Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 4 - Gilliatt hag ar Vorgazhenn .

23 Septembre 2015 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .

L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 4  - Gilliatt hag ar Vorgazhenn .
Publicité
L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 4  - Gilliatt hag ar Vorgazhenn .

 

L'Histoire et l'Héritage I ( An Istor hag an Hêrezh I )

 

 

 

HOLEN MOR III

 

 

 

Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( 4 )

 

 

 

4 - Gilliatt hag ar Vorgazhenn

 

       

 

       Moarvat omp stummet gant hon envorennoù , hon endro , hor yezh .

Ha' vez lavaret ouzhpenn eo hon ene un dremmvro . Aner 'vefe dimp kredin ' c'hellfemp e eskemman zoken m'e vije bet kinklet ha treuzwisket gant ur sevenadur estren .

Un emrouestl eo pep buhez .

      A-nevez e tizoloan ar menoz-man bet skrivet gwechall gant Herry Kefeleg e rakskrid e levr anvet " Baleoù Breizh " ( Promenades en Bretagne , 1969 ) .

" Pedin hag aspedin a ra holl lec'hioù all an den divouezh , a gav dezhan , 'vit asantin gwelloc'h d'ar goulenn dizehan-se : Piv on ? " ( 1 )

      Neuze ' oa ret din va-unan , beajour meur , chom hep paouez a ober anezhan bepred d'an holl zremmwelioù ar bed !

Hag o deus respontet din ?

      Ur mare ' zo bet avat ma sonje din kavout c'hoazh a galon un diskoulm eus ar gudenn-se .

Setu giz ar c'hrennarded eman o vont a-benn-herr 'vel Aleksandr da c'hounit ar bed leun a virvidigezh ha kredoni o c'halonoù !

Ha prederiet int gant en em glask ivez en o diabarzh ?

" Em anavez mat te da-unan , a c'hourc'hemenn dimp an dro-lavar, ha te ' anavezo an hollved hag an Doueed . " ( 2 )

      Padal ' oa kentoc'h melkoniek ha skoachet va zemz-spered .

Va mirout a rae a-wechoù da gomz an abafded kriz ' oa staget ouzhin pa vezen goulennet dirak an holl .

Ur c'houn gloazus a zalc'han ennon eus ur goulenn dre gomz bet graet din a-zivout ul labour skol a zleemp ober.

      N'oan nemet ur skoliad eeun eus ar pevare klas e skolaj-lise Nisa ar "Park Impalaerel " ( Parc Impérial ) d'ar mare-se , oadet a drizek , pevarzek vloaz pe war dro .

Kroget ' oa va c'helenner galleg , dous 'vel ar mel a-hend-all , da gerzhout a gammedoù bras dre ar c'hlas gant ar sonjenn e kavfe marteze ur gouzanver nevez . Ha siwazh din , en doa va diskouezet gant e viz !

Dre hir c'hortoz ma vin prest da larout dezhan gerioù bennak ar skrid dirazon ha deut gwall skuizh ganin , en doa lakaet e ziadrenv war benn va zaol ' benn ar fin .

Ha darev e neuz e selle pizh ouzhin-me o ruzian breman truezus va zivougenn ' vel ma vefe gwelet poanioù droch ul loen mut .

     Petra nec'husoc'h chom seizet rak an aon e gwirionez ?

Petra gwashoc'h 'get em gavout en hoc'h-unan skoet ha mac'homet gant from ennoc'h bezan en digenvez iskis ?

Chom a reas garanet don em spered ar pred-se , test eus ur c'hloaz didrouz ha krenv ennon war un dro .

Va fenn 'm boa soublet, ken start ' oa din em santout dindan lagad didruez an holl furcherien-se o fik-goulenn dirazo : strafuilhet ' oant gant unan dishanval diouto !

    Tamm-ha-tamm ' voe ret din stourm ouzh ar vorgazhenn 'vel Gilliatt, hini an diaouloù em c'horf, hini euzhus a harzhe ouzhin da welout ene Breizh " arc'houerez " en e vleunv dreist va islonkoù :

" Hunvreal  ' vennan da goll va hent-me ... " ( 3 )

Dav ' oa din pignat eus ar skeud da grec'h adarre ' vit damwelout " ur skleurenn dindan al Loar " . ( 4 )

Ha bernout a rae din ar bed diavaez ma n'em c'hase ket gantan d'an donvor ?

" Bout dieubet eo bout dilezet ", a notenne c'hoazh ar Mestr-meur .

( 4 )

    Pa vezen o vale dre ar menez ' kichen ar santual Itron-Varia Fenestr pe e "Traonienn ar Burzhudoù " , en em gaven er gêr 'vel ur "Beajour dreist Mor ar C'houmoul "... ( 5 )

O vont a-hed Beg Sant-Hospitius er C'hab-Ferrat e tegouezhe din ober goulennoù ouzh lusk-dilusk peurbadel ar gwag a lakae da skein war an traezh o lestr-tasmant eus ar "Bez Bras " all a lugerne du-hont dindan ar glav hag an heol , aodoù pell a zegase d'am sonj o c'hoarioù skeud e bro iskis ar mojennoù , hini ar Feunteun Achantet ... ( 6 )

    Nann da , n'oa ket posupl !

