Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

LE CHEMIN PERDU - 6 - Setu va Breizh-Izel / Voici ma Basse-Bretagne / Here is my Low-Brittany .

7 Janvier 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Le Chemin Perdu

images-glenmor.jpg
Le Chemin Perdu 
 ( 6 )

 

 

 

 

                                  
Setu va Breizh-Izel

 

 

 

e koun Glenmor  ( 1931 - 1996 )

"Piv e nac'ho , piv e stourmo

 Chadenn Breizh-Izel  ? "

 

 

 

Setu va Breizh-Izel ,

Merc'h an avel ,

Pe drec'h , pe en argoll ,

Leun a anken ha foll ,

A loc'h , dre an Nor Ziwel ,

Da vro ar mor ...



 

 

Perak ken sord emaoc'h , 

Voulouz ar gwag ,

Gronn an eon ouzh ar vag ,

Eor a hual

Hon Douar ,

Maezioù du Kernew-Uhel ,

An Teir Elfenn ?...




 

 

Netra ken er vorenn ,

Ha n'eus mui den

A yud feuls , kurun e vouezh ,

Rog ar maen-greun a zrailh ,

Yezh ur bed disparailh ,

A zeu ernez !

 

 

Bevet hor Breizh Santel ,

Ennon , a-bell ,

Kalon zispac'h an eien ,

Dre nerzh 'n avel , awen ,

A c'hwezh taer en egor ,

Ha war ar mor ...

 

 

                                                   ___ 

 

DAN AR WERN - Le Chemin Perdu - 6 - Setu va Breizh-Izel - 1976 / 2006 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . "Le Chemin Perdu " , Copyright 1992 . Embannet war AL LIAMM n° 358 ( Here 2006 ) . 

                                                 

                                       

Publicité

- 9 -

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article