Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen - La Montagne et la Pierre - The Mountain and the Stone ( C ) .

25 Avril 2013 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .

Kalon-Anna-Vreizh.jpgHolen Mor II

 

 

L'Histoire et l'Héritage I

( An Istor hag an Hêrezh I )

 

 

3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen ( David ha Goliaz : 1898 - 1918 - 1938 ... )

 

 

Da enorin Richard Wagner ,

 

Evit Thomas Mann ,

Achantour ar " Menez Hud " , *

 

Hag evit va mab Eliaz ...

 

 

 

" Pign Davedon war ar Menez

  Ha chom eno ,

  Ma roin dit Taolennoù Maen ... "

Ermaeziadeg , 24 , 12 .

 

 

 

C - Signum Mortificationis **

 

" Da betra 'talvezfe skrivan pa vez ar bed o vont d'e ziskar ?

  Wozu Schriftsteller ? "

Pascal Dethurens -

" Thomas Mann ha Dismantr ar Spered " 

( Notenn 11 )

 

 

" Ha ne zeufe ket a-benn ma oa steuziet va hunvre ? "

Constantin Christomanos - " Elesbed Bavaria " ***

 

 

      Ya , e c'hellfe bet ar marv-se hini Europa eus e vefe , hi bet chomet klanv 'pad seizh bloavezhioù hir gant Hans Castorp e gwele ar gambr 34 ( sifr 7 ar Gematria ivez ) un ospital menez da glask gouzout muioc'h war he dazont politikel .

Ur Parsifal nevez 'vit ur c'hlask dic'hallus ' ha re ziwezhat oa bet-en : petra 'ta ' oa bet he c'hultur , he sevenadur , en em c'houlenn , morc'hed ennan ? ( 11 )

Met perak derc'hel da skrivan ivez pa vez holl draoù o vont war o diskar ? Ha d'ober petra mont d'ober " Meaulnes Veur " o vezan ma c'hoarvezas Brezel Troia ? ( 12 )

Skeud anezhan , 'vel Joachim Ziemssen , keniterv Hans el levr Mann , a lazhfe marteze bremaik engortoz tud hanv 14 , bet muntret holl esperansoù kaer dezho , re Jacques Thibault 'vel re Jaurès .

( 13 )

" Perak 'ta o deus lazhet Jaurès ? " 

( 14 )

      Roll , bet mezeget e ankoun en Alamagn , a zeufe da vezan ur jeneral SS diwezhatoc'h , o tiskouez ' oa gwir diogeladur truezus Settembrini , bet dihenchet uhelvenoz an den-se bet kredet dezhan diwall kentoc'h e " Sklerijennoù " deut ken displann da c'houde 'vit e spered touellet :

" Seurtoù dizurzh nemetken eo klenved ha dic'hoanag alies ... " , a anzavfe aonik evit echuin .

( 15 )

Gwirionez bet stadet gant Antoine ivez , mezeg a gavfe gwelloc'h dezhan en em lazhan 'get asantin da ziwaskan e boan ziremed . ( 16 )

Doktor all , diagnostik all war un dro , hini Duhamel oc'h ober goulennoù outan e-unan dre selaouennan kalon hag ene e gempredidi : ha ne vefe ket ar sevenadur-man ( hon hini ) nemet " un doare gouezder kuzh " ? ( 17 )

      Rak an Ankoù eo a vez o kantren gant e vaskl ruz dre vanelloù Venezia , hini a glask da dec'hel d'ar red en aner dirazan perc'herien betek seizhvet ( 3 + 4 ) sal ur palez brudet mat e stad c'hoazh en ur bed oc'h en em goll hag a gouezho en e boull gantan koulskoude , " beuzet e werinier gant ur c'hlizhenn wadek " evelkent !

