AL LIZHER / LA LETTRE - 4 - Billy ' Vez Graet Ac'hanon ( E Brezhoneg / Breton Version ) .
12 Mars 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Deizlevr Yann Kervern ( 2 ) .
AL LIZHER
- Istor ur Vignoniezh kozh -
Deizlevr , Envorennoù ( II )
Evit Annemarie Schwarzenbach
4 - Billy ' Vez Graet Ac'hanon
Abegoù all a-vicher am boa bet da heulian he roudoù .
N'en doa ket paret hec'h anv nemet war hunvreoù splannan am boa graet a-ziwar he fenn . E welet em boa ivez ouzh talbenn un ti-bank , er " Champs-Elysées " .
Intent a ris an dra-se un nebeud devezhioù war-lerc'h .
Un enklask en doa fiziet ennon va fatrom war he divout , ha , koulz lavaret , e veze an afer boutin-man a chekennaouegoù laeret , " hor bara pemdeziek " .
Kavet em boa an digarez a glasken-me , 'gave din , padal e chomen sebezet-holl o welout ur plac'h yaouank evelti ret dezhi feurmin ur gambr-vatezh er " C'harter Latin " .
Dalc'het eo sonj din eus an endervezh flamm-se a viz Du , gant e engroez a hanvale baleata digas war riblennoù ar vali , bet strewet delioù ken lies o liv warno .
An Dimezell Sibylle Dürrenbach , 8 , Ru an Delenn : kant gwech em boa adlennet he chomlec'h , ha , dindan va envor , e oa kement a vall warnon ma welen pred hirgortozet hor c'hejadenn en a-raok !
Den ebet ne gaven , pa zisoc'his el lec'h , avat .
Va mennozh a ris he c'hortoz , daoust da se , o vezan war c'hed a-ziwar lein an diri .
Neuze-souden , e welis daou bezh fall a hiniennoù o tiflukan a-greiz-holl gant un doare droukrans war o dremm , mut evel pesked , ha ken krenv ha nerzhus pep hini hag ur marc'h .
Hag en em c'houlenn a ris penaos bennak o doa gellet , ken aes dezho , digerin an nor . Petra ' glaskent da c'houzout ?
O tostaat didrouz ouzh he lojeiz , e veizis e furche ennan gant aked , ha traon-ha-krec'h , hon daou benn ki-saoz .
Ken buan evel lazhan ar gouloù , en em strinkan a ris neuze en derezioù , gant ar sonj da dennan evezh ar goantenn !
Merzout a ris anezhi en diwezh war ar vali : he dremmig flour aelez am boa anavezet diouzhtu , hag ivez he doare fichan he blev evel ur paotr .
" N'it ket di , Sibylle ! , a laris dezhi , o stekin va dorn ouzh he divskoaz .
Torret eo bet dor ho kambr ! "
War an trumm , n'oa ket tu dimp komz an eil d'egile .
Met eskemm ur ger pe zaou , marteze ?
" Piv oc'h-c'hwi ? , a c'houlennas din a-benn ur redadeg , oc'h ober van d'am dianavezout evit mat , pep hini ac'hanomp o strivan da ziskulian un tamm e galon da c'houde e peoc'h ur bierdi elzasat , kluchet dindan skeud ur platan .
Fromet-krenv a seblantas din ar plac'h yaouank , gant an dud-se bet kaset war he lerc'h , o tiskouez bezan nervus ha stoket-tre he spered . Ur sigaretenn a danas .
Klask a ris he skoazellan evelkent , o tegas koun dezhi eus chekennoù he bank , ur falssinadur warno ...
Hervez klevet , ne fizie ket ennon , hag o tremen ingal dreist va c'houlennoù edo .
C'hoant he doe mont en-dro d'he gêr .
" Ya , 'michans ! , a eilgeris dezhi . Met , sonjit mat , e riskl eo ho puhez , rak ouzh ho kedal ema c'hoazh hon enebourien , marteze . N'it ket diouzhtu !
Mantret-holl e teuas souden he dremm da vezan . Ha dirollan a reas ar gaezhez paour da ouelan .
" Va lezit da vont kuit , Aotrou , me ho ped ...
Rak he c'hoant kavout ur repu asur , ha pellgomz ivez d'ur vignonez , ez asantas va heulian em zi a-benn ar fin .
Kroget he doa da c'hoari un tamm gant he boemerezh , o wilc'hat ouzhin a-wechoù . Ur minc'hoarzh aonik a skedas zoken war he dremm evidon , hag en doa rannet heman diouzhtu va c'halon !
Gouestlan a ris kent dezhi ez in da deurel ur sell ouzh he dor . Antronoz , e rafe hervez he sonj hag he diviz .
" Dreist-holl , na larit mann !
- Gwell a se , Sibylle ...
" C'hwi ' oar , Billy 'ra va mignoned ouzhin !
Pa zeuis en-dro dezhi , e oa aet kuit diwar-nij va durzhunell ...
( Da vezan kendalc'het )
DAN AR WERN - Al Lizher - 4 - Billy 'Vez Graet Ac'hanon - Meurzh 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Al Lizher / La Lettre " , copyright 2008 .
Luc'hskeudenn ar film skinwel Luc Béraud : " Dourioù Displann " ( Eaux Troubles , 2003 ) , gant Julie Debazac ha Jean-Pierre Lorit .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 24 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives