Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

PRIERES D'UN EXILE - PEDENNOU UN HARLUAD - 4 - Ho Levr 'Zo Digor - Your Book Is Open - Dein Buch Ist Offen - Ton Livre Est Ouvert ( Breton Version / E Brezhoneg ) .

2 Janvier 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #PRIERES D'UN EXILE


 

Ho Levr ' Zo Digor
 

 

da Leonard Cohen

( 1934 - +2016 )


" ... Hag e oa digoret levrioù  ,
  Hag ul Levr all a voe digoret ,
  Levr ar Vuhez
... "
Diskuliadur , 20 , 12 .

" By the rivers dark , I wandered on ,
  I lived my life in Babylon ... "
War vord ar stêrioù du 'm eus kantreet ,
Bevet 'm eus va buhez e Babylon ...
Leonard Cohen - "By The Rivers Dark " , in " Ten New Songs " album ,

Copyright 2001 - Sony / Columbia - All rights reserved .

 




- I -

Keit-all amzer oc'h kroget da lenn un istor ,
Breman n'eus mui den da ziskouez deoc'h
Al lec'h m'emaoc'h ,
Met eo digor ho levr ,
'Vel un hentenn da heulian ,
Ouzh ho kelver emberr ,
War-du doureier du ,
'Trezek ar mor ...


- II -

Diaes a-walc'h 'vo deoc'h , marteze , da gompren ,
'Vidoc'h-c'hwi o sellout bigi
War skeudenn an nor ,
Gant ur ruzelenn heol
Dre 'n uloc'h ,
Hag ul lestr
Diouzh tu all gwerenn ar prenestr ,
Louc'hoù e don hoc'h envor ,


- III -

Bemdez o klask ur ster hepken
D'ho tanevell guzh ...

Piv 'c'hellfe , e gwirionez , 
O kutuilh ar Rozenn Ruz ,

Kavout alc'hwez an diluz ?
 

Bez' e vo , me 'gred , kalz freuz ha reuz

'Raok an diwezh , 
Luzioù war ho kein , blaz ar c'hwerv

Ha kerse bras ganto holl
Dre l
usk-dilusk ar c'huz-heol flamm !



- IV -

Met n'eo ket aes deoc'h
Santout muioc'h-mui ,

Treuzwelus ha lemm ,

Flourigoù an avel e melezour
Ho roufennoù niverusoc'h ,
Roudenn erv an disoc'h 
War dres noazh ho tremm torr ...


V -

Hag o trein follennoù gwenn
'Pad ur predig amzer ,
E veizit n'eus ket tu chench
Ouzh ho perzh
An dilerc'h ,
Tudenn zianav war al "Leurenn "
O c'hoari pezh amsklaer 
Ur paour-kaezh sklav ,  

Haroz hollgaer !

- VI -

Setu neuze sklerijenn skedus ho karantez
Ac'h entan ar paper ,
Tra ma 'z eo-hi sklaset en ur sorenn
Gant sord ur sorser ...
Echu eo endeo
Ho kontadenn 
Pa dreizh ar serr-noz ar gwer 
En gortoz da sklaerder yen
Al loargann ...


- VII -

Abaoe kalz amzer oc'h kroget da lenn un istor ,
Hogen n'eus den ebet ken da ziskouez deoc'h
'Men emaoc'h ...




DAN AR WERN - Prières d'un ExiléPedennoù un Harluad - 4 - Ho Levr ' Zo Digor - 1984 / 2001 - Adnevezet Genver 2009 hag Eost 2018 - Embannet war AL LIAMM 330 ( C'hwevrer 2002 ) - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Prières d'un Exilé Pedennoù un Harluad  " , Copyright 2006 .

Skeudenn : izelvos aoter iliz Rennes-Le-Château

                  



 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article