Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

UNAN BENNAK EVEL-SE - 16 - An Avel Zizamant - Le Vent Cruel - The Ruthless Wind .

13 Avril 2010 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #UNAN BENNAK EVEL-SE ...

Leo-Ferre.jpg Unan Bennak Evel-Se ( 16 )

 

 

 

 

 

An Avel Zizamant

  

 

" Je me souviens des soirs là-bas ,

  Mon âme au creux de ta blessure ...

  C'est fini , la mer , c'est fini ... "

  Léo Ferré - " La Mémoire et la Mer " 

 

 

 

Bez'ez eus ur santad

E don ma c'halon ,

Hag a gan evidon ur sonenn ,

A glemm ivez ,

Pezh a lare ar varzh

Diwar-benn ar c'houmoul a red ,

A neuenn ...

 

Tra ma taoles ur sell en engroez 

Hep va gwelout en e froud ,

E tiverkas trumm gwerenn ur stal 

Distaol da zremm warni ,

Poultrenn hon tasmantoù  

Bet strewet ganti ivez 

Dizamant ...

 

Met da belec'h eo aet 'ta da vuhez

Ken buan , breman ,

Ken pell ouzh va hini ?

'Men eman skeud da ene ?

O selaou gloaz an avel a ran ,

A glask ac'hanout 

E dismantroù

Un hunvre  ...

 

Ma c'harantez , me az ped ,

Digarez din ma'm eus da faltaziet

Dres 'vit ur pred ,

'Vit ur rez , ur skeudenn

O koll enni ma melkoni ,

Ar c'hoant-se ennon hepken

Da dec'hout diouzh

Va zigenvez ...

 

 

Da belec'h 'ta ez afes ,

Va aelez ,

Da ven 'nijfe hepdon ,

O klask repu  ,

Va c'hantreerez ? 

 

 

Ha da belec'h ivez ' redfe va buhez 

Tuchant ,

Pa glevan gloaz

An avel zizamant ?

 

 

 

DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 16 - An Avel Zizamant - 1977 / 2010 / Mae 2021 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Unan Bennak Evel-Se " , Copyright 2007 .

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article