( 18 )

Ha setu ma ne vefe ket gwelet hor buhez nemet diwar-c'horre ganimp , pe ziwar neuz fall ma rafemp anezhi  'pad Meurlarjez Versailhez

( 1919 ) , droukwisket ac'hanomp gant relegoù un Impalaeriezh barnet da vervel diouzhtu rak e vije bet kaoz , marteze , da vezan graet re kalz ganti evit he fobloù da genvevan mat etrezo . ( 19 )

        Al Loen gant Seizh Penn , ar Seizh Iliz ... ( 20 )

- Rak piv hor bez aon Ester , n'on ket ho preur ? , a c'houlenn Assueruz d'e wreg . ( 21 )

" Elster wenn , Elster zu ... " ( 22 )

      Erer an Nazied , o terrin unan eus seizh siell an Diskuliadur , a rogfe gant e skilfoù ar Feur-emglev kasaus , o c'hoari lapavan adal ar Salzberg gant hunvreoù diwezhan Ludwig hag Elesbed ...

( 23 )

      An " Anschluss " 'vel ur respont lemm d'o c'harantez 'vit an Arz , Kened beurbadel , a yafe dezho dre heg ha dre grenv 'kenver kiladennoù München . ( 24 )

Hag evit pezh a selle ouzh c'hoant adnevezin ur fallskredenn bennak , hini Naphta pe Liebenfels , e vije bet roet dezho da zigarez hepken da sujan ar bed da veli un Urzh trehontet gant an Dreistden , benveg ar Peurvoud karet gant Robespierre , o rakskeudennin ar Spont Bras . ( 25 )

" Ganit ' c'hellez derc'hel ar frilienn ruz ,

   Met adro din va zamm c'halon ,

   Ganit ' c'hellez derc'hel ar frilienn ruz ... " ( 26 )

 

Signum Mortificationis !  

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                         ___ 

 

DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh IHolen Mor II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen ( Signum Mortificationis )  - Ebrel 2013 - Pep gwir miret strizh - Tous droits réservés - All rights reserved . " Holen Mor " , copyright 2013 .

               ___

 

Notennoù :

 

( Berradurioù : ZG = Ar Menez Hud

                      CS = Thomas Mann ha Dismantr ar Spered )

 

11 -

 

 

Seizh Bloaz Harlu :

 

- " Ur C'hendi , Anv ur Steredenn Warnan " ( " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù " , Deizlevr Yann Kervern I , 8 ) gant Dan Ar Wern .

 

- " Menez Hud " ( Der Zauberberg = ZG ) gant Thomas Mann ( 1875 - 1955 ) , Priz Nobel 1929 :

Hans Castorp , deut da weladennin e geniterv Joachim klanv gant an dorzhellegezh , a chomo 7 vloaz en ur sanatoriom ( 1907 - 1914 ) a-raok ar " Brezel Bras " . 

Pennadoù :  " Von der Taufschale " ( A-zivout ar Potev-Badezin , II , 1 ) , " Walpurgisnacht " ( Noz Walpurgis , V , 9 ) ha " Veränderungen " ( Kemmadennoù , VI , 1 ) ar " Menez Hud " .

 

- " Thomas Mann ha Dismantr ar Spered " ( Thomas Mann et le Crépuscule du Sens " = CS , 2003 ) 

par Pascal Dethurens ( Chapitre I ) . 

     

 

 Etre Kultur ha Sevenadur :

 

" Von den Beiden Grossväter " ( Diwar-benn an Daou Dad-kozh , IV , 9 ZG ) - Rakskrid CS .

 

 

 

12 - " Wozu Schrifsteller ? " ( Pennad III , CS ) ha " Veränderungen " ( VI , 1 ) , " Noch Jemand " ( Unan Bennak C'hoazh , VI , 2 ) ZG .

     - " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù " ( I , 3 - Ar Sklerijenn Diabarzh ) .

 

13 - " Hanvezh 14 " ( " L'Eté 14 " , 1936 ) , seizhvet lodenn " An Debaoted " ( " Les Thibault " , 1922 - 1940 ) , oberenn veur Roger Martin du Gard ( 1881 - 1958 ) , skrivagner gall , priz Nobel lennegezh 1937 .

     - Notenn 18 " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù " ( Deizlevr Yann Kervern I , 11 - Teachers ) .

 

14 - " Jaurès " in " Les Marquises "

( " Ar Markizezed " , 1977 ) gant Jacques Brel ( 1929 - 1978 ) , kaner belgiat . Copyright Barclay Records - All rights reserved .

