L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR VII - Liv an Dazont - 1 - Porzh ar Bromesa .
11 Février 2016 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
An Istor hag an Hêrezh I ( L'Histoire et l'Héritage I )
HOLEN MOR VII
VII - Liv an Dazont ( 1 )
1 - Porzh ar Bromesa
( 1992 )
" Pelec'h eman an draonienn evurus ,
Douar hon Promesaoù ? "
Dan Ar Wern - " Douar hon Promesa " * ,
Auberive 8 .
da Vefa de Bellaing ( 1909 - 1998 )
Souezhadennoù ganti ivez a-wechoù eo buhez skuizhus-tre 'vel ma oar pep hini unan bennak ar c'hoskor bourzh dre aer !
A-drugarez d'ar c'homandant en doa c'hoant hon trugarekaat dre ma voemp manet difrom dirak strafuilhoù aergelc'h "burzhudus " an derc'hent , 'm oa lidet en abardaevezh diwar goust hon aerehan eno va daou-ugentvet deiz-ha-bloaz er gwellan preti kegin vat Jaffa .
Hag antronoz vintin da veure un devezh dibenn-hanv ken kaer edon o tremen va amzer da ziskuizhan war draezhenn an Hilton , daoulagad ac'hanon o skein diehan war-zu an donvor .
- Ac'hanta , Bretoned , ma gomprenan mat pezh a fell din laret , 'vel Yuzevien neuze 'maoc'h-c'hwi , a vouskomze din e pleg va skouarn mouezh flour un doare boud-aelez a spine va skoaz em c'hichen pa vezemp o vale war ribl ar mor Kanaan . Eveldomp hoc'h eus ur banniel , ur yezh ha talvoudoù speredel ...
Va mignonez Edith e oa . ( 1 )
- Met a-zivout hon douar ? , a droc'his dezhi neuze , hini bet dilestret ennan goude bet treizhet ar mor Keltiek gant hon hendadoù pell'zo , avel grenv ar Frankiz o c'hwezhan gouelioù o bigi da glask Porzh ar Bromesa : hag e vo dimp evit gwir un deiz , a c'houlennas dezhi ouzhpenn , pe ne oa nemet ur gaou all bet livet war holl levrioù istor mojennel-se ?
- N'hell ket bezan dilennet holl bobloù ar bed ! , a daolas o vousc'hoarzhin goap ouzhin ken glac'harus ar goantenn .
- Ha petra ' larfe Sant Erwan ha Sant Brieg , Sant Paol pe Sant Tudal , diazezourien ha saverien ar Vro , o welout petra eo deut-hi da vezan ?
( 2 )
Petra sonjfe hon harozed ivez , tadoù hor mammvro , Arzhur , Morvan Lez-Breizh , Nevenoe ? ( 3 )
- E kalon holl vammoù a wel o vont kuit o mab da glask penn d'e bred en ur vuhez gwelloc'h e vev ar goanag ... Met pa zistroont d'o c'hêr eo dindan neuz ur goulmig wenn a-wechoù ... ( 4 )
Sell , du-hont , an hini o nijal he-unan-penn a-us d'ar vagig-se : n'eus netra war o zro .
Piv ' oar petra ' vo an dazont ?
O adwelout an deiz war-lerc'h hor banniel o strakal en avel-vor , e tegasas d'am sonj komzoù kevrinus bet klevet iskis ganin 'pad va nozvezh digousk en ostaleri : Petra ' c'h eus graet 'vit da Vro ?
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh I - Holen Mor VII - Liv an Dazont - 1 - Porzh ar Bromesa - C'hwevrer 2016 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Liv an Dazont " , copyright 2016 - " Holen Mor " , copyright 2013 .
___
Notennoù :
1 - "Aman Hag Ahont " , IV - Edith ha Me .
2 - Sant Erwan Helouri ( 1253 - 1303 ) , patron Breizh ha tri eus ar seizh sant diazezer Breizh ( Brieg , Paol ha Tudal ) .
3 - Arzhur , haroz brezhon an Daol Grenn , Morvan Lez-Breizh , rouez e dibenn an VIIIved kantved , Nevenoe ( war-dro 800 - 851 ) , Tad ar Vro .
4 - Barzaz-Breiz , I , 17 ( An Distro eus a Vro-Saoz ) gant Kervarker ( Beskont Hersart de la Villemarqué , 1815 - 1895 ) , yezhour ha skrivagner breizhat .
Taolenn : " King Arthur " ( 1903 ) gant Charles Ernest Butler ( 1864 - 1933 ) , taolennour saoz .
* An Draonienn Evurus ( Das Glückliche Tal , 1939 ) - Pelec'h eman Douar hon Promesaoù ? ( Alle Wege sind Offen , 1939 - 1940 ) , daou romant bet skrivet gant Annemarie Schwarzenbach ( 1908 - 1942 ) , skrivagnerez-kantreadez suis .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 25 Une Etoile Qui Tombe
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LE GARDIEN DU MARAIS
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 Le Piège
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 L'ESCARBOUCLE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
Archives
