Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

LE CHEMIN PERDU - 20 - A-Dreuz ar Goadeg - Thru the Forest - A Travers la Forêt .

25 Mai 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Le Chemin Perdu

Le Chemin Perdu ( 20 )
 

A-Dreuz ar Goadeg
 

da Viktor Segalen , marvet en Uhelgoad ,

( + 21 a viz Mae 1919  )

 

" Der Sturm hat ihre Stämme gefällt ,

  O , meine Seele war ein Wald ... "

Else Lasker-Schüler ( 1869 - 1945 ) *

 

 

Pa 'z an da vale didu

A-dreuz ar goadeg ,

En em c'houlenn a ran a-wechoù

Men 'vo kuzhet va repu ,

Men ec'h echuo penn

Ar wenodenn ?

 

Hir eo an hent ,

Ken diaes hor buhez ,

Ha ret 'vo deomp mont pelloc'h

'Get skeudoù an tann ,

Ma fell deomp damwelout hepken

Sked an heol splann !

 

 

Pep devezh a dremen ,

Pep nozvezh ' zeu , 

Pokoù an avel-hanv a flouro

Delioù an derwenn , 

Hag ivez

Blev skanv va c'harantez ,

Kent m'en em gollo ,

Dindan an arnev ,

An deil ...

 

DAN AR WERN - Le Chemin Perdu - 20 - A-Dreuz ar Goadeg - Gouhere 1985 - Bet embannet war AL LIAMM 295 ( Meurzh / Ebrel 1996 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "Le Chemin Perdu " , copyright 1992 . 

 

* " Nun Schlummert meine Seele "
( " Gesammelte Gedichte " , 1917 . )



" Ar wenodenn , marellet-holl
  A zelioù kras hag a ginvi
... "
                                    

Paol Lukas ( 1827 - 1858 )

 

 

- 36

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article