Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

PEDENNOU UN HARLUAD - 8 - Salud deoc'h , Breur Kaezh ! - Salut , Cher Frère ! - See you , Dear Brother !

26 Janvier 2007 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #PRIERES D'UN EXILE

 

                        
Salud deoc'h , Breur Kaezh !

 

 

Evit an abad Pierre ( 1912 - 2007 ) ,

saver ar "Gompagnuned Emmaüz

 

 " A working class hero is something to be ... "  

John Lennon ( 1940 - 1980 )
Copyright EMI records LTD , 1970 . All rights reserved .

 

 

" En deiz-se , daou ziskibl a rae hent

   war-zu ur geriadenn anvet Emmaüz ... "

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Lukaz , 24 , 13 .

 

 

 

Salud deoc'h , paotr ar reuzeudien ,

Paour-kaezh tud vac'hellet ,

Salud deoc'h ,

Breur ker !

C'hwi , hoc'h eus va salvet

Eus ar goanv ken yen ,

C'hwi , hoc'h eus va sikouret ,

Pa veze va buhez o kantren

A lec'h da lec'h ,

Didalvez en aner ,

Dre ruioù an dilez

Hag ar fae ...

 

Ra vo kunv deoc'h an Nenv 

E bod Fransez , 

Gant tad Sant Visant Baol ,

Bodenn flamm !

 

Doue r'ho pennigo ,

Kalon virvidik ,

Hon Gwerc'hez santel  

' zalc'ho kloz warnoc'h ,

Tomm 'tre He divrec'h !

 

Salud deoc'h 'ta ,

Mignon ar c'halonoù rannet dispi ,

Pedit , mar plij ,

'vit silvidigezh hon eneoù !

 

Kenavo c'hoazh er bed all ,

Breurig kaezh ,

Da viken !

                                                   ___

 

DAN AR WERN - Prières d'un ExiléPedennoù Un Harluad - 8 - Salud deoc'h ,  Breur Kaezh ! - 26 a viz genver 2007 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Prières d'un ExiléPedennoù Un Harluad  " , Copyright 2006 .

                                                   ___

                                           

 

Taolenn : La Vierge Aux Anges  " , 1881 ( Ar Werc'hez Hag An Aeled  ) , gant William Bouguereau ( 1825 - 1905 ) . Droits réservés .

                                             

                                        

                                         

                           Fe , Spi , Karantez !

 

                                             

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article