Ne c'halle ket enkorfan ar vro bet roet dimp gant Doue ar Republik "unan ha dirannus " ma vevemp ken boutin enni !

    O lenn "Trizek ha Pevar-Ugent " ez adkave kentoc'h anezhi , kement e krogen don el levr-se , unan eus ar pennoberennoù diwezhan Viktor Hugo , diouganer bras

an ijin keltiek . 

Dremmoù ur rezistant taer m'en em anaveze ennan me-unan ' veze ganti, ar markiz Lantenag .

N'oan ket ur chouan hag un den gouez me ivez ?

Va lakae da hunvreal skeudennadurioù ken kaer an tresour Diogène Maillart bet moullet e embannadur 1876 Eugène Hugues .

Ivez anvioù bennak mod Arvorig o sonlivioù : Halmalo , Tellmarch ...

   Eus ene François-René en e dourell Gomborn ' sante ennon da bemzek vloaz . ( 7 )

Envorin a ran c'hoazh an hanv kaer-se 1967 bet tremenet ganimp anezhan dindan sell karantezus ar Pendine kent ma teuas diouzh ar c'hiz kreizenn-ski Puy-Saint-Vincent ' harz ar menez-se erc'het a-wechoù adal ar pemzek a viz Eost .

Gant un naon bras e lennen ahont penn-da-benn " Kounskridoù en Tu all d'ar Bez ".

Plijout a rae din istor Hervine Magon " a c'hoarzhe gant plijadur , a ouele gant an aon . " ( I , 5 )

Komz a rae eus va bugaleaj din-me va-unan hag o lenn anezhan e tegase d'am c'houn adarre un dousig-koant mod Breizh anvet "Maloute " , prinsezig melen he blev a vale kazel-ouzh-kazel gant he marc'heg kadarn , heman o tougen ur sae-foutouilhat hollgaer nepell diouzh hengoadeg Vrekilien !

Bez' ez eus ul luc'hskeudenn gozh a ziskouez ac'hanomp gant hor falsjaved , div velo bugelien .

A-drugarez dezhi eo dasorc'het dre vurzhud holl skeudoù va zremened : hon troioù-kaer pa'z aemp da vreskenn ha da riboulat gant va c'hoar Marianig , pennrenerez ha penn-paotr gwirion hon tropell , am stleje bepred dre gaer pe dre heg 'dreuz al lann war he lerc'h , hep menegin va hiraezh 'vit gouelioù Nedeleg gwechall-gozh ...

L'Îlot Haut , Bellevue : degouezhout a ra d'an anvioù-man dassenin c'hoazh em fenn ; Kamp Koetkidan e ospital an arme gant ur groaz vras wadlivet warnan ( hini an Demplourien ? ) a welan anezhan bepred dirak va daoulagad . 

A-walc'h eo din ur soudardig plom war un estajerenn , marc'heg Sant-Sir meurdezus gant ur glipenn plunv gwenn-ruz war c'horre e chako , 'vit lakaat da skedin em noz livioù hud va bro c'henidik .

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                                                ___

 

DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh IHolen Mor III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 4 - Gilliatt hag ar Vorgazhenn - 25 a viz Mae 2006 ( adwelet : Gwengolo 2015 ) Pep gwir miret strizh - All rights reserved -Tous droits réservés . "Tro-Vale e Bro ar Skeudoù " / Balade au Pays des Ombres , copyright 2006 - "Holen Mor " , copyright 2013 .

                              ___

Notennoù :

1 - " Baleoù e Breizh " ( Promenades en Bretagne , Balland , 1969 ) gant Herry Kefeleg ( Henri Quéffelec , 1910 - 1992 , skrivagner breizhat ) .

2 - Skrivet eo bet ar frazenn-man war dalbenn Dempl Apollon Delfi .

3 - " Bretagne " ( Breizh ) , barzhoneg Dan Ar Wern in " An Hent Kollet " ( Le Chemin Perdu , 1992 ) .

4 - " Labourerien ar Mor " ( Les Travailleurs de la Mer , 1866 , Victor Hugo ) .

5 - " Ar Beajour dreist Mor ar C'houmoul " ( Der Wanderer über dem Nebelmeer , 1818 ) gant Caspar David Friedrich ( 1774 - 1840 ) , livour romantel alaman - Notenn 10 , " Istor ur Bleinier Laz-Senin "( Histoire d'un Chef d'Orchestre , Auberive , 11 , 4 ) gant Dan Ar Wern .

6 - Menez Tombe ( Menez Mikael ar Mor ) , enezig Tombelaine .

7 - " Kounskridoù ( Envorennoù ) eus Tu all d'ar Bez " ( Mémoires d'Outre-Tombe , 1811 / 1841 , François-René de Chateaubriand

 

L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 4  - Gilliatt hag ar Vorgazhenn .
Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article