Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

LE CHEMIN PERDU - 23 - Ha Piv Eo ar Bugel ? And Who Is the Child ? Et Qui Est l'Enfant ?

9 Novembre 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Le Chemin Perdu

 

windowtoanAngelssoul.jpg

 

 

Le Chemin Perdu ( 23 )

 

 

 

Ha Piv Eo ar Bugel ? 

 

 

 

Da Yann , va mab

 

 

Ma 'm befe chans
D'hoc'h anavezout gwelloc'h ,
E kavfen 'vidoc'h-c'hwi anvioù ,
Marse 
'Vel hini mouezhioù sklintin an dour ,
Pa 'm bije tro d'ho tivinout
E-mesk ar c'houmoul aour ,
'Kreiz nenv hon hunvreoù ...

Ha piv eo ar bugel 
Hag e laki da c'henel ?

Breman e kouskez sioul ha peoc'h ,
Gwarezet-mat ,
Tamolodet e gof da vamm ,
Da galonik 
Gant hec'h hini a lamm ,
Ez spered-te ,
Andonioù kozh da dremened
A red 'trezek c'hoarzh an dazont ...

Ha piv eo ar bugel 
Hag en do da c'henel ?

Ma vefe tu
Da santout ar memes traoù ,
Perak ez eo deut hoc'h ene en hor c'hreiz ,
O kuitaat
Un enez da gavout tud gouez ,
Hag o selaou
Kement ger a rannomp ,
D'e goll en ec'honderioù ?

Ha piv eo ar bugel 
Hag a vo ret dit genel ?



DAN AR WERN - Le Chemin Perdu - 23 - Ha Piv Eo ar Bugel ? - Mae 1983 - Embannet war AL LIAMM 284 / 285 ( Mae / Eost 1994 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "Le Chemin Perdu
" , Copyright 1992 . 

                    Kalon-ur-vamm-2.jpg

 

Publicité

- 40 -

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article