AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 17 - Al Lans Santel ) .
12 Avril 2023 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien
( 11 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
II - An Ergerzhadeg
17 - Al Lans Santel
" Diwar ar c'hwec'h kant mil den ' oa aet en o hent er penn kentan , ne chome breman 'met pemp-warn-ugent hepken , marc'heien an darn vrasan anezho , rak ne zreitbevas ket tud vunut ar werin o doa o heuliet , siwazh !
Azia-Vihanan 'oa o bez !
An tec'had Yagi-Sian ' oa bet lazhet gant ur c'hleze , hag e benn zegaset d 'ar vistri nevez !
Evel ma ne c'helled ket da gemer ar c'hrenvlec'h betek-henn , e teuas war e skoazell ur prins Mosoul anvet Kerbora , a lakaas seziz warnan d 'e dro . ( 29 )
Etre an dir hag an tan edomp o c'hortoz ! Ha ken dic'hoanag 'oa deut an traoù evidomp ma tegouezhas un deiz d 'hon sikour lu bizantat Aleksi Komnen , met e tleas an hini-man mont bremaïk war gil ivez a-benn ar fin !
Neuze eo e c'hoarvezhas ur burzhud
nevez !
Kemennet en e hunvre ' oa bet deuet dezhan marteze a-berzh Doue dre e gousk , e tiouganas un den eeun , ma doullfed don ' barzh an douar , ' vefe kavet ivez al Lans Santel he doa toullet kostez hor Salver Jezuz- Krist ! ( 30 )
Startijenn a zegasas ar c'heloù-man da strolladoù soudarded hon arme , renet mat gant Jafrez , Tankred ha Bohemond !
Dre ziouer a gezeg e tleas mont war o droad ar Groazidi a kasas da netra al lu turk da c'houde , neoazh , kalz nebeutoc'h kadarnaet ma veze brudet anezhan .
Hag e rankas ar c'hrenvlec'h en em zaskorin en diwezh .
Baroned a zivizas chom betek an diskar-amzer , met e kouezhas ur c'hlenved-red warnomp .
Ademar Monteil a varvas , en a oa bet penn bras speredel hag ene Brezel-se ar Groaz , gwarant ivez un emglev-mat etre e bennoù .
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 17 - Al Lans Santel ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
29 - Kerbora , atabeg Mosoul ( 1096 - 1102 ) .
30 - D'an dek a viz Mezheven 1098 , ur manac'h-rous divrud anvet Per Bartelemi a lavaras en doa gweledigezhioù Sant Andrev o tiskulian dezhan e oa kuzhet al Lans Santel er gêr .
Per Bartelemi hag al Lans Santel Antioc'heia dindan lezenn an Aotroù Doue , gant Gustav Doré ( 1832 - 1883 ) , engravour , livour , kizellour elzasat .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives
/image%2F1535069%2F20230414%2Fob_96e877_corrado-mezzana-christ-en-croix-et-sa.jpg)
/image%2F1535069%2F20230414%2Fob_3712a2_gustave-dora-ordalie-de-pierre-bartha.jpg)