LES ETOILES DU MATIN - 18 - David ha Goliaz - David and Goliath .
26 Septembre 2010 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #LES ETOILES DU MATIN
Les Etoiles du Matin - Steredennoù ar Mintin - The Morning Stars ( 18 )
David ha Goliaz
" Truez ouzhomp , Aotrou ,
Truez ouzhomp ,
Rak kalz re ez omp bet disprizet ... "
Salm 123 ( 122 )
da Loeiz Melennek
N'ouzon ket mat penaos
E c'hellfen disklerian
Peseurt goanag krenv
'Ziwanas em spered ,
Pa glevis d'ur sul
En iliz ,
Istor kann
David ha Goliaz ...
Ouzh galloud kriz ar C'hallaoued
'talas start Nevenoe ,
Hag e stourmas outo gant kred
Ar Chouaned ivez ,
N'eus ket gwerso ...
Pobloù bihan
Mac'het o youl
D'o mistri ,
En em savo
Bepred gant spi
'Vit Frankiz
O bro !
A , me Ho ped Mari
Leun a c'hras ,
Da rein kalon
D'ho pugale Hirwazh
Bet graet noaz ,
'Vit derc'hel penn ganto
Hep ehan
Ouzh an alouber ,
Ha dre ziwall dioutan
Hon yezh-ni ken kaer !
Hag eus hon douar Breizh
' Tiwano 'r Wirionez ,
Neuze ,
Justiz ha Peoc'h
' Boko an eil d'egile
En diwezh ,
Lagad an holl dud
' Zigoro
Un deiz dic'hortoz ,
O eneoù
'Vel roz nevez
' Ziglozo !
Ya sur ' vo graet 'vel-se ,
Mignonez ,
En holl barrezioù
Hol ledenez ,
' Vo kanet meuleudi da Zoue
'N hor yezh !
Neuze ,
' Tarzho ur flamm nevez
'N hor greiz !
DAN AR WERN - Les Etoiles du Matin - 18 - David ha Goliaz - Gwengolo 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Les Etoiles du Matin " , copyright 2007 .
Taolenn : " David Enep da C'holiaz " , gant Gebhard Fugel ( 1863 - 1939 ) , livour alaman .
" E tenvalijenn ar bed-man
E splann sklaerder
An den-just ,
Eus ar brud fall
N'en deus ket aon ,
Solut eo e galon
O fiziout en Aotrou ,
Harp he deus e galon !
N'en deus ket aon !
Met prestik e raio fae
Ouzh e waskerien ! "
Salm 112 ( 111 )
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives