Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

PRIERES D'UN EXILE - PEDENNOU UN HARLUAD - 5 - Mouezh un Ael / The Voice Of an Angel / La Voix D'un Ange ( Breton Version / E Brezhoneg ) .

23 Mai 2006 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #PRIERES D'UN EXILE

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Mouezh un Ael 


 

 

 

 

 

 E koun Ronan Huon ( 1922 - 2003 ) 

 

 

 

 

 

 " Skeudenn da vuhez eo al lestr a welez ... " ( Kantik ) 

 

 

 

 Pedet ' m eus en ilizig ,

 Lec'h ma vezec'h alies ...

 Marteze ,

 Daoulinet dirak ar Werc'hez ,

 ' M eus devet flammenig

 Ur goarenn ?

 

 Ha goude ' m eus kerzhet pell 

 En digenvez ,

 War-zu al lanneg c'houez ,

 Evit santout gwelloc'h ennon

 Ec'honder ar mor-bras ...

 

 Neuze ' m eus klevet

 Mouezh kunv un Ael

 A gane flour he rimadell

 D'hon Rouanez c'hlas ...

 

 Bez ' e oa kri ar gouelani

 A nije dreist din a-denn-askell ,

 Bez ' e oa ivez Avel Vreizh

 o youc'hal skrij he c'hounnar

 A vouezh uhel ...

 

 Hag ur vag-dre-lien ,

 'Vel ur poentig bihan 

 A steuzie glan en dremmwel ,

 Diamen ...

 

 Gant aon evidoc'h ,

 Rak ho pag en argoll ,

 A luskelle , diroll ,

 A-dreuz ar gwagoù ,

 

 Mantret a-greiz va c'halon ,

 Ha dic'hoanag-holl

 Va sonjoù ,

 

 Sonjet ' m eus ennoc'h ,

 Dieub en diwezh ,

 C'hwi , en ho puhez nevez ,

 

 Ken digor hag ul lestr ,

 A loc'he digabestr ,

 War ar mor don ...

 

                                              ___

 

 

DAN AR WERN - Prières d'un ExiléPedennoù Un Harluad - 5 -  " Mouezh un Ael " - 18 a viz Du 2003 - Published in AL LIAMM 342 - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "Prières d'un Exilé  Pedennoù un Harluad  " , Copyright 2006 . 
  

                                              ___ 

 

images-Jacob-et-l-Ange.jpg 

 

" Hunvreal a reas neuze ,

  ha setu ma welas ur skeul savet war an douar ;

  ha tre en nec'h e yae beg ar skeul ,

  betek an nenvoù ;

  ha setu m'edo Aeled Doue 

  o tiskenn hag o pignat ganti ... "

 

 Geneliezh , 28 , 12 , " Hunvre Jakob " .

 

 

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article