Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

SAISONS - 21 - Dourioù Nevez - Eaux Nouvelles - New Waters .

11 Janvier 2018 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Saisons

SAISONS - 21 - Dourioù Nevez - Eaux Nouvelles - New Waters .
Publicité

 

 

Dourioù Nevez

 

 

 

Gant koroll didermen ar gwag

War ar mor ,

Hon deizioù ' dremen hag e loc'h ,

O nijal kuit d'an ec'honder

N'ouzon ket mui 'trezek pelec'h

Emaint-i breman ?

Al listri-man ...

 

Pell diouzh o forzh

En digenvez ,

Da vroioù hud ar sterennoù ,

Hini ken kaer ar morverc'hed ,

Ho kouc'hoù du ho kouelioù gwenn

' Vranskello 'dreuz an arnev ruz ,

Dre hon hunvreoù ,

Er pelloù ...

 

Klask a raint ur Sklerijenn 

En hent dirak an Tour-tan ,

 bigi , n'oc'h ket erru c'hoazh

Er Baradoz ,

Met en un enezenn hepken ,

Kozh douar dianavez ...

 

Moraerien all ' vev du-hont ,

Lec'h ma tiwan dour an Andon ,

Ha diouti dourioù nevez

' Redo en-dro d'ar mor-don ...

 

'Vel koroll didermen ar gwag

War ar mor ,

Hon deizioù ' dremen hag e loc'h ,

N'ouzon ket mat betek pelec'h ,

Bigi ...

 

 

 

 

DAN AR WERN - Saisons - XXI - Dourioù Nevez - Eost 1981 / Genver 2018 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved -Tous droits réservés . "Saisons " , copyright 2006 .

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article