Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen - La Montagne et la Pierre - The Mountain and the Stone ( A ) .

8 Avril 2013 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .

Paluder Gwenrann 3Anna-Vreizh-4.jpg

Holen Mor II

 

 

 

 

L'Histoire et l'Héritage I

( An Istor hag an Hêrezh I )

 

 

 

 

3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen ( David ha Goliaz : 1488 - 1508 - 1788 ... )

 

 

 

 

 

Da enorin Richard Wagner ,

 

Evit Thomas Mann ,

Achantour ar " Menez Hud " , *

 

Hag evit va mab Eliaz ... 

 

 

 

" Pign Davedon war ar Menez

  Ha chom eno ,

  Ma roin dit Taolennoù Maen ... "

Ermaeziadeg , 24 , 12 .

 

 

 

 

A - Anna , la Petite Brette "  **

 

 

" Rak ma tarzh an deiz hirgortozet ... "

Yann-Ber Piriou - " Ar Chas Donv 'Yelo da Ouez "

                                                      

                                                                

       Gwir eo ez eo diaes a-walc'h anavezout en a-raok pe rakwelout disoc'h darvoudoù bet lakaet da vezan dister ha kuzhet a-ratozh anezho .  

Ha pa ne veze ket aes digejan o ster endeo kent-a-se .

    Evel-se eo em boa diskouezet en unan eus va oberennoù e voe stok deiziad emgann Sant-Albin-an-Hiliber , pa voe kollet o frankiz gant ar Vretoned , ouzh hini galv ar c'hastell Vizille , arouez derou-kentan an Dispac'h-Bras e Bro-C'hall . ( 1 )

Nemet 'oa tri c'hantved , war-bouez nebeud , etrezo !

Kendegouezh iskis , marteze , emezit-hu ? Ha perak ?

    Diazezomp en hor spered ar gerioù-se da gentan , " Disivoud " ha " Dispac'h " , hep gallout diouganan en diagent , koulskoude , o efedoù warnomp-holl .

Ha goude , dalc'homp sonj , er memes bloaz , eus marv e Koeron hon Dug diwezhan , Fransez II , en abeg ma kouezhas diouzh e varc'h d'an nav a viz Gwengolo 1488 , o lezel hec'h-unan-penn e verc'h vihan Anna , oadet a zaouzek vloaz hepken , da zont an Itron Rouanez ha Dugez Vreizh evit " ren war an douar hag ar mor ". ( 2 )

      Daou vloaz ziwezhatoc'h , d'an naontek a viz Kerzu 1490 , n'ankounac'homp ket ivez he " seurt " dimezin dre dredeog e Roazhon gant Masimilian Aostria a zeufe Impalaer Santel Roman e 1508 .

Eviti ha mignoned Vreizh , 'oa bet graet se 'vit klask terrin planedenn rust ha kalet ar vro bet gwasket hag aloubet gant luioù estren goude o zrec'h .

    Siwazh , ne blijo ket kalz d'an enebour emzalc'h disuj an " Dimezell " Vreizh !

Buan e ouio ober gant traitourien , tud zisleal an Noblans bet graet un dro wenn diouto o c'hoant bras da gaout madoù ar bennhêrez !

    Setu perak 'oa bet faezhet anezhi a-benn ar fin ha dalc'het hon Anna ken ger da vont kuit eus he mammvro ha kuitaat he fobl zilezet ...

 

    Petra a sonjit ? Penaos 'vez barnet , hiziv an deiz , pa vez touellet evel-se ur plac'h yaouank rediet da asant da bep tra dre he gwander ? Ha kontan gevier , n'eo ket gwelet 'vel ur c'hammarver beli ?

    D'an nav a viz genver 1514 , en he seitekvet bloazh ha tregont , ez eas da Anaon . ( 3 )

 

    Pevar kantved diwezhatoc'h e teufe alouberien all eus ar Reter a lakafe an tan hag ar gwad er bed-se bihan o klask ar peoc'h hag ar garantez ...

 

 

    Ha n'eo ket " Heuliad ar Sterenn " istor ur brezel a-grenn a-enep an Denelezh ?

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het

 

 

 

                       ___ 

 

DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh I Holen Mor II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen ( Anna , la Petite " Brette " ) - Ebrel 2013 - Pep gwir miret strizh - Tous droits réservés - All rights reserved . " Holen Mor " , copyright 2013 .

                         ___ 

Notennoù :

1 - " Mervel e Ermioni " , II , 5 - Notenn 11 .

2 - " Anna Vreizh , Dugez ha Rouanez " ( Anne de Bretagne , Duchesse et Reine , 1938 ) par Georges-Gustave Toudouze ( 1877 - 1972 ) , romanter gall .

3 - " An Ti Achantet " , IV , 8 - Troie + Seth - Notenn 37 ( pennad o taolennin aloubidigezh ur bed peoc'hus gant barbared ) .  

 

 

* Thomas Mann , skrivagner alamanek lesanvet " An Achantour " , priz Nobel 1929 evit " Ar Menez Hud " ( Der Zauberberg , 1924 ) . 

 

**  La Petite " Brette " , lesanv bet roet da Anna Vreizh gant he fried Loeiz XII Frans

 

                        hermine-2.jpg 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article