AL LIZHER / LA LETTRE - 6 - Lorelei ( E Brezhoneg / Version Bretonne ) .
11 Juin 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Deizlevr Yann Kervern ( 2 ) .
Al Lizher
- Istor
ur Vignioniezh Kozh -
Deizlevr , Envorennoù ( II )
evit Annemarie Schwarzenbach
6 - Lorelei
" Un istor eus amzerioù kozh ,
Hep ehan , a stok va envor ... "
Heinrich Heine - " Al Lorelei "
E-lec'h mont kuit en diwezh , e tiskulias din ankenioù bras he doa bet o vevan en un tiegezh ma veze ret ennan ober neuzioù ha , dre ziskouez diavaezioù bourrus d'an holl , o tisplegan ivez , a-wel dezho , e beadra .
Staget e oamp gant un diviz diwar-benn al Lennegezh , ar Sonerezh .
En he gourvez war ar sofa , ec'h heuliae moged he sigaretenn , o klask en ul lec'h all , kevrinus , roudoù hunvreoù kaer he bugaleaj , evel palezioù marzhus " Ludwig " , pe garantezioù luziet he c'henvroadez , Annemarie Schwarzenbach . ( 16 )

Digoret em boa va c'halon a-zivout ar vuhez-man ken dister a oa din , pa labouren evit ar stad C'hall e Pariz . Komzet am boa ivez dezhi eus va c'hoantoù beajin d'ar broioù pell .
War-dro div pe deir eur , e voe mennet ar goulm da nijal kuit , hep gortoz em c'hichen kentan skleur an tarzh-deiz ... Seblantout a rae bezan trist , divarc'het .
Kas-digas e oa bet an devezh war-lerc'h evidon , o vont hag o tont afo dizehan : prosezadurioù , rentaoù-kont ur selaouerezh , tud o sevel klemmoù ...
Dispeg ebet 'pad an deiz !
Daoust ma oa berr va amzer , e klaskis pellgomz dezhi koulskoude . Bewech e ris tro-wenn , ha padal , o c'hwitan warni evel-se , em boa chans da glevout he mouezh voug er responter , hini Brünhild pe Lorelei , n'ouzon ket ken , a entane muioc'h c'hoazh va c'halon ! ( 17 )
Pa zeuis d'he c'hêr da serr-noz , ne gavis den ebet , siwazh . Ur wallhunvre a oa evidon , hep na vije bet va frinsez em c'hichen : evel Siegfried , e faltazien anezhi morgousket war ur roc'h c'hronnet gant ar flammoù ! Ken pell diouzh ar Walhalla ! ( 18 )
Ne voen ket evit serrin lagad ebet , ha padal , pa daolis ur sell , en hent , ouzh kelaouennoù-mintin a sache va evezh , e peurechuas ar re-se d'am zennan eus anken an digousk , rak ma voe divarc'het , er c'hontrol , va daoulagad ganto .
Edo ur Suisez o paouez bezan skrapet , hag un daspren savet goude dre bellgomz ouzh bod-skrivan kazetenn-bemdeziek vras ar Gêrbenn .
Ha pelloc'h , e ijinen ma veze un enseller " IGS " o c'hortoz ac'hanon e burev ar patrom , gant ur mousc'hoarzh laouen o paran war e ziweuz . ( 19 )
Dre ma'z afen di , e talfen ivez ouzh selloù diskredik va c'henseurted , en abeg ma oa bet skrivet va anv war garnedig-chomlec'hioù ar c'houzanvez .
Met arabat e vefe bet , diouzhin , ober re vuan evit mennout un dra bennak diwar-benn kement-se , a zeraoufen da zisklerian dezho goude , evit en em zifenn . Ha ne oa ket bet fiziet ennon an enklask-man war chekennoù laeret ?
E-tal beg pennwazer ar Servij o vont kamm , e vefe ret din diskouez , neuze , peseurt tud e oa an daou bezh fall a baotred start ha krenv o doa graet ged dirak dor Sibylle daou zeiz abretoc'h .
N'oufed ket petra respont din , a-dra-sur . O selloù kurius a vefe o paran warnon . Ha me , da sonjal e c'hellfen bezan hardizh outo gant netraigoù evel-se , pa vezen-me ivez en enkrez !
Un tammig amzer goude , e tegouezhas un darvoud all iskis .
Hep nemeur a spi , e pellgomzis da dTom .
Heman a roas din da c'houzout e oa bet kaset dre veur a wech " hor " c'heneilez d'ar bredospital , skoet gant an drammin hag an evan re . Ur wech all , he doa klasket goudor d'e gêr zoken , goude dezhi bezan tec'het kuit d'ar red diouzh an ospital .
A-benn-red ivez , ez is da vMarmottan evit gouzout muioc'h . (20 )
Padal , e-pad an eurioù-se ken poanius ma glasken he roudoù en aner , n'em boa ket pledet gant un dra bennak pouezus : tra ma weladenne din , e oa bet skrapet e draoù digant ti-bank ar " Champs-Elysées " !
Meur a zeiz a yeas e-biou da c'houde , hep keloù ebet diganti . O vezan na ouien ket resis petra ober , e stagis da skrivan dezhi .
Esaean a ris d'he frealzin gant un tamm gerioù touellus a garantez , na c'hellen-me kredin anezho zoken .
Ha neuze , e kase al lizher d'he chomlec'h e Suis .
Ur respont a resevis dizale diganti .
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Al Lizher - 6 - Lorelei - Mezheven 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Version Bretonne . " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 .
___
Notennoù :
16 - Loeiz II ( 1845 - 1886 ) , roue bavariat ( Ludwig II. , 1864 - 1886 ) , sot-pitilh gant an Arzoù-Kaer . Kestell boemus 'zo bet savet a-drugarez dezhan .
- Annemarie Schwarzenbach ( 1908 - 1942 ) , skrivagnerez , kelaouennerez ha rederez-vro ganet e Suis .
17 - Brünhild , tudenn ar vitologiezh hanternoz . Ganti a ra Richard Wagner e peder rann " Gwalenn an Nibelungen " ( Der Ring des Nibelungen , 1854 - 1874 ) .
- Lorelei : morverc'h c'hermanek a lak bigi ha martoloded ar Roen war o diskar .
18 - Siegfried , haroz mojennel ar vitologiezh hanternoz e-barzh oberennoù Wagner ( Der Ring ) .
- Walhalla : Gwenved ar vrezelourien galonek er vitologiezh c'hermanek ha skandinavat .
19 - IGS : Ensellerezh Meur Servijoù Prefeti Polis Pariz . Karget da reolin pezh a ra Poliserien Pariz .
20 - Ospital Marmottan : Kreizenn brederian evit an drammidi , 17 / 19 , straed Armaille - 75017 - Pariz .
Taolennoù : " Ur Vorganez " ( A Mermaid , 1901 ) , " Lamia " ( 1909 ) , gant John William Waterhouse ( 1849 - 1917 )
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 24 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives