Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

PRIERES D'UN EXILE - PEDENNOU UN HARLUAD - 22 - Seizh Mil Yezh - Seven Thousand Languages - Sept Mille Langues .

13 Juillet 2012 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #PRIERES D'UN EXILE

Heart-in-Jail.jpg

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Seizh Mil Yezh

 

 

" My life seems unreal , my crime an illusion ,

  A scene badly written in which I must play ... "

Paul Simon - "Wednesday Morning 3 a.m "

Copyright 1966 Columbia / Sony Music Entertainment Inc.

Pattern Music LTD - All rights reserved .

 

 

                

Da welet 'm eus neuze , ken pell alese ,

O c'hloazan va c'halon

Gant beg da gleze ,

O pellaat va hent peoc'h

Diouzh boaz bemdez kollet va buhez

Gant diroll da c'harantez !

 

Dec'h 'm boa da gavet ,

Ha breman me 'zo koll !

Droch eo bet kaout fizians 'nout 

'Vel am eus bet-me , 

Gant poan am beze ivez

'N ur gerzhout 'vel un den foll

War da roudoù teuc'h , 

O vont da heul ken diaes va hunvre !

 

Seizh mil yezh 'zo bet graet

War a lavar * ,

'Vit komz gant an dud

' Zo war-c'horre an Douar ,

Met mar befe unan hepken

'Vit da gompren ,

Na blijet ' vefe din he c'houzout ! 

Te 'oar ?

 

Hiziv 'm eus bet poan

Ha mezh ' zlefen kaout 

Rak eo deut din glac'har

Ouzh da ziaezan 'vel-se ,

Ken digenvez 'maon em zoull-bac'h

O sonjal 'nout ,

Atav 'z po va skoazell ,

Dimezell , 

Koulskoude ...

 

Seizh mil yezh ' zo bet graet ,

Me 'gred ,

War hon Douar ,

'Vit komz gant tud ' zo ,

'Vel ma lavar * ,

Met mar befe unan hepken

D'am c'hompren ,

' Vefe plijet din ma ouifes-te 'nezhi

Un deiz goude biken ,

Marteze ?

' Vefe plijet din ma teskfes-te 'nezhi ,

Va c'haerenn ...

 

 

DAN AR WERN - Prières d'un Exilé Pedennoù un Harluad - 22 - Seizh Mil Yezh - Gouhere 2012 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Prières d'un Exilé Pedennoù un Harluad  " , copyright 2006 . 

 

* "Ur Wech e oa Seizh Mil Yezh " ( Il Etait une Fois Sept Mille Langues ) gant Jean-Louis Calvet , Fayard , 2011 - Tous droits réservés .

 

 

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article