Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - Kentskrid - Breton Version / E Brezhoneg .

17 Août 2023 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - Kentskrid - Breton Version / E Brezhoneg .
Publicité

 

Kelc'h Kentan :

Da Darzh-an-Deiz ...

 

 

 

An Erbeder / Kentskrid .

 

 

 

       Dalc'het 'm eus koun eus vakansoù e Plistin ( Aodoù-an-Arvor ) e miz Eost 1984 , ken pell 'zo breman ! E sell edon da lakaat da zizolein Breizh va c'hentan fried .

       Chuchuet hon doa 'trezek Brekilien  , bro c'henidik vojennel va bugeliezh da gentan , gant un tamm ehan hud e Maner an Duchenn ( Manoir du Tertre ) , dres a-uc'h kêriadenn ar Govelioù ( Forges de Paimpont ) .

       En doare-se e tiwanas em spered menoz ur gontadenn voemus ha moliac'hel , pe gentoc'h e hini un tasmant bennak , marteze , c'hoant ennan da zasorc'hin em hunvre 'vel un haroz Skakespeare , Walter Scott pe dTolkien a-greiz un noz hanv stergannet ha ken brav ! 

Sot-pitilh gant yezhoù kozh ha sevenadur ar Gelted abaoe pell , ez adkemeren war va c'hont raganvioù bennak bet dastumet aman hag ahont ha digant " Geotenn ar Werc'hez " war un dro , penn ober Jakez Riou ma vezen bet atav ken fromet gantan ! 

Un hollved a-bezh a ijinen , leun a arouezioù , a varzhoniezh hag a niveroù , o lakaat da vezan un hent kevrinel betek bed an hunvreoù adalek hini an danvez anezho , 'vel ma ouie ken mat o  taolennin end-eeun evidomp Alain-Fournier , unan eus va

mistri , en e " Meaulnes Veur " . 

       Ur " Fête Etrange " ( Gouel Iskis ) adnevezet e oa e kreizik-kreiz ar goadeg c'hantvedel , mirourez sioul kevrin an amzerioù

a-viskoazh . Ha tamm-ha-tamm e chenche ivez liv hon deizioù pemdeziek , o trein anezho d'un dra all treuzkemmet dre vurzhud ar skritur davit ur ment nevez !

Raktreset e oa 'vel-se deroù un avantur e-pad ma kase ac'hanomp war un dro ur veaj alc'hwez war lez mor-bras un anaoudegezh kollet gant kredennoù kozh an Drouizien .

        Lestran a rejomp neuze , moused vihan strobinellet , war ar " Vari-Vorgan ", kozh-bag ur bleiz-mor kozh evelti , " Tadig

Tangern , gant e avreloded emouestlet o-daou da imbourc'hadeg ar " Gaeltacht " geltiek , pe anez hini ar Gral , o c'halonoù o talman ken krenv en o c'hreiz hag o daoulagad o paran flamm ur c'hoant ken diroll dre spi ur yaouankiz a grede peurbadel !  

Rak ne c'helle ket bezan dister ivez o zroiad gaer ! 

        " Petra ' vefe ar vuhez-man ? , a c'houlenne dezhan e-unan Iegor , haroz yaouank nec'het Tchec'hov .

Marc'heg Ofterdingen , o skeudennin evitan gweledigezh veurdezus Novalis , a anaveze ar respont endeo .

Bremaïk ez adkafe e vro orin ,  un tenzor prizius gantan !

       Klask d'ar Maen , liammet gant hini an Amzer Gollet marse , a lak an dud da zont dishenvel evit gwir . Ha kement ha m'eo diouzh e hevelidegezh tonkadur pep boud  , kement eo enboud pep ene distaolet e sklerijenn ennan !

Met n'hello ket chom dic'hloaz piv bennak o tostaat outan a glaskfe lakaat e zaouarn zic'hlan war vravig-se ken santel ar Re Gozh !

" Lia Fail " , evel ma vez graet anezhan

ganto , a vefe gouest da zistruj buhez n'eus forzh pe zen her a vennfe piaouan e gaou an unvaen-se deut eus penn pellan an oadoù tremenet evit bezan fiziet d'e virourien gant an

Doueed !

       Henvel ouzh ur " berlezenn brizius-meurbet " eo Rouantelezh an Nenvoù , diouzh an avielour Mazhev ( Mazhev , 13 , 46 ) .

Met petra 'vefe priz aberzh an Dibabet a zleo a-drugarez dezhan rein en-dro dieubidigezh ha bri d'an den ? 

Rak " Ez out Pêr , ha war ar roc'h-man e savin va Iliz ! " ( Mazhev 16 , 18-19 ) .

       N'o deus nemet adenaouet kozhan gwegeloù hor Relijionoù a-vreman henvel ouzh delwenn-se ar Werc'hez bet savet war un daol-vaen war dreuzoù an abati " Pierre-Qui-Vire " e Morvan ( Bro-C'hall ) .

       Deut eo an amzer , war a seblant , evit an Hierofant yaouank o tostaat ouzh an Aoter da brofan e galon . Deomp e-barzh an Iliz-veur gantan , ma fell deoc'h ! 

 

 

 

 

 

DAN AR WERN An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - Kentskrid - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article