AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 16 - Div Steredenn Wenn ) .
1 Avril 2023 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien
( 11 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
II - An Ergerzhadeg
16 - Div Steredenn Wenn
" Efedusoc'h 'get kadarnded 'oa habaksted ha gwidre , moarvat !
Bez' oa hanterouriezh kannadourien ar C 'halif Egipt da gentan , heman o chom dic'houest da bardonin d 'an Durked o doa kemeret Palestina dre nerzh dezhan !
Hag a bep seurt emgannoù 'oa bet etrezomp ha luioù muzulmat bet deuet da rein un taol sikour dezho , hep ankouaat lazhadeg-se ar stêr Orontès ma veze lakaet da vervel enebourien niverus ennan ! ( 27 )
Ne zeue netra a-benn da lakaat aesoc'h an traoù , nag ar gernez e-barzh ar
c'hrenvlec'h , nag ar voued a ziouere ivez d 'ar Groazidi da heul un dro-widre bennak bet graet dezho , marteze .
Bremaïk e tiazezas enebezhioù ha dizunvaniezh e spered hon prinsed a ziskouezhas kemer gwarizi an eil ouzh eben !
Abaoe seizh miz e pade ar seziz endeo pa oa asantet gant an holl d'un arsav-brezel a roas tro da bourvezin ar sezizidi diouzh un tu , met , diouzh un tu all , ne reas met dalean momed an daskor ken gortozet !
Edo o paouez distardan ar skoulmad , neoazh , un treitour teusk anvet Firouz , komandant an tri tour pennan ar moger-dro ha kuzulier Yagi Sian , prins Antiok , war un dro , c'hoant bras dezhan ouzhpenn , 'vel ur Judaz nevez , da gaout madoù a-leizh . ( 28 )
Ha 'pad ma voe gwelet ganeomp un deiz ozhac'h-meur ar C 'hresianed bet stlejet war ar mogerioù 'vel ur c'hi du , e reas e bilpouz o tont da glemm a-gevret ouzhomp eus heskinoù ha poanioù bet diwasket en e gêr gant hon re !
Bohemond Taranto , gant e c'hoant da berc'hennan holl zoaroù an aloubadeg , a reas van ivez , marteze , da gredin e morc'hedoù a groge ennan koulz hag e weledigezh en doa a alie anezhan , diouzh e glevet , da lakaat digor-frank toulloù dorioù ar wikadell ! O kaout preder da wiriekaat orbidoù ar ganaz , e iriennas a-enep ar C 'huzul , o c'hoari e jeu en ur vrudan faos keleier trechalus diwar-benn un armead a zaou kant mil soudard o tont ouzhomp d 'hon arsailhan du-man !
'Vel ur ganell ez eas pep tra gant an tun-se : ur barrad aon a gouezhas trumm warnomp ken na vefemp divizet dre " Ragevezh-Doue " da asantin d 'e raktres !
Ne oa nemet Remont Toloza Sant
-Jili , avat , na oa ket bet touellet gantan !
A-benn ar fin e teuas ar poent krenn-se ma vefe ret dimp en em sonjal da vat : e sioulded un noz liv du evel ur forn , luc'hedus a-wechoù , gant ur mouch-avel flour o c'hwezhan enni , e krogas tri-ugent emouestlad , ha ni en o zouez , da bignat en ur skeul-gordenn lêr betek tour-meur hor " mignon ", e-harzh ar menez Silpios ... Diwar neuze , ur wech bet gronnet al lec'h strategel-se , ' oa bet sanket ha divarc'het un nor bennak ganimp ... Hag e-giz-se eo ma oa bet gounezet ar c'hrenvlec'h , etre an daou hag an dri a viz Mezheven 1098 !
Met piv bennak na c'hellas ket , siwazh , laret anv an Aotroù ' oa bet lazhadeget didruez !
Ha bez' e oa tud , goude-se , a lavare o doa gwelet ur gometenn a danflamme ar C 'hornog hag e oa bet treset en oabl kurunenn ur merzher gant ur steredenn wenn zouget Dirazan gant ar re-se a brof d 'ar Salver , an holl C'hloar Dezhan , o buhez ...
Div 'oa a lugerne muioc'h c'hoazh en o metoù , war a hanvale din . Ne ouien ket
perak , met e sonjen e Florine , merc'hig ez-yaouank kaer an dug Bourgogn trelatet he c'halon gant ur prins danat .
Siwazh , ne oa ket tu d 'o c'harantez o c'henel da vleunian er bed-man !
Mervel a rejont kouezhet e rouedoù un traped-brezel , ha breman evel dec'h e plij din kalz ijinan eo an ebr a-bezh entanet gant bleunioù nenvel dispar o eured ! "
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 16 - Div Steredenn Wenn ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
27 - Emgann al lenn Antioc'heia ( 9 a viz C'hwevrer 1098 ) - Degouezhout a reas kentan seziz Antioc'heia etre an unan-warn-ugent a viz Here 1097 hag an daou a viz Mezheven 1098 - An eilvet seziz a c'hoarvezas pa glaskas ar Vuzulmiz d'adkemer ar geoded , o padout etre ar seiz hag an eizh-warn-ugent 1098 .
- War-dro daou kant mil den e kollas Arme ar Groazidi en abeg d'ar seziz ha d'ar c'hlenvedoù-red .
28 - Yagi Sian , emir Antioc'heia ( 1086 - 1098 ) .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives
/image%2F1535069%2F20230403%2Fob_8342c0_the-meteor-of-1860-by-frederick-edwin.jpg)
/image%2F1535069%2F20230407%2Fob_958586_bataille-antioche.jpg)