Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AL LIZHER / LA LETTRE - 8 - Spi Ha Digenvez ( E Brezhoneg / Breton Version ) .

17 Novembre 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Deizlevr Yann Kervern ( 2 ) .

Al Lizher
- Istor ur Vignoniezh Kozh -



Deizlevr , Envorennoù ( II )
evit Annemarie Schwarzenbach



8 - Spi Ha Digenvez
" Neuze , e nij ar marv dreist bevennoù hud ar Bed , kousket-mik .
  Ha n'on ket ken
. "
Annemarie Schawarzenbach - " An Draonienn Evurus  " ,
E Sils .


                Spi , digenvez , notennet he doa ar gerioù-man en he lizher .
Setu tout a chome diganti , nemet ivez he feltrig , a redis buan da gerc'hat em c'hambr , a-benn kaout warnan c'hwezh vat he frondoù .
Dougen a ris anezhan ouzh va zremm , diouzh an noz , evit ma c'hellfen kuzhat va foan e-barzh , oc'h ober an hini a gredfe c'hoazh he c'hlevout skein war an nor , hag he c'havout bepred em c'hichen .
Gant hiraezh un hunvre , omp disammet a-wechoù eus kemennoù didruez hon Tonkadur .
           Pezh a ris un deiz va gwreg gant an tog : kempenn a reas hon ti , ha dre en em zizober dioutan , e sonjas marteze e kasfe aes diwar dro he gwaz e holl amzer-dremenet c'hloazus .
Ne vanas ganin nemet an nebeud linennoù-se diwezhan , gwall skrivet dreist penn biz , 'vel relegoù hor yaouankiz er ritenn zislivet , a zegas alies d'am sonj tommder va achantourez , he bizied hir ha moan o spinan ouzh ar follenn baper deuet melen a-hed an deizioù .
           A-hend-all , e veze pempbloaziadoù am boa dilezet ar Polis .
E Pariz edon o chom atav , met em boa kollet ar wel " va mignon  " Tom . Un deiz goude merenn , o tiflukan eus un tavarnig , e kejis " dre zegouezh " gant heman diouzh tu al levrdi " Shakespeare " . ( 28 )



Gant e vaen strink en e gerc'henn , e voe aes-tre din e anavezout a-bell , daoust d'e glopenn zamvoal ha strivoù ar fri-furch mentek-se 'vit tremen buan e-biv din hep va gwelout !
Ha drant evel ul labous , diouzh e voaz !
- Ac'hanta , Aotrou Enseller , pebezh souezhadenn ! , a laras din war un ton goapaus ha divlaz , leun a widre . 
           Kemenn a ris dezhan , e berr gomzoù , e labouren breman en ur gompagnunezh-aer evel kontour . Ha n'e oa ket ebat , er c'hontrol , a resisae dezhan o c'hoarzhin .   
           O follennata levrig Sibylle , beajourez veur , e komzas din a-ziwar he fenn . Aet kuit e oa da glask henandonioù persiat kredennoù ha mennozhioù hor C'huzh-Heol .
- Ket bihan dra ! , e vamis o klevout se .
- Sapre Billy , kredin a ran eo aet sot gant ar c'hudennoù-se ! C'hoant he doa da skrivan un dra bennak war o divout , goude klask warno betek penn he C'hest ! Gouzout a rit , he deus kavet liammoù , war a seblant , etre Manikeiz ha Waldeiz , 'oa bet prezeget kredenn anezhi d'he hendadoù gant ar re-man
            Neuze , evel ma youle an Amerikan en em virout ouzh goulennoù diezhomm pe re ziaes evitan war e hentad micher pe hini e holl vuhez dezhan e-unan , e tennis ul luc'hskeudenn eus e c'hodell , hag a oa bet sinet a-ratozh-kaer 'vit an oberenn .
Warni , e veze gwelet ar plac'h gant Myriam ha Paol , en hent davit an Damavand , seurt menez hud , 'vel he c'henvroadez ken brudet . ( 29 )



