L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen - La Montagne et la Pierre - The Mountain and the Stone ( B ) .
18 Avril 2013 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .

Holen Mor II
An Istor hag an Hêrezh I ( L'Histoire et l'Héritage I )
3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen
( David ha Goliaz : 1908 ... )
Da enorin Richard Wagner ,
Evit Thomas Mann ,
Achantour ar " Menez Hud " , *
Hag evit va mab Eliaz ...
" Pign Davedon war ar Menez
Ha chom eno ,
Ma roin dit Taolennoù Maen ... "
Ermaeziadeg , 24 , 12 .
B - Menez C'hom ,
Menez Hud ?
" Rannet eo bet va askre , siwazh , etre daou ene , pep unan anezho o kaout c'hoant d'en em zistagan diouzh egile ... "
Goethe - " Faust " **
Kredin a ran a-wechoù ' vefe sanket d'he zro Frans e fons ur c'hwec'hkorn , ac'hubet al lec'h-man gant ur bobladig izel a glaskfe da zifenn he yezh hag he sevenadur , ha ni bet deut da vezan , 'vit chench , he gwaskerien .
War ar " Menez C'hom " , adanvet " Menez Hud " , ' vefe ur sanatoriom renet gant un " Achantour " , seurt deskard sorser ha bleinier laz-senin o vourevian e sonerien gant un " Dekvet Kensonadeg " diaes-tre da c'hoari , kensonadeg Europa ... ( 4 )
'Vit gallout talan d'hon sklaverezh diemskiant , psikoz-se ur bobl faezh betek skoulm hec'h ene a c'hallfe he c'has ivez d'ar follentez ha d'ar marv , ' oa bet distaolet ennomp 'pad re bell amzer 'vel ur c'hastiz perzh kavet re zister ha gwan hon tadoù ! Ul liv louet , kentoc'h !
Neuze , 'vit em dennan salv eus pezh ' oa nac'het ouzhomp , ' oa dav dimp mont war zaou-c'hement 'vel skeudenn zispis haroz ur romant moliac'h Dostoyevskiy . ( 5 )
Damgredin a raemp e vefemp 'vel-se degemeret gwelloc'h e kumuniezh vras , spered strizh dezho , ar robotoù-keodedourien :
" 'Vel m'eo an hollved un ene troet ouzh an diavaez , eo heman un hollved troet ouzh an diabarzh ... "
( 6 )
Keit all ' zo edomp o rankout tremen hep bevan en hor roll .
Met piv 'trezomp , koulskoude , n'oa ket an " Homo Duplex "-man ? , en em c'houlenn Baudelaire bet dedennet e selloù gant re Lilith o lugernin saotr ha marv war spered Eva / Lilia , skeudenn hec'h-unan c'holoet gant gwad bet skuilhet war zremm zoubl ar melezour , ur c'hleze mojennel o treuzin-didreuzin anezhan 'vel ur skeud ! ( 7 )
" Potius mori quam foedari " ... ( 8 )
" Trec'h din oc'h bet , hag e kouezhan dirazoc'h . Hiviziken , oc'h marv ivez ... " ( 9 )
AELIA ha LAELIA ! ( 10 )
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh I - Holen Mor II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen ( Menez C'hom , Menez Hud ? ) - Ebrel 2013 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Holen Mor " , copyright 2013 .
___
Notennoù :
4 - " Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( Auberive 11 , IX , Notenn 20 - Le Voyageur Au-dessus des Nuages )
" Dorioù ar Mor-Bras " ( Auberive 13 , 1 ) .
5 - " An Doubl : Ur Varzhoneg eus Petersburg " ( 1846 ) gant Fyodor Dostoyevskiy ( 1821 - 1881 ) .
6 - Deizlevr ( 25 / 06 / 1848 ) Henri Frédéric Amiel ( 1821 - 1881 ) , skrivagner , prederour suis .
7 - Pennad skridvarnouriezh Baudelaire ( 9 / 01 / 1859 ) a-zivout levr danevelloù e vignon Charles Asselineau ( 1820 - 1874 ) , skrivagner , arzvarnour gall , anvet " Ar Vuhez Doubl " ( La Double Vie ) . En e lenn , e teu da sonj dezhan pennad " Homo Duplex " e levrenn IV " Istor Naturel " Buffon ( 1707 - 1788 ) , bevoniour , jedoniour , kosmologour , prederour ha skrivagner gall .
8 - " Dorioù ar Mor-Bras " ( Auberive 13 , IX - Ar Gêriadenn , notenn 23 ) .
9 - " William Wilson " ( 1839 ) , danevell Edgar Allan Poe ( 1809 - 1849 ) , barzh ha skrivagner amerikan , bet troet gant Baudelaire e galleg .
10 - Notennoù 44 ha 56 " Noz Sezambr " , II , 7 - Maen an Diskuliadur ( La Pierre de l'Apocalypse ) .
* Gwelout pennad kentan : Anna , la Petite " Brette " .
** " Faust " , daou pezh-c'hoari Goethe e 1808 ha 1832 .
Skeudenn : Byam Shaw ( 1872 - 1919 ) , livour ha kelenner saoz , evit un embannadur " William Wilson " e 1909 .

Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 24 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives