AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 15 - Astroù an Noz ) .
26 Janvier 2023 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
Roparzh II " Berr-e-heuz " ( Robert " Courteheuse " e galleg ) , dug Normandi , gant Henri de Caisne ( 1843 ) .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VIII )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Brezel ar Groaz -
11 - An Aotrou Brekilien
( 11 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
II - An Ergerzhadeg
15 - Astroù an Noz
" Ha padal , re zievezh 'oa pep tra a raemp-ni ivez , hag alies e teue dimp mont kuit war ar maez tro-war-dro da glask ur serc'h bennak 'vit hon diduellan un tamm 'hed devezhioù hir .
Krog ennan droug ar gêr , e hiraezhe an Aotroù Brekilien d 'hor bro c 'henidik pell , en arvar ma vefe tu dezhan d 'e adwelout un
deiz .
Petra 'oa deut hor c'herent , hon tiegezh da vezan ?
Ken oadet a-barzh deut kozh evit gwir , ha kiget er c'halvar-se hor c'halonoù gant amprouennoù ha stourmadegoù a-bep seurt , ne oa mui nemet spesoù ac'hanomp war hent hini an Aotroù ! 'Vel ne oa nemet Sterenn ur feiz dinerzh a c'halle hon henchan ivez hec'h-unan e-giz ur goudor pe ur skoazell
diwezhan ! Klask a rejomp anezhi 'kreiz stered o skedin en noz d 'an abardaez Nedeleg-man . Met e oa trist ar gouel a-benn ar fin , o vezan m'e doa hon dilezet ar spi da chom bev rak ur gernez vras er goanv kriz-se , hag e sonje eveldomp an uhelan Aotrounez , marteze , holl o vezan lusket gant ur c'hoant hepken , mont kuit !
Teir gwech 'oa bet great d 'an dug Normandi kemenn 'vit ma voe kendrec'het da zont en-dro d 'ar Groaziadeg en anv Jezuz-Krist hag hor Relijion santel , o vezan m'en doa c'hoant bras kentoc'h anezhan mont kuit da gavout Laodike !
O talan ouzh ar c'hlenved hag ar marv edomp , krignet hor speredoù gant an arvar , ha lakaet da gredin e vefe da dalvezout gwelloc'h egeto a bep seurt gwalinier etre ar gwashan ne voemp ket espernet ganto : mont da ribodal ha c'hoari vaouez pe n'eus forzh pe dra bennak all diroll ha lous a veze plegoù fall bet kouezhet warnomp re alies e-leizh !
Ne gavas ket mat marc'heg Koadkaden seurt traoù-se .
Ken dishenvel e teue da vezan bemdez , oc'h ober klemm eus traoù goullo ar bed , avel ha moged an douar 'vel ma lare , o varc'hegezh war leviadoù e jav feal , Righall , o klask ur repu dizarempred war ur menez digenvez , pe ur peniti bennak ma taouline ennan 'vit pedin Doue , o c'houlenn dibaouez Dezhan ster , na du na gwenn d 'e veno , holl an drailhoù , al lazhadegoù , ar berniadoù kelannoù , ar pennoù troc'het ken euzhus-se !
Neuze eo e c'hoarvezhas ur c'hren-douar da rein dezhan ur respont , bet klevet ivez gant pep hini ar birc'hirined . Hag un tarzh-gouloù boreel a ginnigas ouzhpenn dezho un arvest hollgaer diankouaus eus droug an Aotroù Doue !
Kemennet 'oa bet Grasoù da derrin e nerzh , ha pinijenn 'oa bet graet da c'houde . "
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 15 - Astroù an Noz) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives
/image%2F1535069%2F20230128%2Fob_fef665_robert-courteheuse-de-normandie-henri.jpg)