 

15 - Lavaroù Settembrini : " Ar Menez Hud " , V , 3 : " Freiheit "

( Frankiz ) .

 

16 - " Les Thibault " ,

Dibenn : " Deizlevr " Antoine

( 18 a viz Du 1918 ) .

 

17 - " Perc'henniezh ar Bed " ( La Possession du Monde , 1919 ) gant Georges Duhamel ( 1884 - 1966 ) , X : " Arnodadenn A-zivout Dalc'h ar Galon

( Essai sur le Règne du Coeur ) .

 

18 - " The Masque of the Red Death " ( Maskl an Ankoù Ruz , 1842 ) gant Edgar Allan Poe ( 1809 - 1849 ) , barzh ha skrivagner amerikan .

     - " Der Tod in Venedig " ( Marv e Venezia , 1911 / 1912 ) gant Thomas Mann ( 1875 - 1955 ) , priz Nobel lennegezh 1929 , skrivagner alaman .

     - Notenn 2 " Venezia , e Melezour ar Garantez , Maskl ar Marv " ( Aman hag Ahont , VIII ) .

 

19 - Aostria-Hungaria ( Österreischisch - ungarische Monarchie ) renet gant tiegezh an Habsburged betek 1918 .

 

20 - Diskuliadur Sant Yann :

     - D'ar Seizh Iliz a zo en Asia ( I , 4 ) .

     - Al Loen o Sevel eus ar Mor ( XIII , 1 ) .

 

21 - " Esther " ( 1689 ) , II , 7 , pezh Jean Racine ( 1639 - 1699 ) .

 

22 -  " Noz Sezambr " , I , 7 - Ar Roue Kollet .

 

23 - Feur-Emglev Versailhez , sinet e 1919 , ' oa gwelet evel un " Diktat " untu ha direizh gant Alamaned .

     - Elesbed Wittelsbach ( 1837 - 1898 ) , lesanvet " Sissi " , Impalaerez Aostria ha Rouanez Hungaria , keniterv Ludwig II Bavaria ( 1845 - 1886 ) , Roue Bavaria etre 1864 ha 1886 .

 

24 - An " Anschluss " ( 12 a viz meurzh 1938 ) ' oa bet stagidigezh Aostria ouzh Trede Reich alaman .

     - Emglevioù München ( 29 / 30 a viz Gwengolo 1938 ) .

     - An Arz , " Kened " beurbadel : " Ar Gejadenn " ( Auberive 2 ) - " An Tremeniad " ( Auberive 7 , IV ) - " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù " ( Deizlevr Yann Kervern I , 8 - Ur C'hendi , Anv ur Steredenn Warnan , I , 10 - Plac'h Rosporden ) hag all ...

 

25 - Naphta : " Noch Jemand " ( Unan Bennak C'hoazh , VI , 2 ) ZG .

     - Jörg Lanz Von Liebenfels ( 1874 - 1954 ) , manac'h sistersian , saver ar gelaouenn c'houennelour " Ostara " , awener an Naziegezh .

" Noz Sesambr " : anvet eo bet unan eus va zudennoù " Irmin Von Lebenfels " ( Lebenfels = Roc'h-Vuhez / Liebenfels = Roc'h-Garantez ) .

 

26 - Kanenn bet meneget gant Constantin Christomanos en e levr : " Elesbed Bavaria ", Impalaerez Austria , Pajennoù deizlevr ( 1898 ) .

 

 

 

 

* Gwelout ar pennad kentan : Anna , la petite " Brette " .

 

** Signum Mortificationis : " Vom Gottesstaat und von übler Erlösung " ( A-Zivout Bro Zoue hag ar gwall Zaspren , VI , 3 ) ZG .

 

 

*** " Elesbed Bavaria " ( Elisabeth de Bavière , Impératrice d'Autriche - Mercure de France 1905 ) .

Notenn 8 " Aostria , Hunvre Sissi Aet da Get " ( Aman hag Ahont XIII ) - " Prières d'un Exilé " ( Pedennoù un Harluad ) , III , " Voyages " , 27 - Autriche , Le Rève Brisé de Sissi - Copyright 2018 Dan Ar Wern / International Book Market LTD - OmniScriptum - Editions " Muse " .

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article