Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AL LIZHER / LA LETTRE - 7 - Nij an Elerc'h ( E Brezhoneg / Breton Version ) .

21 Septembre 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Deizlevr Yann Kervern ( 2 ) .

Al Lizher
- Istor ur vignoniezh kozh -


Deizlevr , Envorennoù ( II )
Evit Annemarie Schwarzenbach




7
- Nij an Elerc'h
" Gouzout a ouzon ervat pezh'zo ar vuhez :
  n'heller ket gounit un dra bennak hep dilezel un dra all ivez
.
"
Annemarie Schawarzenbach


               
                Resevet em boa al lizher-se , e follennoù deut ken kozh ha dilufr , ma anavezan pep ger digantan abaoe pell . Breman , eo dav din e beurlenn :
                " ... Ar gerig-man 'vit lared dit 'm eus pedet evidout er Benniliz , 'raok din skarzhan kuit dre ret da borzh-houarn Lion . ( 21 )
Bez truez ouzhin , mar plij , 'c'hoarzh ket goap p'emaon kleiz ha pa ran an traoù 'dreuz ha dre dastorn gant va enklaskoù !
Da betra e talvezfe dit , a-hend-all , va brizhziskleriadennoù 'vit gouzout perak em boa stranet ken diwezhat en noz-all
?
                N'ouien ket pet eur e c'hallfe bout bet , pa'z is er-maez eus da gêr .
Va mignonez a c'hortozis  en un davarn-noz

                Sonj 'm eus hon doa esaet goude , hon-div , adskoulman etrezomp ar peoc'h dre hon diviz . Met ken dishenvel omp , e gwirionez , na servij da netra , me 'gred , ar gerioù . Nag an daeloù , zoken .
N'eus nemet sonerezh ar film " Céline " , bet aozet gant Georges Delerue , a zeu en-dro d'am envor . Hini he doa profet din , 'raok skein an nor start war he lerc'h ! ( 22 )
Re zigenvez en em gavis neuze . Ne oa den ebet d'am c'hompren . Ha piv en dije gallet en ober , 'pad ma " laoske kriadennoù levenez steredennoù ar mintin " ? ( 23 )
                 Diwezhatoc'h e tintas ar pellgomz . Va mignon kent e oa , a gouvie ac'hanon en e di , e Zürich .
                 Kredin a ran a-wechoù n'eo ket un dra aes ar garantez , hag ez eo ret deomp kaout amzer awalc'h 'vit mont daviti dre doull an alc'hwez .
Mil bell 'zo edon ouzh he c'hedal da zont ... 'Vel skedoù an Heol o paran war zourioù tenval lenn Sankt Moritz . Van a reomp da gredin enno , tra ma zeuio prim ar serr-noz , koulskoude . ( 24 )


                 
                 Petra 'teuin-me da vezan , hep Myriam ? Ken buan e tro bizied an horolaj ... Padal , on chomet yaouank , ha pa darzho bronsoù an nevez-amzer , e vin lusket c'hoazh gant ur c'hoant direizh da redek da bevar c'horn ar bed
Ya , sur-mat e karfen heulian ar stummigoù gwenn-kann , du-hont , eus a rafen ... Emaint o skein 'trezek an oabl , tizh warno ...
Ne welez ket anezho ? Un nij elerc'h , marse , hag en em strink 'dreuz ar menezioù
...
                 Kent mont kuit davedout , edon o vale war-du Montparnasse .
Bez e oa ar goulou-man , tro-war-dro . Daoust d'ur glav sil ha troioù kamm an avel , e oa un engroez a finve 'vel skeudoù va digenvez , o kinklan buhezek anezho , zoken
D'ul logell-bellgomz , ez is a-benn-red ! Kement a c'hoant em boa da gavout spi , o komz outi ur wech ouzhpenn !
                 Neuze , ez is 'barzh iliz Itron Varia ar Maezioù . ( 25 )
Klask a ran bod enni , a-wechoù , pa yud an avel foll er-maez .
Eno , 'kreiz an amc'houlou , e pede tud en didrouz , daou pe zri , e skleur piledoù-koar an Templ
.
Ganto e taoulinis dirak aoterig ar Werc'hez , o kaout netra d'He c'hinnig , siwazh , nemet gwall bec'hedoù va zamm buhez , ken dister Eviti .
Met penaos da gendrec'hin ?
A-nebeudoù , em boa en em zilezet Dezhi ... Ha , gant He bezans dilavar em c'hichen ,  e oan krog da domman , ken skanv ma oan deut da vezan , tamm-ha-tamm , o kredin dinijal Ganti , tra ma veze dispartiet diouzh va ene , relegoù ur c'horf gloazet , ha ma weled ur ouel douellus o vezan stignet etre ar Bed-hont hag an Douar ... 
Pa'z is er-maez da c'houde , em boa ankounac'haet ar gwirvoud , o tansal e-kreiz flammoù divent , dindan volz steredennet an douaroù kreisteizel !
 
                   Iskis eo ar c'hoant a vroud ac'hanomp , ne sonj ket dit ?
'Vel an holl draouigoù-se o tont , war un dro , da enebin ouzhimp ...
Darnijal a reomp 'vel balafanned diemskiant o klask ur frankiz na c'hallimp ket talan outi
... Diouzh hon diviz , e lakaaomp dudi e kalonoù tud'zo , hag o c'hedal ur wir garantez da c'hounit en distro ,  petra ne rafemp ket , 'raok mont d'ar strad 'vel ur vag war var d'ober pense ?
Ar respont a anavezan neuze , avat :
" N'eus tra da gaout hep ober dilez eus un dra bennak all . " 
Pezh'oa bet laret dimp gant Annemarie
. ( 26 )
                   Hag e c'hellin digas an dra-se da vat ?
Re vuan e teu plegoù fall en-dro , a gavfe dit , hag hep mar ebet , em eus graet traoù ken dizoare evidout !
 
                   Skrivan a ran dit adalek va c'hambr leti , en Engadin . Pep tra 'zo sioul , aman . ( 27 ) 
Esaean a rin adkavout , da gentan , peoc'h va c'halon , ken pouezus evidon-me . Ha setu an ali fur a roes din ez lizher diwezhan . Ken skuizh emaon .
Da c'houde , ez heulin Paol da Afrika . Kenlabourat a ra du-hont evel mezeg .
                   Petra 'c'hellfen larout dit ouzhpenn , va mignon ?
'Meus ezhomm tizhout ur pal , 'vit sevenin va c'harg . Ha zoken ma choman aze d'en em zebrin gant an enkrez . Mir ist Weh um Herz ! ( Rannet eo va c'halon ! )
                   N'am varn ket diouzh va welout . Met lez-me aman , ken divarrek , ha gra war-dro tud dedennusoc'h !
Rak m'eo dleet dit gwelloc'h 'get ur plac'h hegredik ha gwan 'veldon-me , a gav din .
Da lezel a ran , breman , gant frazenn ur prederour euskarat , Miguel de Unamuno ( hag az po sonj anezhi ? ) :
" Me'gred e Doue an Tad evel me 'gred em mignoned , en abeg ma glevan c'hwezh vat E deneredigezh warnon , ha ma welan E zorn diwel ha divrall o tennan va c'halon etrezek Ennan , o tougen hag o waskan anezhi war un dro ; dre m'eo diskouezet din ur ragevezh dibar da bep unan ac'hanomp , pa selaouan ouzh mouez ar galon-man ' zo din . 
Ha me'oar ivez e verk ur Spered Hollvedel va tonkadur va-unan
. " ( 28 )
Poent eo kimiadin . N'ouzon tamm ebet hag e vo tu dimp d'en em adwelout c'hoazh
Taol pled ouzhit ! "
                  

S.D 



( Da vezan kendalc'het )

                                   ___


DAN AR WERN - Al Lizher - 7 - Nij an Elerc'h - Gwengolo 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 .

                                  ___
Notennoù :
21
- Penniliz ar Galon-Sakr ( Sacré Coeur ) , war dosenn Montmartre , e Pariz .

Porzh-Houarn Lion ( Pariz ) .
22 - " Céline " , film Jean-Claude Brisseau ( 1992 ) , gant Isabelle Pasco , Lisa Hérédia , Danièle Lebrun .
23 - Job , 38 , 7 . 
24 - Sankt-Moritz ( San Murezzan ) , e Suis : unan eus ar c'hreizennoù ski ar c'hosan , er c'hanton Graubünden ( Emglev Gris ) , rannvro Engadin .
25 - Itron Varia ar Maezioù ( Notre-Dame des Champs ) , iliz Montparnasse - 75006 - Pariz .
26 - Annemarie Schwarzenbach . Lec'hiet eo he zi en Engadin-Uhel , e Sils-Baselgia ( Suis ) .
27 - Engadin , rannvro suisat ar c'hanton Graubünden .
28 - Miguel de Unamuno ( 1864 - 1936 ) , prederour euskarat .

" Ha na pegement hon eus en em garet en Engadin neuze ! "

Marcel Proust - " Deizioù ha Plijadurioù  " ( 1894 ) , Kerse ha Reze , XXII .

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article