- Myriam ? , a c'houlennis dezhan , sabatuet .
- Evit gwir , ne dint ket an div wreg-man 'vit bezan an eil hep eben ! , a spisaas goude gant ijin en e vousc'hoarzig .
             Penaos chom hep e gredin , daoust d'an trouz ha d'an tousmac'h a oa bet etrezo ?
Met e verzas , marteze , e veze neuz ur warizi c'hwerv war va zremm , hag en em gavas diampart .
             Ken kizidik e oa bet da livan he foltred m'e doa adroet nerzh ha kalon d'am c'harantez-flamm , o lakaat doujans outi en-dro , e don-donan va ene . Abaoe pell , e seblante bezan kuzhet va holl zoanioù a-drenv un tasmant , ha bep ar mare , paotr revet e galon ,  e tirollen da ouelan kanv d'am aelezig gollet .
             War hent an distro , o stranin war ar c'hae , e striven da welout sklaeroc'h an traoù . Diaes e oa evidon un tamm , koulskoude , dirak arvest dourioù lous-tenval ar Saen . Edon o klask gouzout perak , betek hen , ne oa ket bet mui a zarempred etre Tom ha me , perak ivez , n'en doa ket bet aon heman da rein din e chomlec'h nevez .
Evit va zouellan gwelloc'h , a sonje din , o werzhan piz e-lec'h fav , ha dre gaout kred e tavin , 'vit pouezan war va gwan gant ur goanag faos ?
              Peogwir em boa kemeret from en afer-man , e hanvalas din bezan deut luziet-bras a-daol-trumm anezhi . Anez ma oan bet faziet diwar va hent , n'oan ket sur , diouzh va c'hoant kuzh , e virfe c'hoazh he doare romantel . Marteze ivez , n'oa ket dav din bezan trelatet va fenn a-nevez , goude bout bet sodet ha divorodet ganti war un dro ?
Kentoc'h , 'vefe bet gwell ma'z afe er-maez kudennoù pouezus , bet goloet anezho dre re lorc'h pe elevez gant froudoù tenval va ziemskiant .
              Fresk-bev e oa c'hoazh em fenn pennadoù ar c'hazetennoù diwar-benn ar Bank Dürrenbach : n'en doa ket gwennet anezhan arc'hant lous trafikerezh an drammoù hag an armoù ? N'oa ket kenderv Camille , damwelet er c'habared , rener ivez an ajans ? N'oa ket eviti un digarez d'en em gavout ganin em c'hêr ? Ha piv 'oa Tom ? Ur poliser kuzh ?
Evel an avel e rede va spered war un toullad mat a c'houlennoù kevrinus , oc'h ober fae eus morc'hedoù o doa sammet anezhan nevez'zo .
              D'ar c'houlz-se , em befe karet bezan en he c'hichen ...
Met diwar welout trumm " he sell brav ag aelez diank ha digonfort " war hon Douar , e ruziis gant ar vezh , droug ha dispis o sevel ouzhin va-unan ! ( 30 )
              Digalonakaet-krenv , ha plaen va spered war un dro , ec'h azezis e skeud ur blatanenn , a-barzh kregin da lenn e Saozneg " Hope And Loneliness " ( Spi Ha Digenvez ) , evel ma oa anvet danevellig ar gantreadez , skeudennaouet eeun a-walc'h gant un nebeud klichedoù gwenn ha du . ( 31 )
Taolennet he doa ar skrivagnerez he c'hejadenn gant un Ael Splann , a chome e traonienn uhel ar c'hannderioù peurbadel .
" Perak ec'h eus kemeret karantez va buhez , an hini a oa melezour nemeti eus va ene nenvel ? ", setu pezh a weled skrivet war vez Myriam , bet bleuniet-dispar gant he mignonez . Kouezhet 'oa bet houman e-pad ar grapadenn , a dra sur , gwall skoet gant ur marv ken krizh .
Evel-se 'oa bet he zamm flanedenn war an Douar , al levrig-man o vezan bet skrivet evit dougen enor dezhi .
 
              Kredin a ris e oa un taol-chans va beaj gentan , bet aozet war-du Suis . O kejan ganti adarre , a-benn ar fin , em boa spi da frealzin he c'halon .
              Siwazh , o teurel ur sell , hep sonjal , war ar " Neue Zürcher Zeitung " ( Kazetenn Zürich ) , e lennis ur c'heloù mantrus . ( 32 )
Splujet en doa he c'harr el lenn Sant-Moritz , a veze displeget ennan , hag aet a-benn dezhi ! Digompez e oa an hent el lec'h-se , ur fazi bleinian he defe graet , ha setu perak en doa riklet he c'harr en un dro-bleg diaes .
              Neuze e santis 'oa rannet gwall va c'halon gant an digenvez .
Kompren a ris ster kuzh gerioù-man Oscar Wilde en diwezh :



" Re zisleal hepken ' anavezo kerseennoù a garantez ... ( 33 )

... Hag o hirvoudin gant c'hwervoni va c'halon-losk , e sonjen , mod-all , pa veze damwelet ganin o kinnig en un taol-lagad eeun he yaouankiz peurbadel da vagan va ene , he doa he c'hened ken dreist ha disi e zieubet muioc'h 'get unan all ivez 'vel tan pulluc'hus ur selladenn Zoue diouzh distervez hon stad !

 

 

ECHU


                                       


DAN AR WERN - Al Lizher - 8 - Spi Ha Digenvez - Du 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Version Bretonne . " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 . 

                       ___
Notennoù :
28 - Levrdi Shakespeare and Co. Stal-levrioù brudet , a-dal da Notre-Dame ( 5vet Arrdt. ) , kreizenn voas a sevenadurezh evit Saozon hag Amerikaned e Pariz , darempredet gwechal gand tud ar " Remziad Kollet " ( The Lost Generation ) .
29 - An Damavand , menez-tan uhelan eus Iran ( ardennad an Elbourz ) , a sav da 5671 metr a uhelder . Taolennet e oa bet gant Annemarie Schwarzenbach en he levrioù :
- Marv e Persia / Tod in Persien ( 1935 )
- An Draonienn Evurus / Das Glückliche Tal ( 1940 )
30 - Lavarenn Roger Martin Du Gard a-fet Annemarie , bet menneget e danevell vuhez Klaus Mann ( 1906 - 1949 ) , anvet " Pleg Va Hent , Istor ur Vuhez " / Der Wendepunkt , ein Lebensbericht ( 1949 ) .
31 - " Spi Ha Digenvez " , titl ar pennad-man .
32 - Kazetenn vrudet Zürich , bet diazezet e 1780 .

33 - " Poltred Dorian Gray " ( 1890 - 1891 ) , gant Oscar Wilde ( 1854 - 1900 ) , skrivagner iwerzhonat ganet e Dulenn .
" Deu e-barzh , 
  Ma ne vefemp ket dianket en digenvez-man /
Tritt her , 
  Dass wir uns nicht verirren in dieser Einsamkeit
. " 

Joseph Von Eichendorff - Im Abendrot / E tan ar c'huzh-heol

                                                                                            

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article