Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

LES ETOILES DU MATIN - 22 - Hon Douar - Notre Terre - Our Land .

1 Février 2012 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #LES ETOILES DU MATIN

Eglise-ploermel.jpgLes Etoiles du Matin - Steredennoù ar Mintin - The Morning Stars ( 22 )

 

 

 

Hon Douar

 

 

 

Da Fulub Menez Gwenn ( 1455 - 1514 ) , kanseller Breizh

ha da Ber Denez ( Per Denez , 1921 - 2011 ) , skrivagner breizhat 

 

 

 

Faezh ' oamp bet

'Touez an hiliber * ,

Betek skoulm

Hon ene ,

'Raok bout bet beuzet

El Liger

Gant dismantroù

Ur wallhunvre ...*

 

Petra 'ta ' oa tudoù-se

O doa treuzet

Hon harzoù ,

Lazhet hon bugale ,

' Oa bet trec'h warnomp

Hepken dre o gwidreoù ?

 

Ha piv 'zeuio

D'hon dieubin diouto ,

Pilpouzed zidrugar ,

O stourm ganimp 'vit ma vo

Adkavet kaerded hon douar ,

Adkavet en diwezh

Frankiz hor bro ?

 

Erru int

'Dreuz hon harzoù ,

'Vel m'o deus graet

Alies goude 

D'aloubin

Pobloù all

Er bed a-bezh ,

'Raok buan a-wechoù

Sachan dioute o skasoù !

 

Neuze , penaos chom dilavar

Gant pezh 'zo bet graet gante 

'N ul laerezh hon yezh

Gant hon douar ,

Rak o deus o diskaret o-daou

Didruez !

 

Met piv 'zeuio

D'hon dieubin dioute ,

D'o gaou fall

" Gwirioù Mab-den " ,

'Vit m'advleunio ennomp

Da viken ,

Bleunioù kaer ennan

Liv an enor ,

Ur boked koant

Karantez ha peoc'h ?

 

 

 

DAN AR WERN - Les Etoiles du Matin - 22 - Hon Douar - Genver 2012 - Pep gwir miret strizh - All rigts reserved - Tous droits réservés . " Les Etoiles du Matin " , copyright 2007 .

 

 

 

* Meneg eus " Emgann Sant-Albin-an-Hiliber " ( 28 / 07 / 1488 ) ha " Beuzadegoù Naoned " gant Carrier ( 1793 / 1794 )

 

 

Luc'hskeudennoù : Trugarez da " ArzhMael "  

 

      kr-Lizkoed_ghd.jpg

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article