev stromet gant pep seurt levrennoù ha teulioù , e lezan va sell d'en em goll war-zu deil ur wezenn-gistin pe sikamor , hini evlec'h a-wechoù , elv gwenn kement a vraventez ha skanvder dezho ... "
Penaos e tisplegan dit , a c'hendalc'has c'hoazh , e lakaas anezho henvel ouzh boudoù vev hir o blevad maget gant gwazhennoù ken moan o c'horzhennoù o fraonval en avel gant daskren hor poanioù ?
O luskan hunvreoù didermen emaint , testoù feal a c'hallfe nemeto va aotren , goude un devezh labour divius , da glask repu d'ul lec'h all , da zivizout gant an diwel ...
D'an abardaez , pa vez an noz o serrin war zibenn ur sulvezh hanv tomm , e nij kuit va sonjoù 'vel un toullad laboused eus ar gwez bras du-se o c'hlasaat ouzh skleurig va zamm c'hoanag ...
Ken pell eo hor bro , te 'oar , ken tost anezhi 'n em gavan koulskoude , gloaz don ennon , santual ur vignoniezh kollet ...
" N'eo ket aman va c'halon , hi 'zo e Breizh-Izel ... " a gan ar barzh . ( 2 )
Abaoe ar c'heit n'on ket deut en-dro d'hor bro !
Marse 'm befe re aon da gavout un dremenet re bounner 'vidon da c'houzanv du-hont , a larfes din ?
Me 'gred , n'eus forzh penaos , ez eo droug ennout ouzhin hag e kalz tud all ivez ... Padal emaon o c'hlask skrivan dit e skleurenn vlin va c'hleuzeur ...
Nozvezhioù digousk re niverus a oar advevan em c'houn hon istor kaer eus an hanv naontek ha pevar-ugent ... 'Vel en hini spontus ar c'hwezek a viz Gouhere ... Neuze e teu din , o tiazezan em ene , un tammig sonerezh hiraezhus a zibun ennan e notennoù tenval 'vel re zourioù un andon ziwel oc'h adnevezin anezho hep ehan ...
An hini eo a gomz din abaoe keit all , a gavan ...
Henvel eo va buhez ouzh ar fugenn voug-se a lakae un taolig gwask em c'halon pa c'hoarie anezhi ouzhomp keit amzer 'zo e ti-annez Brekilien !
Unton ha dister war he c'hlevout , boud ha ken pounner he gwrez diheverz hag hini un tan danzouar o c'hlevezin dindan al ludu hag o terc'hel gorrek da vont kent strink e flammenn-zaspren ziwezhan !
N'on ket evit he selaou breman , o kaout aon rak digerin va gouli a-nevez .
Biken mui hep tec'hel kuit ne vefen e tro da c'hlevout hiviziken pouezadoù klemmus ar violons o senin " An Oferenn Sonerezhel " pe " Emsonj Tais " ken hoalus ! ( 3 )
Rak eo c'hoarvezet ganin , ken mont da gousket ha kavout en-dro 'vel Chateaubriand " va achantourez er c'houmoul " , advevan an iskis a avantur ... ( 4 ) Ha m'em eus en em adwelet e-touesk Marc'heien an Daol Grenn o houarnwiskoù livrin pe ' vel an den yaouank-se eus Thüringen a gemeras penn un hent dreistdiraez da zizolein sekred " Bro Zizanv " hor yaouankiz ! ( 5 )
Az pezh sonj c'hoazh eus ar vrudoù fall iskis a veze o redek bro d'an ampoent ?
A-wir-galon e vezemp ni-hon-daou 'vit ar beure !
Drant ha gant ur c'hoant du da anaout pep tra e kerzhjomp dindan skinoù kentan an heol o tiougan un amzer gaer gant an oabl davit kaelioù houarn an " Domani Kevrinus " !
Hag e oa bet unan o komz anv dit eus un tremen dic'hortoz , Yann ?
Dre eno ez eo omp deuet a-benn da lemel dreist ar gloued gant harp ur gordenn hag ur c'hrog , nekwir , un tamm dihenchet goude enklaskoù aner keit m'edo freskijenn ar serr-noz o tont endeo warnomp !
Kollet 'oamp bet ...
Oc'h adlavarout dibaouez he fozig trist hag hirvoudus he doa hon henchet kanenn ar c'huzh-heol hec'h-unan : " Deuit'ta , bugale din , deuit'ta ! "
Aon 'oa ganimp heulian anezhi moarvat , ha padal , daoust d'un nec'h brasan dilavarus ennomp , daoust d'hor skuizhded , ne oa netra da ziarbenn galloud he galv ! Ne zeue ket eus ur bann sklerijenn bet taolet a-bell da serr-noz war skeud ar c'hoadoù ? Maner Auberive !
En tu-hont d'ul lenn vihan du-tenval a-grenn he livioù ma veze daou pe dri alarc'h o neunvin warni ha war zistaol bagadoù koabr stummet fall en he dour , e treuzjomp ur bodadoù gwez bennak o delioù glas-sklaer 'vel re ar c'hrenn pe ar faou a floure ur wazh kamm-digamm ha kildro he red .
Listri maen-glan , ur pennzelwenn Apollon hag unan eus Diana chaseourez a seblantas paran o selloù kirius warnomp .
Kent erru dirak porzh diabarzh ar c'hastell en em silan a rejomp 'vel daou skeud 'touez bodoù-lann ha spern-gwenn betek ur bleunveg 'harz talbenn ar savadur , bokedoù-laezh o riblennan anezhan , roz en o metoù .
Hag en e greiz 'oa bet savet teir derezenn ur menk-ti , pastell brenvedet un nor-brenestr grommvegek war e benn .
Prim e weljomp ur plac'h yaouank e-barzh , bet distaolet he zrolinenn gant ur melezour a-us d'ur siminal marbr kinklet gant garlantez .
Un tantad herdin hag etivi 'oa enaouet en oaled , poent-orin nemetan ar gouloù e don ur pezh goloet gant stignoù ruz ...
Bez' e oa skleurioù all iskis o treuzneuzian dremm gaer an arc'hwerez koulskoude !
Berr ' oa an amzer ganimp ha n'hor boa ket a oar da chom pelloc'h 'vit tanva he doare senin siwazh : garmoù hag harzhadennoù a dregernas trumm tro-war-dro tra ma veze ur meurgi ken fall hag ar gward Werner e vestr , a strive d'e heulian well-wazh , o redek a-benn-herr davedomp en ur sachan war e stag 'vel un diaoul !
Ar poent 'oa neuze 'vit ar vugale da vezan dispartiet , a zisplege dimp an dezreveller .
Hag e-pad ma veze Yann oc'h en em strinkan er gambr , e kave gwelloc'h adheulian Roll dre anien ar roudoù treid o doa lezet a-drenv dezho war an douar .
Neoazh , ken tost 'oa bet an arvar dezhan o tec'hel kuit hep sellet dreist penn e skoaz ouzh e chaserien , na gomprenas ket 'oa bet paouezet buan ivez da vezan glasket war e lerc'h ganto .
O tont dizale da guzhat a-drenv ur sfinsez o tougen daou amourouz , unan eus delwennoù an alez , e verzas en tu kleiz d'ar savadur ur pennad-moger bras dismantret ma veze toullet e-barzh un digor hanterc'holoet gant iliav ha kinvi a skoe war ar maez ...
Pourpez hen bennak , emezan .
Mont a reas buan du-hont hep sonjal !
Uhel dreist dezho 'kreiz ur bochadig brousgwez skoulmek , pin ha derv-spoue goloet gant man ha touskan , bodennoù drez o tebrin leurioù ha mogerioù ' veze beg louet ur chapel ...
Pelloc'h 'oa ur porzh hir a dalveze da barklec'h pe da vered 'vit berlinennoù kozh , kirri doujus o oad , charabanioù o kouezhan a dammoù ...
Hag er penn pellan 'oa ur seurt lab pe skiber ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 6 - Diskuliadenn Roll I - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et Arbredor.com 2007 et 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .

___
Notennoù :
1 - Da vare Pask 1910 e teuas tiegezh Alain-Fournier ( 1886 - 1914 ) da annezan e 2 ru Cassini , pevare estaj ( 75014-Pariz ) .
2 - Yann-Ber Kalloc'h " Bleimor " , barzh breizhat ( 1888 , enez Groe - bet lazhet en talbenn , 1917 ) : " Kroll en Dél Maru " ( Koroll an Deil Marv , 1905 ) ha " Me Halon Zo e Breih-Izel " ( Ma C'halon 'Zo e Breizh-Izel , Pariz 1913 ) e-barzh " Ar en Deulin " ( War an Daoulin , Plon 1921 , Kendalc'h , 1963 ) . Gwelout aman izeloc'h * .
3 - " An Oferenn Sonerezhel " ( Musikalisches Opfer , 1747 ) gant Johann-Sebastian Bach ( 1685 - 1750 ) - " Emsonj Tais " ( Méditation de Thaïs , o tont diwar c'hoarigan " Tais " ( Thaïs , 1894 ) Jules Massenet ( 1842 - 1912 ) , sonaozour gall .
4 - " Envorennoù Trevuhez " ( Mémoires d'Outre-Tombe , 1848 ) , Lodenn Gentan , Levr 3 , Pennad 12 ( " Va Dudioù en Diskar-Amzer " ) ha 13 ( Karm-Hud ) gant François-René de Chateaubriand ( 1768 , Sant-Maloù - 1848 ) , skrivagner , politikour brezhon .
" Meaulnes Veur " ( Le Grand Meaulnes , 1913 ) gant Alain-Fournier ( 1886 - 1914 ) .
5 - " Heinrich Von Ofterdingen " ( 1802 ) gant Novalis / Friedrich Von Hardenberg ( 1772 - 1801 ) .
" Kenskriverezh etre Alain-Fournier ha Jacques Rivière " ( 1904 - 1914 ) - Adembann Gallimard , 1991 - Lizher da Henri gant Jacques ( 29 a viz Gwengolo 1908 ) .
* " Sisters of Mercy " ( C'hoarezed an Drugarez , 1968 ) gant Leonard Cohen , copyright Columbia / Project Seven Music / Sony Music Entertainment Inc. - All rights reserved :
" Ha pa vefe ho puhez 'vel un delienn bet dilamet ha berzet ... "
* " Korollit , korollit
O ! Korollit troioù amoet ,
Paour-kaezh delioù , korollit ! "
Yann-Ber Kalloc'h - " Ar en Deulin "