L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR IV - Goanag em Digenvez ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz II ) - 1 - Auld Lang Syne .
13 Janvier 2016 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
L'Histoire et l'Héritage I ( An Istor hag an Hêrezh I )
HOLEN MOR IV
II- Goanag em Digenvez ( 1 )
( 1990-1992 )
" Hag e teuio d'ar Sklerijenn ,
Hini ' ra hervez ar Wirionez "
Sant Yann , 3 , 21 .
" Seblantout a ra din e vevan en un digenvez diziwezh ,
Da vont da belec'h n'ouzon ket ,
Ha me eo an hini ' zo ar gouelec'h , ar beajour
Hag ar c'hanval war un dro ... "
Gustave Flaubert
1 - Auld Lang Syne *
" Tostik-tost dit emaon o chom ,
Gant va sell o vont tre da galon ... "
Philippe Sollers - " Tenzor a Garantez "
( Trésor d'Amour , 2011 )
" P'en em gaves ganin ,
T'oa ket laret traoù ,
Nemet gerioù boutin ,
Disterachoù ... "
Dan Ar Wern - Unan-Bennak Evel-Se , 9 - E-Pad Ma Voredez .
Arouez pe daol-zegouezh eeun ?
N'eus forzh penaos , e hanval bezan iskis a-walc'h hor buhez a-wechoù , neketa , ken diaes da gompren : war-dro teir eur d'enderv 'm eus adwelet Nancy R. war nij Londrez hiziv ...
Pa sonjan , dek vloaz ' oa bet va gwech diwezhan ganti e miz Mae 1980 e Sant-Loeiz , kêrbenn Missouri ! ( 1 )
Anzav a rankan , a-hend-all , ' oan deut emouez du-hont ne oa netra ken all d'ober 'vit klask en em gavout ganti ur wech c'hoazh ...
Met breman , pennadoù re verr pa oamp en em gavet a-nevez goude pell , em boa deut a-benn ivez da eskemm ur ger berrbad pe zaou ganti .
Klevout a ran neuze eman o chom e Londrez abaoe pemp bloaz , divugel ha bet torret he dimez eveldon .
Fortun gwelloc'h eo bet graet gant he mignonez an amzer-se " deut mamm diegezh garget a dri lampon " , a ziskler din-me gant un tamm mousc'hoarzh godisus o paran war he muzelloù .
Ha pa fell din distagan anv anezhi , ne gompren ket mat va doare , met goude ' vez lugernet he daoulagad gant ar plijadur enno o vezan gouest da intent stumm-lavar ur vro all : " A , Ioulia ! " ( 2 )
Sabatuet-mik eo gant hon emgav , war a seblant . Ha me ivez !
Ambroug a ra ur strollad tud da Bariz , emezi ...
Liv an enkrez ' zo war zremm hor c'hoantenn pa vez goulennet diganti rein din ur chomlec'h , ha marteze en abeg d'an den azezet n'he c'hichen eo bet lakaet diaes ganin ivez warni . Gant kalz a vousfent ez anzav ouzhpenn heman , seurt hiron Gall-hag-Aziad , ne oar ket c'hoazh men eman o chom ha neoazh , anat din en em anavez mat an eil egile .
N'eo ket re chenchet Nancy a gavan , ha zoken ma tiskouez dimp min laouen ur vaouez yaouank c'hoazh a dri ha tregont bloaz hepken hervez m'eo jedet buan ganin , e verzan eo deut d'he barr gant roufennigoù bihan merket war he zal ha korn he diweuz .
Hi , bet maen ken kalet ha kunv diwar va hent !
Distroet omp krenn breman en tremened !
Kaoz ' zo eus ski e Serre-Chevallier , lec'h ma gejis ganti e miz Meurzh 1978 .
" Kernevez " ' oa-hi , ha " Virginia " ivez ! ( 3 )
Met n'on ket sur e ouife biken pezh a veze evidon ... N'on ket sur d'e c'houzout me-unan c'hoazh .
Hag he labour ?
Petra'ta ' ra da vat ?
Kent dimp bezan daouhanteret boutailhadig ur " gwin a laouena kalon an den " , diougan ur vignoniezh adsavet hag arouez ur garantez kevrinel , e laoskan ganti va daveennoù .
( 4 )
Beaujolais nevez ar c'hentan deiz eo , hini ar goanag !
Respont a raio-hi dezhan ?
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh I - Holen Mor IV - Goanag em Digenvez ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz II ) - 1 - Auld Lang Syne - 15 a viz Du 1990 ( Adwelet : Genver 2016 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Goanag em Digenvez " , copyright 2016 - " Holen Mor " , copyright 2013 .
___
Notennoù :
1 - " Unan-Bennak Evel-Se " , 9 - E-Pad Ma Voredez .
" Saisons " , 8 - Heure d'Avril .
2 - " Kernevez " , AUBERIVE , 5 .
3 - " Virginia " , AUBERIVE , 6 .
4 - Salm 104 , 15 .
* "Auld Lang Syne " ( gwechall-gozh ) : tro-lavar skosat .
" Same Old Lang Syne " , e-barzh "The Innocent Age " albom , copyright EMI April Music / Hickory Grove Music , 1981 , Ascap - CBS Inc. gant Dan Fogelberg ( 1951 - 2007 ) , kaner amerikan brudet he doa va lakaet d'anaout Nancy .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LA VIE EST BELLE !
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
Archives

